Sarmoniou an Aotrou Quere - 17

Total number of words is 4605
Total number of unique words is 1417
60.8 of words are in the 2000 most common words
70.8 of words are in the 5000 most common words
70.8 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
Penaoz esperoud hor zelaouo ma nen em zelaouomp
ket hon unan. Pa vank, dre hor faot hon unan, hor
spered hag hor chaloun da bedi da heul hor chorf, ar
beden a goll he hano : neo mui nemed trouz muzellou.
3° Erfin, va Breudeur ker, peleach e ma ar re a bed
gant eur guir feiz ; ar re a lavar : Si vis, potes me mun-
dare ; peleach ar re a gendalch da bedi, heb en em
skuiza ; a chortoz, a laka gortoz var gortoz (Expecta,
reexpecta) ken na blijo gant Doue ho zelaou ?
Ha choant ho cheuz-choui da veled eur beden great
evel ma zeo dleet ? « Ha setu, eme an Aviel, eur vaouez
a Ganan o tond da gavoud Jezuz, en eur grial : Aotrou,

VAR AR BEDEN 323

ho pet truez ouzin, rak va merch a zo gwall gaset gant
an droug-spered. Ha Jezuz ne respountaz ger, hag he
ziskibien tostaad out-han ha lavared : kasit-hi diou-
zoch, rak krial a ra var hor lerch. Ha Jezuz lavared
dhezi : nounn digaset nemed evit ar re euz pobl Israel
ho deuz izom a zikour. Hag hi dond, hag en em strinka
dhe dreid en eur lavared : Aotrou, va jikourit. Hag
hen respount : Neo ket mad kemered bara ar vugale
evid hen taol dar jas. Hag hi lavared : guir eo,
Aotrou ; koulzgoude ar jas a zebr ar bruzunachou bara
a gouez e starn an daol, euz a dorz ho mestr. Ha Jezuz
lavared dhezi : Braz eo ho fizianz ; ra vezo great evidoch
ervez ho choant : Fiat tibi sicut vis. » Hag he merch,
dar pred-se krak, en em gavaz pare.
Va Breudeur ker, e peden ar Gananeen, guelit pebez
fizianz, guelit pebez perseveranz ! mez ivez guelit pebez
burzud a ra evit-hi mab Doue. Lavared hen deuz : « E
guirionez, e guirionez, mar ho pe feiz, eur feiz, eur
fizianz ha ne ve ket brasoch evid eur chreunen seneve,
e tiblasfach menezion. » Ia, eur beden great mad a zo
treach da Zoue he-unan.
Setu perak, va Breudeur, pedomp, pedomp a greiz
kaloun, pedomp heb en em skuiza morse, pedomp evel
ma fell da Zoue, ha mar hon deuz aoun na ve ket great
mad hor pedennou, da vihana lavaromp aliez :
Va Doue, deskit dheomp pedi : Domine, doce nos
orare.
AMEN.

(324)

II
Jesus doktor an dud

Magister vester unus est.
Magister vester Christus.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
An dud nen em glevont ket evit rei dan nesa ar pez
a zo d'an nesa : nen em glevont ket muioch evit rei da
Zoue ar pez zo da Zoue. Ouz piou senti ?
Ar bed-ma, zo evel eun horolach. En horolach, pep
tra hen deuz he renk, he labour.
Hogen, me vel er bed, he renk, he labour merket
dan Env, dal loan mud, dan heol, dar vreunen blouz...
Daoust hag an den a ve lezet gant Doue da veza fall pe
vad ervez he volontez, da vont a gleiz, a zeou, ervez ma
sonj ?.. An dra-ze ne chell ket beza. Hen eo roue an
douar hag a dle kaout ive, muioch, a rank kaout
ive he renk, he labour, he benn beach.
Ha krouet e ve hen evit traou ar bed-ma hebken ?
Nann. An dra-ze ne chell ket beza.
Er bed, petra zo ? Enoriou, madou, plijaduriou. Mez
tremen a reont. Keit ha ma padont e lezont choaz ar
galoun goullo : Affer, affer... Aliez dho heul e teu neach

