Sarmoniou an Aotrou Quere - 05

Total number of words is 4830
Total number of unique words is 1541
59.2 of words are in the 2000 most common words
70.3 of words are in the 5000 most common words
70.3 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
baour, da vouga ar Feiz, da zischrizienna doujans Doue.
(1) An aotrou Quere hen doa great araog, eur zarmoun gallek.

EVIT BENNIGEN MEAN KENTA ILIZ KARAES 75

Ha mar kollomp hor feiz goz, petra e teuimp-ni da
veza ? ni micherourien baour, labourerien douar ha
nhon deuz, evit en em harpa epad hor beach, nemet
an esperans da velet Doue laouen ouzomp goude hor
maro.
Mez eur gomz a anavezan, eur gomz vad lavaret gant
unan euz hor bro :
Ni zo bepred
Bretonet,
Bretonet
Tud kalet.
Tud kalet ouz al labour, kalet, dizamant ouz ar boan,
kalet, stard en hor chreden. A gement-ma e roit, hirio,
eur merk anat.
Ho chiliz koz a ioa var nez koueza en he foull ; mez
setu ni o paouez bennigen mean diazez ho chiliz
nevez. Lavaret ho cheuz : En em glevomp, ken etre-
zomp ; an eil nebeut a gresk egile ; eur skouet ha nao
a ra dek. Lakeomp diner ar paour var louiz aour
ar pinvidik ! Hag oll den em heul ho cheuz roet eun taol
skoas da rod ar char, digoret ar chan, ha neo ket
choui, va breudeur ker, a lezo an alar e kreis an ero.
Troet e vezo a bom betek penn ar park.
Eun iliz, bolzet he mogeriou ho cheuz kavet varlerch
ho tud kos. Eun iliz ploum var he filierou, nerzuz var
he goareier mein-bèn, a lezfot gant ho pugale vihan. Eun
dra vad a rit : fouge ho pezo, ha nann heb abek, pa
glevot an diveza taol morzol o tacha an diveza mean
var doen ho chiliz nevez.

76 EVIT BENNIGEN MEAN KENTA ILIZ KARAES

Eun dra talvouduz a rit ive. Kaout a rear choas
beziou kos ha ne deuz var-n-bo skrivet hano hebed.
Hebken, avechou e kaver var-n-ho, merk beg eun troad,
avechou all roud penn eur chlin. Merk beg eun troad,
evit diskouez e kousk aze, eun den ha ne bouezaz ket
var an douar, eun den hag en em zistagaz dioch traou
ar bed, en em zavaz varzu Doue muia ma chellaz, ne
boueze nemed var begou he dreid...
Roud penn eur chlin : ama e kousk eun den a beden,
a binijen, atao stouet he benn ha puchet var he zaoulin
da choulen trugarez ha pardoun.
Var ho pez, marteze, va Breudeur ker, ne vezo savet
nemet eun duchennik zouar, pladet abred dindan treid
an dremenidi. Koulskoude, en despet da ze e lezot eun
test var ho lerch ; lezel a reot eur mean prenet gant ho
chaluzen evit sikour sevel eun ti deread dan Doue a
garit. Hogen rei da Zoue a zo prena leve.
Nan atao, evit guir, ebarz er bed-ma, mez en eur vro
velloch. En Envou Doue ho paeo.
Evelse bezet great.

* * *



IV.
SERMOUN
great evit konsekrasion Ilis Hanvec.

Non est hic aliud nisi domus Dei et porta cli.
Ama, e guirionez, e ma ti an Aotrou Doue ha
pors an Envou. (GEN. 30. XVII.)

