Sarmoniou an Aotrou Quere - 14

Total number of words is 4737
Total number of unique words is 1398
60.8 of words are in the 2000 most common words
72.4 of words are in the 5000 most common words
72.4 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
ma ranko lavaret : « Dre va faot eo, ma zoun daonet.
Pegen eaz noa ket din-me mont d'ar baradoz ! Nag a
re all euz ar memez stad ganhen hag a zo er baradoz ? »
Eil boan an ifern : poan an tân. Ouspenn ar boan da
veza kollet Doue, eur boan all ' zo en ifern : ar boan da
leski ebars en tân.
Koulz ha me, choui a choar peger bras poan eo ran-
kout beva e kreiz an tan. Var an douar, poan ebed hag
elfe beza ker kalet hag hi. Guelet ho cheuz, marteze,
eun den skourjezet gant eur barrad klenved ha krog-ha-
krog gant ar maro. Eur fô bero zo en he vizach, eur
choezen venn var he izili. Trei ha distrei a ra var he
vele, klemm, hirvoudi ha krial. Truezuz eo her gueled,
truezuz her chleved. Ha koulskoude, ne ma ket aze an
ifern.
Bet oun, eun devez, e porz Brest, o sellet euz an
deuzerez. Guelet e meuz eno, dir, houarn, koeor teuzet
ha tano evel an dour-red. Ha pa veze lezet da gueza
euz ar forniez evel eur ster a dan bervet, e velet an
eulf o nijal, e santet ar fô o sevel, e velet kement a veze
stoket outhan, pulluchet ker buhan. Ha koulskoude,
ne ma ket aze an ifern.
Petra eo eta an ifern ?
Kristenien, an ifern zo eur prizoun ; atao leun a den-
valijen, eur puns, eul lenn leun a dan-soufr. Hag eno,
en tan-ze, atao, e ruil hag e tiruil an drouksperejou
hag ar becherien.

260 VAR AN IFERN

An tan a zo ho magadurez, hag hi a zo magadurez an
tân ; en tân e maïnt hag an tân a zo ennho. An tân, mez
eun tân a behini tân ar bed-ma neo nemet eur skeud,
an tân heb ho lakaat da vont e ludu, a ia beteg mel ho
eskern. An tân a verv en ho daoulagad, an tân a verv
en ho goad, an tân a verv en ho izili, an tân a zo din-
danho, an tân a zioud-ho, an tân en dro dezho, an tân
a ra ho guiskamant. Kaout a ra din ho guelet evel
houarn ruz er chofel, rus-glaou tân ha tân ho-unan.
Va Breudeur, setu aze an ifern gant he dourmanchou,
hag an tourmanchou-ze a bado hed an holl eternite : In
ignem æternum.
Trede poan ar re gollet : en ifern e maor da viken
heb esperanz ebed.
Er bed-ma, e kreiz hor poaniou brasa, an esperanz a
zouten, a harp an den. Ar prizounier, pell dioch he vro,
a lavar : eun deiz, marteze, dor va frizoun a vezo digoret
hag e challin, a nevez, guelet mignouned ha kerent.
An den klanv var he vele a esper hag a lavar : ar ieched
a zistroio gant an amzer. Ar galoun vantred a esper
hag a lavar : Varlerch ar goanv, e teu an nevez amzer :
goude tristidigez, levenez a chell dont ive. Hag an eil
koulz hag egile, en em zouten dre an esperanz. Mez ive,
pa vank an esperanz, ar gourach a vank dhe heul. Ha
kenta komz a lavarer neuze eo houma : koulz tra eo
din mervel.
Hogen, kristenien, en ifern ne challer ket mervel hag
en ifern koulskoude, neuz esperanz ebed da velet ar

