Sarmoniou an Aotrou Quere - 03

Total number of words is 4854
Total number of unique words is 1457
57.2 of words are in the 2000 most common words
69.6 of words are in the 5000 most common words
69.6 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
momp-ni atao en hor feiz ; ha derc'hel a reomp-ni heb
mank, da c'hourc'hemennou Doue ?
Evidon-me, a lavar deoc'h, heb kalzik aon d'en em
fazia, pa raan eur zell en dro, pa boezan ar pez a
greder, pa zelaouan ar pez a lavarer ha pa daolan evez
ouz ar pez a rear, me a rank lavaret : ar feiz a viahana a
zeiz da zeiz ha doujans Doue a ia var zikar...
Unan a lavaro : kaout religion ? ha perak ? awalc'h
eo beza den honest.
Awalc'h eo beza den honest ! Ia evit tec'het dioc'h ar
prizoun hag ar groug ; mez re nebeut eo aliez evit mont
d'an Env, rak kement hini ne vezint ket bet er galeou
ne daïnt ket d'ar baradoz. Evit mont d'i ouspen beza den
honest eo red beza kristen mad.
Awalc'h beza den honest ! Mez petra eo eun den
honest ? Goulennit ha klaskit ha ne gavfot e pep tu
nemet tud honest var an douar. Al laer, ar mesvier, an
den libertin, ar jervicher didalvez, var ho c'hleved, int
honesta tud a vale.
Awalc'h beza den honest ! Mad, ia mar kirit. Mez
ha den honest e c'hellit beza heb relijion ? Penaos
c'houi, heb pedi Doue, heb aon rag an ifern, heb espe-
ranz da vont d'an Env, c'houi a zo tud honest ? Ha ni
tud eveldoc'h, koulskoude, ni goude pedi, goude iun,
goude kastiza hor c'horf, ni a rank aliez skei var boull
c'hor c'halon ha lavared : Oh ! bezit ouzin truez, o va
Doue ! rak pec'herien oump. Ha koulskoude, ma ne
c'hallit ket beza den honest heb renta d'an dud ar pez

30 VAR AR RELIJION

a zo d'an dud, daoust ha c'houi a c'hell beza heb her
renta da Zoue ar pez a zo da Zoue.
Eun all a lavar : kaout relijion ? Ha da betra ? Me
ne meuz ket a relijion ha n'oun ket klanvoc'h evit-se, a
zastum arc'hant, a ra brao-bras va zreuz var an douar.
N'ho c'heuz ket a relijion ha n'oc'h ket klanfoc'h ?
paouroc'h oc'h evit-se ! Iac'h a gorf e c'hellit beza, mez
iec'hed ho c'hene ! Pinvidik a vadou an douar, mez ha
madou an Env ? Ober a rit ho treuz var an douar ? Mez
evit treuzi an douar an den ne vez ket pell : dek, ugent,
triugent, pevar ugent vloaz, setu holl. Mez penaos e reot-
hu ho treuz er bed all ?
Kaout relijion, eme c'houi, da ober petra ? Selaouit
hag her c'hlefot. Mad eo da vired ouz an dud d'en em
zispenn an eil egile. Ma na meuz ket a relijion ha ma
oun sur, a hent all, da dec'hed araog kastiz an dud, perak
ne rafen-me ket deoc'h ervez va interest va unan, ar
muia droug a zo em galloud ?
Mad eo da lakaat an dud d'ober vad an eil d'egile.
Mad eo d'an tad ha d'ar vamm evit ma talc'hint urz vad
en ho ziegez ha ma tiorrennint mad ho bugale .
Mad eo d'ar priejou evit ma raïnt an eil eurusded
egile, mad d'ar vugale evit ma karint ho zad hag
ho mamm, mad d'ar mestr evit ma vezo karantezus e
kever he zervicher, mad d'ar zervicher evit ma karo
he vestr, mad d'ar pinvidik evit ma tiouero eun tamm
euz he dorz vara gant ar paour ha d'ar paour evit ma na
c'hrosmolo ket enep ar mondian, mad d'ar re zo huel
evit ma vezint trugarezuz ha leal e kever ar re zo izel,