JESUS DOKTOR AN DUD 325

ha poan... Ne zavont ket an den dreist a loened mud....
Ha goude beza tanveat anezho e ranker lavaret : Vani-
tas, vanitatum et omnia vanitas. Ia, koumoul, traou
netra, holl draou ar bed-ma, præter amare Deum et illi
soli servire.
Setu aze evit petra eo bet krouet an den : evit ana-
voud Doue, he garet, he zervicha.
Mez piou a zesko dheomp anaout Doue ? Piou he
garet, he zervicha evel ma zeo red ? Magister vester,
unus est, christus.
*
* *
Pa deu eun den da glask hon trei a du ganthan, tri
choulen da ober :
1° Piou ochchoui hag a berz piou e teuit ?
2° Pe seurt mennoz ho tigas ?
3° Ha gouzout a ritchoui mad, ar pez a glaskit deski
d'heomp.
Jesus-Krist a zo deuet hag a respount : Piou och-
choui ? Mab Doue ha Doue va-unan. Euz he berz e
teuan. Mab Doue... etc... Testeni au brophetet ; tes-
teni an Tad hag ar Speret Santel : Hic est filius meus
dilectus in quo mihi bene complacui ; testeni ginevelez,
buez, maro, burzudou hor Zalver ; testeni he Ebestel...
Testeni ar sperejou brasa... Mar deo maro Sokrat,
maro eun den fur, a lavare unan, maro Jesus ' zo maro
eun Doue.
Dirak Napoleon, eun devez, eur general a lavare traou
divar benn ar relijion. « Keuz a meuz, a lavaraz

326 JESUS DOKTOR AN DUD

dezhan an Impalaer, da veza ho kreat general. Me
anavez pell ' zo petra eo eun den ha Jesus-Krist a zo
ouspenn eun den, kredit achanon. »
Doue eo, eta, ha guir hen deuz da zont da gelenn ha
da veza selaouet.
Pe seurt mennoz hen digas ? Pe seurt mennoz ?
Guelit petra ' reas : Transiit benefaciendo et sanando
omnes ; petra lavaras : Beati qui persecutionem... beati
qui... ; petra hen deuz savet etouez an dud : Jam non
dicam vos servos, sed amicos... Netra ken kaer eget he
vuez penn-da-benn, netra ker kaer, ive, ha ken gla-
charus eget he varo... Daou zevez araog ma varvas,
etc... Ma hen deuz prezeget neo ket bet, sur, evithan
he-unan. Rak nhen deuz kavet, etouez an dud, anaou-
degez vad hebed.
Ha gouzout a rea hen mad ar pez a glaske deski
dheomp ? Ia, rag Doue eo. Doue a vel pep tra, ' ana-
vez pep tra. Ar religion hen deuz skignet a zo al
liamm a stag an den deuz an Aotrou Doue ha deuz ar
baradoz. Jesus-Krist ' anavez mad petra eo Doue, petra
choulen, pehini eo an hent da vont dan Env.
Anavoud a ra ive petra eo an den, rak den eo he-
unan : Tentatum per omnia pro similitudine absque
peccato.
Ne chell ket eta hon troumpla. Ha rak-se eo hon
doktor, hor guir mestr-skol... Red eo eta he zelaou,
senti outhan. Muioch zo :

JESUS DOKTOR AN DUD 327

*
* *
Magister vester unus est Christus : n'euz doktor all
hebed nemet-han.
Hag e teufe eun eal da brezeg dheoch eun Aviel
dizhenvel, nher chredit ket, eme sant Paol. Ha koulz-
koude, prezeg a rear eneb Aviel Jesus-Krist.
Ama, adarre, tri goulen da ober. 1° Piou och-choui ;
2° a berz piou e teuit ; 3° ha goud mad a rit ar pez a
lavarit ?
Piou och-choui ? Selaouit sant Paol (II. Tim. 3. 1.) :
Erunt homines, seipsos amantes, cupidi, elati, superbi,
blasphemi, parentibus non obedientes ingratis, scelesti, sine
affectione, sine pace, criminatores incontinentes, sine
benignitate, proditores, protervi, timidi et voluptatum
amatores magis quam Dei, habentes speciem quidem
pietatis, virtutem autem ejus abnegantes, et hos devita
semper discentes et nunquam ad scientiam veritatis,
pervenientes, resistunt veritati, homines corrupti mente ;
reprobi circa fidem...
A berz piou e teuont... Setu Voltaire, Rousseau, Lu-
ther, setu ar falz-doktoret deuz hon amzer : a berz
piou e teufont nemet a berz an hini a lakeaz da genta 'n
den da fazia pa lavaraz dezhan : Nequaquam moriemini,
sed eritis sicut dii scientes bonum et malum. A berz
hennez, ive, e teu ar re ' ra hirio brezel da religion dre
al leoriou fall, dre ar chazetennou milliget, dre an dud
fall hag a zo paet evit distaga an den deuz Doue. Sellit,

