Sarmoniou an Aotrou Quere - 12

Total number of words is 5002
Total number of unique words is 1495
59.1 of words are in the 2000 most common words
69.1 of words are in the 5000 most common words
69.1 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
eun taol kount, heb den var ho tro, evit digas deoch
da zounj euz an Env.
2° En em breparit holl rak holl e varvot.
E pe chis ha pe da vare e rankimp-ni mervel : an
eil hag egile a zo kuzet e pleg dourn an Aotrou Doue.
Mez ar pez a chouzomp mad, ar pez hen deuz Doue he-
unan en em garget da zeski dheomp eo e varvimp holl :
Statutum est omnibus hominibus semel mori. Ar maro na
zouj, na respet nikun.
Planeden eun den a zo kuzet ouz an dud all ; neuz
ken nemet eun dra hag a cheller da chouzout ervad
divar he benn : mervel a raio. Pep tra er vuez a zo am-
jest ha diasur, eme sant Aogustin : eun dra hebken a zo
sur : ar maro : Omnia in futurum servantur incerta, sola
mors certa.
Setu aze, eme ar memez sant, eur chrouadur consevet
e kof he vamm. Ha dont a reio hen, ia pe nann, da velet

220 VAR AR MARO

sklerijenn an deiz ? Den nher goar : Forte nascetur,
forte abortivus erit. Mar teu dar vuez, ha beva a raïo hen
pell pe neubeut amzer ? Den nher goar adarre : Forte
vivet, forte non vivet. Mar bev pell, ha beza vezo hen
paour pe binvidik ? Den na chell lavaret : Forte dives
erit, forte pauper. Pe seurt stad a vuez a gemero hen ?
Labourer, den a bluen, den a vor, den a vrezel ? Nikun
na chell her goud. Neuz nemet eun dra hag a chel-
lomp da waranti : neuz fors petra e vezo a hent all, mer-
vel a ranko pa skoio he heur : Sola mors certa.
Ma vije lavaret dheomp ; euz a ugent, unan a jommo ;
euz a gant unan a decho ; euz a drizek kant mil, unan
a vezo espernet ; me a lavarfe deoch da m zro : ho
chesperanz a zo bihan. Evelkent, esperout a chellit !
Mez pa zeo guir e rankomp holl kuitibunan distrei e
poultren, holl e tleomp en em brepari.
Setu eno perak, eun taolenner gueach all, resevet urz
ganthan, pedet da ober poltred ar maro, a reaz eun dra
meurbed estlammuz da velet.
E traon an daolen e lakeas poltred holl grouadurien
ar bed-ma : paour, pinvidik, koz, iaouank, pecher ha
dibech ; holl ho dastumaz en eur bouchad. Azioud-ho
e reaz poltred an ankou. En he zourn eur chleze a dan
atao an eulf o strinka anezhan hag ar re, ma kueze var-
nho eun eulfen a varve raktal. Hen ober a reaz heb
daoulagad, evit diskouez ne anavez na kar na mignoun.
Hel lezel a eure heb diskouarn, evit rei da entent eo bouzar
ouz klemmou ha pedennou an dud, ha var he dal, e
skrifaz komz al leoriou sakr: « merket eo e ranko peb

VAR AR MARO 221

den mervel eur veach : Statutum est omnibus hominibus
semel mori. »
3° Mad eo en em brepari a zrevi, rag ne varver ne-
met eur veach.
Va Breudeur ker, eur prosez ho cheuz ? Outhan,
mar karit, eo stag ho madou, ho prud vad, ho puez ?
Neuze petra ' rit ? Sounjal a rit er prosez-ma noz-deiz.
Ne espernit netra, nag poan, nag amzer, nag archant
evit dont a benn dher gounit ? Goulen a rit kuzul ; dek,
tregont gueach e zit da di eun alvokad goeziek, ha
pell e maoun dioch ho tamall. Mad a rit difenn ho
peadra, hoch enor, ho puez. Koulskoude, mar kollit
dirag eur barner, choui a chell dougen klemm dirag eur
barner all, ha mar kollit an eil gueach, mont choaz
dirag eur barner huelloch.
Mez setu ama evidoch eur prosez all ; digoret eo etre
ar vue hag ar maro, etre an Env hag an ifern, eur pro-
sez hag a zo rak-se, stag ounthan ar pez ho cheuz a huella
priz : eurusded pe valheur heb fin. Poanit eta dher gou-
nid. Sounjit ennhan noz-deiz. Pellaït kement a chelfe
ober deoch her choll : klaskit kement a chelfe ober
deoch her gounit. Na espernit netra. Ha kentoch evit
her choll, kollit tout.
Mar em bije daou ene da goll, a respountaz eur zant
da eun impalaër, em bije otreet marteze koll unan evi-
doch. Mez pa na meuz nemet unan, ha pa na chellan
ouspenn he choll nemet eur veach, e rankan, koust pe
ne goust, he zavetei, hag he zavetei en taol kenta.