VAR AR RELIJION 31

ha mad d'ar re a zo izel evit na daolint ket mallos d'ar
re zo savet a ziout-ho.
Da betra mad ar relijion ? Goulennit-hen digant ar
c'hreg paour-ze, a velit o wela var dreuz he dor. Eur
pried he deuz, mez eur pried mesvier hag a deuz en eun
devez, holl gounidegez ar zizun ; bugale he deuz maget,
mez digar hint ha direspet. Petra reio hi, ar pried, ar
vamm baour ? Aliez a veach marteze eo bet eat var bord
ar puns gant ar zounj da veuzi gant he buez he oll
boaniou e kreiz an dour. Petra he deuz-hi dalc'het ? Ar
relijion ha netra ken. Hi a reio dezhi kaloun ; habaskder
a gemer ; mad e c'hen em ziskuez ; padi a ra, gouzanv a
ra, hag he buez santel, he daelou diglemm, he dousder
a deneraio kaloun pried ha bugale.
Da betra mad ar Relijion ? Va Breudeur, relijion ho
c'heuz ! Goulennit eta kentoc'h an dra-ze diganeoc'h
ho c'hunan. Ha n'eo ket bet digouezet deoc'h avechou
koueza en eur pec'het benag, ober unan euz ar pec'he-
jou-ze hag a bouez var eur galoun, evel eur mean milin,
unan euz an dizurziou-ze hag a laka 'r c'housket da
bellaat divar hon tro. Hogen, piou a dennaz divar-n-oc'h
ar beac'h pounner-ze, a roas deoc'h an hardisegez da
sevel adarre gant esperans ho lagad varzu an Env ha da
lavaret : n'euz forz hag e varfenn, hirio, esperout a ran
beza digemeret aze e ti va zad.
Ne lavaromp eta mui : ar relijion, ha da betra mad ?
Lavaromp kentoc'h : ar ralijion a zo mad da zizamma
an den. d'he skoazella, d'her c'hrenvaad var an douar,
d'hen hentcha varzu an Env, da sklerijenna he spered,

32 VAR AR RELIJION

da gennerzi he galoun, da rei d'heomp ar gouraj da ober
hon dever penn-da-benn, e kever Doue, e kever hon
nesa, en hor c'hever hon unan. Mad eo da lakaat ar
peoc'h etre an dud, an urz en tiegeziou, ar garantez etre
an holl ; da vouga an dizurz hap an droullans : mad eo
da bep tra : ad omnia utilis est.
Ma zeuz hirio kement a ziezamant etouez an dud,
mar teu ar paour da zellet kement a dreuz ouz ar pin-
vidik ha da lavaret : perak da hen-ma an aour hag an
hean ha din-me ar bara groz hag al labour ; mar teu ar
pinvidik da suna c'houezen ha goad ar paour ha da ni-
veri pegement a dalv pep diveraden zour a guez diouz
he dal ; ma vank ar vugale da zenti ouz tad ha mamm,
d'ho dilezel, da gaout mez ouz ho anzao, perak kement-
se ? Abalamour ar relijion a ia fall : quia nullus est
qui recogitat corde.
Va Breudeur, greomp eta evel sant Mark, patroun ho
parrez kredit d'ar relijion, heuillit ar relijion, ha
dreiz-hi ma na vezit ket atao eürus var an douar, e
c'hellot da vihana esperout beza eürus en Env. Evel-
se bezet great.
* * *


IV
PREZEGEN
Great e Santez-Anna ar Palud da vis Guere 1888

Inspice et fac secundum exemplar
quod tibi monstratum est.
Sellit ha kemerit skouer divar ar'
pez ho pezo guelet.

Va BREUDEUR HA VA C'HOAREZET CHRISTEN,
Deut oc'h ama, darn a dost, darn all a bell, rak a
bell kouls hag a dost eo bruded ar japel-ma : chapel
Santez-Anna ar Palud.
Ar bed, deveziou a vez, a ra hen ivez, eur c'halvaden
d'he vignoned, ha var he gomz e tiredont lod da velet,
lod da veza guelet, holl gant ar zounj pe da gaout pli-
jadur, pe da greski ho danvez.
En eur zont ama, hirio, a bep tu ha ker stank, ken nive-
ruz all, n'ho c'heuz ket, c'houi, sentet ouz mouez ar bed.
Eur vouez all ho c'heuz klevet, ho c'heuz selaouet :
mouez an Env, mouez ho feiz.
Anavoud a reac'h pe abalamour ma ho c'heuz he
guelet araog hirio, pe, rak ma ho c'heuz klevet prezek
3
34 MEULEUDI SANTEZ ANNA