VAR AN IFERN 261

boan e vihanaad, esperanz ebed dhe gueled och
achui. Eur veach ennhan, e maor ennhan evit an eter-
nite. Doue he-unan hen deuz torret an alchouez, siellet
an or ha skrivet varnhi ar chomzou-ma : Vermis eorum
non moritur et ignis non extinguetur : ar prenv ho dreb
ne varv ket, an tan ho rost nen em vougo biken.
Lavarit da eun den daonet : Pa ho pezo tremenet en
ifern ken aliez a gant vloaz evel a zellien a ziwan er guez,
a ieoten a zav er prajou, a chreunen dreaz a zo var an
aod, e chelfot mont kuit. Hag ar chelou-ze, holl griz,
holl skrijus ma zeo, a garg-fe anezhan a joa. Mez nann.
Ar bloaveziou, ar chantvejou, ar milvezou a dremeno hag
an eternite ne vezo nemet ar pez ma zeo brema : atao
eternite.
Horolach an ifern a iel en dro, hag an nadoziou a
verko atao ar memez tra : In æternum : heb fin. Ar
momenter a labouro hag en eur vont a lavaro daou
cher « atao, biken ! biken, atao ! » Atao pell dioch
Doue, biken esperanz ; biken repozvan, atao tân ; atao
malloz Doue, biken laouenedigez ! Atao en tân, en tân
atao garo, atao griziaz ; biken, birviken eun eulfen a
blijadur ! »
O eternite, eternite en ifern, na te a zo skrijus sonjal
enhoud !
Ha neuze, pa bigno, pa ziskenno, pa dreuzo ar mor-ze
a dân ha pa velo skrifet e pep tu : malloz, dizesper,
welvan ! e roio malloz dar re ho devezo her chollet ha
malloz dezhan he-unan.

262 VAR AN IFERN

Va Breudeur, eun devez, eun den, spourounet holl o
sounjal en ifern, a glaskaz anavoud hag hen a ioa guir
kement a lavarer divar he benn. Aliez, evit goulen
sklerijen, en em strinkas dan daoulin dirak he groaz ;
lenn a reaz al levriou sakr, studia skridou ar zent ha re
an doktored. Ha da fin he labour, goude beza pouezet
pep tra, dalchet kount a justis Doue, a chrevusded
ar pechet, ne gavaz da lavaret nemet ar gomz-ma euz
ar Skritur Sakr : Horrendum est incidere in manu Dei
viventis : Eun dra skrijus eo kueza, etre daouarn an
Doue beo !
Ha ni, va Breudeur, eveldhan, en eur zounjal en
ifern, kredomp, krenomp, goulennomp pardoun. Hirio
choaz, Doue a ginnig dheomp he varadoz mar her
gounezomp. Mez ive, ma nher gounezomp ket, e lavar
e zaffomp dan ifern. A zaou, unan a ranko beza hon
demeuranz evit an eternite. Guelit eta ha choazit
brema : aze an ifern ; ama ar baradoz.
O va Doue, grit ma na guezo nikun achanomp en
ifern. Grit ma zaïmp holl dho meuli dan Envou.
Evel-se bezet great.

* * *



XII
Var ar Baradoz

Non oculus vidit, nec auris audivit,
nec in cor hominis ascendit, quæ pre-
paravit Deus his qui diligunt illum.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Kozeal e meuz great deoch deuz ar maro : eaz eo hen
ober : ar maro zo e peb leach.
Kozeet e meuz divar benn ar pechet : eaz hen ober
ive ; piou ne bech ket ?
Lavaret e meuz deoch divar benn ar varn : eaz
choaz ; Doue a zo just.
Prezeg em beuz great var an ifern. Guirionez spoun-
tus ! Koulskoude, evel an alchouez a ra, tost da vad,
anavoud ar potail, ar pechet, alchouez an ifern, a ra
anaout an ifern.
Hirio, em beuz da gozeal euz eur virionez dudiuz :
ar baradoz. Ha koulskoude, melkoniet ounn ! Penaoz
anavoud madelez Doue poulzet keit ha ma chell mont ?
Lavaromp evelkent, tri cher : 1° Holl joaiou an douar,
nint nemet skeud eurusded ar baradoz ; 2° Er baradoz
netra mui da zezirout ; 3° Er baradoz netra da zouja.