222 VAR AR MARO

Var an douar, e challer euz ar stad a beched distrei
dar stad a chras, euz a gristenien vad dont da veza
kristenien fall. Goude taol ar maro, se na vezo mui e
galloud an den. Ar vezen a jommo, eme ar Speret-
Glan, e leach ma vez kouezet. Ne varver nemet eur
veach : Semel mori : ha goude ar maro ar zetans a vezo
douget a jommo da viken.
*
* *
Mad eo koumpren petra eo ar maro.
Va Breudeur, stad an dud var an douar a zo meurbed
dizhenvel. Lod evit lojeis nho deuz nemet eul lochennik
dirapar, evit guele eur vriad raden pe golo draillet ; goude
poania, en em viska paour, en em vaga dizispign, ne
gavont ket atao var gorn an daol, pa zeu an noz, an
tamm bara du a dle terri ho naoun antronoz-vintin.
Lod all, daoubleget dindan ho anken, ne gavont nemet
tristidigez var an douar.
En ho chichen an dud eurus ervez ar bed a vev e
kreiz ar blijadur. Archant, enoriou, kargou huel, holl
e maïnt etre ho daouarn. An ti kaer-ma, ho zi eo ; an
douarou-ze, dhezo int ; meuleudi, ieched, digoradur :
dezho netra ne vank.
Mez, va Breudeur, nag ar re zo er joa na dleont
kemeret fouge, nag ar re a zo er boan na dleont ket
mankont a gourach.
Var an hentchou bras, me a gav eur chantonier karget
dho c'houmpeza, da stanka 'n toullou, da ziskar an
torgennou.

VAR AR MARO 223

Var hent ar vuez, Doue hen deuz ive lakeat eur chan-
tonier, ar maro, da goumpeza pep tra etouez an dud.
Hag e guirionez, kristenien, petra eo ar maro, a zounj
deoc'h c'houi ? Mar her c'houmprenan mad, ar maro zo
var eun dro : Kenavezo dar bed ha da holl vadou ar
bed ; kenavezo dar gerent ha dar vignouned ;
kenavezo dar chorf he-unan.
Kenavezo dar bed ha da holl vadou ar bed.
Var ar ieched, ar bed, gant he blijadureziou, he eno-
riou, he vadou, a zeblant beza eun dra benag. Mez divar
guele ar maro, traou an douar a jench meurbed a liou.
Setu aze eun den o vont da vervel. Evithan neuz mui
kelou nag a zanvez, nag a blijadur. Diouthan ar bed ha
traou ar bed a bella a heur da heur. Abarz nemeur he
di ne vezo mui he di, he archant ne vezo mui he
archant. Ar guele ma zeo gourvezet varnhan a vezo
da eun all. Euz ar roched a zoug eun all a lavaro
« va roched ! » A veach ma hen deuz tennet he
halanad diveza, an heritourien a zeu hag a lavar :
« din-me e vezo ar pez dillad-ma ha did-te an tamm
douar-ze. » Ranna reont ken etrezo, madou an den
tremenet, nann, aliez, heb en em rebech divar ho
fenn. Pep hini a ra hag a gemer he lod.
Mez lod an hini maro, peleach e ma ? Lod an hini
maro ? Eur goz linser, aliez ar falla zo en ti, pemp pe
chuech planken, eur penn vele kolo draillet, dindan he
benn : setu he lod! He lod choaz a zo eun toull en
douar an ankounach ; ha choaz ne vezo ket atao, mar-

