Sarmoniou an Aotrou Quere - 10

Total number of words is 4756
Total number of unique words is 1453
60.0 of words are in the 2000 most common words
70.8 of words are in the 5000 most common words
70.8 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
frigidus esses ! » O velet stad truezuz ho chene ho pije
neuze, marteze, en em gonvertiset. Eleach brema, en
em lakeat ma zoch etre ar beo hag ar maro, en em gol
loch heb gouzout deoch hoch-unan : Incipiam te vo
mere ex ore meo.
*
* *
Setu perak, poent ha tremen poent eo deoch dizrei
euz ho Toue, choui holl hag a zo lezirek en he zervich :
Hora est jam de somno surgere. Lakeomp, va Breudeur
ker, hor zilvidigez araog pep tra. Mez ar zilvidigez nher
graimp ket nemet poania a raffemp d'hen ober. Ha
poania, nann gant unan euz ar choantegeziou dinerz-
se, ne deuont a benn deuz netra hag a zo leun an ifern
anezho, mez poania a zrevi ha koustet pe gousto. Kalz
a boan a gemeromp hag aliez poan gollet evit tremen
diouz an dud ha plijout dar bed. E servich Doue, sur,
ni a gavo ive, eur boan benag da chouzanv, eur groaz
benag da zougen. Mez ma tilezomp Doue, hor poaniou
a iel var gresk. Hag evel na gountint netra, e vezomp
malheuruz er bed-ma ha malheuruz ar bed all.
*
* *
Rak-se, ne ankounachaït ket ar gomz a lavaren en
eur gregi em zarmon hag a lavaran choas en eur zis-
kregi : maledictus qui facit opus Dei negligenter : Milli-
get an den a vo lezirek e servich Doue !



VI
Steuen eur zarmoun var ar Vesventi

Cui v, cujus fratri v, cui rixa, cui fovea,
cui sine causa vulnera ? Nonne his qui com-
morantur in vino et student in calicibus
epotandis ?

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,
Ar peched eo brasa koll an den. Ober a ra hor
malheur er bed all : ober a ra hor malheur er bed ma :
malheur hor chorf ha malheur hon ene.
Koulskoude, pep pechet na denn ket varnomp ker
bras ha ker bras kastiz... Unan a zo hag a ve lavaret zo
staget oud-han pep seurt kollou var eun dro. Hennez
eo ar vesventi.
*
* *
E peb parrez pa dremener e veler tavarniou e peb
korn. Ouz pep hini ' ve stag eur bod iliao. Mez evit
ober mad e ve red staga tri gleze : unan hag a laz an
ene, eun all hag a laz ar chorf, ieched, danvez, eun
trede hag a doull kaloun ar gerent.

VAR AR VESVENTI 181

*
* *
Kleze an ene.
Ar vesventi ' zo dreizhan heunan eur pechet mar-
vel... Ha da heul ar vesventi e teu kalz pechejou all :
1° al luxur : venter mero stuans despumat in libidines ;
2° an ourgouil, ha gant an ourgouil an touerez Doue ;
3° ar gual skuer...
Doue a grouaz pep tra evit an den. Mez an den he-
unan a zo krouet evit Doue : Omnia vestra sunt, vos
autem..., etc...
Red eo eta ober eun implij mad deuz ar pez a roaz
Doue dheomp. Ar mesvier a ra eun implij fall. Doue a
roaz ar prezeg dheomp... evit ma teujemp dhe veuli.
Ar mesvier a ra ar chontrol. Deuz he chinou na guez
nement sakreou, nondeou, malloziou, komzou goapus
a enep Doue, ar religion, ar veleien.
An heol, hiboud an dour, al laboused a veul ho
chrouer : Mez evel eun ograou a zoun heb gouzout e
soun. An den eo an ograouer karget da rei skiant dan
ograou. Ar mesvier nher gra ket. Diskiant eo evit ar
mad. Nhen deuz skiant nemet evit an drouk. Ar ves-
venti a zistruj en den, keit ha ma pad, skeuden, poltred
an Aotrou Doue.....
..... Eur vertuz a zo, kaer dreist ar re all : ar burete.
Venter mero astuans... Guelit ar mesvier, selaouit anezhan.
Divar ar bern teil deuz ar mintin e ve guelet o sevel eur
vougen vrein. Da heul an efach ne ve guelet nemet obe-
rou fall, ne ve klevet nemet komzou louz hag a verk ive
ar pez a dremen er galoun.