264 VAR AR BARADOZ

*
* *
Holl joaiou an douar nint nemet eur skeud euz ar
baradoz.
Evit anaout ar baradoz eo red beza sant : sant a nep
a zelaou ha sant a nep a brezeg... Ha choaz ?... Eur
zant douget dan Env, ne lavaraz nemet teir gomz :
Nec oculus vidit, nec auris audivit nec in cor hominis
ascendit, quæ preparavit Deus his qui diligunt illum :
Lagad an den nhen deuz ket guelet, he skouarn kle-
vet, he galoun tanveat, ar pez hen deuz Doue pourjaset
da nep her char.
Koulskoude, petra nhen deuz ket guelet lagad an
den ? 1° Ar mor braz, ar choajou doun, ar bleuniou,
an heol, an noz steredennet... ; 2° Eur roue var he
drôn, eur general victorius e penn he arme... ; 3° Eur
chrouadur bihan en he gavel, eur zant o pedi dirag eun
aoter... Ha koulskoude : Nec oculus vidit... klevit ive
sant Ian : Vidi civitatem sanctam, Jerusalem novam...
(ap. chabist XXI. § .2 beteg 17.)
Petra nhen deuz ket klevet skouarn an den ! Eunigou
an Env o kana, hiboud an dour, muzik kaer,
mouez eur vamm, eur mignoun, bennoz ar paour.
Evelato : Nec auris audivit... klevit sant Ian : (ap
chabist VII. 12 beteg 17.)
Kaloun an den ive, petra nhen deuz ket hi tanveat !
Eur beachour faziet, a gav he hent, an den o vont
da veuzi, tennet er vag, eur vamm o vont dar veret

VAR AR BARADOZ 265

varlerch he mab, hen guel distroet da veo, meuleu-
diou an dud roet en eur vouez da vadoberour ar vro,
testeni eur goustianz vad. Evelato : Nec in cor hominis
ascendit.
Hag e guirionez, ervez an Aviel : Non esuriunt, neque
sitiunt..... Histor an hermit, a dremen kant vloaz, en
eur choat, varlerh kanaouen labousik ar baradoz.....
Holl joaiou ar vuez, ato mesket a dristidigez, nech,
inou, melkoni ; ouspen, atao berr en tu pe du.
*
* *
Petra eo eta ar baradoz ?
Er baradoz netra mui da zezirout. Ennhan, an den
hen deuz kement a choanta, hag euz an traou-ze leiz he
walch bep taol : Ar joa ' zo dreist vuzul, heb poan
ebed. An izella euz ar re zalvet a zo eürus euz he
eürusded he-unan heb jalousi ouz eürusded ar re ' zo
huelloch. E tri cher, er baradoz : repozvan a spered,
repozvan a galoun, repozvan a gorf.
1° Repozvan a spered.
An den a glask atao, anaout muioch mui. An deska-
durez eo bara ar spered. Mez nag a boan o teski ! Ha
goude poania, peger berr e chomm skiant an den !
Henvel oump euz eun den amchoulou, harpet var he
vaz, renet gant eur chrouadurik. Atao an den-ma, a
zelaou a jomm a zav, dan disterra trouz, aoun a
zroug, aoun a fazi. En Env, ni a velo Doue, Facie ad
faciem. Ni ' anavezo ar virionez, ar zantelez, ar penn
abek a bep tra.

266 VAR AR BARADOZ

Gueach all, eun den, goude beza klasket pell eur
virionez, a zeuaz a benn dhe chaout ha dre he levenez
e krie : Eureka, eureka : kavet a meuz, kavet a meuz !
Er baradoz an holl a anavezo pep tra.
2° Repozvan a galon.
Ar spered a choulen anaout, ar galoun a choulen
karet : karet ha beza karet, setu bara ar galoun. Mez var
an douar, petra da garet ? Aour ? Enor ? Traou bresk
hag aliez didalvoud. Mignouned ? bugale ? aliez
dianaoudek ha digar.
Er baradoz, karet eun Doue holl garantezus hag holl
garantez. Joa ar galoun a vezo dreist hini eur vamm a
stard var boull he chaloun ar chenta krouadur a laka
er bed.
3° Repozvan a gorf.
Var an douar, pa vez dizoursi ar spered, eürus ar
galoun, aliez ar chorf a glemm. Ne fell ket din hen
disprijout. Labour Doue eo. Evelato : 1° En em stleja,
' ra gant poan. Er baradoz e vezo ker skanv hag ar
spered : en eun taol e chen em zougo e leach ma karo.
2° Iskis eo aliez, divalo, machagnet : Er baradoz
skedus evel an heol : Guelit an derchenen, (1) ne da
ket buhan, neo ket brao. En em drei a ra en eur
balafen hag a zo kaeroch guisket eget eur rouanez.
Eur skeud dister deuz ar pez a choarvezo gant hor
chorf er baradoz. 3° Ar chorf ' zo dichalloud. Arzet e
(1) Chenille, e gallek.