divar he fenn, ar japel venniget-ma. He guelet a rit dia-
zezet e ribl an aod. En tu ze, ar mor doun gant he
avelou foll, he rec'hier kuzet, he darziou dijaden ; en tu
ma, an douar bras, henvel hen ive, ouz eur mor danjerus
hag a velomp varnhan, ken aliez a veach, ar c'horf
bruzunet gant ar c'hlenvejou hag an ene paour bloun-
set gant ar pec'het.
Ha neuze, pe, rak ma zoc'h bet dija krok-ha-krog
gant an danjer, pe gant aoun d'en em gavout ganthan
tal-ha-tal en amzer da zont, e zoc'h diredet holl gant ar
memes c'hoant : Rei da Zantes Anna eur merk anat
euz ho fizians, euz ho c'hanaoudegez vad ; deuet oc'h
evit he zrugarekaad, evit en em erbedi outhi.
Va Breudeur, ne c'hallan nemet ho meuli a gement-
se. Rak, mar d'eo ar Zænt holl hon difennourien dirak
Doue, Santez Anna, dreist ar re all a zo bet, a holl vis-
koas, kemeret evit patronez Breis-Izel.
Koulskoude, n'eo ket awalc'h he fedi, he c'hared ;
red eo c'hoas, eveldhi beva e doujans, e karante Doue,
hag hirio, e seblantan he c'hlevet o lavaret d'heomp ar
gomz e meuz dreiz-hi digoret ar gelennadurez-ma :
Inspice et fac.. . Guelit petra oun bet ha grit eveldhon.
Distroomp eta var hor c'his da ober eur zell var an
amzer dremenet ha skoomp var dor an ti ma veve enn-
han naontek-kant vloas zo ar Zantez-ma, e ma hirio, he
fardoun. '
Ennhan, en ti-ze, ni gav var eun dro :
1) Eur jervicherez fidel da Zoue,
2) Eur pried karantezus,
3) Eur vamm vad.

MEULEUDI SANTEZ ANNA 35

*
* *
Va Breudeur ker, er bed-ma pep den hen deuz he
speret hag a joaz he hent ervez he zounj . Mez holl, en
despet d'ar plegou dishenvel a gemerer, ne glasker
nemet eun dra, atao ar memes hini : beza eürus. Hag
evit dont a benn da dizout an eürusted-ze, ne esperner
na poan, nag izign, nag amzer. Prez, tiz a veler var an
dud. En em jala 'rear aleiz, ar c'horf ne jomm ket dila-
bour nag ar speret dizoursi, diaket, dibreder. Ha kouls-
koude, red mad eo kredi e c'hen em fazi an darn vuia.
Rak pa zellan ouz ar pez a dremen, pa zelaouan ar pez
a lavarer, me a gleo klemmou aleiz hag a vel kalz a
zaelou. Ia, neubeut a dud a zo eürus rag nebeut a zounj
ervad e komz Jesus-Krist : unum est necessarium : eun
dra hebken a zo red ; red eo karout Doue, red karet an
nesa er guel a Zoue, red eo en em garet hon-unan
ervez Doue.
Setu ar pez a ententas, ar pez a reas Santez Anna.
Ervez sant Jerom, he fried Joachim hag hi a rea teir
lodenn euz ho danvez : al loden genta evit Doue, an eil
loden evit ar paour hag an dremenidi, an drede loden
evit ho ezomou ho unan. Doue da genta, an ezomek da
eil hag hi ho unan varlerc'h .
Ar renk diveza a zalc'hent, eta, evitho, er pez a zell eus
traou an douar. Mez diskuez a reont dre eno, pegen
aketus oant da binvidikaat ho ene. E leac'h klask
madou ha ne c'hellont en em viret nag ouz ar merkl
nag ouz al laër, e klaskent da genta rouantelez an Env