328 JESUS DOKTOR AN DUD

guelit, selaouit. Petra ra dan den-ze ar pab... an iliz...
ar relijion ? Drouk ebet. Ha koulzkoude, mantruz eo
klevet ar pez a lavar en ho enep. Tud milliget ! ho la-
bour a voue bet lavaret gant Jesus diwall out-han : Si
me persecuti sunt, et vos persequuntur.
Pe seurt mennoz ho deuz ? A fructibus eorum cognos-
cetis eos.
Petra ' lavar Jesus-Krist, an Iliz, he ministred ? Karet
Doue, en em garet hon-unan ervez Doue, karet an nesa.
Hag hi petra ' lavaront ? Ar religion ! mad da netra.
Petra lakeont en he leach ? Doue an aour, doue an
enor, doue ar blijadur... Tud digar ! O lavaret dan dud
neuz Doue na baradoz hebet, ne lezont gant ar paour,
gant an daou farz deuz tud ar bed-ma, netra dho
frealzi en ho foaniou.
Ar religion ebken a skor al labourer, a ro frealzidi-
gez d'an den klanv, a zoupla anken an den glac'haret,
a ro esperanz pa goller an dud, a ro nerz da zougen ar
chroaziou... Tud paour a vo ar muia atao. Daelou vo
bepred. Ha neuze, abred pe zivezad, e vo ar vered ;
ennhi, holl draou an douar a iel e teuz.
Hag anavoud a reont ar pez ma kozeont divar he
benn ? Nann.
Me zo ' vont da galvez : iit dar skol gant eur chal-
vez ; me zo ' vont da vortolod : iit dar skol gant eun
den a vor. Mad, abarz komz a religion eo red he studia ;
gouzout mad petra eo Doue ; kaout skiant ar
zent.

JESUS DOKTOR AN DUD 329

Hag ar fals doktoret ? Gant piou int bet er skol ? Gant
tud fall ha na ouzont netra.
Morse eta ne veritont beza selaouet.
Evelse bezet great.



* * *


III
Prezegen var Zakramant an Aoter

Ego sum panis vitæ
Me ' zo ar bara a vuez.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Adorasion ' zo en ho parrez. Holl e teufot dober an
adorasion. Holl e rafot eur gofesion vad hag eur gom-
munion evel ma zeo dleet.
Mez ar gommunion, kristenien, neo ket da gemeret
hebken, bep tro ma ve adorasion pe mission en eur
barrez, neo ket da gemeret hebken, eur veach ar bloaz
da bask, mez da gemer aliez, choant a m beffe da
lavaret da gemeret bemdez. Ego sum panis vitæ : me zo
'r bara ' laka da veva, eme Jesus-Krist. Rak-se, an hini
hen deuz choant da veva ervez Jesus-Krist a dle kemeret
aliez euz ar bara-ze. Hag e karfen lavaret deoch, hirio,
e berr gomzou, an dalvoudegez a chelfot da denna deuz
ar gommunion.
Sant Thomas, o kozeal divar benn Sakramant an
Aoter a lavare : Beza 'z eo eur bara, eun tammik henvel
deuz an hini ' ve kavet var an daol e pep ti. Doue, evit
chomm ganheomp, hen deuz kemeret liou ha blaz ar