224 VAR AR MARO

teze, lezet ganthan al lojeis dister-ze. Abars eur chuech
pe seiz vloaz, eur chorf all a zeuio da choulenn plas
hag, evinthan, relegou ar chenta maro, a vezo taolet da
ventad gant an avel pe da vresa dindan treid an dre-
menidi.
Ar maro eo kenavezo dar gerent ha dar vignouned.
Ama ne meuz netra da zeski dheoch. Piou achanoch
neo ket bet var dremenvan unan benag euz he dud pe
euz he amezeien ? Ha neuze, dre ho taoulagad hoch-
unan, ho cheuz anavezet pe ger kris eo eun henveleb
disparti. Rankout kuitaad tad ha mamm, pried, bu-
gale, mignouned ! Ho lezel var he lerch ha mont he-
unan dirak Doue ! Mad, kristenien, eun devez e teuio
ho tro, hag an disparti-ze a vezo ho tisparti. Heuliet e
viot beteg ar bez. Eur veach bep an amzer e teuor da
ober varnoch eur beden benag ; kount a vezo epad eun
nebeut ouz hoch hano etouez an dud. Mez, etre daou,
an amzer a iel abiou, an heol a raio he dro hag en eur
ober he dro e kaso, bemdez dhe heul, eun nebeudik euz
ar zounj a jomm achanoch etouz an dud.
Devez goude devez, an aferiou, labouriou, plijadure-
ziou a gemero ho flas e kaloun ha spered ar re a jomm
var ho lerch. Mar nho chankounachaont ket, hi a vezo
souden diskaret dho zro. Ha neuze, ne vezo achanoch
kount ebed, mui eget pa na veach biskoaz bet var an
douar.
Ar maro eo kenavezo dar chorf he-unan.
Var an douar e tilezer aliez an ene evit ar chorf. Dar

VAR AR MARO 225

chorf e pep tra hag en despet da bep tra eo e klasker
ober dezhan plijadur. Ha koulskoude, eun deiz a dle
dont ma rankimp ennhan, kimiada diouz ar chorf-se ha
lavaret dezhan kenavezo. He chened, he nerz, he
iaouankis, holl e zint e teuz, e moged. Hen he-unan a
ranko distrei da boultren, mond da netra evel eun ti
dismantret ha kouezet en he boull.
Setu me ama, hirio, er gador-ma. Mad, eun deiz a
zeuio an daoulagad-ma hag a vel, na velint mui ; an
diouskouarn-ma hag a glev, na glevint mui ; an treid a
m chas hag a m digas, a vezo sounnet ; va chaloun
a jommo a zav ; va dourn, ma vez neuze, en dro din,
nez pe vignon, en em astenno dezhan evit ar veach
diveza hag a gouezo goudeze, dinerz ha divuez var an
dillad vele.
Ha neuze, kenta ranker da ober eo kuzat achanon
ouz ar re veo ha va lakaad en arched.
Hag eno, en arched-ze, petra e teuio ar chorf da
veza ?
Va Breudeur, gueach all, e bro ar Spagn, eur brinsez
a rea dre he gened dudi kement hini hen anaveze. Mez,
en despet dhe renk huel ha dhe braoentez, ar maro he
diskaraz.
Eun ofiser iaouank a oe karget dhe chas beteg ar
vered ma tlie beza sebeliet ennhi. Araog disken an ar-
ched en douar, hen digorjod evit guelet, hag a dra zur, e
voa ennhan korf ar brinsez. An ofiser, pa velaz eun
heveleb tra, pa velaz daoulagad, guechall, ken sklear
ha ker kaer, beuzet holl a vreinadurez ; pa velaz eun tal
15
226 VAR AR MARO