VAR AR BARADOZ 267

vez gant eur mean, gant eur spernen... En Env e treuzo
pep tra koulz hag hor spered, evel ma treuz ar skle-
rijenn eur veren gristal. 4° Er bed-ma ar chorf a zo
kiriek dan droug, anvoed, groez, kozni, klenved :
Repletur multis miseriis. Er baradoz, Neque sitiunt, neque
esuriunt, neque lugent : poan ebed ken, e nep giz.
Er baradoz netra da zouja.
Var an douar, ar joa, ouspenn ma zeo dibarfet, he
deuz diouaskel lijer. Keit, zoken, ha ma pad, e vez
aoun dhe choll. Hag aliez e teuer ganthi den em skuiza.
Var a gounter, eur roue en em gave re eürus, gueach
all, hag a daolaz he vizou er mor. (1)
En Env eurusded heb fin.
Ne cheller na koll Doue na pechi ; siellet er, er stad
a chras, hag an ene eürus a choar kement-se. A hent
all an eürusded a zo bepred koz ha bepred nevez :
Semper pleni, semper avidi, eme sant Aogustin. Nen
em inouer gueach ebet.
*
* *
Eun devez, eur chabiten, o vont dar brezell, a ran-
naz he holl zanvez etre ar zoudardet. Unan a chou-
lennas : Prins, hag evidoch, petra ' zalchit ? An
Esperanz, a respountaz Alegsandre.
He esperanz a zeuaz da vir. Gounit a reaz rouantele-
ziou eur maread... Ha goude, da fin he vuez, e choummaz
ganthan, er bed-ma, eur bez ha netra ken, hag er bed all...
piou oar e peleach e ma ?
(1) Pisistrate.

268 VAR AR BARADOZ

Eveld'han, dalc'homp evidomp an Esperanz, mez an
Esperanz da vont dar baradoz. Ha labouromp evit
gounit meritou hag hon dougo beteg eno.
Evel-se bezet great.

* * *



XIII
Sermoun ar Vered

Solum mihi superest sepulchrum.
Evit holl vad, ne jomm ganhen nemet ar
bez.

VA BREUDEUR KER,
Stad an dud var an douar a zo meurbed dizhenvel.
Lod pinvidik, lod paour ; lod euruz, lod gwaleuruz ; lod
karet, meulet, lod disprijet.
Dar re genta e lavaran : « Ne gemerit ket a fouge... »
Dar re all « Ne gollit ket a gourach. »
Eur chantonnier a gompez an hent braz : ar maro a
gompez an dud : Solum mihi superest sepulchrum : evit
holl vad ne jomm ganhen nemet ar bez.
*
* *
Petra eo ar bez ?
Ar bez a zo da genta, kenavezo ! da vadou ar bed.
Paour ha pinvidik, desket ha dizesk, meulet ha dispri-
jet, holl e chellomp lavaret gant guirionez : Solum mihi
superest sepulchrum, deuz ar pez a meuz, ne jommo
ganhen nemet eur bez.

270 SERMOUN AR VERED

Dan eil, ar bez a zo kenavezo ! dar gerent...
Va Breudeur, guelit an eskernma. Bet int tud evel
doch. Hirio e maint pell ' zo ankounacheat...
Dan trede, ar bez a zo kenavezo ! dar chorf he-
unan. Gened, nerz, iechet, plijadur, anezho petra '
jomm ? Eun tamm askourn dizolo hag a chell beza
douget e dourn eur chrouadur daou vloaz...
Ha koulskoude setu hon ti, hor guir di.
Peleach e zit-hu ? a lavariz eun deiz da eur chroua-
durik bihan, a gerze gant an hent trist ha pleget he
benn.
Da zouheti eur bloavez mad da m mamm.
E zoch trist evel-se, o vont da di ho mamm ?
Oh ! ia, va mamm ' zo maro !
Kristenien, guelit aze. Ho mamm, ho tad, daoust ha
ne maïnt ket er bez aze ? Daoust ha ne ket aze eo e
rankit dont, iviziken, da zouheti dezho eur bloavez mad,
Ha deuz ar bez, ma selaouit anezho, e lavaront deoch :
« Hodie mihi, cras tibi : Hirio e ma va zro, varchoaz e
vo och hini. »
*
* *
Ha koulsgoude, ha gueled a rez-te, mab an den, ar
bern eskern-ze ? Ia, Aotrou. Putas-ne ossa ista
reviviscent. Kredi a rez-te, e teuio buez ennho choaz ? »
(Ezechiel).
Va Breudeur, Jesus-Krist a lavaraz eun devez : « Non