VAR ZAKRAMANT AN AOTER 331

bara, rak ma ra Sakramant an Aoter evit hon ene ar
pez a ra 'r bara evit ar c'horf.
Hogen, evit ar chorf, ar bara ' deu : 1a) da rei dheomp
a nevez an nerz a gollomp dre hon labour ; 2l) ar bara
hon laka da greski ; 3de) ar bara hon laka da veza
laouen.
Evit hon ene, Sakramant an Aoter a ra ar memez
tra.
*
* *
Ar gommunion a deu da renevezi hon nerz.
Va Breudeur ha va Choarezed kristen, nerz a gol-
lomp, bemdez. Evit hor chorf netra surroch. E berr am-
zer e zafe da netra ma na vemp, atao, var ervez. Eur zach
goullo ne jom ket pell en he zav, a lavare hon Tadou koz.
Dribi ' ranker. Neuz par dar bara evit dercbel an den
en he bloum. Doue, evel dre virakl, a laka 'r bara-ze
dober heol en hon izili ha goad en hor goazied.
Mad, kristenien, ar pez a ziguez evit ar chorf a
ziguez, ive, evit hon ene. « Er bed-ma, ' lavare sant
Ogustin, e roomp taoliou, avechou. Mez skoet e ve var-
nhomp ive taoliou. Hag aliez an taoliou-ze ' ve ken
pounner, ma na zantomp mui tammik nerz ebet en hon
ene. »
Piou en ho touez, va Breudeur ker, zoken an hini zo
'r guella gant Doue, nhen deuz ket, avechou, santet he
dammik kaloun o vankout dezhan ? Piou, deur mare
pe da vare deuz he vuez, nhen deuz ket bet difizianz
deuz an dud, diskredet var an Aotrou Doue ha bet ten-

332 VAR ZAKRAMANT AN AOTER

tet da glask he blijadur er bed, var digarez ma zeo diez
kerzet var hent ar baradoz ? Oh ' dar mareou-ze, dreist
holl, pa vez ar galoun kaset da netra, pa vez an ene
kemeret, gounezet gant an drouk-spered, dar mareou-ze
eo mad mont da gommunia. Gellout a reomp, sur eo,
kaout nerz da stourm en eur ober actou a feiz, a esperanz,
a garantez. Chacha chellomp, dre ar beden, gras Doue
varnhomp. Mez netra ne roio dan ene kement a nerz
eget ar gommunion. « An hini ' zreb va chorf hag
a ev va goad er gommunion, eme Jesus, a vezo ennhon-
me ha me vezo ennhan : Qui manducat meam carnem et
bibit meum sanguinem in me manet et ego in eo. » Daoust,
Breudeur ha Choarezet kristen, ha bresk e chelfemp
beza, ha dinerz a chelfemp en em zantout choaz, pa
vezomp harpet var hor Zalver Jesus-Krist.
Histor : Sonis e Patay. O vont dar stourmat, eur mi-
gnon a choulenne diganthan ha nhen doa ket aon.
Sonis hen doa kommuniet deuz ar mintin, en devez-se.
Hag en eur lakaat he zourn var he beultrin, e lavaras :
« Doue ' zo aze : rak petra 'm beffe aon ? »
*
* *
Ar gommunion a ro nerz dhon ene ; a ro dezhi an
nerz a goll bemdez, dre an tentasionou, evel ma ro 'r
bara nerz dar chorf goude ma ve bet dinerzet gant
tomder an heol pe skorn ar goan.
Mez neo ket avoallach kaout nerz en hon ene. Red
eo he lakaat da zigeri, da greski. Neuz forz pegen krenv