ken laouen peurz-duet ha dislivet ; diou voch ker ske-
duz, diskolpet gant ar chountronn, dija o rodella hag
o virvi en dro dhe fenn, a voe ker skoet, ker sabbatuet,
ma tilezaz ar bed.
Deuet eo da veza sant : sant Fransez Borgia.
Ha koulskoude, kristenien, ne voa test, nemet euz a
genta labour ar maro.
Kiit aze dar veret, savit eur mean bez ha guelit :
Veni et vide. A zianveaz, choui a chell kaout choaz
digoradur ha fouge. Mez, diskennit en diabarz : petra
gavot-hu ? Eskern ha ludu, netra ken. Hag an eskern-ze
ho-unan en em vruzuno dho zro. Ar chorf a zeuio da
veza, eme Vossuet, eur ne chouzoun mui petra, ha
nhen deuz hano ebed etouez an dud.
Lennit var dal eur penn-maro, mar gallit, pe hen a zo
bet var diouskoaz eur paour pe eur pinvidik, pe hen a
ioa koant pe zivalo, pe hen a ioa er boan pe er blijadur,
a choad huel pe a renk izel. An holl fouge-ze a zo eat
e teuz ha varlerch ar maro ne jomm nemet relegeier
dianav.
Ia, va Breudeur, mouez ebed ken elavar ha mouez
eur bez digor ; kentel ebed, ma ve studiet mad, ken
talvouduz evidhomp. Krial a ra ha krial krenv ouz
kement a gar selaou : « dindan an heol, pep tra zo avel,
moget ha netra ken : Vanitas, vanitatum. » Lavaret a
ra : « an den pa zeuaz er bed ne zigasaz ganthan netra
ha pa guitaio ar bed, ne gaso netra dhe heul nemet he
oberou mad hag he wall oberou.
Sounjomp eta er maro. En em breparomp dar maro.

VAR AR MARO 227

Koumprenomp petra eo ar maro ha ni a vevo ervez
Doue.
Eur zant, gueach all, nhen devoa evit leor a beden
nemed eur groaz hag eur penn maro. Ar groaz, skeul
an Env, merk an esperanz ; ar penn-maro, mellezour ar
bed, kentel ha difazi an den.
Eveld'an, karomp studia an daou leor-ze. Ha neuze
ar groaz ma zoump bet prenet varnhi gant Jesus-Krist,
a ziwallo hon eskern en hor bez hag ho resusito var-
lerch da vuez an Envou.
Evel-se bezet great.

* * *



X
Var ar varn ziveza

Justum et impium judicabit Deus et
tempus omnis rei tunc erit. Ecc. III, 17.
Doue a varno an den mad hag an den
fall, hag e vezo neuze lakeat urz e pep tra.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Tostaad a ra, a vloaz da vloaz, a heur da heur, an
devez bras leun a spouroun, leun a enkrez a dle beza
test da finvez ar bed. Pe da vare e cherruo hen, an
devez-se ? Kristenien, nher gouzon ket ha den nher
goar ; mez ar pez a chouzomp, a dra zur, eo e choar-
vezo neuze traou estlammuz meurbed.
An teir walen a gastiz : ar gernez, ar vosen hag ar
brezel a bourmeno dre douez an dud, ar chaon hag an
dristidigez. Al loened er choajou a iudo gant an naoun ;
ar rouanteleziou en em zavo an eil a eneb heben hag an
dud a zizecho divar ho zreid gant ar spount hag an
dienez.
An Antekrist, en he zourn holl challoud, holl finesa
an drouk-sperejou ifern, a reio var an douar ar bur-
zudou ar re vrasa evit distaga 'n dud dioch lezen ar

VAR AR VARN ZIVEZA 229

guir Doue. Goudeze, an heol a gollo he sklerijen, al
loar a zeuio e liou dar goad, ar mor dijadennet a
lammo dreist an torr-aochou ar re huella evit goueledi
an douar ; ar stered faziet, divar ho hent, a gouezo euz
an Env, ha da fin holl, ar bed, gant kement a zoug, a
vezo sebeliet en eur mor a dan.
Neuze e vezo klevet trompil an eal o tregerni varzu ar
pevar avel hag o lavaret: « Savit, tud varo, ha deuit dar
varn : Surgite mortui. »
Ker buhan, ar garnel a roio he relegou, ar bez a zis
taolo he gorfou maro, ar mor a zislonko ar re veuzet.
Holl kement a zo bet, a zo hag a dle beza choaz var an
douar, hol e savimp en hor zav a nevez flamm hag en
em gavimp var eun dro, echarz treid ar gador-varn.
Jesus-Krist var eur goabren skedus ; en dro dezhan
eun niver dreist-kount a Elez hag a Zent, en he zourn
leor an Aviel ha kroaz ar Chalvar, a ziskenno da varn
pep unan ha da renta dan holl ervez ho oberou :
Justum et impium judicabit.
Euz ar pez a dremeno neuze eo e meuz, hirio, da
gozeal deoch.
Ar varn a velan ennhi tri dra : Eul leor, splamm ha
guirion, leor ar choustiansou ; eur valanz diabeg ha
difazi, balanz an aviel ; eur zetanz, didruez ha diremed,
setanz Jesus-Krist.
Euz al leor, ar valanz, ar setanz-se e lavarin deoch,
dioch renk, eun nebeut komzou.