182 VAR AR VESVENTI

Er bed-ma, 'ma an traou a zo evelhen : an eil a rank
plega degile. Tud zo hag a rankomp plega dezho. Da
Zoue e rankomp plega, atao. Ar mesvier en em laka
huelloch eget an holl, huelloch eget Doue : ne ra fors
a netra.
Ar vesventi a zitro dioch peb mad... Ar mesvier na
bed ket... he iliz eo an davarn, he Zone ar varriken.
Mar teu dan iliz e za dan davarn, prest goude, da goll
he beden... etc...
*
* *
Ar vesventi, kleze hag a laz ar chorf.
Ar vesventi ' goll ar ieched, a laz ar chorf. An dir
a zo kalet, hag an dir a uz ; ar mean neo ket blod, hag
ar mean a uz. Korf an den neo na dir na mean, penaos
e pad-fe ? March re zammet a bleg ; kar re garget a
dor : korf re leun a guez a blad.
Ha da heul he ieched e za ive ieched he vugale. Ar
re-ze neo ket goad eo ho deuz en ho goaziet, an dud
keiz ! mez odevi... Traou fall peur-liesa, etc.
Goude ar ieched, ar vuez, e teu eur mad all great
evit hor souten : ar bara. Ar mesvier a lonk he vara, a
ra guall varchajou, a denn varnhan prosezou, en em
gannou... a gas he stal da stalik hag he stalik da netra.
Goasoch eo eget an tan gwall. Dribi ' ra he zanvez
fount hag all.
Da heul an daou vad-ze e koll ouspenn eur mad all :
ar vesventi a goll enor an den.
Pa zellas ouz ar bed : Vidit Deus quod esset bonum.

VAR AR VESVENTI 183

Pa zellas ouz an den, vidit Deus quod esset valde bonum.
Hag e guirionez, kaer eo an den, sounn he benn, savet
gant he skiant dreist an holl draou all, savet huelloch
choaz dre he garantez hag he galoun..... Mez ar mes-
vier : Comparatus est jumentis insipientibus et similis
factus est illis... Maro he zaoulagad, pleget he benn,
kroummet he gorf, bihaneat he skiant, mouget he ga
rantez : Comparatus est jumentis insipientibus. Izelloch
zoken e tisken eget an anevaled. Al loen mud na ev mui
pa vez torret he zechet... Anavoud a ra he hent... ar
mesvier, nann. Guelit anezhan o tont deuz an davarn ;
erellat a ra var he dreid, ken teo eo he deod ma na ell
mui trei en he chinou, glaourenna ' ra, ne anavez evit
mont dhe di nag hent na guenojen hag aliez e chen
em daol he fos an bent bras.
*
* *
Ar vesventi kleze ar gerent.
Tad ha mamm, eur chrouadur a zo roet deoch gant
Doue. Her sevel, her guiska, her maga ' rit. Choui
lavar : « divezatoch e roio din bara dhe dro »... Nann,
mar deo mesvier.
Pried iaouank, eun devez gant ho tourn choui ' roaz
ho kaloun, ho tanvez dho pried. Choui lavare « va
zouten a raio, en he ser me vo eürus »... Nann, mar
deo mesvier.
Komzit kentoch e m leach choui hag a choar guel-
loch petra eo beva gant eur mesvier...

184 VAR AR VESVENTI

Bugaligou baour, eun tad ho cheuz, eur vamm ive ;
karget int gant providans Doue da daol evez ha da geme-
ret sourci achanoch... Mez nher graïnt ket, mar dint
mezverien.
*
* *
Abalamour da ze, petra da ober ?
1° Plached iaouank, ne gemerit ket evit goazet potret
iaouank hag ho pezo guelet mezo, eur veach hebken ;
2° Tadou ha mammou, beilla mad var ho pugale evit
na guezint ket er pechet-se ;
3° Mesverien, en em gonvertisit. Azalec hirio beteg
fin ho puez, dalchit da jomm heb eva.
AMEN.