VAR ZAKRAMANT AN AOTER 333

e vo eun den, ma chomm, atao, bihan e vo eun dra
fall awalc'h...
Eun devez, sant Ogustin ' oa, gant glachar ha mel-
koni, o sonjal en he vuez tremenet. Ha leach hen doa
'r paour-keaz den, da lakaat he speret diez. Er penn
kenta deuz he vuez oa bet gwall droet gant ar bed. Dile-
zet hen doa he vuez fall : deut oa varzu Doue. Hag e
sounje penaoz en em gemer ar guella evit dont da veza,
nann eur zant, mez eun den mad.
Hag e klevaz eur vouez o lavaret dezhan : « Ogustin,
» kea da gommunia. Ma zez da gommunia, neo ket
» Doue ' vezo chenchet ennhoud, mez te vezo chenchet
» e Doue. »
Da lavaret eo, va Breudeur ker, ma zez da gom-
munia neo ket Jesus a gemero plegou fall Ogustin,
mez Ogustin a gemero karantez Doue , madelez
Doue, justis Doue. Deuz a zen dont da veza henvel ouz
Doue ! Setu aze hag a zo brasaat, kreski.
Hag e guirionez, va Breudeur ker, ar re ' ia da gom-
munia aliez, nann holl evelkent, rak lod ne gom-
muniont ket evel ma zeo dleet, lod ne deuont dan daol
zantel nemet dre voazamant hag ennho ar gommunion
a ra, evel eul louzou kemeret araog he vare, var eun
den klanv, mez ar re ' ra kommunionou mad a zo, en
ho buez, eun dra benag euz a Zoue. Ho drem a zoug
varzu ennho ; ho chomz leun a zousder a ra plijadur ;
en ho speret e zo eun dra benag hag a entent guelloch
an traou, en ho bolontez eun nerz hag ho foulz, atao,
dober mad..., etc. Histor sant Hyacinthe...

334 VAR ZAKRAMANT AN AOTER

*
* *
Ar gommunion a deu da rei levenez.
Digarez a ve kavet da jomm heb kommunia. Ma ve
red dalcher ar galoun atao e stad da vont da gommunia,
neuze na ve plijadur ebet ken... neuze, na dans, na par-
doun, na foar.
Hennez eo, lavar an dud. Selaouit brema lavar Jesus.
Eur veach, Jesus a rea eun diskuiza, e kichen eur puns,
pa deuaz eur plach iaouank da gerchat dour. Ar plac'h
iaouank-ze he doa klasket, 'n dra chelle, he flijadur
ebarz er bed. Er plijadureziou-ze he devoa lezet zoken,
tammou deuz he enor. Ha Jesus a lavaraz dezhi : « Oh !
ma guesfet pegement e zo muioch a blijadur o c'heul
an Aotro Doue : Si scires donum Dei ! »
Hag e guirionez, va Breudeur ker, daoust hag ar plija-
duriou a ro ar bed a chell beza lakeat e kemm gant
ar plijaduriou a ro an Aotrou Doue. Holl ho peuz bet
kemeret kalz pe nebeut deuz plijaduriou ar bed. Ous-
penn-ze, beza ' zo en ho zouez ha nint ket difennet...
Mad, pet gueach eo bet karget ho kaloun gant ar pli-
jaduriou-ze ? Daoust hag aliez nho deuz ket lezet var ho
lerc'h tritidigez ha morc'hed ? Ar guir, blijadur, an
hini ' laka 'n den eürus, eo an hini c'heller kemeret heb
aon na mez. Plijaduriou ar bed ' zo prenved enho...
Mez ar plijaduriou a gaver gant an Aotrou Doue a zo
iac'h ha sansun bepred. Ar c'hristen a zigemer, aliez,
hag e giz ma zeo dleet, Jesus en he galon dre ar gom-
munion, a vo laouen he lagad atao, eün he zell, eaz he

VAR ZAKRAMANT AN AOTER 335

goustianz, etc... Menech, surzet, tud devot, ral e ve
du ho zal...
*
* *
Kemerit, eta, hirio, ar mennoz santel da gommunia
alies ha da gommunia mad. Var an douar e vezoch euru-
soc'h... Er baradoz e vezoch sent divezatoch.
Evel-se beza great.



* * *



IV

An Heur Zantel


Meur a heur, tremenet en hor buez.
Evit piou ? En eur ober petra ? Pegement a dalvont,
dreist holl, dirag Doue ?
Hag holl int-hi bet heuriou santel ?
Setu eun heur all, an Heur Zantel he hano !
Penaoz hag e peleach he zremen guelloch eget ama.
Eun devez tremenet e charz aoteriou Jesus a dalv dek
kant tremenet er bed : Quia melior est dies una in atriis
tuis super millia. Ps. LXXXIII.
*
* *
E petra sounjal epad an heur-ma ?
Gueach all sant Paol a lavare : Christus heri, hodie et
in sæcula : Jesus-Krist a voa deach, a zo hirio, hag a
vezo da viken.
Jesus-Krist a ioa deach :
Evit hon prena : E Bethlehem, E Nazaret,
Var ar groaz, o klask an danvad dianket.
Ha ni, deach ive marteze, ne zounjemp ket ennhan,
nher zelaouemp ket, a deche pell.