230 VAR AR VARN ZIVEZA

*
* *
Leor ar choustiansou.
Ar bed-ma, kristenien, pa daolan varnhan eur zell
piz hag eveziek, a gavan meurbed din a druez. Petra, e
guirionez, a velan-me var an douar ? Guelet a raan eur
rumm dud hag a denn evel fouge deuz ho dizurziou ;
breset ho deuz ho choustians dindan ho zreid, ha mou-
get en ho chaloun mouez feiz ho badiziant. Ha brema,
dishenor ho zud, rann-galoun greg ha bugale, skuer fall
ho farrez e kerzont digabestr var hent an drouk, e ver-
niont a zeiz da zeïz pechet var bechet evel pa nho
defe euz ho buez, kount ebed da renta.
Lod all, dindan diaveaz eur falz honestiz, a guz eur
galoun loudour ha prenvedet. Tremen a reont evit tud
vad, tud renket, tud a zoujanz Doue. Sellou laouen ' zo
en ho daoulagad, komzou flour var ho muzellou, mi-
gnouniach en ho mouschoarz epad ma zeo leun ho
spered a zonjou mezus, hag ho chaloun a warizi, fal-
lagriez, dislealdet, trubarderez, oberou fall. Mez aketuz
int da ober an drouk e kuz ; evit mankout dar pez a
dleont da Zoue, dan nesa, dezho ho-unan, e klaskont an
hent distro, an denvalijen ; ha neuze goude beza pechet
dre guz, duet brud-vad an nesa, great outhan gaou en
he vadou e lavaront : « Piou biken a anavezo kement-
ma ? Ne meuz bet, euz va oberou, ken test nemet an
denvalijen ; va choustians va unan, hebken, a choar
petra ounn ha nikun na chello, morse, goud ar pez zo
tremenet ennhi. »

VAR AR VARN ZIVEZA 231

Ah ! va Breudeur ha va Choarezet kristen, en em
fazia ' rit. Eul lagad a zo hag a vel pep tra, a lenn e ple-
gou kuzet kaloun peb den, a zizolo ar virionez e kreiz
an noz an tenvalla : lagad an Aotrou Doue, lagad atao
digor, noz-deiz, var an drouk, digor var ar mad. Eur
bluen a zo hag a skrif pep tra. Bloaz ha bloaz, deiz ha
deiz, heur hag heur, hoch holl oberiou a zo kaieret. Ke-
ment hen deuz al lagad guelet, ar bluen hen deuz skrivet.
Adalek ho chalanad kenta betek ho chalanad di-
veza, ho puez hed-ha-hed, a vezo, neuze, displeget dira-
zhoch ; pechejou ho pugaleach, pechejou ho iaouankiz,
deiz ar pardoun-ma, ar foar-zount, en nosveziou, en
ebatou, en dansou, ken etrezoch ho chunan, ken etre
ar iaouankiz all ; ar pechejou great var an diskar oad,
great en ho kosni mar hen deuz Doue ho lezet da goza :
kement ho pezo kuzet guella ma ellot ouz lagad eun tad,
ouz skouarn eur vamm, ouz kaloun eur mignoun. Ar
mad zokenoch ho pezo great, mez great dre fouge evit
tenna varnoch meuleudiou an dud ha marteze, evit
lakaad unan benag da gueza er pechet, eno e vezint di-
zoloet holl : Quidquid latet apparebit ; ha dizoloet dirak
ar bed holl a bez.
Ia, neuze, ann holl a velo ho puez, ho puez displeget,
ledet dirazho evel lizerennou eul leor digor. An holl a
chello he foueza, he choumpren.
Ha choui, choui ne chellot nach an disterra tra.
An testou en hoch eneb ne vankint ket. An Env an
douar, an heol, ar stered, an noz, an deiz, holl e
kavint eur vouez evit ho tamall ha lavaret : « guir