* * *



VII
Ar Mab prodig

Sant Lukas. p. 15. g. 11.

VA BREUDEUR,
Tristidigez ha laouenedigez a zo hirio em chaloun :
Tristidigez : histor ingrateri ar pecher : Laouenedigez :
histor madelez Doue ha pardoun an den ingrat.
*
* *
11. Eun den hen devoa daou vab.
12. Hag ar iaouanka anezho a lavaraz dhe dad :
« Va zad, roit din ar pez a zanvez a goupet ouzin. » Hag
e rannaz he zanvez en-tre-zo.
13. Hag eun nebeut deveziou goude, ar mab
iaouanka, dastumet ganthan he oll beadra, a bartiaz
evit eur vro bell. Eno e tispignaz he holl danvez en eur
veva en dizurz.
14. Ha goude mhen devoa peur-zispignet he holl
vadou, e tiguezaz eur gernez vras ebarz er vro-ze. He-
unan e koummansas da zantout dienez.

186 AR MAB PRODIG

15. Neuze, e zeaz kuit hag en em lakeaz da zervi-
cher e ti unan euz ar vro. Hen-ma, her chasas, var ar
meaz, da ziwall ar moch.
16. Hag e choulenne karga he gof gant ar pez a
jomme dilerc'h ar moc'h. Mez den na roe dezhan.
17. Mez hen, deuet ennhan he-unan, a lavaras :
Nag a bet servicher e ti va zad ho deuz ar pez a garont
a vara ha me a varv ama gant an naon !
18. Me a zavo hag a iel da gaout va zad hag a
lavaro dezhan : « Va zad ! pechet e meuz a eneb an
Env hag en ho cheneb.
» 19. Ne doun mui din da veza galvet ho mab. Va
digemerit evel unan euz ho servicherien. »
20. Hag hen sevel ha dont da gaout he dad. Evel
ma zedo choaz pell, he dad her guelaz hag a zantaz
outhan truez. Diredet a reaz den em daol en dro dhe
chouzoug ha dher briata.
21. Hag he vab a lavaras dezhan : « Va zad, pechet
e meuz eneb an Env hag en ho cheneb. Ne doun mui
din da veza galvet ho mab. »
22. Hag an tad a lavaras dhe zervicherien : « di-
gasit a fô, he zae genta ha guiskit hen ha lakit dezhan
eur walen var he viz hag eur boutou en he dreid.
» 23. Digasit eul leue a bouez ha lazit hen evit ma
raïmp fest ha levenez.
» 24. Rag ar mab ma din a oa maro ha setu hen
asvevet. Kollet e voa ha setu hen kavet. » Hag e reziont
eul lein vras.
25. Hogen, ar mab hena a ioa er park, ha pa dos-
taaz deuz an ti e klevaz ar zonerien hag al levenez.

AR MAB PRODIG 187

26. Hag e chalvaz unan euz ar zervicherien hag e
choulennaz diganthan petra ioa.
27. Hag hen-ma lavaret dezhan : « Ho preur a zo
erruet, hag ho tad hen deuz lazet ar brasa leue, rag ma
zeo distroet iach dar gear. »
28. Hag ar mab hena mont droug enhan. Ne felle
ket dezhan mont en ti. He dad a zeuaz er meaz evit her
pedi.
29. Hag e respountaz dhe dad : « Pegeit e zo ne
maoun me ket ouz ho servicha heb dizenti morse ou-
zoch ? Mad, gueach ebet, nho peuz roet din zoken, eur
chaorig evit rei eur fest da m mignoned.
» 30. Mez pa zeo distroet ar mab-se deoch, goude
beza uzet he zanvez gant ar plached fall, ho cheuz
lazet evithan a leue al larta. »
31. Hag an tad a respountas : « Va mab, te a jomm
ato ganhen. Kement a meuz a zo d'id.
» 32. Mez red mad e zoa din ober fest ha levenez.
Rag ar breur-ma did a ioa maro hag a zo deuet da veo.
Kollet oa hag eo kavet, en dro. »
*
* *
Petra zo kaoz ma ze ar mab prodig eat kuit euz a di
he dad ? Adolescentior... Iaouank eo, skanv ' benn...
techou fall, gwal gompagnugnez, choant guelet bro ha
beva digabestr... ober he benn... taol a gostez gourche-
mennou he dad.
Petra choarvezaz goude ? Buez direol : vivendo
luxuriose. Dispignou foll : dissipavit substantiam :