AN HEUR ZANTEL 337

Jesus-Krist a zo hirio.
Evit hor mad, hor zelaou : Var an Aoter : Cum
dilexisset suos, in finem dilexit eos.
Ni ive hirio, tost dezhan, a unan ganthan...
Oh ! nag hir eo an noz ! Veni, noli tardare... Omnia sunt
parata.
Jesus-Krist varchoas kenta :
Er gommunion hag o lavaret dheomp : Ego ero mer-
ces tua magna nimis.
Ha ni: Vivo ego, jam non ego, vivit vero in me Christus.
Jesus-Krist, varchoas goude : Hor churunen en Env.
Ha ni neuze, eurus ganthan da viken.
Sounjomp mad en teir guirionez-se.
*
* *
Va Breudeur ker, er bed-ma pep tra ' dremen. Treme-
net eo ive an heur-ma.
Komzet hon deuz kaloun ha kaloun gant Jesus-Krist.
Hen trugarekeat, her meulet, hon deuz ;
goulennet he chrasou, goulennet dreist-holl ma vo
iviziken, peb heur henvel deuz houn-ma,tremenet dirak
Doue, er guel a Zoue, o veuli Doue, evit ma teuio var-
lerch, eun heur eurusoch... eun heur heb fin, heb
kemeskaillou a boan, a dristidigez... heur ar baradoz.
*
* *
- Ha brema, lavaromp : Kenavo, o va Jesus! Pe vel-
22
338 AN HEUR ZANTEL

loch choaz : Jesus deuet da m heul dre ho karantez : In
pace, in idipsum dormiam et requiescam.
Evel eur chrouadur var galoun he vamm, ra gouskin
en eur zonjal ennoch, en ho madelez, en ho karantez,
en ho peoch, en eur lavaret : Meulet ra viot, hirio,
varchoas, da viken. AMEN.


* * *



V
Aliou eur pastor dhe barrisionis goude eur mission
pe adorasion

Regnum Dei intra vos est.
Choui zo brema, e rouantelez Doue.
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Eun dra gaer eo guelet, epad eiz devez, eun iliz leun a
dud diredet ennhi evit pedi Doue, evit selaou komzou
Doue, evit deski lezen Doue, evit meuli Doue, goulen
pardoun ouz Doue.
Ha koulskoude setu ar pez hon deuz guelet er zizun
dremenet. Deut och holl, pedet ho cheuz, keuz ho
peuz bet dho pechejou... Transtulit quoque Dominus
peccatum tuum, non morieris. Ar peoch a zo great etre
Doue ha chui : holl och brema bugale da Zoue. Doue
' zo eat ganeoch euz an iliz-ma dho ti : Depositum
custodi. Grit ma nhen devezo ket a geuz : taolit evez
d'he goll, dher guerza : grit ma chen em blijo ganeoch.
Mez evit-se grit evel eun iliz deuz ho ti :
1a) Eun ti a beden, a veuleudi da Zone ;
2l) Eun ti a respet, a zoujans Doue ;
3de) Eun ti a urz vad, a berz an holl ;
4re) Eun ti a garantez, etre peb den.