SERMOUN AR VERED 271

est mortuus, sed dormit : kousket eo, mez neo ket maro. »
Hag e lakeaz Lazar da zont euz ar bez leun a vuez.
Ar chorfou maroma, a zihuno ive. Lod a iel dan
Env, an dra-ze zo sur, mez lod ive a iel, marteze, en eur
zevel achalese, var eün dan ifern.
Ho oberou mad hag ho oberou fall a zo diskennet er
bez dho heul. Hag eun devez, e vo guelet o tont deuz ar
bez, aze, korfou kaer, skeduz, diboan hag o vont dan
eurusded a bado da viken. Mez, heb mar ebet, e vo
guelet ive unanou benag, o sevel gant eur chorf louz,
hudur, pounner, goloet a bechet hag o vont dan ifern...
Choui, relegou parrez an Trehoux komzit e m plas.
Lavarit dho pugale zo ama, great ho mission dija
gantho, lavarit dho pugale eo red derchel da veza
tud vad.
*
* *
Kroaz venniget, choui hag a zo savet, evit diwall ar
relegou-ma, dirazoch ni a bromet derchel atao mad,
ni heu tou var relegou hon tud koz.
Evel-se bezet great.

* * *


XIV
Var ar Gontrision

Miserere mei Deus secundum magnam
misericordiam tuam.
O prezet ouzin truez, o va Doue, erve
ho madelez vras !
VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Gueach all, eur chrouadur iaouank a ziwalle, e kreiz
ar meziou, loened he dad, pa zeuaz, a berz Doue, ar
prophet Samuel dhen tenna euz ar renk izel ma veve
ennhi, evit hen lakaat da rên var bobl Israel. Da heul
ar gurunen a roue, Doue a roaz dezhan, ouspenn, kalz
a vadoberou all : gloar, enor, madou ; pep tra holl a
lakeaz etre he zaouarn. Distrei a reaz divar-n-han taol
ar maro, rei a reaz dezhan ar gounid var enebourien he
rouantelez, lakaad a reaz he sujidi dher charoud. En
eur ger, ar roue David hen devoa leach da drugare-
kaat an Aotrou Doue, e pep giz, ha da zerchel mad
dhe lezenn.
Eun devez, koulskoude, e reas, var eun dro, daou
beched bras ; eul laz hag eun avoultriez. Neuze Doue
a zigaz ar prophet Nathan da rebech dezhan beza

VAR AR GONTRISION 273

dianaoudek. Ha David ker buhan a anzav he faot hag
a lavar : « Peccavi Domino : pechet e meuz a eneb an
Aotrou Doue ! Peccavi Domino ! » Hag ar prophet, test
euz he chlachar, a respount neuze : Doue hen deuz
pardounet ho pechet : na varvot ket : « Transtulit
quoque Dominus peccatum tuum, non morieris. »
Va Breudeur, evel ar prophet Nathan, setu me, o
toned hirio, a berz Doue, da lavaret da bep hini acha-
noch : Pechejou a zo bet great var an douar : grit eur
zell var ho koustianz, poezit ha poezit mad ho puez.
Guelit ha choui ive, koulz ha David, nho cheuz ket a
leach da respount: « Peccavi Domino : pechet hon deuz
a eneb an Aotrou Doue. »
Mez, kristenien, daoust ha me, koulz ha Nathan, a
chell esperout e 'm bezo an heur vad da respount da
m zro : Doue hen deuz pardounet ho peched : na
varvot ket : « Transtulit quoque Dominus peccatum tuum,
non morieris. » Ia, kristenien, an heur vad-se, a m bezo,
mar kirit. Pignat a raan er gador-ma, evit kinnig
deoch ar pardoun, mar karit en em lakaat din anezhan.
Evit gounit ho pardoun eun dra, unan hebken, a zo
red. Red eo kaout eur guir gontrision hag e teuan evit
klask rei deoch da entent mad : 1° petra eo ar gontri-
sion, ha da 2°, petra da ober evit he chavoud.
*
* *
Petra eo ar gontrision ?
Va Breudeur ker, kaout kontrision evel a chouzoch
18
274 VAR AR GONTRISION