232 VAR AR VARN ZIVEZA

eo, test oump a gement-se. » Hoch eal mad koulz hag
ho troug-eal a lavaro : « ia, guir eo : test omp a ze ; »
ho touarou, ho ti, ho kuele a lavaro : « ia, guir eo :
Lapides clamabunt, lignum quod inter juncturas est ædi-
ficiorum, respondebit. » (Heb. II, 11).
Hag ar pecher paour, petra e teuio hen da veza,
neuze, gant ar vez ha gant an disesper ?
Va Breudeur, ma rofe din an Aotrou Doue, ar
galloud da lenn ama en ho kalonou ha da zigeri dirag
an holl, leor ho koustians, piou ac'hanoc'h c'houi a
lavar-fe : « Mad, ia, ne ran ket a forz, aotreal a ran
kement-se ? » Piou, er chontrol, na choulen-fe ket koll
kentoch peb vad, eget guelet he vuez displeget penn-
da-benn ? Ha koulskoude, piou a velan-me en iliz-ma ?
Ho kerent, ho mignouned, ho chamezeien, ho ken-
barrisioniz : tud ho deffe truez ouzoch, tud hag a
choulen-fe ho tizamma.
Evit peur-greski, peur-gernia mez ar pecher, tal-ha-
tal gant he vuez, Doue a lakaio, buez an den just.
Var an douar, nag a gristenien vad, a vev dianavezet
gant ar re all ! Kemeret a reont kement a boan da
guzat ho vertuziou hag ho zantelez ha ma kemer an
den fall da guzad an drouk a ra. Ober a reont ar mad,
nann evit plijout dan dud, mez evit plijout da Zoue ; en
em zantifia ' reont aliez heb goud da nikun euz a
gement ho guel. Ho buez a dremenont er guel a Zoue,
hebken. Pedi a reont en eur ober ho labourou pem-
deziek, meuli Doue e korn kuz ar goustians ha dougen

VAR AR VARN ZIVEZA 233

ho chroaziou heb en em glemm. Ho bugaleach a voue
pur, ho iaouankiz dibech, ho chosni direbech :
krouadur sentuz, pried mad, tad karantezuz, leal er
marchajou, koustiansuz en ho chomzou, santel e pep
fesoun pe atao prest da ober pinijen euz an disterra
mank, ho deuz tremenet ho amzer e doujans Doue heb
na klask na goulen meuleudiou an dud.
Mez Doue hen devezo dalchet kount a bep tra.
El leor ar choustiansou, koulz ha buez ar christen
fall, eo merked buez ar christen mad ; hag ar pecher
pa he guelo a zanto choaz evel kresket hag he vez hag
he zismeganz.
Eur veach, pep tra e se dizoloët Doue zigaso he
valans, eur valans diabeg ha difazi : balans an aviel.
*
* *
Goude ma vezo eta, bet displeget dirak an holl buez
pep unan achanomp, e leor splamm ha guirion hor
choustiansou, eur valans a vezo digaset hag ennhi, er
valans-se, e vezo gant ar strisa lealded, pouezet hon holl
oberou.
Va Breudreur, an dud ho deuz ive ho balans evit
barn ha poueza ho hentez. Mez ho balans a zo eur
valans fazius, disleal, eaz da lakaat da gostezia en tu ar
gaou ; ar poueziou a lakeont ebarz a zo poeziou aliez
faoz, rentet bep eil tro, skanv pe bounner gant an
interest, ar vignouniach, an dallentez hag ar gasouni.
Kemeret a rit ho palans hag ennhi en em varnit, en em

234 VAR AR VARN ZIVEZA

bouezit ! Mez eur pouez faoz a lakit ebarz : pouez ar
garantez re vraz evidoch ho chunan.
Oh! va Breur ker, nho tamallan ket, rag ma c'hen en
em garit. Piou hor charo ni, ma ne en em garomp ket
hon unan. Hon tud koz a lavare : « evit karet gant urz
vad, karit da genta mab ho tad. » Mez mar deo gwir
ho lavar, eul lavar all a zo ker guir hag hen : « karet
dreist voder mab he dad, zo en em garet heb urz vad. »
Ha douget oump holl, siouas ! den em garet dreist
voder. Hor barnedigez a zo abalamour da ze, aliez, eur
varnedigez a dreuz.
Kemeret a rit ho palans hag ennhi e pouezit sonje-
zonou, komzou, oberou ho nesa. Mez, rak ne anavezit
ked mad ar virionez penn-da-benn, rag ma ne lennit
ket pis nag e speret nag e kaloun an dud a varnit, rak
ma talchit kount ouz ar guall-deodadou, an drouk-
prezegerez, ar falz prezegerez a glevit, e varnit gant
dallentez heb guir goueziegez : ho parnedigez a zo eur
varnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza ' rit eun den en ho palans ; mez en
eur hen ober e talchit kount euz he vadou, euz he
challoud, euz ar garg hen deuz. Lavaret a rit : « noazout
a chell ; ober vad a c'hell ive ervez ma vezo evidon pe
eneb din. » Da lakaat er valans e kemerit ho chinte-
rest : pouez faos, barnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza rit eun den en ho palans. Mez en eur
hen ober e lavarit ; va mignoun eo ; unan euz va ame-