340 ALIOU EUR PASTOR GOUDE EUR MISSION

*
* *
1. Eun ti a beden. Non in solo pane vivit homo, sed
in omni verbo quod procedit de ore Dei. Ar beden eo bara,
magadurez an ene.
Pedi mintin ha noz, pedi holl, koz ha iaouank, mestr
ha mevel, deski dar vugale pedi, derchel mad ma pe-
dint. Tad ha mamm ha na zeskont ket dho bugale
pedi, tad ha mamm evit hanter hebken.
2. Eun ti a respet Ger ebet morse enep ar reli-
jion. Respet ive da hano Doue : morse, na sakreou na
nondeou. Respet choaz dan den he-unan : Komz vil,
komz lous hebet morse. Beilla dreist holl, e kever an
dra-ze, e kever ar vugale iaouank hag e kever ar miti-
zien. Rak, siwas ! aliez plach ha mevel a goll bugel.
3. Eun ti a labour ervez Doue, a labour kinniget
da Zoue.
Peb den a rank labourat ervez he stad : Lod gant ho
fluen, lod gant ar chi-koun, lod gant ar bal, an alar...
Al labour n'eo ket eun dizenor. An didalvez a zalc'h
dindan an heol eur plas didalvoud. Mez en eur labourat
evit ar chorf, labouromp ive evit hon ene... Lod a la-
bour enep Doue, lod heb kaout sounj a Zoue. Labou-
romp da heul an Aotrou Doue... Labouromp atao a
du gant Doue.
4. Ti a urz vad. Peoch ha karantez etre an daou
bried : Anez e veffent evel daou chaleouner, chaden-
net an eil ouz egile.

ALIOU EUR PASTOR GOUDE EUR MISSION 341

Skuer vad a berz ar pennou tiegez. Mar lavarit dho
mevellien : kit da labourat heb mont asames gantho, e
reint, sur, labour fall. Mez mar lavarit dezho : Deomp
dar park, ha ma labourit gantho kewred, e raint la-
bour vad. Evelse ive, ma lavarit dho pugale, dho me-
vellien : iit dan ofern, iit a govez, lavarit ho peden-
nou heb ober hoch-unan ar pez a lavarit dezho, ne rint
ket kalz a van. Mez, ma lavarit dezho ober eun dra
benag hag a rit hoch-unan, e rint atao anezhan a volon-
tez vad.
Dorn karantezuz, mez ive nerzus, evit renka pep tra
ha pep den : Firmiter et suaviter. Lakaat eun hual dan
troad re skanv, eur vistign dar penn re avelek, eur
vorail en nor, dan trezenner. Arabat lakaat ar vaz en
tân, mez he espern, ha ma vez red, labourad ganthi.
Goude an dra-ze holl, ma na cheller dont da renka
mad an tiegez, ne eller ober tra all nemet vouela ha
pedi... Histor santez Monica ha sant Augustin. Monica
chounezaz dre he daelou, he fedennou, he mab da Zoue.
Griit eveldhi. Nerzuz eo bepred ar beden var kaloun
Doue.
AMEN.

* * *

(342)


Ne 'z eus netra war ar bajenn-mañ.

(343)



PEMPED LODEN

*

(344)


Ne 'z eus netra war ar bajenn-mañ.


I
Ar sarmoun var ar pechet, kempennet ha renket
evit beza great en eur pardon

Peccavi, et quid mihi accidit triste ?
Pechet e meuz, ha pe seurt droug a zo
c'hoarvezet ganhen-me ?

VA BREUDEUR KER,
An Aotrou Doue a lavar dan dud : « Bezit santel
abalamour ma zoun santel va-unan. » Beva heb san-
telez a zo mond a eneb bolontez an Aotrou Doue. Rak
nhen deuz hor chrouet nemet evit ma vezimp, goude
eur vuez digaillar var an douar, sent ha sentezet en he
varadoz.
An iliz, dhe zro, a zeu epad ar bloaz, da selebri gouel
ar re, euz he bugale varo, a chell guella, dre ho buez
direbech beza skuer vad he bugale veo, hag a lavar
d'heomp holl : « Bet int ar pez ma zoch, ha choui,
dho tro a zo galvet da veza ar pez ma zint, gant ma
kerzfot dre ar memez arouden gantho. »
Oh ! her gouzout a raan, lod a zo hag a respount :
« Ia, va Doue ! choant hon deuz da veza sent : poania
' raimp evit her beza : mez galloud an den a zo bihan ;