ne deo ken tra nemet beza glacharet da veza, beteg-hen,
kuezet er pechet, santoud evithan kasouni, ha kaout
guir volontez den em ziwal oudhan iviziken. Keuz evit
an amzer dremenet, kasouni ouz ar peched, evit an
amzer hirio ; mennoz stard evit an amzer da zont : setu
petra eo ar gontrision.
Ar gontrision-ma, kristenien, eo ar pez a zo muia red
dar pecher. Heb kovesion, heb satisfagsion, ar sakra-
manchou all a chell, avechou, hon lakaat da chounit an
Env. Mez goude beza pechet, biken pardounet na vezer
nemet kontrision hon deffe. « Dre ho kaleder, eme
sant Paol, ha dre ho kaloun dianken, e tastummit evi-
doch eun tenzor a zroug : Secundum duritiam tuam et
impenitens cor, thezaurizas tibi iram. (R. 12. §. 5). » Dar
gontrision, er chountrol, ar pardoun a zo promettet :
« ne zisprijot ket, o va Doue, eur galoun bruzunet gant
ar chlachar : Cor contritum Deus non despicies. »
Evelkent, peb kontrision ne gav ket a drugarez a berz
Doue. Saül, koulz ha David, a lavaras : peched e
meuz : Peccavi. Hag he bechet a jomaz dibardoun. An-
tiochus, skoet gant dourn Doue, a choulenne truez ; ha
truez ebed na dlie da gaout. Eur guir gueuz, hebken, a
chell dizamma koustians ar pecher.
*
* *
An dud a chell beza gounezet dre eun dianveaz an-
keniet. Ho lagad na vel ket ar pez a dremen e pleg an
ene. Mez lagad an Aotrou Doue a lenn e korniou

VAR AR GONTRISION 275

muia kuzet ar galoun : Scrutans corda et renes Deus.
Ne ra ket pikol vân evit komzou flour, na promesaou
kaer. An dud-se, emezhan, a ro enor din divar ho mu-
zellou, mez ho chaloun a zo pell diouzin : Labiis me
honorant, cor autem eorum longe est a me. Hor chaloun
eo he deuz pechet, hi eo a dle beza chenchet, distroet,
keuziet, mantret gant ar glachar : Cor contritum et
humiliatum Deus non despiciet.
Mez red eo kaout eur cheuz hed-a-hed. Keit ha ma
chommo en ho kaloun, eur pechet marvel, unan heb-
ken, an drouk-spered a jommo ennhi dhe heul, rag dre
ar pechet eo e rên var an eneou. Ha hent all, keit ha
ma chommo an drouk-spered en eur galoun, Jesus-
Krist a jommo er meaz anezhi. Ne chellont, e nep
leach, nag en em glevet nag en em ober : Qua autem
conventio Christi ad Belial ? Ken ma vez (1), eta, eur galoun
distag, distag mad deuz pep pechet grevus da vihana,
ar galoun-ze neo ket da Zoue, a zo enep Doue : Qui non
est mecum contra me est. Ha rak-se neuz evithi pardoun
ebed da chortoz.
Red eo ive ma ve ho keuz eur cheuz dreist natur.
Nint ket dibaot an dud a wel dho fechejou. Mez dibaot
int ar re a wel dezho netra nemet er guel a Zoue.
Setu ama eun den hag a wel da eul laerounsi. Mez,
perak ? Abalamour ma zeuz pechet o laerez ? Nann. Mez
abalamour he laerounsi dizoloet a gas anezhan dar
prizoun.
Setu eur mesvier hag a wel dhe vesventi. Mez pe-
===============================
(1) Ken ne vez ket, eta, ... ??
Keit ne vez ket... ??