VAR AR VARN ZIVEZA 235

zeien, euz va cherent, hag en despet dhe holl vankou,
hen dizammit. A du ganthan, e lakit ho mignouniach
er valans : pouez faoz, barnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza ' rit eun den en ho palans, mez
en eur hen ober e lavarit pe e sounjit ne garan ket
an den-ze, displijet hen deuz din ; ha neuze, kaer hen
devezo beza mad, fur, direbech, e vezo kavet abeg
ennhan. Da boueza en he eneb e lakit ho kasouni er
valans : adarre pouez faoz, adarre barnedigez a dreuz.
Ia, va Breudeur, balans ar bed a zo bet a holl viskoaz
hag a zo, hirio, en deiz, eur valans faoz ha faziuz. Re
aliez e ro he ziskarg dar pechet, hag e klask samma ar
vertuz.
Selaouit kentoch ha guelit.
Eun den ' zo bet var an douar hag a lavaraz, eun
devez, da dud ar bed : « piou achanoch a chello kaout
abeg en hon me : Qui ex vobis, arguet me de peccato ? »
Ha koulskoude, penaoz benag mhen doa tremenet he
amzer och ober vad dan holl, he genvroïz a lavaraz,
eun devez « Tolle crucifige : stagit hen var ar groaz,
eun den difeiz eo, eun den a zizurz, liva ' ra geier
dan dud. »
Ar zent, guir zervicherien Jesus-Krist, a zo eveldhan
ha koulz lavaret, atao, ankounacheat, goapeat, disprijet
var an douar hag avechou, lakeat dar maro dre ar
grisa merzerenti.
Hirio choaz, ha marteze muioch eget e peb amzer

236 VAR AR VARN ZIVEZA

all, piou a velomp da veuli ha piou da dammal ar
muia ? Beza zo eur rumm dud hag ho deuz evel great
eur marchad, roet ho ger an eil degile evit ober brezel
dar vertuz. Skignet int, ama hag ahont dre bevar chorn
ar bed ha pa glevont ar gomz : « Var zao ! » ho gueler
holl var eun dro, e sevel eur skabel huel dindan treid
ar falla tud, e chober anezo eur meuleudi dispar, e
lakaat evel eur gurunen var ho fenn. Er chountrol,
kement hini a zo mad, a zo leal, a gerz gant an hent
eün, a glask an urz vad, a heuil lezen Doue, ar re-ze
a vezo goapeat, disprijet ; a vozadou e vezo taolet pri e
kreiz ho daoulagad, dre chevier ha falz-prezegerez e
vezo klasket ho zremen evit an dud falla zo er bed.
Piou a zeuio eta da goumpeza labour an dud ; piou
a lakaio da ren, e leach ar faozoniach hag an trubar-
derez, ar virionez hag al lealded ?
Eneou kristen ouz va zelaou, poanius e kavit, marteze,
hent an Envou, diez e kavit beza tamallet heb na guir na
rezon, diez, goude ober vad, beza persekutet gant ar re
all. Evel ar bleun er parkeier a bleg dan douar pa
vank ar gliz da rei dezho freskadurez, e plegit ho penn
hag e lavarit : « Beteg pegeit, o va Doue, choui hag a
zo santel ha leal, e chomot-hu heb tenna venjans evi-
domp euz ar re ' zo var an douar : Usquequo, domine,
sanctus et verus, non judicas et non vindicas sanguinem
nostrum de his qui habitant in terra ! » Rho pezet fizianz.
Doue ' varno d'he dro.
Pechenien, pecherezed, eurus och e kreiz ho tizur-
chou, goap a rit a Zoue, goap euz he zervicherien : la-