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,
Jakob, guechall, kuitead ganthan ti he dad ha douar
he vro, en em gavaz, goude kuz-heol, en eun takad
distro. Hag o choantaad en em ziskuiza eun nebeut,
e tastummaz da lakaat dindan he benn, unan euz ar
vein a velaz eno, hag e kouskas.
Hag epad he gousk, hèn guelet eur skeul en he zav
var an douar hag ar beg anezhi stak ouz an Env : ha
penn da benn ganthi, elez ar baradoz a bigne hag a zis-
kenne. Ha Doue harpet var he beg a lavaraz dezhan :
« Me eo Doue Abraham ha Doue da dad, ha da zigwall-
te a rin ive, e kement leach ma zi. »
Ha pa zifunaz, Jacob lavaret : « oh ! ama e guirionez
e ma ti an Aotrou Doue ha pors an Envou : vere domus
Dei est hic et porta cli. Ha goude beza santifiet ar

78 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC

mean a ioa bet dindan he benn, hen lakeas en he zav
hag her galvaz ti an Aotrou Doue.
Mad, va Breudeur ker, seblantout a ra din, guelet o
tremen hirio, en ho parrez hag evidoch, ar pez a dreme-
naz neuze evit Jacob e bro ar Zav-heol. Eveldhan e
zoch tremenedi var an douar o vont gant ho chent
dindan lagad ha dourn an Aotrou Doue. Choui ive
kouls hag hen ha guelloch, a chell ive lavared : ama e
guirionez e ma porz an Envou ha ti an Aotrou Doue.
Va zonj er gelennadurez verr-ma, eo hen rei deoch da
gompren.
*
* *
« Drebomp hag evomp a lavar lod 'zo, en em guru-
nomp a vleun, araog men em wenvint, kemeromp
hor plijadur e pep giz, e pep tu, keit ha ma ellimp, rak
mervel a raimp em berr. »
Ah! setu hi e guirionez, troet ho spered varzu traou ar
bed-ma, ebken.
Lod a boagn da greski ho danvez, lod da glask eno-
riou, lod a red varlerch plijaduriou ar vuez, lod all en
em ruil deuz an eil dizurs en egile. Beva ' reont evel pa
na ve goude ar vuez-ma netra da esperout ha netra da
zouja ; sonjal a reont er pez a zell euz mad ar chorf :
ne sonjont ket er pez a zell euz mad an ene.
Hag eurus int-hi ? Nint ket eurus : ne chellont ket
beza eurus.
Da genta, ar peched ' zo pounner da zougen, da stleja
dhon heul var an hent.

EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 79

Var a gounter e sao var douar Jerusalem, eur froue-
zen, hag evit ar chenta guel, a zeblant beza kaer ha
mad. Mez pa deu ar beachour dare gant ar zeched din-
dan an heol bero, da ranna dindan he zent ar froue-
zen douellus, ne gav ennhi, nemet evel eul lastez poul-
tren du ha chouero. Setu poltred ar pechet.
A ziabell, e ve lavaret e tigas plijadur d'he heul.
Hag eur vech tanveat e lez e kaloun an den, evel eun
drean spern hag a zeu dhe vrouda noz-deiz.
Plijaduriou ar bed zo fazius. En em denna ' reont a
zourn an den evel eur zilien a zourn eur pesketour ;
guenvi a reont ker buhan hag ar vleunvennik distaget
deuz skalf ar vezen.
Ar madou diez da zestum ne deuont ket atao, varlerch
ar boan a gemerer. A hent all, ar guir eürusded neo ket
bed staget outho. Rak ne ma ket en ho galloud karga
kaloun an den. Ar galoun zo great evit Doue. Pa he dis-
troer deuz Doue, pa he zenner diganthan e cherru
ganthi evel gant eur variken didal. Kaer a zo lakaad
ennhi kement a chell ar bed da ginnig, mar deo didal,
atao e chommo goullo. Hag an tal eo Doue.
A hent all, ebars en Env e zeuz eun eal : eal ar
venjans. En he zourn eur chalur. Pa ra Doue eur zell,
ar chalur a deu da gosteza, hag a lez da gueza var an
douar a bep seurt enkrez ha tristidigez.
Atao, e teu da vir, ar pez a lavare guechall Salomon
ar fur. Azezet var he dron olifant, brudet a bell bro,
gant pep tra en dro dezhan ervez he choant, e chan-
zave eun deis: « Dindan an heol, emezhan, ne gaver
nemet tristidigez ha mogidel. »