188 AR MAB PRODIG

Gened, iechet, nerz he gorv, pedennou, sounjezonou
mad he speret, karantez mad e galoun ; Koll var
goll. Lavaret a ra « pell e maoun. Den na guezo
mann. »
Petra ziguezaz pelloch ? Pascere porcos. Naonegez,
paourentez, dizenor... Mui a vignoned : den nhen darem-
pred var ar meaz... He speret zo spountet pa zell var he
lerch, spountet ive pa zell en he raog... He galoun zo
mantret pa zounj en amzer dremenet, mantret pa zounj
en amzer da zont... Remorziou, mez, kaloun dinerzet.
Hag ar zounj deuz he dad a zeu dezhan. Mez eun tad
mad ! hag hen zo eur mab digar, digaloun ! Neuz forz,
lavaret a ra : Surgam et ibo...
*
* *
Ar pecher zo henvel ouz ar mab prodig.
1° Kuitaat a ra ti Doue : goulen a ra he lod. Speret,
kaloun, korf, vertuziou, santimanchou mad, teneredigez,
buez divlam, kentelliou eun tad, eur vamm, eur chonfe
sour mad, kuzuliou, aliou... Holl ho chas ganthan, senti
' ra ouz he galoun touellet, selaou mignoned treitour,
eur bed trubard, an drouk speret, choant beva en he
roll... Iaouankiz a zo en he benn... Monet a ra.
2° Ha da beleach ? In regionem longinquam... Pell,
pell var hent ar peched. Var an hent-se e zer buhan.
Abred e chen em gaver pell, hag abred ive e ve dispi-
gnet holl, madou, feiz, gened, vertuziou... Holl e zeont e
teuz tamm ha tamm.

AR MAB PRODIG 189

3° Ha varlerch pascere porcos !... Gueach all mab a
di, karet, enoret... Hirio e renk al loened ar re zivaloa !...
Na kar, na mignon... Ar re ' reas ganthan he bask kenta
a zo pell. E maint e ti ho zad, e ti Doue : Hen a zo
etouez loened ha ne cheller ket da henvel etouez an dud
honest. Dizesper a deu en he galoun pa zell var he
lerch : pinvidik oa; e ma deut da veza paour-glez. Brema
pe kollet he feiz, kollet he chloanded hen deuz heuz
outhan he-unan. Ruzia ra gant ar vez... Pa zell araozan
eo spountet : ar baradoz neo mui evinthan : an ifern, setu
he lod: sounjal a ra e Doue... Din eo a chourdrouzou...
Neuz forz... Surgam et ibo.
*
* *
Ar mab prodig, evel a lavaren bremaïk, a zistro. Petra
zo kaos dezhan da zistrei ? Oh ! gras Doue, a dra
zur. Evelkent, penn-kaos ive : 1° He-unan e ma : mui a
drouz, mui a zizurz, kuezet eo izel hag abalamour da
ze dilezet... pell e ma brema dioch an okasionou fall,
dioch ar guall skouer ; 2° Kouezet eo er malheur...
Poan gorv, poan speret... Difaziet eo ; 3° Sounjal a ra e
ti he dad... En he iaouankiz, en he zizurziou hirio, en
amzer da zont... Poan hirio, poan er bed all... Ha neuze
e lavar : Surgam ; 4° Distro prim ; ibo, hag e za. Ne
jom ket da chourlerchi, da lavaret kenavezo en dro
dezhan. Aoun hen deuz da veza liammet a nevez...
Konvertiset eo.
*
* *
Distro ar pecher a zo henvel deus hini ar mab prodik.