276 VAR AR GONTRISION

rak ? Abalamour ober he Zone deuz he gov a zo koll
mignouniach an Aotrou Doue ? Nann. Mez rak ma zeo
bet, evithan, pennkaoz a eur wal affer.
Setu eur plach hag a wel noz-deiz. Perak ? Abalamour
e zeuz eur pechet hag a lak ar galoun henvel deuz eur
fleuren wenved ? Nann. Mez abalamour ma rank stoued
he zâl etouez ar re all ha ruzia gant ar vez.
Va Breudeur, na lavaran ket e ve eun hevelep glachar
eun dra fall dirak Doue, pell dioch eno. Mez ar pez a
lavaran, ar pez a rankan da lavaret eo, ne gavan ket
ennhi peadra awalch da lakaad Doue dhor pardouni.
Neo ket evit Doue ho cheuz glachar : evit ar bed,
evidoch ochunan an hini eo. Ha Doue, nhen deuz
promettet pardouni, nemet dar re ho devezo keuz da
veza hen offanset.
Evit eta, beza pardounet, e tleit kaout keuz dho pe-
chet, rak ma ho cheuz, dre ar pechet-ze, toullet kaloun
ho Toue, lazet hoch ene, kollet ho lod er baradoz. Ho
keuz, ho klachar a dle disken euz an Env, dond a
zourn ar Spered-Santel, a dle beza dreist natur, tennet a
draou huelloc'h eget traou an douar ha fountet var ar
feiz.
Erfin, red eo kaout eur cheuz dreist pep tra.
Evel ma hel lavaren deoch, bremaik souden, koll
Doue hag he varadoz eo koll ar brasa mad. Meritout
an ifern eo meritout ar wasa malheur. Ar pechet,
koulskoude, a ra dheomp koll ar chenta, a ra dheomp
meritout an eil. Euz ar pechet, rak-se, eo e tleomp

VAR AR GONTRISION 277

kaout ar brasa glachar ha red eo beza rezolvet da
chouzanv pep tra, da goll kement zo, kentoch eget mui
kueza ennhan.
*
* *
Petra da ober evit kaout eur guir gontrision ?
Va Breudeur, hen anzao a rankan ouzoch, ama e
chen em gavan meurbed droug-kountant achanon va
unan. Piou ha petra ounn-me evit deski deoch ervad
penaoz ha pe evit petra gwela dho pechejou ?
Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo Doue
e kenver an den ha petra eo an den e kenver Doue ?
Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo Jesus-
Krist evidomp ha petra omp-ni, pa bechomp, evit
Jesus-Krist ?
Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo an den
dilezet gant Doue en he bechet hag a zispill a zioch an
ifern ?
Eve1kent, va Breudeur, selaouit ha sounjit :
1° Petra eo Doue ?
Pa glaskan anavoud petra eo Doue, me a zeblant
guelet dirazhon eur spered parfet, heb muzur, krouer
ha mestr e pep giz da gement a zo. Gant eur gomz
hebken, hen deuz tennet euz a netra kement a velomp
ha kement ne velomp ket. Taolet hen deuz an heol e
bolz an Env, evel eur choulaouen atao beo, da skleri-
jenna ar bed epad an deiz ; izelloch hen deuz taolet al
loar evit sklerijenna 'n noz ; hadet hen deuz e bolz an
Envou, stered kaer ha lugernuz, evel perlez var mantel

278 VAR AR GONTRISION

chlaz eur rouanez ; diazezet hen deuz an douar e kreiz
an ear hag he derchel a ra en he floumm, var dri
biz euz he zourn deou. Ha goude beza evel-se krouet
pep tra, e ro urziou da gement hen deuz krouet.
Lavaret a ra dan heol pignat ha diskenn. Hag an
heol a bign hag a zisken evit merka deiziou ar bloaz.
Kas ha digas a ra ar choumoul, gueach evit
freskaad an douar, gueach all evit he dizheolia,
gueach evit pourmen kurunou an Env. Hag an heol a
bign hag a zisken, hag ar choumoul a deu hag a ia,
ervez urz an Aotrou Doue. Lavaret a ra dan avel chueza
pe devel : hag an avel a chuez pe a dav. Lavaret a ra
dar mor sevel ha disken ; hag ar mor a ziskenn hag a
zav, mez heb morse lammat dreist ar chreunen dreaz
lakeat evit hen diarben. Pep tra, en eur ger, a zent ouz
an Aotrou Doue, pep tra holl nemet unan : nemet an
den pa bech.
Hag an den, koulskoude, a zo bet lakeat ganthan da
roue var an holl grouidigez. An heol, evithan eo great ;
an douar, evithan ; ar mor evithan ; ar pesked, al loe-
net, ar choat, ar frouez, evithan, ive ; an Env evit he
zigemered eun deiz : pep tra holl ' zo evit an den. Hag
an den a vez koulskoude, avechou, digar ha dizent. Eur
speret hen deuz evit studia ar bed hag anavoud Doue
koulz hag he vadoberou ; eur galoun hen deuz evit he
garet ; eur chorf hen deuz evit he zervicha. Mad ! An
dra lavar da Zoue goude kement-se holl, eo : « Non ser-
viam : nho servichin ket. »
Ha petra omp-ni, eta, achanomp hon-unan, evit der-