346 VAR AR PECHET MARVEL

choui, o va Doue, a zo braz hoch hini, ha choui eneou
dija eürus a zo nerzus ho peden : astennit ho tourn
dhon rên, dhon harpa ! » Hag evel-se, gant poania
mad ha gant skoazel an Env da heul, e talchont dis-
klabez ho ene.
Mez lod all, ha stankaad a ra bemdez an niver
anezho, lod all a lavar : « Bezet sant an nep a garo ;
evidon-me, na sant ne dounn, na sant na vezin ! Ha da
betra mad ?
» Pechet e meuz pechi a rin choaz. Ha perak nann ?
Goude pechi pe seurt droug a zo eta, choarvezet ga-
nhen-me ? Peccavi et quid mihi accidit triste ? »
Rak ma tleomp evel Jesus-Krist klask distrei ar re
a fazi ha miret ouz ar re vad da fallgalouni e teuan,
hirio, da ziskuez deoch hen deuz ar pechet, a holl
viskoaz, koulz hag hirio en deiz, tennet gwaleur var
benn an den.
*
* *
Va Breudeur kristen, eun impalaer en he rouantelez,
eur jeneral e penn he arme, eur chabiten var he lestr a
dle, araog pep tra, merka he renk hag he zever da bep
hini. Goude ma ho devez diskouezet ho rouden d'an holl
e tleont gouarn, gant karantez evit guir, mez ive gant
fermder, ha pa zeu eur re benag, dre ho faot ha gant goe-
ziegez, da derri ho urzou, an impalaer, ar jeneral, ar
chabiten a dle kastiza kement hini a vank d'he zever.
Eun dourn evit rekoumpansi, eun dourn all evit punisa,
setu hebken e pe chiz e challont derchel an urz vad.

VAR A PECHET MARVEL 347

Hogen, va Breudeur ker, dreist holl bennou braz ar
bed-ma e zeuz eur Roue ; eur Roue brasoch, galloudu-
soch eget ar re all ; eur Roue hag hen deuz da chouarn,
nann eur rouantelez hebken, mez an Env, an douar ha
kement a zo etre an douar hag an Env.
Hag ar Roue-ze, rag ma ra pep tra gant pouez ha
dioch vuzur, a verk da bep unan achanomp dre be
rouden kerzet : petra da ober, dioch petra en em viret ;
ha rak ma zeo santel, e fell dezhan, dreist pep tra, e ren-
fe an urz-vad etouez he zujidi. Setu perak euz he berz,
ar chaera promesaou great dan nep a ra mad ho dever,
mez ive, ar pounnera gourdrouzou douget a enep ar re a
vank dhen ober. Hag ar gourdrouzou-ze nint ket, deuz
he berz, spountaillou bugale na krosmol avel.
Ho digas a ra da vir ervez he choant dan heur mar
plij ganthan hag en despet da bep tra.
Selaouit kentoch ha guelit. An testeniou ne vankont
ket.
*
* *
Ne vankont ket en amzer a zo dija eat abiou.
1° Evit kastiza 'r pechet, Doue ne espernaz ket an
daou zen kenta, he grouadurien muia karet.
Adam hag Eva zo ganthan lakeat da ren var holl
draou an douar. Lojet er baradoz terrestr, e tremenont
ho amzer en eur blijadur heb he far ; nho deuz na diouer,
na dienez a netra ; nag enkrez, na poan a voulch ho
eurusded. Mez en eun taol kount, me ho guel barnet da

348 VAR AR PECHET MARVEL

chounid ho bara divar bouez ho diouvreach, barnet
ouspenn dar poaniou, dar chlenvejou ha zoken d'ar
maro.
Ha perak eur blaneden ken dishenvel dioch ar bla-
neden genta ? Eun dra zo bet penn-kaoz ha neuz ne-
met unan : ar pechet.
2° Doue na zellaz ket peger braz oa niver an dud ma
tlie skei varnho.
Var dro chuezek kant vloaz goude krouidigez ar
bed... etc. Danevel an dour-beuz.
3° Doue na espernaz ket ar pennou kurunet.
Ni, avechou, dirag ar pennou braz a rank stoui hon
tal ha choum da zounjal. Doue var an huella pennou a
ziskarg aliez ar pounnerra taol... Danevel ar pez a
choarvezaz gant Balthazar : mane, thecel, phares... etc.
4° Doue na espernaz ket he bobl muia karet.
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.