80 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC

Hag e kav-fet, ar pez ne gaver ket, an eürusded
e traou an douar, eun henveleb eürusded a ve fazius,
rag ne bad nemet eun devez.
Petra eo buez an den var an douar ? Henvel eo ouz
ar vag a faout an dour ha ne lez var he lerch nemet
eur rizen hag en em zispenn en eun taol kount ; ouz al
labous a rann an ear ha na lez var he lerch na merk na
rouden... etc.
Ha pa rank an den hen deuz bevet heb sonjal e Doue,
en he ene, en he eternite, kuitaad ar bed-ma, pa zeu
ar maro da lakaat er memes renk paour ha pinvidik,
petra ' gaso-hen ganthan, an den dizoue ? Eur goz linzer,
pemp pe chuech planken, eun toull en douar... ha
goudeze he esperans eo galloud, en eur vervel, mervel
holl : salo ! en tu all dar bez, ne ve mui netra evidon :
salo ! e ve va flaneden henvel ouz planeden ar chi a
daoler dezhan, e stern an daol, an tamm kreun a gaver
re galet.
Eürus an den ne gemer ar bed-ma nemet evel eul
lochen savet da dremen eun nosvez gant eur beachour
var douar an estren, keit ha ma vale varzu he vamm-bro.
Keit ha ma pad he vuez e sav, aliesa ma chell, he
zaoulagad varzu an Env. Goud a ra eo kemeret gant
Doue evit he grouadur : ut filii Dei nominemur et sumus.
Goud a ra eo evel eun ezel, eur mempr beo da Jesus-
Krist : membrum de membro ; galvet da gaout perz er
memez levenez, er memez eürusded; cahredes Christi :
goud a ra eo he ene templ dar spered glan : templum
Dei quod estis vos.

EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 81

Ha pa zeu evithan, an heur da gimiada e kuita ar
bed heb doan : n'her c'hare ket, n'oa ket he vro ;... e
kuita heb doan madou ar bed : madou all hen deuz
dastumet ;... e kuita heb doan he gerent : en em velet a
reint adarre divezatoch er baradoz ; kuitaat a ra heb
doan he gerent ha zoken he gorf paour. Evithan ar
maro a zo evel eur chousk. He gorf a zavo hag hen
devezo perz e gloar an Envou.
*
* *
Mez va breuder ker,
Diez, skuizuz an hent ha kaloun an den zo dinerz. E
peleach kaout nerz ?
An hent a zo fazius... kals en em fazi. Piou ' zifazio
an den ?
An eunig o nijal a goll plunv, an oan o redek a goll
gloan, an den bleuniou he gurunen. Piou a zavo an den,
a bareo gouliou he ene?
Lod a lavar :
An enebour, enebour bras an den, eo an Iliz.
Ia, enebour eo dar gaou, dan drouk oberiou... etc.
Mez e guirionez hi eo ti Doue, porz an Envou. Seblan-
tout a ra din he guelet, savet var tri bost a(r) garantez.
Da genta, an Aoter : Tron ar beden nerzus, eienen ar
guir nerz. Eno dreist holl, e cheller lavaret : omnia
possum in eo que me confortat.
Dan eil, ar Gador brezek. Er bed e lavarer hag e tis-
lavarer. Er gador brezek, atao ar memez lezen, nann
great gant an dud, mez gant Doue ha desket goudeze
6
82 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC

euz an eil rumm degile. Ama guir difazi an den, skle-
rijen an eternite : noverim te, noverim me : Anaout
Doue petra eo, petra chortoz, petra reio, petra e tleomp
beza hon unan. Setu ar guir skiant.
Dan trede : en iliz, eur gador goves. Pa zellan
diouthi, varnhi e seblantan lenn : venite ad me omnes
qui laboratis et onerati estis et ego reficiam vos...
kurunen an den bet great mad er veach kenta... dis-
pennet goudeze aliez er gador govez kempennet a
nevez.
*
* *
Eun dra gaer eta eo sevel eun ti da Zoue, rak dhe
heul e saver skeul, bali Env.
Ouz an iliz eo stag pep tra vras e buez an den : ar
vadiziant, ar pask kenta, an eured, ar maro, ha goude
ar maro, eun toull en douar e tal an iliz.
Parrisionis, eun deiz a zeuio e zeot dirag Doue. Ho
choberou iel dho cheul. Lod, oberou mad, pechejou
marteze, mez ive ar prof roet evit sevel an iliz-ma. Ar
mean douget ganeoch a vezo eno ive. Pounner a vezo,
dibrada ' reio meur a bechet.
*
* *
Eur gomz choaz abars disken.
Eun den a zo ama, hag evit digeri, heulia, ren, peur-
gloza al labour a velomp hirio en he zav, hen deuz en
em lakeat er penn kenta. Ar boan, ar soursi, ar chon-
troliezou hen deuz bet kavet !... Doue her goar! Hen her

EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 83

goar ive ! Ni, ne chellornp ket her gouzout. Red eo, evit
sur gouzout mad, beza great ar pez hen deuz great, tremen
dre al leach ma zeo tremenet... Neo ket din-me dher
meuli. Nher goulenn ket kennebeut. Deochui eo, par
risionis. Pe evit lavaret guell, he veuleudi zo ama
merket var goarinier ar pilierou, var ar mein bèn, var
pep tra. Rekompanset eo dija. Pa zell ouz an iliz-ma e
komzan ennhi, hirio, e lavar: va labour eo.
Eur rekompans all a chortoz koulskoude. Choui ive
zo iliz Doue : templum Dei quod estis vos. Grit ma
c'hello kaeraat, bemdez muioc'h mui, iliz ho c'hene.
Neuze, eun deiz da zont, hen er penn kenta, choui dhe
heul, a gao digemer en eun iliz all padusoch, ske-
dusoch, kaeroch : eun iliz ha na vezo ennhi souilladu
rez hebed, netra nemet Doue kantmeulet gant he vugale,
kurunet ganthan he-unan, e palez aour an Eternite.
AMEN.

* * *


V.
SERMON
Great evit bennigen ar mor er Gilvinec

In verbo tuo laxabo rete.
Var ho ker e taolin va roued. S. Luc, I. v. 2.

VA BREUDEUR KER,
Deuet omp ama, da bedi Doue holl en eur vouez,
evit ma plijo ganthan, skuilla he vennoz da heul hon
hini, var ar mor a zo aze dirazhomp.
Eun dra eo, hag a vez brema great bep bloaz, er
Gilvinec.
Bep bloas ive, da genver an deiz hirio, e chortozit,
ha guir ho peuz dher goulen, ma ve komzet
deoch divar ar pez, en devez-ma a dremen en ho parrez.
Ar pez a choulennit, Breudeur ker, a zan da glask
hen ober en eur ziskuez deoch, e kavan er mor a zeomp
da vinnigen, diou gentel meurbed talvouduz : eur gentel
evit ar vuez-ma, eur gentel evit ar vuez da zont.
*
* *
Ha da genta, er mor a vennigomp hirio, e kavomp
eur gentel evit buez ar bed-ma.

EVIT BENNIGEN AR MOR 85

An dud var an douar nho deuz ket holl, ha zoken na
chellont ket kaout, ar memes renk, ar memes stad, ar
memes micher.
Soudardet a zo red da gaout evit difenn ar vro. Mi-
cherourien a bep stad evit labourat an houarn, an dir,
ar choat, ar vein, ar gloan, al lin, hag ober gant an
traou-se holl, kement hon deuz izom da gaout.
Labourerien douar a zo ret da gaout, evit gounit en
ho farkeier ar greun a dle ober hor bara pemdeziek ;
red kaout martolodet, evit tenna euz a greiz ar mor ar
pesket a dle ober eul loden euz hor magadurez.
Mez an den, neuz fors piou eo, na pe seurt labour a
ra ne chell ket gant he nerz he-unan, hebken, digas
atao he choant da vir.
Petra hen deus-hèn, evit beza treach ha kaout ar gou-
nid ? Beza hen deuz he ziou vreach, he boan, he izign,
he venveg ; nhen deuz ken, ha kement-se zo re neubeud ;
red eo c'hoas bennos Doue dhe heul.
Ar zoudard, pegen kalounek benag eo, en em fazi
aliez pa lavar: « ar victor a zo e beg va zabren, va fuzuil,
va fez canol. » Ar micherour en em fazi pa lavar « sada
eur voger ha ne volzo ket, eun tamm koat ha ne
zavo prenv ebet ebars, eun tamm houarn ha ne verglo,
biken ! » An dud a lavar ervez ho choant. Doue goudeze
a ra dhe chiz he-unan.
Guelit al labourer douar. Kentelliet mad hen deuz he
bark ; choalet varnhan teil druz, dischriziennet peb
louzou fall, hadet greun mad dindan ar bomm ; ha
neuze peurachuet al labour, e ra gant kil he rastel eur