36 MEULEUDI SANTEZ ANNA

hag ar zantelez a ranker da gaout evit beza enn'hi
digemeret.
Rak-se : Plijout da Zoue hag he veuli, ober vad d'an
holl, dreist pep tra d'an ezomek ; lakaat buez hir an
eternite dreist buez verr ar bed-ma ha mad an Ene
araog mad ar c'horf, setu petra eo bet kenta sounj,
brasa aket Santez Anna hag hen anzao a rankomp,
choazet he deus ar guella loden.
Ne c'houzoun ket kaer pe seurt plijadur a c'heller da
danva en eur lezel a gostez gourc'hemennou Doue, evel
pa na ve, goude ar maro, netra da c'hortoz na netra da
zouja ; o tistrei he galoun divar an Env evit he staga
ouz an douar, o staga park ouz park, o vernia pez
arc'hant var bez arc'hant ; pe seurt plijadur a c'heller
da danva o c'hober poan d'an nesa pe zoken, o
tremen, heb ober vad, abiou an nep zo en dienez.
Mez a dra zur, eürus eo an den hag a zant eo benniget,
karet gant Doue, eürus an den hag a c'hell lavaret :
« ne vezo ket goullo va daouarn pa rankin mont da renta
kount eus va buez. » Eürus an den hag a zo he hano
meulet gant an dud, an den a glev e toull he zor ar
paour o lavaret. « Bennos Doue deoc'h er bed-ma,
hag ar barados er bed all. »
*
* *
Servicherez fidel da Zoue : Santez Anna 'zo bet ous-
penn eur pried karantezus.
Doue, pa grouaz ar bed, a reaz pep tra gant pouez,
gant muzur, gant urs ; da bep den rak-se, kouls ha d'an

MEULEUDI SANTEZ ANNA 37

holl draou all, e verkas he rank hag he stad. Lod a vez
ganthan galvet da lakaad moger ar bed etre ar bed hag
ho ene ; lod all heb kuitaat ar bed a zalc'h bepred ho
c'halon distag, diliam evit gallout eassoc'h a ze miret
ennhi d'ar vertus ar c'henta pazen, ar plas a enor hag
ober gant muioc'h a nerz labour Doue var an douar.
An darn vuia a ra gant ho c'haloun, dirak aoter ar
Briadelez, eur skoulm hag a zeu ervez ma 'vez great ha
douget, da veza eur skoulm a vennoz, a joa, a eurusded
pe eur skoulm a zaelou, a zizesper, a vallos.
Eun dra bounner eo, e guirionez, eun dra garguz,
diez da zevenout, da zigas da vir dont da lavaret da
unan all : « Setu va dourn d'id astennet ha var balf an
dourn-ze, va c'haloun a bez. Ennhi, hiviziken, er ga-
loun-ze, ar c'henta plas a zo, ha betek ar maro, a vezo
d'id goude Doue. Ervez va galloud, me a raio da eürus-
ded hag a gemer an Env da dest, eo va c'homz leal ha
guirion. Da joaiou a vezo va joaiou , da distridigez va
hini, ha mar kavez var da skoaz eur groas benag, me
' zougo ar penn pounnera. » Nag a bed lavar evel-se,
n'hon deus-ni ket, ni ho peleien, digemeret en hon buez,
ha varlerc'h, pegen aliez a veach, eleac'h eürusdet hon
deuz kavet hirvoud ha ran-galoun.
A beleac'h e teu kement-se ? Ar c'henta, ar brassa
pen-kaos eo rak ma kaver kals priejou ha ne bedont ket
Doue da zont d'ho eured, kals priejou, hag a zeu goude
ho eured da lakaad Doue var an eil bazen en ho c'ha-
loun pe d'hen taol er meaz deuz an ti.
Va Breudeur ker, ar garantez a zo eur blanten figus,

38 MEULEUDI SANTEZ ANNA

kizidik ha naoneg . Figuz eo : n'en em blij ket e peb
douar ; ne c'hell ket bea greffet var bep seurt treid :
kizidik eo : re a c'hlao, re a avel, re a ienijen hen laka
da wenvi, da vervel.
Naoneg eo ouspenn ; goulen a ra ma 've kenteliet mad,
stuet e doare var he zro : izom he deuz bep eil tro, a
c'hlizen ar mintin hag a domder ar c'hreis-deiz .
Evit chom beo hag ober brud e rank eta beza greffet
var ar zantelez, plantet e liors an Aotrou Doue, ha tro
var dro, evel eur c'hael-spern, lakeat doujans Doue, d'he
diouall eneb drouk. Red eo e teuffe ouspenn grasou
an Aotrou Doue d'he zaouri ha d'he zomma ha bennoz
an Env da zistrei divar-n-hi pep gwall varrad amzer.
Anez kement-se, abred e wenvo, e veleno, e varvo,
marteze. Sellit kentoc'h ha guelit.
E peleac'h, etre pe rumm priejou , e ren ar brasa
ienien, e sao an aliessa trous, e red ar puilla daelou, e
kaver ar brasa keus, ar pounnerra disesper ? Ne lava-
ran ket, ne zafe ket avechou eur goummoullen benag
azioc'h ti ar guella priejou. Peleac'h kaout var an douar
an den n'hen deus ket mank hebed ? Mez daou bried a
zoujans Doue a oar mad eo berr pep speret, eo dinerz
pep kaloun, eo fallakr an ærouant ; rak-se e c'hen em
bardonnont, e c'hen em garont, e vevont e peoc'h. Diou
galoun staget gant dourn Doue an eil ouz heben hag a
c'hoar en em glevet mad, a ra evel eur barados euz ho zi.
Setu ar pez a reas Joakim hag Anna.
Mez Joakim a ioa eur zant, Anna a ioa eur zantez
hag eaz e kavent rak-se, servicha Doue ho daou hag