WAR AR GONTRISION 279

chel, evelse, penn da Zoue ? Eur prenvik douar, hirio
beo, ha varchoas maro ; maro zoken var an heur ma
kar Doue tenna he zourn a zindanhomp. Ha koulz-
koude, da Zoue ni a lavar : « Non serviam ! » Pebeuz
dallentez !
Ha gant petra en em zavomp-ni, evel-se, enep Doue ?
En em zevel a reomp, nann gant ar pez hon deuz acha-
nomp hon-unan, achanomp hon-unan nhon deuz,
ne domp netra, mez gant ar pez hen deuz Doue roet
dheomp ; trei a reomp he vadoberou en he enep. Pebeuz
dianaoudegez !
2° Petra eo Jesus-Krist evidomp ha petra omp, pa
bechomp, evit Jesus-Krist.
Seulvui ma klaskan studia buez va Zalver, seulvuioch
a ze, me a vel ennhan eur vadelez dreist vuzur evit an
holl, zoken evit ar becherien. Evidomp eo diskennet
euz an Env var an douar ; evidomp hen deuz en em
chreat paour ; evidomp hen deuz prezeget he Aviel.
Evidomp, evit hor prena, evit digeri an Env, serri an
ifern, hen deuz gouzanvet ar maro ha skuillet he choad.
Hag en distro, a eur garantez ker bras, petra ' chou-
lenn euz hor perz ? Eun dra, eun dra zister awalch,
eaz da rei : goulen a ra ma her charimp ma roïmp
dhezan hor chaloun : Prbe, fili, cor tuum mihi.
Ha ni, petra reomp-ni, pa bechomp ? Selaouit ama
sant Paol. Paneved-han, ne 'm bije ket kredet lavaret
deoch eun henvelep koumz : « Rursum crucifigentes sibi
metipsis filium Dei et ostentui habentes : sevel a reont a

280 VAR AR GONTRISION

nevez ouz ar groaz mab Doue en ho chaloun ho-unan,
hag hen disprijout a reont. » Va Breudeur, koumpre-
net, ententet mad ho cheuz koumz an abostol ? Sounj
ho c'heuz deuz ar pez a reaz ar Jusevien d'hor Zalver
Jesus-Krist ?
Hor Zalver a zo o pedi, o pedi evit mad an holl. Ha
dar mare-ze, zoken, eun den, eun abostol, unan a dud
Jesus-Krist a deu : her saludi a ra : Ave rabbi. Ju-
das ! Judas ! pegen treitour, pegen iud oud-te ! Ha
koulskoude, ni a zo ive a vignouned Jesus-Krist, hag
aliez dre eur pok treitour, ni a zeu dhen guerza : Rur-
sum crucifigentes.
Herodez a daol var he chouk eur zae venn evel eur
merk a ziskiantiz, Herodez, an den fall ha lik. Kriste-
nien, evit senti ouz techou fall hor chaloun, daoust ha
na choapaomp-ni ket hon Doue ?
Pilat, an den digourach, a anavez eo Jesus-Krist dire-
bech, hag evelkent e laka he skourjeza. Pecher
paour ! nag a bet a veach, te a choar ar brava, e rez
fall o pechi, hag evelkent, rag ma zoud digourach, te
' bech : Rursum crucifigentes.
Ar bobl a lavare : « Non hunc, sed Barrabam. Hen
ma ? Tolle ! tolle ! crucifige : taolit hen a gostez ouz ar
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.