86 EVIT BENNIGEN AR MOR

groaz e penn an ero diveza hag e lavar : « Mar plij
gant Doue e vezo eost mad ! »
Ia, mar plij gant Doue, va Breudeur ker, rag e dourn
Doue eo 'ma, pa gar, ar gliz, ar glao, an eol tomm, an
amzer vrao, a laka an traou da ziwann, da greski, da
anvi mad, ha pa gar ar reo, ar c'hazarc'h, an avel-zuill.
Choui, va Breudeur, a zo ar mor ho park labour.
Ennhan e ma ho para, ho tillad, buez ho kreg hag ho
pugale : hag evit tenna anezhan ho pevans ho cheuz ho
pag, ho roued, ho poan, ho koueziegez. Mez azioch ho
penn, e velan eun dourn galloudusoch eget ho chini.
An dourn-ze, pa gar, a zalch ar mor plean, an avel
sioul, a zigas pesked a strolladou ; ha pa gar e tijaden
ar mor, e tiroll gwal avelou e charlu ar pesket.
Pet gueach nho cheuz-chui ket savet an heor, ha
goude beza klasket a bep tu, distro dho ti, dho
kreg, dho pugale a chortoze ho fred, ne lavarach
nemet eur goms kriz : Netra ! Nhon deuz paket tra !
Pet guech choas, eur vag diblaset, dilochet dre an
amzer gaer a zo en eun taol kount, dirollet varnhan eur
barr-amzer :
Ar pesketour hag he vagik
A zistroï abars tri devez
Mez aliez ar reuzeudik
Er mor doun a gav he vez !
Gortoz a rear e korn an oaled, dont a rear var eur
garrek huel ; netra ne zistro ; sellet a rear hed-ha-hed
ar chroa, setu eur rouenv, eur bonet aot, eur votez

EVIT BENNIGEN AR MOR 87

koat, eun tamm planken, marteze eur chorf maro o
ruilla var ribl ar mor ; ar vagik paour, mortoloded hag
all, a zo gweledet er mor hag iviziken, eun intanvez
gant he bugaligou vihan a lavaro da noz : « bugale,
eur beden abars mont da gousket evit ho tad beuzet o
chounit deoch bara ! » Eurus choas ma vez bet kavet
he gorf da lakaat en douar benniget !
Ia, va Breudeur ker, kaer zo ha kaer a vezo, Doue eo
ar mestr, ar mestr bras, mestr an oll ha mestr e chommo.
Hon interest a choulen eta ma hen lakaimp a du
ganheomp.
Selaouit kentoch. (S. L. v. 2.)
Daou besketour a ioa o plega ho roued. Jesus-Krist
pignet en ho bag a lavar : poulzit varzu an doun-vor :
duc in altum et laxate retia vestra in capturam. Et
respondens Simon dixit illi : Per totam noctem labo-
rantes nihil cpimus ; in verbo autem tuo laxabo rete.
Et cum hæc fecissent concluserunt piscium multitudinem
copiosam...
Setu petra dalv bennos Doue. -
*
* *
Mez, va Breudeur, ne ket awalch goulenn bennos
Doue, red eo ouspenn poania dher meritout.
Tri seurt labour dishenvel :
Labour eneb Doue,
Labour heb Doue,
Labour gant Doue hag evit Doue.