MEULEUDI SANTEZ ANNA 39.

ober an eil eürusded egile o c'hen em garet ervez Doue.
Euz ar garantez a rene etrezho ho daou, sant Jerôm
a ro d'heomp eun testeni.
Joakim bep bloas, a iea ervez lezen ar vro, da ober
eur sakrifis e templ Jerusalem. Bep bloas ive, kement
hag ober e rea da Zoue eur sakrifis euz ar re gaera. Eur
bloavez, ar belek karget da lakaat urz er zakrifisou a
veze kinniget, a lavaras da Joakim : « Penaos eun den
dizher evel doud-te, eun den ha n'eo ket bet benniget
he Briadelez rak n'hen deus krouadur hebed digant Doue,
a gred ober sakrifisou ker bras, rei prof ken koustus ? »
Da eur rebech ken c'houero sant Joakim ne respoun-
taz ket. Heb en em glemm e kuita templ Jerusalem,
en em denna ' reas a gostez pell deus an dud hag eno e
savas eul lochen da wela.
Anna he bried, test deuz eun henveleb glac'har, a
gemer eur gouriz reun, iun a ra, pedi hag hirvoudi,
en eur c'houlen digant Doue ar c'hras ma vezo tennet
an dismegans divar hano he fried.
Evit-hi, evitho ho daou, Doue 'ra eur burzud. Da
recompanzi ho c'harantez, e ro dezho en ho c'hosni, eur
verc'h benniget dreist an holl verc'het all : Santez Anna
a lakeas er bed ar Verc'hes glorius Vari. Hag evel ma
he devoa en em ziskuezet skouer ar priejou mad e
c'hen em ziskuez ive : skouer ar mammou karantezus.
*
* *
Eur garantez all da heul karantez Doue hag hini he
fried a c'houlennas eta, digemer e kaloun Santez Anna :
karantez ar vamm evit he merc'h.

40 MEULEUDI SANTEZ ANNA

Va Breudeur ker, ne laeromp ket loden an Aotrou
Doue. Hen dreist pep tra, eo hen deuz great ar Verc'hez
Sakr ar pez ma zeo. Eva, ar genta maouez, a gollas ar
bed : Eur verc'h da Eva eo a dle hen savetei. Ha Doue
a bell, a bourchassas, a aozas pep tra evit kas da benn
ar pez hen doa rezolvet dre druez ouzomp.
Mez ma reaz evit ober euz ar Verc'hez eur grouadurez
ker pur, burzud var burzud, Santez Anna a reas he lod.
1° Sellit outhi : He merc'h c'hoas iaouankik flamm,
a zo en he c'hichen o teski lezen Doue.
2° D'an eil Santez Anna n'he doa krouadur ebet
nemet-hi. Ha koulskoude, d'an oad a dri bloas, Mari a
zo kaset d'an templ ha roet da Zoue.
Tadou ha mammou, setu aze ho skouer. Peurvuia
eur c'hrouadur a vez ar pez ma vez great : nebeut a
drec'h wen. En em glemm a rear euz ar vugale ; guel-
loc'h e ve en em glemm euz ar re nebeut a zoursi a vez
bet kemeret d'ho c'helen ervad.
Eürus an nep er bed-ma, a ra evit Doue, evit he
nesa, evithan he unan, ar pez a c'houlenn mad an ene.
Koulskoude, hag e tiguesfe ganheomp, kueza er
pec'het, ne gollomp ket a fizians.
Eur sant hen deus bet lavaret divar benn ar Verc'hes :
omnipotentia supplex. Me 'lavaro da m'zro, Santez
Anna dre he feden a zeuio a benn euz kement e dezho
c'hoant. Ar Verc'hez a zo he merc'h, Jesus-Krist a zo
he mab bihan : Galloud he deuz eta dirag Doue. Ha
hent all, ne c'hello ket mankout a garantez evidomp
ni bugale ar beg douar ma a zo en em wlestet dezhi.