190 AR MAB PRODIG

1° Setu hen aze, ar pecher paour he-unan, pell diouz
an Iliz, diouz Doue, diouz ar gristenien vad... Ama, er
mission, kelennadurez vad, pedennou, komzou Doue.
Ama e tigor ho speret, bevet eo a nevez ar feiz en ho
kaloun... Spountet och... Sounjal a rit en Env, en
ifern, en ho puez gueach all, en ho puez hirio.
Petra e teuot da veza ? Lavarit ive ! Surgam, mez a
galoun ha var eün en hent, prim, didortil. Dilezit ho
gwall gamaradiach, ar re ho deuz ho kollet ha touellet
ha faziet... En em gonvertisit.
*
* *
Konversion ar mab prodik zo eur gonversion guirion.
Mont a ra... Keuz hen deuz en he galoun : Noun ket
mui din da veza galvet ho mab, a lavar... Satisfia a raa :
trechi ra ar vez, ar goaperez... Chenchet eo.
Pecher, grit eveldhan, e guirionez, gant keuz, heb aoun
rag teodajou an dud fall, rag goaperez ar bed. Chenchit
ha selaouit petra choarvezo.
*
* *
Ar mab prodig oa digemeret gant he dad, deuz ar
guella. Unanet voa gant he dad, lakeat ouz an daol,
great evithan fest, roet dezhan eur gwalen a noblanz...
pardounet, servicherien dindanhan... He vadou roet
dezhan... Karet, istimet, enoret... ar peoch lakeat
adarre en he galoun.
Pecher, Doue az gortoz. Sellet a ra pheur e teui...

AR MAB PRODIG 191

Pa choulenni pardoun, e lavaro « Eur viskamant nevez,
guiskamant he vadiziant da hen-ma. » Roi a rei did he
vignouniach, da veritou a ziagent, ti da dad : ar bara-
doz ; he daol : ar gommunion ; he vadou : ar vertuziou ;
tud dindanout : an elez da kuzuilla, da tifenn...
*
* *
Oh ! ma zo ama eur pecher benag, eur mab prodig,
fuillet he vertuziou, kollet mignouniach Doue, deuet
paour... Oh ! ra gemero fizianz. Ma hen deuz aoun,
mez, enkrez, spount, oh! ra zelaouo mouez Doue : Buhan
ha buan eur zae neve !... Osculatus est eum... Kiit da
gaout eur chonfesour... hen ive zo eun tad... pardouni
a gar... Dizamma a rei ho koustianz ha taol a gostez
ho peach pounner.
Peden : O va Doue ! choui, skoït var galoun ar
pecher, choui pedit, choui dizallit, choui tennit da
' vidoch au ene-ze hag a zo drastet a zindan ar beach...
Grit ma vo, iviziken, fidel deoch beteg ar maro.
AMEN.

* * *


VIII
Var drugarez an Aotrou Doue

Miserator Dominus, patiens et multum
misericors.
Doue zo madelezus, habask ha truga-
rezus meurbed.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Holl hon deuz desket hag holl e kredomp ne maomp
bet lakeat er bed-ma, nemet evit savetei hon ene, pe
mar kavit guell evit gounid ar baradoz ha pellaat dioch
an ifern. Holl ive, nemet en em fazia ' rafen, e karfomp
gellout lavaret : « Va zilvidigez neo ket ganhen lezet
var var ! »
Ia, dibaot int, mar deuz zoken unan benag, dibaot
int en hon touez ar re, pa zellont ouz an Env, hag a
lavarfe : « Baradoz va Doue, traou kaer a lenner divar
da benn; dudiuz oud meurbed, ha bras an eürusded a
danver ennhoud, neuz forz : evidon-me heb melkoni, a
lavar did kenavezo hag a lez a greiz kaloun, va lod
ennhoud, gant a neb a garo. »
Dibaot int, mar deuz nikun, ar re en eur zounjal en
ifern hag a lavarfe : « An ifern a zo, var a glevan, eul