88 EVIT BENNIGEN AR MOR

1° Labour a enep Doue ' zo labour noazus. Ave-
chou, koulskoude, e seblant kaout chans dhe heul.
Neuze ar re fall a lavar : Peccavi et quid mihi accidit triste ?
Ar re vad marteze, zoken, a lavar ive dho zro : Dober
petra beva ervez Doue ? Ar re falla o deuz ar guella chans ?
Me a respount : Vidi impium elevatum... transivi et
non erat. Ha goude : had taolet e liorz an ifern : appen-
sus es in statera et inventus es minus habens ;
2° Labour heb Doue. Labour didalvoud, mad
evit guir da ober an treuz er bed-ma. Mez etre kavel ha
bez ar pennad hent zo berr, hag ar chounidegez ne zell
nemet ouz ar bed, a zo egoll : receperuntum ercedem suam,
vani vanam ;
3° Labour hervez hag evit Doue. Labour vad :
porro unum est necessarium.
Avechou, koulskoude : portavimus pondus diei et stus.
Mes Jesus-Krist a zo d'ho c'heul : Jesus autem dormiebat.
MATH. 8. v. 24.
Avel rust, mor dijaden : Domine salva nos, perimus.
Tum surgens imperavit ventis et mari et facta est tran
quillitas magna.
Goude pedi en em zalver ; goude pedi e teu ar
galoun laouen ; goude pedi hag e chomfe poan : supe-
rabando gaudio... facta est tranquillitas magna.
Setu aze kentel ar bed-ma, sad ama kentel ar bed all.
*
* *
Va Breudeur, ar bed-ma, neo nemet eur choudoren
savet da loja eun tremeniad. Ar vuez a ia e teuz evel an

EVIT BENNIGEN AR MOR 89

hent great er mor gant liven ar vag o tremen. Levate
oculos : Savomp hor speret dreist an douar. Ar vuez
neo mui neuze nemet evel eur mor a dreuzomp evit
mont achalenn dan Eternite.
Mez e peleach e tleomp-ni douara ? Petra zo red da
gaout evit tizout penn hor beach ? Ouz petra taol muia
evez ?
Doaniuz stad eun den lezet en doun-vor en eur vag
ha neuz ennhi, na guern, na stur, na gouel, na roenv,
na nadozen-vor, na bevans...
Doanusioch sonjal e vemp lakeat er bed, heb hen
deffe Doue diskouezet dheomp varzu peleach kerzet ha
lakeat en hor bak, ar pez a chell hor poulza.
Ene christen, da borz mor eo ar baradoz :
Ar feiz eo da stur,
An esperans, ar vern,
Ar garantez, ar gouel,
Gras Doue, an avel,
Ar beden, ar rouenv,
An iliz, an tour tan a zesk did an hent.
2° Mar deo doanius stad eun den ha nhen deuz en
he vagik, na stur, na guern, na gouel, na roenv, na
nadozen-vor, eo doaniusoch choas sonjal en eun den
hag hen deuz an traou-ze holl, mez ne ra anezho imp]ij
mad hebed. En em lezel a ra da vont du-ma du-hont
ervez kas an dour, nerz an avel pe frouden he galoun.
Goulskoude, nag a bet a ia evel-se, varzu eur pors-
mor dianavezet a dreuz rechier kuzet, kerreg dizolo gant
kant ha kant stokad.

90 EVIT BENNIGEN AR MOR

Avechou, marteze, eur zell, eun taol roenv var zu an
hent mad... Mez souden adarre taolet ar roenv, lezet ar
vag en he roll da vont e leach mhe foulz ar guall avelou,
pell dioch ar porz-mor merket gant Doue.
3° Evelkent, va Breudeur, keit ha ma kred eun den
eo mad miret stur, guern, gouel, rouenv, nadozen-vor,
neo ket kollet pep esperans. A bell e cheller distrei
varzu an hent mad. Mez pa lavar : taolomp holl dreist
ar bord er mor, kuit e vezimp da rouenvat, da stigna
ar gouel, da zerchel ar stur ; kuit da rankout anzao en
em gollomp a benn hor chreizon !
Marteze, e ve neuze, ne daffe ket ar vag da goll, tud
hag all.
Koulskoude, tud a zo, hag evit ho ene, a lavar
evel-se ; tud hag a fell dezho her chredi hag hen rei
da gredi dar re all.
Choui, mortolodet christen, choui lavarit :
Va Doue ! Skoazel din evit tremen ar raz
Va bag a zo bihan hag ar mor a zo bras
Va bag a zo bihan, ni bresk ouspenn
Ar mor a zo ledan, nerzus, dijaden
Nag a reier kuzet, nag a varrou arne,
Nag a wall avelou pen kaos a wall bense !
Lakeomp, dalchomp atao Jesus-Krist en hor bag, en
hon ene. Pa ziroll ar barr amzer, lavaromp an eil
degile : Va mignoned, ar mor a goenv, ar goumoullen
zu a bign, ar wellenned ' zo o chournijal, krozal a ra ar
gurun : beach dar rouenvou, dalchomp eün barren ar