MEULEUDI SANTEZ ANNA 41

En em erbedomp eta outhi gant fizians. Mar d'homp
mad, hi hor jikouro da genderc'hel ; mar bevomp er
pec'het, hi a astenno d'heomp he dourn evit hor zevel
da genta ha rei d'heomp nerz da jomm en hor zao beteg
ar fin.
AMEN.


V
STEUEN
Evit eur zarmoun da ober e neus fors pe seurt
pardoun divar benn eur zant pe eur zantez

VA BREUDEUR KER,
Hirio gouel S*** X***. Seblantout a ra din a c'haleze
divar he dron, her c'hlevet o lavaret d'heomp ar pez a
lavare gwechall Sant Paol d'ar gristenien eus he amzer :
Imitatores mei estote sicut et ego Christi.
Ali a bris mor deuz unan. Rak, ha setu e daou c'her
ar pez a lavarin deoc'h hirio.
1° Ne maomp var an douar nemet evit beza sant
en deiz da kont.
2° Penaos anavout ha ni 'zo var ar venojen vad.
§ 1. Ne maomp er bed nemet evit gounit an Env.
Doue hen deuz hor c'hrouet evit ar barados.
Jesus-Krist en deuz hor prenet evit ar barados.
Ar Speret Santel ne hean d'hon dougen ha d'hon ren
varzu ar barados.

VAR AR ZILVIDIGEZ 43

*
* *
Eur rejant kos, var a gounter, en em gavas eun deis
gant unan euz an dud iaouank a ioa bet ganthan er skol.
Sell, eme ar rejant kos, c'houi a zo aze ? Ha iac'h
mad var a velan, guell a ze ! Mez petra oc'h c'houi deut
da veza ?
Troet e meuz va zounj ar var vicher a zoudard, ha
setu me dija kabiten.
Kabiten ? Oh ! mad tre. Heur vad ho c'heuz. Ha
goude? petra 'veffot goude ?
Goude mar gellan e vin koronel.
Guelloc'h c'hoas ! Ha goude ?
Goude general ma vez chans vad. Mez diez eo
pignat ken huel.
Ia eur garg huel ha dies da baka, esperomp evel-
kent. Ha goude ?
Goude ? gant va fae e c'hedin ma venn deut kos.
Pa bouezo re an oad var va diskoas, me a iel da veva
dibreder.
Ha goude?
Goude e varvin.
Ha goude ?
Goude ? Me ne ouzoun ket.
Mad ! Me c'hoar. Goude pil pe fas. Daou lojeiz :
Baradoz pe ifern... Eur vech kollet, kollet evit mad. Taol
tro hebed. Ha neuze : quid prodest homini si mundum
universum lucretur animæ vero suæ detrimentum patiatur.
Setu perak : Imitatores mei estote sicut et ego Christi...

44 VAR AR ZILVIDIGEZ

Ne lavaromp ket : N'eo ket red ober kement hag ar
Zænt ! Nann, mez red eo ober ar pez a c'houlen Doue.
Ha Doue a c'houlenn ma kerzimp digaillar var hent ar
barados. Ne lavaromp ket eo diez... Quis me liberabit
de corpore mortis hujus : D'ar Zænt eo bet diez ive.
*
* *
Penaos anaout, ha ni a ra, ia pe nann, ar pez a c'hou-
len Doue ? Mean diskuiller an orfebrer... Ar peziou faos,
henvel evit c'henta gwel, ouz ar peziou ac'hant mad...
Mean diskuiller an aviel : 1° Si pez tuus scandalizat
te abscide eum et projice a te... Beza sant koustet pe
gousto, en despet da bep tra... Evit an traou ne zellont
ket ouz ar zilvidigez e c'heller ober meur a sakrifis...
A eneb he zilvidigez arabat sakrifia netra.
2° Quarite primum regnum Dei et hæc omnia adjicien-
tur vobis... E c'hallomp er bed, klask meur a dra, mez
da genta dreist pep tra, regnum Dei... rak : quid prodest
homini... ?
3° Sive manducatis, sive bibitis, omnia in Gloriam Dei
facite... Peb den hen deuz he stad, he labour ha pep
unan a dle poania d'ober mad he dreus en he stad...
Mez e n'euz fors pe seurt buez, e tle beza ar zounj euz
ar zilvidigez.
4° Qui autem perseveraverit usque in finem, hic salvus
erit... Aliez e ve lavaret : labourat awallc'h evit hirio...
Labouret awalc'h, d'an oad e meuz : diskuizomp
brema... Evit beza sant eo red labourat beteg ar maro...