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 193

leach skrijus sounjal enhan ; skrijusoch choaz ran-
kout chomm ebars. Kalz ho deuz klasket nach e ve
unan, e ve ker waz tra ha ma leverer, ha nikun beteg-
hen nhen deuz gallet hen diskouez ; neuz forz, ne fell
din ober ha ne rinn ket eur gammad, hebken, evit distrei
divar-n-han ! »
Holl eta, e karfemp pellaad dioch an eil ha gounit
hegile. Mez, va Breudeur ker, evit mont dan Env, e
ranker da genta kemeret hent an Env, ha mar deuz lod
hag a laka mad ho foan evit kerzet gant an hent-ze, e
zeuz kalz all hag a gemer, gant ho goueziegez vad, eun hent
dishenvel. Lavaret ho deuz dar pechet : « Sad aze
kurunen venn va badiziant, promesaou va chenta
pask, levenez santel eur galoun bur ; dreb anezho an
eil goudheben. Mez en distro, ro din ar plijadureziou
touelluz a ginnigez da nep a gerz var da lerch ! » Ha
brema setu int-hi, paour dirag Doue. Faziet int divar
ar guir roudenn ha divisket euz a gement a zo buez an
ene : Et pauper et ccus et nudus.
Daoust, evelkent, hag ar rumm dud-ma a chell
choas esperout ? Daoust ha Doue a otreo ankou-
nachaad an amzer dremenet, taol a gostez kement a
zizurziou ha rei a nevez flamm he vignouniach dhe
vugale difidel ?
Grit eta, va Breudeur ker, eur zell pis var ho cham-
zer dremenet : pouezit e balanz an Aviel, stad ho kous-
tianz ha mar kavit var ho kaloun baour, eur pechet
benag bras pe vihan, kalz pe nebeut, taolit evez mad
ouz va chomzou. Euz ar pecher, e guirionez eo e teuan
13
194 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

adarre da gozeal. Nann mui evit her spounta, dre
chourdrouzou an Aotrou Doue en he eneb, mez evit la-
varet dezhan : « Va breur paour, va choar ger, peched
ho cheuz ? Gwaz a ze, guir eo. Ho pezet fizianz kouls-
koude. Pardoun a zo choaz evidoch. Rak Doue a zo
madelezus, habask ha trugarezus meurbed : Patiens et
multum misericors. »
Evit hen diskouez deoch, ne meuz ken da ober,
nemet displega dirag ho taoulagad, ar pez a anavezit
ho chunan: ober deoch guelet petra eo bet ha petra eo
choaz e kever ar pecher Doue an Tad, Doue ar Mab,
ha Doue ar Speret Glân.
*
* *
Petra eo Doue an Tad e kever ar pecher ?
Va Breudeur ker, her gouzout a rit, Doue eo hen deuz,
heb goulenn ouzomp, tennet achanomp a netra ha
galvet dar vuez. Dindan boan eta da veza eun Doue
fallagr, digar ha didruez, ne dle ket hor beza krouet evit
hor lakaat reuzeudik. Da betra teuler achanomp er bed,
ma na dlefomp gortoz evit hon lod, nemet tristidigez var
an douar ha kastiz en tu all dar bez.
Mez ive, va Breudeur ker, neo ket evit hon drouk eo
e zomp bet lakeat er bed-ma. Doue a glaskaz er penn
kenta 'n amzer hag a glask choaz hirio en deiz, ma
vemp holl eüruz, eüruz hed hor buez, eüruz goude hor
maro. Ar peched eo a zo deuet da freuza he labour,
da gontrolia he vennoz : Deus a primordio, tantum bonus.
Hano Doue, he hano mad eo : Karantez: Deus cha-

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 195

ritas est. Ar pez a gavomp enhan da genta, eme Dertu-
lian, eo ar vadelez : Prior bonitas secundum naturam.
Hag evit beza mad nhen deuz ken da ober nemed senti
ouz pleg he galoun. Mar teu avechou da chourdrouz da
skei, ni ha ni hebken, eo a zo ar penn kaoz a gement-se
dre hor dizentidigez. Ni eo hen laka evel en despet
dezhan da ankounachaad he drugarez. Ne chourdrous,
ne sko nemet pa rank gourdrous ha skei : Severitas pos-
terior secundum causam. Dre natur, mad da vella ; Och
red leal ha just : setu petra eo evidomp an Aotrou Doue :
De suo optimus, de nostro justus.
Eun dra a choulen ouzomp : goulen a ra ma her
chemerimp evit hon tad : Pater noster. Hogen, va
Breudeur, goud a reomp petra eo eun tad.
Eun tad, eun tad e guirionez, din euz an hano a zoug,
a veler atao : da genta, pa sko o skei ar skanva taol
ma chell hag a laka remed e kichen ar gouli ; 2° a
chortoz abars skei : esperout a ra ha lavaret : marteze,
e tistroio ; 3° klask a ra abars skei, an tu da chelloud
pardouni. Ha pa gav an dro da bardouni, e ro atao par-
doun. Mar teuit da glask abeg er vadelez a ziskuez e
respounto : « Petra fell deoch choui ? krenvoch eo an
dra-ze evidon : he dad ounn hag ar goad neo ket evit
mankout. »
Mez, va Breudeur ker, daoust ha Doue hen deuz en
em ziskouezet en hor chever evel eun tad tener ha tru-
garezus ?
Evit kaout ar respount, digoromp al leoriou sakr, rag
ennho eo e kavomp merket oberou Doue e kever an

