Sarmoniou an Aotrou Quere - 08

Total number of words is 4995
Total number of unique words is 1474
61.6 of words are in the 2000 most common words
70.0 of words are in the 5000 most common words
70.0 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
tra, pa bellaer dioch Doue e tiskenner baz ha baz hag
izelloch-izella gant skeul an ifern.

VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 141

*
* *
Var genta pazen ar skeul milliget-ze, me a vel eur
rummad tud ha ne chellan da henvel nemet dre eun
hano doaniuz : Ar choustiansou daou-hanteret, ar cha-
lonou tro-distro.
An dud-ma, zo hirio da Zoue ha varchoaz dan
drouk-speret. Da vintin, da noz, e raïnt eur bedenn
benag, mez e kreiz daou benn an deiz e vernint pechet
var bechet ; da zul e teuint dan oferen, mez en eur
vont euz an iliz e zaïnt da glask plijaduriou difennet.
Marteze, e roïnt eun aluzen benag dar paour, mez
goude beza dre laeronsiou kemeret an hanter muioch
divar goust an nesa. Ho chaloun a zo evel eun dachen
a vrezel : piou a vo ar mestr ? Pe lezen Doue, pe lezen
ar bed ? Choant ho deuz da dremen diouz an diou
gostezen. Eun troad a zalchont var skeul an Env, eun
troad ' zo var skeul an ifern ; eun dourn a ginnigont da
Zoue, mez gant an dourn all e talchont krog er pechet.
Choant ho deuz, var eun dro, da zervicha daou vestr
dishenvel. Ho brasa malheur eo rag ma chankou-
nachaont e choulenn Doue tout pe netra. Ne fell ket
dezhan euz eur galoun daou-hanteret. Goulenn mad a
ra savetei hon ene : ia gant ma vezo distrouezennet, dis-
klabezet mad diouz kement a zifenn he lezen. Ha setu,
eün hag eün, ar pez na fell ket dar rumm dud-ma.
Eüruz e vent da vont da heul an Aotrou Doue, mez gant
ma ho lezo da stleja dho heul kant ha kant tra kontrol-
beo dhe volontez. Ha neuze setu petra zigouez !

142 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED

Nebeut ha nebeut an troad a zo var skeul an Env a
zisken ; an dourn a zo e dourn Jesus-Krist a ziskrog
hag an eil dra o sikour heben, abarz dale pell, an
dud a guez var eil pazen an ifern.
*
* *
Ama var ar bazen-ma, me a gav eur rumm all a dud.
Nho deuz ket choaz, ar re-ma, troet kein a grenn dho
Doue. Esper ho deuz, da gaout choaz digemer er bara-
dos. Lavaret a reont : « Red mad eo din savetei va ene,
ha me he zavetaio. » Lavariou mad aleiz, mes neubeut
a oberiou mad. Me a jencho a lavaront, ha na jenchont
morse ; me a zilezo ar pechet, ha nhen dilezont ket ;
me a heulio ar vertus ha nhen heuliont, morse. Anter
choant, atao, da ober ar mad ha da guitaad an drouk,
mez gueach hebed eur choantegez guirion. Henvel int
ouz ar pez ma zoa bet sant Aogustin araog ma teuaz
euz eur pecher braz da veza eur zant hag eun doctor
eus an iliz : Sarcina sculi quasi somne dulciter pre-
mebar. Cogitationes quibus niti meditabar similes erant
conatibus expergisci volentium. Henvel oa ouz eun den o
klask dihuna. Digeri a ra he zaoulagad hag ho zerri ker
buhan, sevel en he gouazez ha kueza kerkent var he
benn-vele. Hanter zihunet eo, mez ar chousked a zeu en
dro dhen trechi.
Mez, va Breudeur ker, petra dalv guelet eur vezen o
tougen delliou ha bleunv ma ne ro morse frouezen
hebed, pe mar teu ar frouez a zouge da gueza deuz ar
brank araog ma vezont hanter-zare. Red eo dougen

VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 143

frouez, dougen frouez mad, dougen frouez padus : Ut
fructum afferatis et fructus vester maneat. Hi ive a bro-
met kalz ha ne roont morse netra. Ho bolontez vad a
ia da netra. Ho desirou a ia e teuz ha dezho me a rank
digas da zounj euz eur gomz lavaret pell-zo : Pave an
Ifern a zo great gant choantegeziou mad mez dinerz,
gant hanter choantegeziou.
*
* *
Euz ar stad-ze dija trist, e kouezont prest en eur stad
choaz tristoch : disken a reont, heb dale pell, var drede
baz skeul an Ifern.
Beteg hen e sounjent choas e Doue, en ho ene, en
ho zilvidigez. Sounj didalvez evit guir, mez eur zounj
evelkent hag a leze gant an esperanz da ober guelloch,
ar galoun hanter-zigor evit gras Doue. Brema er
chontrol ne zounjer mui pe gozik mui, ha mar teu eur
veach benag eun hevelep sounj er speret, prim ha
prim e vez taolet a gostez. Respountet e vez ar pez a
respountaz, guechall, da zant Paol eun neubeut tud
euz a gear Athen : Audiemus te de hoc iterum ; dive-
zatoch ni a velo an dra-ze. En eur ho guelet e ve lavaret
ne ma int er bed, nemet evit traou ar bed ha nhen
deuz an den, en tu all dar bez, netra da zouja na netra
da esperout.
« Jesus-Krist, va Zalver, da Vartha guechall, choui
a lavare : Martha, Martha, kalz prez a zo varnoch, en
em jala ' rit gant meur a dra ha koulskoude, neuz nemet
eun dra red. Hi ive an dud-ma, a zo varnezo kalz a

144 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED

brez, en em jala ' reont, en em nechi awalch. Nag a
brez, nag a jal evit afferiou ar bed, evit ho labour, ho
chem verz, evit en em huellaat en enoriou, evit kreski
ho danvez : nag a brez, nag a jal evit ar pez a zell ouz
ho flijadur, nag a brez, nag a jal, aliez, evit bernia
pechet var bechet, disurz var disurz ; nag a brez, nag
a jal, nag a boan evit ar chorf paour, an tammik
ludu-ze great a zouar ha barnet da zistrei e douar. Mez
evit an Ene, evit he guiska, he maga, evit he lakaat
mad gant Doue, evit gounid dezhi er bed all eur
chornik plas e baradoz an Eternite ? « Audiemus te de
hoc iterum : varlech ni a velo. Nhon deuz ket amzer
evit brema : pep tra dhe dro. »
Pep tra dhe dro ! va breudeur ker, hag an dra red,
an affer heb mui ken a vez atao lezet varlech, ne zeu
gueach hebed he zro ! Tra ziez da goumpren ha kouls-
koude, hirio en deiz tra vir, kalz re vir evit kalz tud.
*
* *
Ha mont a chellomp-ni pelloch choaz dioch Doue,
trei kein choaz muioch dar baradoz, disken choaz
izelloch gant skeul ar pechet ? Ia va breudeur ker,
eur bazen all a zo, an izella, an diveza, an hini zo stok
deuz dor an ifern : cum in profundum venerit, contemnit.
Eun amzer zo bet ha ne vije ket en hor bro, dreist
holl en hor bro Breiz-Izel, kavet ar seurt tud-ma. Hon
tud kos zoken, ar re anezho ha na vevent na direbech
na dibech, a jomme da vihana stard en ho chreden.
Evitho, eun den difeiz, dizoue, hag eur penn skanv,

VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 145

diboell, divoued, a ioa var 'n hed tost ar memes tra.
Mez da heul iez ha giziou hon tadou koz, ar feiz
katholik diskolpet tamm ha tamm, a vihanna bemdez
hag avechou e chalfemp guelet hirio, lod tud taolet
gantho ho relijion dreist penn eur skoaz, ho mez dreist
ar penn-skoaz all, hag a ia beteg tenna fouge euz ho
buez difeiz.
Goap a reont euz a lezen Doue ha goap euz ar re a
heuil anezhi. Komzit dirazho a varadoz hag a ifern
hag e respontint dre eun taol penn skoaz hag hen deuz
an doare da lavaret : « Kouchennou holl ha netra ken !
Pa vez maro eun den, eo maro korf hag ene. Ha Doue,
ma zeuz eun Doue, na daol ket ouzomp muioch a
evez eget na daol ouz eur prenv douar, a flastromp gant
seul hor botez. » Penaos eta, int-hi diskennet beteg aze ?
Rak er penn kenta e kredent ar pez a gredomp, e zoant
ar pez ma zômp. Ar vadisiant zo var ho zal. Hag holl,
nemet evit unan benag na ve ket guir holl int bet
maget var barlen eur vamm a zoujanz Doue. Eun amzer
zo bet, hi ive a bede, hi ive a zelle gant fizianz varzu
an Env. Nint ket kouezet, en eun taol kount. Ho cha-
lonou a zo bet henvel deuz eun dachen a vrezel, pell
hag hir amzer. Gourennadek ha stourmad ' zo bet
ennhi etre al loden vad hag al loden fall a gavomp
ennhomp. Mez nebeut ha nebeut al loden vad he deuz
ranket plega. Eur veach an amzer, ar goustianz a zave
choaz he mouez klemmuz. Mez deiz ha deiz pouez eul
levr fall, pouez eur pechet mezuz, pouez troad eur
mignon direol, en eur ger, pouez eur vuez hag a vern
10