VAR AR ZILVIDIGEZ 45

An ebestel a lavare eun devez da Jesus : Ecce reli-
quimus omnia et secuti sumus te, quid ergo erit nobis ?
Ha Jesus a respountas : Vitam æternam possidebitis.
Labourit epad ho puez evel an Ebestel da vont da
heul Jesus, et vitam æternam possidebitis.
Amen.

VI
PREZEGEN
Var ar Zantelez

Imitatores mei estote, sicut et ego Christi
Kemerit skouer divar-'n-on-me, evel ma
kemeran skouer va-unan divar Jezuz-Krist.
(1. cor. 4-16).

Va Breudeur ha va C'hoarezed kristen,
Pedi, kared, trugaregaad a reomp ar zent ; hor
fizianz a lakeomp en-ho ; deiz ho gouel, deiz ho far-
doun, a vez, evidomp-ni ivez, eun deiz a c'houel, a
bardoun, a laouenidigez. Kement-se a zo mad, a zo tal-
voudek, rak ar zent a zo hor mignouned, hor breudeur,
hor madoberourien ; din int a bep fizianz, din a bep
meuleudi ! Koulzgoude, kement-se n'eo ket aoualac'h ;
red eo c'hoaz ; pelloc'h e zaan ; red eo, dreist pep tra,
beva evel ma ho d-euz-hi bevet ho-unan, evit galloud,
eun deiz da zon'd, kaoud perz en ho levenez hag en ho
eüruzded. Ar pez a hell ober d'hezo ar brasa plijadur eo
ma heuillimp, koulz hag hi, gourc'hemennou an Aotrou

E RANKOMP BEZA SENT 47

Doue, ha seblantoud a ra d'in ho c'hlevoud e lavared
d'heomp ar pez a lavare gueach all an Abostol Sant
Paol da gristenien he amzer : imitatores mei estote, sicut
et ego Christi : kemerit skouer divar-'n-on-me, koulz ha
ma kemeran skouer va-unan divar J.-K.
Deiz gouel ha pardoun Sant-Leier, kemeret gant ho
tud koz evit patron ar japel-ma, e m-euz kavet mad
lavared d'heoc'h eun nebeud komzou divar benn ar zan-
telez gristen.
1° Evit ma poanio pep unan da veva ervez Doue,e
lavarin d'heoc'h, da genta, e rankomp, ni ivez, beza sent
abarz kaoud digemer en Envou ;
2° Hag evit rei fizianz d'an holl, e tiskuezin, abarz
achui, e ma e galloud pep den beva gant santelez.
*
* *
VA BREUDEUR KER,
Tud ar bed, a unan gant an drouk-spered evid hor
c'holl, a velod oc'h ober ho zreuz var an douar, heb
kemered, koulz lavaroud, an distera poan da veva ervez
lezen an Aotrou Doue. Dizounj ha dibreder, evel tud ha
n'ho defe, en tu all d'ar bez, netra da zouja na netra da
esperoud, e lakeont mad ho c'horv araok mad ho ene,
bolontez ho c'haloun araok bolontez an Aotrou Doue,
eüruzded ar vuhez hirio araok eüruzded ar vuhez da
zon'd ; ha goudeze, evit mouga rebechou ho c'houstianz
hag en eur zizamma dirak an dud, e lavaront : daoust
betra disprijoud plijadureziou ar bed, kastiza 'r