196 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

den. Mad, kristenien, ennho, el leoriou-ze, pa ho digo-
ran, e velan Doue o kastiza, e velan Doue o pardouni
hag o tigas he vab he-unan evit hor prena.
*
* *
Doue o kastiza.
Va Breudeur ker, eun tad hag a gastiz he vugale a
chell beza trugarezuz e diou fesoun : 1° Pa lak an taol
a ro, da veza skanva ma chell ; 2° Pa chortoz ha pa
chourdrouz pell hag hir araog kastiza.
Hogen, Doue en hor chever a ra an eil hag egile. A
gement-ma an testeniou ne vankont ket.
Adam hag Eva a ioa ganthan lakeat da rên var an
holl draou krouet. Hag en distro euz he holl vadoberou
ne choulenne nemet eun dra : ma hen anavezient atao
evit ho mestr. Var ho zro, pep tra a ioa evitho nemet
hebken, eur frouezen difennet. Skanv meurbed hag eaz
da viret oa eun hevelep difenn. Ha koulskoude, torret e
voue. Ha Doue a rank kastiza he grouadurien dizent.
Mez abarz skei, guelit gant pegement a druez e klask ho
lakaad da anzao ho feched ha da choulen pardoun evit
ma chello skanvaat an taol. « Adam, e peleach e
maoud-te ? Kredet e meuz e ranken mond da guzat
a zirazoch. Drebet e cheuz eta ar frouezen difen-
net ? Ar chroeg ho cheuz din roet eo he deuz din
kinniget hag e meuz kemeret. Perak, Eva, e cheuz-
te great eun hevelep tra ? An aerouant eo hen deuz
va zouellet a respountaz Eva, dhe zro. »
Eleach anzao ho faot, e leach kueza dan daoulin e

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 197

klaskont en em zizamma. Adam a damall Eva. Eva a da-
mall an aerouant : Doue a rank eta kastiza. Rak ne chou-
lenner ket zoken, pardoun outhan. An taol a zo pounner,
rag Doue nhen deuz kavet netra da zinerza he vreach
na da ziarbenn he zourn ; koulskoude var ar gouli a ra,
evit hen distana muia ma chell, e laka eur bromesa
leun a esperanz : « Achanoch, emezhan da Adam ha
da Eva, e tle genel unan hag a flastro he benn dan
aerouant. »
*
* *
Abars skei Doue a chortoz.
Pemzek kant vloaz a ioa tremenet abaoue krouidigez
ar bed, ha Doue o chober eur zell, var an douar, gue-
led an dizurz o vont atao var gresk. Hag hen kaout evel
keuz da veza great an den. Ober a ra peden var beden,
gourdrouz var chourdrouz. Epad kant vloaz e talch he
zourn savet abarz lezel an taol da gueza, henvel ouz
eun tad ha ne sko nemet a gueuz-kaloun. Keit ha ma
chellaz esperout, gueled an dud o chanavezout ho
dallentez, e chortozaz ha ne deo nemet pa ho chavaz
kaledet en ho fallagriez, e tigasas an dour beuz da
weledi an douar.
*
* *
Abarz skei Doue a glask eun dra evit diarbenn an
taol a ro.
Eur gear fall, Sodom he hano, a skuize an Env dre
he dirollou mezus. Abraham an den mad, hen devoue
anaoudegez deuz ar pez a dlie choarvezout. Hag hen