146 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED

pechet var bechet, dizurz var dizurz, ho deuz mouget he
chlemmou. Ha setu int-hi, brema, an dud-se gueach
all hor breudeur dre ho feiz, dre ho oberou mad, evel
kaledet en ho stad trist, red dezho evit kousket disoursi
lavaret ha klask kredi : « Va flaneden ne ma ket dreist
planeden al loan divadez. »
*
* *
Dar pevar rumm dud-ze, petra lavarin-me, va breu-
deur ker ? Lavared dezho koll kourach ? Doue ra viro.
Eur gomz velloch a gavan el leoriou sakr, hag evel
skrifed evitho : Surge qui dormis : choui hag a zo kous-
ket er stad a beched, dihunit. Faziet och divar an
hent : distroit var ho kiz. Re bell amzer ho cheuz troet
kein da Zoue. Lavarit hirio, evel ar mab prodig : Sur-
gam et ibo ad patrem : sevel a rinn ha mont da gaout va
zad.
Mez ha setu an eil guirionez a dlean displega
dirazoch araog echui na zaleit ken, na chortozit ket
pelloch. Peb dale, a ve var eun dro, beza dianaoudek,
kaout disprijanz, beza kemeret gant ar follentez.
*
* *
Va breudeur ker, e chell beza en hon touez, unan
benag hag hen deuz abaoue kals pe nebeut amzer,
dilezet servich Doue. Mez neuz nikun hag a lavarfe a
vir galoun : « Ruillet eo ar voul ha mont a raio e leach
ma karo ! » Neuz nikun hag hen defe lavaret evit mad,
kenavezo dar baradoz, en em verzet dan diaoul, ha

VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 147

lakeat he ene, evit arez, dindan ivinou dir eur mest ken
kriz. Mez ar pez a lavar kalz, marteze, eo kement-ma :
« Me choar awalch e meuz ezom, ezom braz da jench
buez, da zistrei. Mez ive, va bolontez eo hen ober, nann
hirio diochtu na varchoaz, mez varlerch, pa vezo deut
ar pred ; evit choaz neo ket dispail. »
Ouz ar re-ma eo e komzan ha dezho me lavar : izom
ho cheuz da jench : hen anzao a rit. Mez kerkent e la-
varit ouspenn : ne jenchin ket diochtu. Divezatoch :
me a joazo va devez ! Ha me ' rank lavaret deoch da
m zro : « Va Breur, va Choar gristen, en eur gomz, en
eur veva e giz ma rit, choui a zo dianaoudek e kever
Doue ha dianaoudek en ho kever ho chunan. »
*
* *
Dianaoudek e kever Doue.
Setu ama eun tad ha ne glask nemet mad he vugale ne
choulen nemet ho lakaat eüruz. Kement hen deuz, he di,
he zanvez, he labour, he boan, he vuez, holl int evitho. En
distro euz eun hevelep madelez, ne choulen euz ho ferz
nemet anaoudegez vad ha karantez. Ne choulen nemet
ma vezo gantho karet, meulet, respetet. Ne choulen ne-
met ma na vezo ket dre ho chomportamant, dizhenoret
he hano, nemet ma ne ranko ket ho dizherita abalamour
dho dispignou foll, ho lakaat er meaz abalamour dho
buez diroll, ha pa goumzer anezho dirazhan, plega he
benn da skuilla daelou.
Mar teu, goudeze, unan benag euz ar vugale-ze, da
ranna kaloun eun hevelep tad, da daol dismeganz var