VAR AR VARN ZIVEZA 237

varet a rit : « Ne meuz na feiz na religion ha pe seurt
drouk a zo koulskoude choarvezet ganhen-me ? » Doue
hen devezo he dro ; evel ma tle barn an dud just, e
varno ive an dud digoustians : Justum et impium judi-
cabit. Ha neuze, da zeiz ar varn-ze e vezo kompezet mad
pep tra : Et tempus omnis rei tunc erit.
Varlerch balans faoz ar bed, e velan en he zourn eur
valans all : balans diabeg ha difazi : balans an Aviel.
Ennhi e pouezo pep tra, ervez ar strisa lealdet : Justus
es domine et rectum judicium tuum.
Ar barner-ma, na zalcho kount nag euz ar madou,
an enoriou, ar chargou a vezo bet var an douar ; ar
paour dirazhan zo ken huel hag ar pinvidik. Na zalcho
kount nag euz ar gened, nag euz an deskadurez, nag euz
ar challoud ; dirak he zaoulagad ar vertuz hebken he
devezo talvoudegez.
Buez an ene mad a zo poezet da genta : he holl be-
dennou, he holl daelou, he holl gommunionou, aluzen-
nou roet dar paour, tentasionou trechet gant kourach,
kroaziou douget heb en em glemm, santimanchou a feis,
a esperanz, a garantez, a anaoudegez vad, he holl oberou
mad en eur ger. He Eal mad ho laka holl e skudel ar
valans evit kreski he rekoumpanz ha kaeraat he gu-
runen.
Buez ar pecher a zo poezet ive. Mez ama daouarn an
Eal mad a zo koulz lavaret goullo. Ar pedennou, an alu-
zennou, an oberou mad hen deuz dastumet a zo henvel
ouz ar frouezen a gaver er Palestin var bord ar Mor

238 VAR AR VARN ZIVEZA

Maro. Ar frouezen-ze a zo, evit eur guel, kaer awalch
hag a zeblant beza saouruz. Mez pa deu ar beachour
dhe boulcha gant he zent, ne gav ennhi nemet eun
doare ludu iskis ha chouero. Evel-se ive, ar pechet
hen deuz kaset da goll, zoken, ar pez hen deuz ar
pecher great a vella en he vuez.
An drouk-eal, er chountrol, a zo leun bar he zaouarn :
ourgouil, avarisded, luxur, avi, gourmandis, buhanegez,
diegi, pedennou dizounj, gwarizi, ioulou, oberou, kom-
zou mezus, kement droug en eur ger, hen deuz great ar
pecher azalek he gavel beteg he vez, holl ho digas, holl
ho bern e pladen ar valans. Ne lez, ne ankounacha
netra evit ma rento pounnerroch a ze kastiz an ene fall.
Ha pe seurt digarez a glasko ar pecher paour evit
dizamma he goustianz ?
Ha lavared a raio hen : « Aotrou, va zempladurez a
ioa re vraz ! » Mez, setu aze tud eveldoch, ker sempl,
ken dinerz ha choui hag a zo deuet da veza sent. Perak
nho cheuz-tu ket great ar pez ho deuz great ho-unan :
Cur non potuero quod isti.
« Dallet oan gant ar bed ! » Roet em boa deoch
beleien evit ho kelen hag e tisprijach ho chomzou ;
leor an Aviel evit ho chentja ha ho cheuz hen taolet
a gostez.
« Trechet oan gant va zechou fall. » Pa zao louzeier
fall en eur park, al labourer a gemer he grog-choennad
evit ho zenna er meaz. Da zischrizienna ho techou fall,
ar zakramanchou a ioa dindan ho tourn. Ma vije bet
great evit Tir ha Sidon, kement hag a zo bet great evi-

VAR AR VARN ZIVEZA 239

doch, hi ho divije guelloch great pinijen gant ludu
var ho fenn ha gouriz reun var ho c'hros-leac'h.
Ar pecher evit en em zizamma ne gavo eta digarez
ebed hag he-unan e ranko anzao ha lavaret : Justus es
Domine et rectum judicium tuum.
*
* *
Ar setanz diveza : setanz didruez ha diremed. Buez
peb den, eur vech dizoloet ha pouezet an diveza setanz a
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.