198 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

lavaret da Zoue : « Daoust ha koll a reot-hu an den
mad da heul an den fall ? Ha ne espernafach choui ket
Sodom en abek da hanter-kant den mad, ma vent kavet
ebarz ? Evit-ho, a lavar an Aotrou Doue, me a es-
perno kear. Ha ma ne gavan nemet pemp ha daou-
ugent ? Me ' esperno kear abalamour dezho. Ha
ma ne gavan nemet tregont, ugent ? Evitho e par-
donin. Me ho ped, o va Doue, a lavaras choas
Abraham, ne gemerit ket a gaz ouzin ma raan deoch
eur goulen all : ma ne gavan nemet dek ? Ha Doue
' respount : abalamour da zeg me ne zistrujin ket kear
Sodom.
*
* *
Evit eta pardouni dar percher, Doue na choulen
nemet eun dister a dra. Ha kerkent ha ma vel e zeuz
tro da bardouni, pardoun a ro ker buan.
Selaouit kentoch.
Choarvezoud a reaz, ma komzaz Doue ouz Jonaz en
eur lavaret : « Sao, ha kea da Niniv ha lavar dezhi euz
ma ferz : Da fallagriez a zo pignet beteg ennhon. Ha
Jonas mont ha sevel he vouez e kreiz kear ha lavaret :
« Choaz daou-ugent devez ha Niniv a vezo distrujet :
Adhuc quadraginta dies et Ninive subvertetur. »
Ha ker buhan, an holl bihan ha bras a iunaz, a reaz
pinijen en eur lavaret : « Piou choar ha ne bardouno
ket dheomp an Holl-Challoudek ? Marteze, e lezo he
zrouk da zistana ha ne vezimp ket kollet. » Ha Doue, e
guirionez, pa ho guelaz distroet, a gemeraz outho truez

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 199

ha ne reaz ket dezho ar pez a ioa bet en he zounj kenta.
Ha Jonas, da chortoz ar pez a dlie choarvezoud gant
kear, en em dennaz var eur menez, ha sevel eno eun
disheolien evithan. Doue ' lakeaz eun iliaven da zevel
ha da bignad evit para an heol divar he benn. Jonaz pa
her guelaz hen doa outhi eur joa vras. Dan noz var-
lerc'h Doue ' zigasas eur prenv hag a lazaz anezhi. Jonas
en em glemmas ouz Doue. Ha Doue lavaret : « Ha tro
he cheuz-te den em glemm evit eun iliaven ha neo did
koustet netra... ha me ne chellin ket distruja kear
Niniv e leach ma zeuz kement all a grouadurien ? »
Mar fell deoch, eun dra all sklerroch choaz, evit
diskuez madelez Doue e kever ar pecher, selaouit sant
Lakas.
Eun den, emezhan, hen devoa daou vab. Hag ar
iaouanka lavaret dhe dad : « Va zad, roït din ar pez a
dle digwezoud ganhen evit va lod euz an danvez ho
cheuz. » Hag an tad rei. Hag ar mab, gant kement a
zigweze ganthan, mont da eur vro bell. Eno e neubeut
amzer e tispign he holl archant. Neuze, a binvidik,
kuezet er brasa dienez, e klaske terri he naoun gant ar
boued a veze taolet dar moch ma zoa karget dho
zigwall. Distroet ennhan he-unan e lavar : « Nag a bed
mevel e ti va zad, ho deuz pep tra ervez ho choant, ha
me rank ama, glaouri gant an naoun. Sevel a rin ha
mont beteg va zad, ha dezhan e lavarin : Va zad, peched
e meuz a eneb Doue hag en hoch eneb. Noun mui din
da veza galvet ho mab. Va chemerit evel unan euz ho
servicherien. »

200 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

Pe seurt digemer a raio an tad dar chrouadur hen
deuz, en desped dhe zaelou, dhe bedennou, dhe vleo
guenn, dilezet anezhan ?
Ar mab a ioa choaz pell, pa velaz he dad anezhan o
tont. Hag he galoun tenereat gant an truez, e red dhe
gavoud hag en em daol en dro dhe chouzoug evit her
briata.
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.