148 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED

an hano a zoug, dher chuitaad, dhen dilezel, ma res-
pountont dezhan pa ho galv, pa ho fed da zistrei : nann
choaz atao ; ni ' jommo choaz da ober hor penn, da ober
ar pez a ra ho tisplijadur, divezatoch ni zistroio, ha da
chortoz ni ' lez ganeoch ho ti da guzat ho mez hag ho
taoulagad da wela.
Va Breudeur ker, petra zonfach euz ar vugale-ze ? Pe
seurt hano a rofach dezho ? Piou achanoch a garfe
sevel he vouez da lavaret : « Fouge a meuz o tiskleria
e zoun unan anezho. »
Mad va Breur, mad va Choar, mar choumit var di-
garez e tistroot varlerch, da loueda er stad a bechet,
choui, choui hoch unan, eo ar vugale dinatur, ar vu-
gale dianaoudek-se : tu es ille vir. Rag setu ar pez a rit
dan Aotrou Doue,ar pez ma zoch e kever ar guella, ar
charantezusa, an tenera euz an holl dadou.
*
* *
Dianaoudek e kever Doue, choui a zo er memez
amzer, dianaoudek en ho kever hoch unan.
Va Breudeur, dibaot eo kaout eun den, zoken ar
brasa pecher, ha ne ra ket enn eil devez pe egile,
eur mad benag. Rak ar pechet, ne voug ket en eun
taol kount, pep santimant mad er galoun.
Hogen, koulskoude, kement a ra ar pecher, ha keit
ha ma vev en he bechet, a zo kollet evit an ene ha nho
deuz mirit ebet dirag Doue. Nann ma ve pechet kement
a ra ar pecher, nann kennebeut ma na jervichfe da
netra an oberou mad a chell da ober. Rag didostaat a

VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 149

reont, marteze, heur ar gonversion. Mez ive ne bouezint
netra e balanz ar barner just, ne dalvezint seurt dirag
Doue er bed all ; ne vezo dezho roet rekoumpanz ebet
en eternite.
*
* *
Ouspen ma zeo beza dianaoudek, eun hevelep sounj
a zo eun disprijanz ar vrasa evit Doue.
Petra eo, a gav deoch choui, ar pez a zo a grisa e
passion Hor Zalver Jesus-Krist ? Evit guir, kris eo bet
evit Jesus, chouezi an dour hag ar goad ; kris beza
skourjezet ha goapeat gant ar zoudardet ; kris santout
drein ar gurunen spern o vont tre, beteg an empenn ;
kris rankout dougen he unan ar groaz ma tlie varnhi
mervel ; kris kaout he dreid hag e zaouarn treuzet gant
tachou ; kris rankout mervel etre daou laer ha klevet var
he dremenvan goaperez he vourrerien. Mez va Breudeur
ker, eun dra zo choaz hag a dle ervez va chreden,
beza eat dounnoch e kaloun Hor Zalver.
Dar mare-ze ' talched er prizoun eun den fall, var
eun dro laer ha muntrer. Abalamour dhe dorfejou oa
bet barnet dar maro. Pilat a gemer an den-ze. Hen
lakaad a ra dirag ar bobl, tal-ha-tal gant Jesus-Krist,
hag e lavar da dud Israël : Choazit a zaou unan ; lavarit
pehini a fell deoch e vefe lammet he vuez diganthan.
Pobl Israël ' anaveze Barrabas. Anaout a rea ive Hor
Zalver. Noa ket tri devez, eun eur zounjal er burzudou
a reaz, en dud vud roet dezho ar prezeg, en dud bou-
zar roet dezho ar chleved, er dud seizet roet dezho ar