EVIT BENNIGEN AR MOR 91

stur, trochomp an tarziou mor a benn, ha choui, va
Doue, lakit ho tourn da heul hon dourn : salva nos.
Hag ar vag, kaer da velet a iel, a dreuz an tarziou a
bigno, a ziskenno, tro atao varzu an hent mad beteg ma
tispenno he beach.
*
* *
Mortolodet, va Breudeur, grit mad ho labour evit ar
bed-ma, ha ra gaffot evit ho poan ho tigoll en eur
beskerez mad ha puill ; mez rho pezet sounj ouspenn, e
zoc'h ive mortolodet an Eternite hag e tleit dreist pep
tra hag en despet da bep tra, gounit ar baradoz.
AMEN.


* * *


VI.
Evit bennigen hent ar Groas


Rursum crucifigentes sibimetipsis filium
Dei et ostentui habentes.
Ennho ho unan, e stagont a nevez mab
Doue ouz ar groas, en eur ober dezhan ar
memes dismegans.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET CHRISTEN,
Setu aze, dirazoch, hent ar groas a vezo benniget en
abardaes-ma. Meur a zen ho deuz lakeat ho dourn da
zikour ober an hent-se. Judas dre choant kaout archant ;
Pilat dre aon koll he garg ; Kaïf evit esperout ken-
derchel da veza er penn-huela en istim an dud ; Herodez,
an den libertin ; pobl Israel a bez, touellet gant geier an
dud digoustians.
Mad, va breudeur, ho lignez neo ket eat da goll.
Bemdez e meur a chiz, Jesus-Krist a vez staget ouz
he groas : Nann mui var menez Kalvar, mez e kaloun
ar pecher.
Hogen da gement hini a bech, setu an daou cher e
meuz da lavaret : Beza e zint tud treitour e kever Doue ;
beza e zint tud diskiant en ho chenver ho-unan.

EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 93

*
* *
Tud treitour int.
Eun den hag a zalch mad dhe cher en despet da
bep tra a goll he zanvez, he vuez, kentoch eget en em
zislavaret, a zo estimet.
Mez ive, an den a vank de cher, a guez varnhan dis-
megans an oll dud vad ; ha seul iskisoch e ve an drei-
touriach, seul vrasoch, dimegans a zigas dhe heul.
Hogen beza zeuz evit an treitour diou bazen ha neuz
pazen all hebet izelloch evit-ho. Hag an den a zisken
beteg ennho ' zo disprijet gant an holl.
Daou exempl a lakaio da entent guelloch ar pez a
fell din lavaret.
Daou zen a vev dor ha dor. Unan pinvidik, unan
paour... Hag an hini pinvidik a lavar dhe amezek :
« te zo en dienez ; mad, rannomp entrezhomp kement a
meuz. » Ha setu hi ho daou evel daou vreur, ho daou
eurus ha mignonet.
Mez an den pinvidik a guez paour dhe dro... ha setu
ar paour deach, o trei kein neuze degile... dilezel a ra
he vadoberour... ankounachaat a ra he vadelez evithan
en amser dremenet, he garantez, he vignouniach.
Petra zounjit deuz an den-se ? Evidon-me ne maoun
ket en amzivin. Me hel laka el leach dishenorus a zo
lojeis an dud digaloun ha dianaoudek.
Setu aze eun exempl, setu ama eun all.
Diou arme a zo tal-ha-tal, renket evit ar stourmad...
Azioch ha tro var dro, pep tra zo sioul evel pa ve an
anken o para a zioud penn an dud.