48 E RANKOMP BEZA SENT

c'horv, hag huala 'r galon ! Kement-se a zo mad d'an
nep a glask beza sant : mez heb en em renta sent,e
c'haller gounid an Envou.
Kenvroïz, va Breudeur, a eneb ar pez a reont, ar pez a
lavaront, bezomp, oh bezomp ato var evez. Ho c'hustumou
a zo milliget gant J.-K., hag ho c'homzou a zo kountrol beo
da gomzou Doue. Lavaroud a reont : n'eo ket red beza
sent ! Ha Doue, an Doue ma rankimp, eun deiz, renta
d'hezan kount euz hor buhez hed-da-hed, Doue a lavar
e fell d'hezan e veac'h sent : hæc est voluntas Dei, sancti-
ficatio vestra ; bezit sent, eme-z-an, rak ma zounn sant
va-unan, me ho mestr hag hoc'h Aotrou : sancti estote
quia ego sanctus sum, dominus deus vester. Ne lavar ked :
mad eo beza sant ; me a ro kuzuil d'heoc'h da veva gant
santelez ; pelloc'h e za, Kristenien, eur gourc'hemen eo
a ro, ha nann eun ali heb-ken : bezit sent, red eo e
veac'h sent ; sancti estote ; nann c'hui ha c'hui heb-ken,
mez c'hui, va breur, mez c'hui va c'hoar, mez c'hui ha
c'hui c'hoaz, mez c'hui holl hag a c'houlen salveteï hoc'h
ene : bezit sent, sancti estote.
Da biou, e guirionez hag ervez al leoriou sakr, e
velomp-ni prometet ar vuhez eternel ? Prometet eo d'an
hini a stourm oud-han he-unan evit disc'hrizienna 'n
techou fall euz he galoun : regnum clorum vim patitur ;
promettet eo d'an hini a en em ziwall, gant evez mad,
ouz an holl bec'hejou mezuz ; beati mundo corde ; pro-
metet eo d'an hini a zo distak he galoun diouz falz
madou an douar, d'an hini a gar Doue dreist pep tra
hag euz he holl nerz, d'an hini a gar he nesa eveld'han

E RANKOMP BEZA SENT 49

he-unan, d'an hini a heuill, penn-da-benn, lezen an
aviel : si vis ad vitam ingredi, serva mandata. Pe, mar
kavit guell, hag evit lavared holl e daou c'her : ar vuhez
eternel a zo prometet d'an hini ne reaz, a viskoaz, pe-
c'hed marvel hebed, pe, da vihana, goude beza, dre ar
pec'hed, ankenniet kaloun he Zoue, a c'hounezaz he
bardoun dre eur guir binijen.
Hogen, va breudeur, petra eo an den ha ne reaz, hed
he vuhez, pec'hed marvel hebed ? Petra eo an den hag a
ra eur guir binijen, goude beza pec'hed ? Marteze c'hui a
c'halvo anhezan eun den a zoujanz Doue, eur c'hristen
leal ha vertuzuz ; mez me a gav d'hezan eun hano all,
hag an hano-ze eo an hano a zant.
Guir eo ne rankomp ket evit mon'd d'an Env, ober
kement hag ho d'euz great darn euz ar zent na kaoud
ker braz santelez hag hi. Eun nebeudik hebken ho
d-euz ar gourach da zilezel pep tra evit Doue : da gui-
taad madou, kerent ha mignouned dre garantez evit-han ;
d'en em denna er c'hoajou pell diouz trouz ar bed, da
gousked var an douar ien, zougen ar gouriz reun,
da veva divar griziou. Kement-se a zo mad, eüruz an
nep her gra, mez kement-se n'eo ket red evid an holl.
Ervez J.-K., e zeuz meur a bazen e rouantelez an Env.
Ar bazen huella, ar c'henta renk a c'hortoz ar re ho
devezo, hed ho buhez, muia-karet ar vertuz ; mez, Ken-
vreudeur, ha taolit evez mad ouz ar gomz-ma, mez an di-
veza renk he-unan, ne vezo roet ervez Sant Iann, nemed
da eun ene disklabez a bep drouk : nihil coinquinatum in-
trabit in eo ; ne vezo roet nemed da eur zant, sant nann
4
50 E RANKOMP BEZA SENT

ato dirak daoulagad an dud (an dud aliez a zianavez ar
guir vertuz hag a laka 'n drouk e leac'h ar mad) mez
sant dirak daoulagad difazi eun Doue leal hag a ro ar
gaerra kurunen d'ar zantelez muia kuzet ouz an dud pe
vuia zisprijet gant-ho.
N'eo ket heb abek e lavaren eta d'heoc'h, en eur gou-
manz, kemeroud skouer divar ar zent evel ma ho d-euz
kemered skouer ho-unan divar J.-K. : imitatores mei
estote sicut et ego Christi.
*
* *
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.