150 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED

cherzed, en dud varo roet dezho ar vuez, hen doa lava-
ret : Hosanna filio David : Gloar ha meuleudi da Vab
Doue, dan hini ' zo tremenet en hon touez en eur ober
vad da bep unan : Pertransiit benefaciendo. Selaouit
koulskoude : Non hunc, sed Barrabam : Roit dheomp
Barrabas ha lakit Jesus dar maro.
Jesus-Krist gant he bobl, gant tud he vro, gant ar re
hen doa great dezho kement a vad, lakeat izelloch evit
al laer, evit ar muntrer, evit Barrabas ! Va Breudeur
ker, pebeuz dismeganz !
Ha koulskoude, nag a bet en ho touez a ra da Zoue
evel pobl Israël.
Ni ive, eun amzer zo bet a lavare : Hosanna filio
David : meulet ra vezo Doue ! Ni her pede, her chare,
her serviche. Goudeze eur muntrer, eul laer, muntrer
ha laer an eneou, zo deuet : Sellet hon deuz ouz ar bed,
ouz plijadureziou ar bed : Galvet oump bet da joaz, gal-
vet oump choaz, hirio an deiz, da lavaret piou a ga-
romp, piou a fell dheomp hag ar re achanomp ne fell
ket dezho distroi goude ar chenta fazi a lavar evel pobl
Israël : Non hunc sed Barrabam : ne fell ket dheomp
Jesus-Krist, roit dheomp Barrabas, ar bed, ar pechet,
roit dheomp an hini a laz hon ene, a laz guir eürusded
hor chaloun, an hini a laer hor lod e Baradoz Doue.
Chomm da veva er stad a beched, ouspenn ma zeo
eun disprijanz evit Doue, a zo ive eun disprijanz evi-
domp hon unan.
Va Breudeur, deuet eo ar chiz da glask ober goab euz

VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 151

ar gristenien vad, euz ar re a ro da Zoue ar pez a zo
da Zoue, d'an nesa ar pez a zo d'an nesa ha d'ezho ho
unan ar pez zo dleet dezho ho unan.
Mad, va Breudeur ker, hevelebomp ha guelomp. Me
a gar kaozeal sklear ha lavaret freaz ar pez a gavann
guir.
Setu aman daou zen : unan great gant ar bed ar pez
ma zeo. Ne meuz ket ar gourach, kerkoulz izomm na
meuz ket da ober he boltred : lavariou, kenteliou, aliou,
oberou ar bed, ni holl ho anavez. Eaz eo dheomp
anaout eta ive, ar re ho deuz en em roet dar bed-ze.
Tal-ha-tal ganthan, setu eun den all ; en em chreat
hen deuz gant sikour gras Doue, ervez lezen an aviel. Ez
iaouank e kar tad ha mamm. Mar deo dimezet eo fidel
dhe bried, he laka he boan evit he renta eüruz. Mar
hen deuz bugale ho diorren ervez Doue, e tesk dezho
beza fur, e ro dezho skouer vad. Mar deo micherour e
labour e koustianz, na laer nag he amzer nag he bae.
Mar deo marchadour, ne dromplo den. Ha hent all, mar
deo pinvidik e sikouro an izomek ; mar deo paour e
klasko, en honestis, gounid he damm bara pemdeziek.
Atao, e peb stad, da bep heur e klask ober plijadur da
bep unan ervez he challoud. Ha mar mank eur veach
benag dhen ober, e choulenn pardoun digant Doue,
pardoun digant an nesa.
Va Breudeur, piou a istimit ar muia ? E piou ho pefe
ar muia fizianz ? Var dal piou e lakit ar gaera kurunen ?
Evit, eta, en em istimout hon unan, ha meritout istim ar
re all, oh ! ia, eun hent a zo : bevomp ervez hon Doue.

152 VÂR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED

*
* *
Eur gomz choaz abars achui. Eun hevelep sounj a
zo eun esperanz direzoun.
Ne chortozit ket a zeiz da zeiz, a lavar dheomp ar
speret glan : Ne differas de die in diem. Ha ni a lavar :
« Gortozit choas, o va Doue ; divezatoch ! Da lavaret
eo, evit kozeal sklear, ne meuz ket choaz duet awalch
va ene, en em ruillet awalch e kreiz ar plijadureziou a
zifennit ; noun ket bet choaz pell awalch o planta ar
gurunen spern en ho tâl, o kranchad en ho taoulagad.
Lezit choaz ar morzol em dorn da skei var an tachou.
Gortozit ma frankaïn muioch gouli ho kostez gant goaf
Lonjin. Divezatoch pa velin va izili dinerz, va chein
kroummet varzu ar bez, pa velin ar bed o techet kuit,
neuze, mez neuze hebken, me a zigaso deoch nemo-
ranchou, lostennachou ar pechet ! Me a joazo va bloaz,
va miz, va dervez, va heur ; ha pa 'm bezo ho joazet, me
ho kalvo, hag en em gonvertiso. »
Ah ! va Breur, choui en em gonvertiso a lavarit.
Ha me am beuz aon braz nen em gonvertisfach ket ha
setu ama perak.
Evit en em gonvertisa, tri dra zo red, hag an tri dra-
ze ne maïnt ket en ho kalloud. Red eo kaout eur guir
volontez, red eo kaout amzer, red eo kaout gras Doue.
Red eo kaout eur guir choant.
Etre an Env hag an douar neuz hent houarn ebet choaz.
Ne vezomp ket douget di. Red e vezo en em zougen, en em
zevel hon unan. Red e vezo eta kaout eur guir volontez vad.

VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 153

Hirio an deiz, ar volontez-ze a zo re ziners dija evit
taol a gostez ar beach pounner a bechejou berniet var
ar goustians. Ha goudeze, pa vezo pounneroch ar beach
ha deuet biannoch bihanna hor bolontez, e peleach e
kavimp ni an nerz a vank dheomp brema ?
Da genta hor feiz na vezo mui ker krenv.
Er penn kenta e vez spount araog ar pechet. Ar
pechet kenta a vez great, eo ar pounnera da zougen.
Outhan e vez ar muia euz. Mez nebeut a nebeut et teuer
den em voaza ha ne rear mui a van. Eun den pa zisken
en dour a grên gant ar riou. Abars nemeur e kav tom-
moch ar mor. Ha pa dalv eo he izili he-unan eo a zo
ieneat.
A eun tu all, ar goustians a zeuio da devel. En eur
gear a vrezell, ar jeneral a laka eur gedour e tal ar porz-
guint. Hag hen-ma, pa vel eun enebour o vont tre, a ro
ditour, kelou dhe genvreudeur.
Doue, e tal dor hon ene, hen deuz lakeat ive eur
gedour : mouez hor choustians : setu soudard an Aotrou
Doue. Lezel a ra ar mad da dremen. Mez pa glask an
drouk treuzi an or e teu da grial : arz al laer ! Hebken,
pa gendalcher pell da ober outhi ar skouarn vouzar, e
teu nebeut ha nebeut da zemplaad, hag abars ar fin ne
lavar mui netra hag eur goustianz varo he deuz dija eun
troad en ifern. Eur chlanvour trecbet gant he boan a
lavar : « Ne meuz mui drouk e nep leach. » Hag ar
medisin, en eur heja he benn, a lavaro dhe dro: « Chan-
suz braz e vezo mar teu mui da vad. »

154 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED

*
* *
Red eo kaout amzer.
Neo ket evit guir, an habaskder a vank da Zoue. Ger-
vel, gedal a ra pell hag hir. Evelkent mar roe Doue
dheomp an devez deach, mar kinnig dheomp an devez
hirio, ne lavar da zen : « Me roio deoch an devez
varchoaz. » An amzer a zo e pleg he zourn : astenn ha
krenna ' ra hor buez heb goud dheomp, heb goulenn
ouzomp. Chui lavar: « amzer zo. » Ha Doue a respount :
Baleit keit ha ma pad an heol gant aon na veach tizet
gant an noz.
Amzer zo ! Setu ho tigarez. Hag an digarez-se a gavit
pa vank dija an amzer. E maoch klanv. Choui ' lavar:
an dra-ma na vezo netra. Ar chlenved a wassa. Danjer
zo. Ho kenta soursi a vezo neuze, lakaat urz, nann en
ho koustians, mez en ho chaferiou. Marteze, unan
benag a gozeo deuz ar belek. Klasket eo. Mez nher
chaver ket : In peccato vestro moriemini. Klasket, ka-
vet eo, e ma e tal ar guele. Lavaret a ra : « dispone
domui tuæ : lakit urz en ho puez. » Mez an drouk-speret
zo en em gavet araog ! Re glanv oun brema. Pa vezo
torret an dersienn : In peccato vestro moriemini. » La-
keomp e konfesaït. Mez pe seurt konfesion ? Eur gon-
fesion deuz a geid all great e kreiz ar boan hag e ker
berr amzer! Daoust ha glachar ho peuz dho pechejou ?
Pe seurt glachar ? Ar pechet eo a lavar deoch kenavezo
kalz muioch eget na lavarit kenavezo dezhan.
Sellit, eme sant Aogustin, ouz Jesus-Krist o vervel.
En he gichen, zo daou becher, unan a bep tu. A zaou,

VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 155

unan a zo salvet hag egile kollet. Unan salvet da heur
he varo evit na gouesfot ket en dizesper, mez unan heb-
ken, evit na gemerot ket re a fizianz : Unus ne confidas,
unus ne desperes !
*
* *
Red eo erfin kaout gras Doue.
Ia, Doue a zo mad, mad e kever an holl, mad zoken
e kever ar pecher. Mez evelkent, ne lez nemet eun nebeut,
ober goap anezhan : Non illudetur Dominus. Kinnig a ra da
bep den grasou ordinal. Mez ar pecher o vervel hen deuz
izom a chrasou brasoch. Ha Doue nho ro ket atao.
Soursi hon deuz bet a Vabylon, eme ar prophet, neo ket en
em bareet : Lezomp anezhi : Derelinquamus eam. (Jerem.)
Pecher, pecherez, Doue hen deuz ho klasket heb ho
kaout ; ho kalvet, heb respount hebed euz ho perz.
Choui dho tro, her chlasko ha nher chavot ket :
Quritis me et non invenietis. Goasoch choaz ! her
chaout a reot. Dont a reio var ho tremenvan, mez neo
deuet nemet evit choarzin deoch goab dhe dro : ego
quoque in interitu vestro ridebo et subsannabo vos. Va
Breur, va Choar baour, poezit mad ar gomz-se. Doue eo
hen lavar. Ar bed a dremen. Ar vuez a ia kuit. An
Eternite a zeu ha var dreujou an Eterniteze, Doue ho
choarzin goap dhe dro dhe grouadur goapuz.
*
* *
Va Breudeur ker, distroomp eta.
Israel, guechall, a gasas Joseph da glask he vreudeur

156 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BEC'HED

all. Ha Joseph pa zeaz n'ho c'have ket. Eat oant pel-
loc'h. Goulenn a ra digant eun den o tremen pe varzu
int troet : klask a raan va breudeur, emezhan : Quro
frates meos. Me ive ho klask, da zigas da di ho tad.
Adeamus ergo cum fiducia, ad thronum gratiæ ut
misericordiam consequamur et gratiam inveniamus in
auxilio opportuno. Deomp gant fizianz. Doue zo truga-
rezuz. Astenn a ra d'heomp he zourn ha kinnig he
c'hrasou. Amzer hebet ken talvoudus : In auxilio oppor-
tuno : Na zaleomp mui.
Eun tad santel en deuz lavaret : timeo Jesum transeun-
tem et non redeuntem : Neac'h am bevez o velet Jesus o
vont abiou gant aon na zistrofe ken. Jesus a dremen.
Lavaromp d'ezhan : mane nobiscum Domine : chomit gan-
heomp. Deomp d'he heul. Bezomp var aon na zis-
trofe ken.
AMEN.

* * *


IV
PREZEGEN
Var ar pec'het marvel


V vobis impii qui dereliquistis legem
domini altissimi.
Mallos deoc'h, tud fall, hag ho peuz
dilezet lezen an Aotrou Doue.
VA BREUDEUR HA VA C'HOAREZET KRISTEN,
Evit klevet an dud o prometti gwaleur, ne dleomp
ket ober re a van. Aliez e c'hourdrouzont heb abek,
aliesoc'h c'hoaz, n'ho deveuz ket ar galloud da zigas ho
gourdrouzou da vir na da ober d'heomp an holl drouk
ho deffe c'hoant.
Goude holl, ha pa c'halfont noazout d'heomp ervez
ho mennoz, ober d'heomp koll hor madou, hor brud
vad, hor buez zoken, ar gaou-ze, pegen ankeniuz benag
e c'halfe beza da c'houzanv, na ve ket evelkent, peb tra
poezet mad, eur gaou diremed. Rak chomm a c'hell
ganheomp c'hoas madou ar bed all, buez an eternite
hag hor brud vad dirak Doue.
Mez pa glevomp o c'hourdrouz eun Doue leal ha ne