94 EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ

En eun taol kount, ar general a zav he gleze. Kerkent
an tan a zigor deuz an daou du, ar fuzuillou a denn, ar
chanoliou a zihun var ho chillourou dir hag a groz
evel kurunou spontus. An dud var varch, dar chaloup
rus, a ia euz an diou gostezen, ho zabren noaz en ho
dourn.
Epad ar stourmad, baniel, drapo ar vro, douget ploum
a zo e kreiz an arme... mont araog, dont a drenv...
mez atao en dro dezhan tud kalounek : pa varv unan,
unan all a gemer he blas.
Epad ar stourmad, sellit ahont en eur chorn distro,
eur zoudard hanter guzet... Touet hen deuz, hen ive, e
varvfe kentoch eget dilezel he vro ha koulsgoude e
chomm adrenv.
Petra zounjot anezhan ? Me a lavar, me, mar deo
soudard, mar deo kabiten, he fuzul, he zabren zo diz-
henoret... Torrit ar chleze, gwalchit ar fuzul, dourn
eun den lach, digaloun a zo bet stok outho.
*
* *
Greomp brema eur zell var an den a zilez he Zoue.
Petra oa er penn kenta ? Tri gouli a zouge: eur chorf
kiriek da holl boaniou ar vuez; eur speret leun a den-
valijen, faziet divar hent ar virionez ; eur galoun leun a
zempladurez hag atao varnez kueza en droug.
Ha Jesus-Krist dont. Deut eo evit skanvaat hor poa-
niou pe da viana evit ho lakaat da veza talvoudus ;
deut eo evit sklerijenna hor speret, evit deski dheomp

EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 95

e zomp choas bugale da Zoue ; deut eo evit rei nerz
dhor chaloun hag hen renta treach da holl danjerou
ar bed.
Paea ker en deuz renket ar pez a ro. Guelit hent ar
groaz. Ar skourjes, ar gurunen spern, Barrabas, ar
benduen... etc.
En distro e choulen tri zra ; ma her charimp a greiz
kaloun a vel dan holl, ma plegimp hor speret dhe
gomzou ; ma tougimp hor chroaz heb en em glemm.
Ha deiz hor badiziant ni lavaras : « Ia, evel-se bezet
great. Ho lezen a vezo va lezen, em chaloun atao
tougin ho karante ; eveldoch hag abalamour deoch e
vezin nerzus. »
Setu an emgleo. Mez petra choarvez, avechou ?
Sad araog respount, eun dra merket el leoriou sakr.
Dan abardaez-se, edod o varn Jesus-Krist. Eun den
karget ganthan a bep madelez a ieaz dhe heul. Touet
hen doa mervel, kentoch eget he nach... Ha teir
gueach Per a nachas he vestr... dirak eur vatezik
zoken...
Va Breudeur, evel sant Per, och bet karget a vade-
lezou Jesus-Krist. Eveldhan ho cheuz lavaret : « Me a
zalcho mad beteg ar maro ! » Mez ar bed a deu gant he
fallagriez, he blijadureziou. Piou a vezo choazet ? Pobl
Israel a lavaras, eun deiz : hozanna filio David. Tri
devez goude, hen a lavare : tolle ! Crucifige ! non hunc,
sed Barrabam !...
Setu petra ra ar pecher : nach he Zoue, dilezel he
Zoue, lakaat he Zoue ouz ar groaz... tolle ! crucifige !...

96 EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ

treitour eo ! Ar bed a lavar : mad awalch a ra. Me lavar :
tech a guz, treitour ma zoud !
*
* *
Ar pecher ouspenn ma zeo treitour ' zo diskiant. Kaer
hor bezo, ne challomp sellet nemet ouz an douar pe
ouz an Env.
Sellit ouz an Env, hag e kreiz zoken poaniou ar vuez
e tanveit ar guir eürusded.
Sellit ouz an douar ha kaer ho pezo, ne viot ket e
guirionez eüruz. Traou au douar a lez atao hor chaloun
goullo.
Selaouit kentoch histor Salomon... Vanitas vanita-
tum et omnia vanitas.
Ha perak kement-se ? Eun eal a zo, eal ar venjans
karget da lakaat chuero holl draou an douar.
A hent all, kaloun an den a zo henvel ouz eur zail
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.