158 VAR AR PEC'HET MARVEL

c'hourdrouz, morse, heb guir d'hen ober : eun Doue ma-
delezuz hag a zo he vrasa plijadur rei he vennos d'he
vugale, eun Doue holl c'halloudek hag a c'hell atao,
derc'hel mad d'he c'her, digas he c'hourdrouzou bepred
da vir, hor skei en hor c'horf, hor skei en hon ene,
hor skei er bed-ma, hor skei er bed all, hor skei epad an
amzer, hor skei epad an Eternite, penn-da-benn. Oh !
pa zisklerio an Doue-ze gwaleur, krenomp ! Krenomp
gant spount hag evesaomp piz e goueled hor c'houstianz,
gant aon ma ve ouzomp e selfe ar gourdrouzoa-ze.
Hogen koulskoude, va c'henta komz hirio, setu hi
eur gomz hag a deu da ziskleria gwaleur, eur gomz hag
a ro mallos : V vobis. Gwaleur, mallos da biou ?
Gwaleur, mallos d'heomp-ni tud iaouank a veach deuet
var an douar, d'heomp-ni tud e kreiz hon nerz,
d'heomp-ni tud kroummet dindan pouez ar bloaveziou !
Gwaleur, malloz d'heomp holl pa hon deuz pec'het :
V nobis quia peccavimus.
Hag evit guir, va Breudeur ker, ne anavezan nemet
eun dra, unan ebken hag a zeufe da stroueza, da gaea
ouzomp hent an Envou, da zevel eur speuren etre Doue
ha ni : ar pec'hed.
Mez ar pec'hed eo krouadur an drouk-speret hag a
zo gaouiad evel he dad. Red eo eta, dizelei d'ezhan he
dâl evit ma her guelimp er c'his ma 'ma, e guirionez, ha
ma c'hanavezimp peger braz gaou a ra ouz an den, pe-
ger braz ouz he gorf, peger braz gaou ouz he ene.
Evit ne vezin ket re hir, me a lezo, hirio a gostez, lo-
den an eternite. Guelomp hebken, loden ar vuez-ma.

VAR AR PEC'HET MARVEL 159

Ar pec'hed, er bed-ma, a ra gwaleur ar c'horf, a ra
gwaleur an ene. Setu e daou c'her ar gelennadurez-ma.
*
* *
Ar pec'het marvel, er bed-ma, a denn gwaleur var
gorf an den.
Va Breudeur ker, eun impalaer en he rouantelez, eur
general e penn he arme, eur c'habiten a vor var he lestr,
a dle, araog pep tra, merka he renk hag he zever da bep
hini. Goude ma ho deveuz merket, diskouezet ho rou-
den d'an holl, e tleont gouarn gant karantez evit guir,
mez ive gant nerz. Ha pa zeu eur re benag dre ho faot
ha gant goeziegez, da derri ho lezennou, an impalaer,
ar c'habiten, ar general a dle kastiza kement hini
' vank d'he zever. Eun dourn evit rekompanzi, eun
dourn all evit kastiza, setu e pe c'hiz e c'hallont derc'hel
an urz vad.
Hogen, va Breudeur, dreist holl bennou braz ar bed-
ma, e zeuz eur Roue ; eur roue brasoc'h, galloudusoc'h
eged ar re all, eur Roue hag hen deuz da c'houarn, nann
eur rouantelez hebken, mes an Env, an douar ha ke-
ment a zo etre an douar hag an Env.
Hag ar Roue-ze, rak ma ra pep tra gant pouez,
gant urz ha gant muzul, a verk da bep unan ac'hanomp
dre be rouden kerzet, petra da ober, dioc'h petra en em
ziwall ; ha rag ma zeo santel, douget evit ar mad, e fell
d'ezhan araog pep tra e rên-fe an urz vad etouez he su-
jidi. Setu perak euz he berz, ar c'haera promesaou great
da nep a ra mad ho dever, mez ive ar pounnerra gour-

160 VAR AR PEC'HET MARVEL

drouzou douget a eneb ar re a vank d'hen ober. Hag ar
gourdrouzou-ze, n'int ket euz he berz, spountaillou bu-
gale na krosmol avel.
Ho digaz a ra da vir, ervez he c'hoant, d'an heur
merket ganthan hag en despet da bep tra.
Selaouit kentoc'h ha guelit : an testeniou ne vankont
ket.
Setu ama da genta, testeniou an amzer dremenet.
En amzer-ze, Doue evit kastiza ar pec'hed, ne esper-
naz ket an daou-zen kenta, he grouadurien ar muia
karet.
Adam hag Eva a zo ganthan, lakeat da rên var an
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.