Sarmoniou an Aotrou Quere - 04

Total number of words is 4835
Total number of unique words is 1519
58.7 of words are in the 2000 most common words
70.0 of words are in the 5000 most common words
70.0 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
Koulzgoude, va Breudeur, mar d'eo gouel ar zent eun
devez a laouenidigez evidomp rak ma tiskuezont d'heomp
an hent a dleomp da heuillia hon-unan, e zeo, er memez
amzer, eun devez a dristidigez rak ma kavomp hor
buhez ken dishevel dioc'h ho hini.
Hi, er penn kenta, ho deuz klasket rouantelez an
Env ; ha ni, re aliez siouaz, ne glaskomp nemed madou,
enoriou, plijudureziou an douar ; hi, e pep tra, a c'hou-
lennaz anaoud hag heuillia bolontez Doue, ha ni, re
aliez siouaz, a zelaou mouez hon techou direol. E c'hal-
lomp, guir eo, tremen evit tud honest dirak ar bed ;
mez beza direbech dirak an dud, mar deo aoualac'h evit
tec'hed dioc'h ar prizoun hag ar grouk, n'eo ket aoualac'h
evit mon'd d'an Env. E c'hallomp, ar brava, ober hon
treuz var an douar ; mez evit treuzi an douar an den ne
vez ket pell : 10, 20, 30, 60 vloaz, hag achu holl ; hag
hon treuz, er bed-all, penaoz her graimp-ni, pa skoio
evid-omp an heur da renta da Zoue eur gount piz ha
didruez euz hor buhez penn-da-benv ?

E RANKOMP BEZA SENT 51

Ha petra ' lavaromp-ni evit klask en em zizamma
dirak hon daoulagad hon-unan. Lavared a reomp :
l° Re boaniuz eo beva santelamand.
2° Doue a ro d'in re nebeud a c'hrasou.
3° Re a zanjerou a gavan var hent ar vuhez.
Guelomp hag hen a zo, en abegou-ze, ken tra nemed
digareziou, pe gant re, an drouk-spered a zeu da lus-
kellad hor c'houstiansou digourach evit ober d'heomp
kousked dispount er stad a zizurz hag hor c'holl sur-
roc'h a ze.
l° Re boanniuz eo, eme c'hui, kerzed ato dibec'h gant
an hent mad !
Ah ! va breur ha va c'hoar, a koumpren a rit-hu mad
ar pez a lavarit. Penaoz eta ? Re boaniuz beva gant
santelez, da lavared eo : re boaniuz kared eun Doue
hag a zo evidoc'h an tad an tenerra, ar c'harantezusa
madoberour ; kared eun Doue hag a rento, hed an eter-
nite, eüruz an nep her c'har, ha maleüruz an nep n'her
c'haro ket.
Goud a raan evelkent e z-eo koustuz avechou, ha
koustuz braz, derc'hel mad da lezen an Aotrou Doue.
Guelit Sant Leier, patron ar japel-ma savet ganheoc'h
'n he hano. Leier, ganet a lignez huel, a studiaz, a viha-
nik, lezen Doue, en eskobti Poitiers. Ar brud euz he
furnez hag euz he vertuz, a reaz da Roue Bro-C'hall her
gervel d'he balez, mez penaoz benak ma zoa euz an
huella noblanz, Leier a gavaz guell dilezel falz espe-
ransou ar bed-ma evit en em rei holl da Zoue. Great
eskob a gear Autin, ne glaskaz morse nemed ober vad

52 E RANKOMP BEZA SENT

dan holl, ha lakaad doujanz Doue da rên e kaloun
pep unan ; mez evelkent e choarvezaz ganthan ar pez a
choarvez aliez gant an dud leal ; gouzanv a rankaz
poaniou braz. Goude beza bet kaset er meaz euz he
eskopti, e oue tenned dhezan he zaoulagad, trouchet
he deod, taolet er prizoun ha dibennet.
Koulzgoude, derchel a reaz bepred stard da lezen
Doue; evel J.-K., e pardounaz dhe vourrevien ha da
heur he varo, e rentaz meuleudi da Zone, rak ma zoa
bet kavet din da chouzanv ar verzerenti.
Poan a goust avechou eta, derchel mad da lezen
Doue ; mez, va Breudeur, goulennit digant ar pecher ha
nhen deuz ket, hen ivez a boan dindan gouask he zizur-
ziou ; mar kavit guell, diskennit en ho kaloun hoch-
unan. Great ho cheuz ar mad, ha, marteze, an drouk
ivez, siouaz ! hogen mher goulen ouzoch : pe choude eun
devez tremenet er guel a Zoue pe choude eun devez roet
holl dan dizurz hoch cheuz-hu santet skanva ho kaloun ?
Va Breudeur, e leach ho respount, hoch-unan, se-
laouit respount Sant Aogustin. Araok beza da Zoue, e
tanveaz holl blijadureziou an douar, hag Aogustin, dis-
troet ouz Doue, a lavare : Gened bepred oajet ha bepred
nevez, re zivezad e m-euz ho karet. Ia, Kenvreudeur,
oll joaiou ar bed a zo nebeudik a dra, mar dint eun dra
benak, e tal kichen ar peoch dudiuz a danva eur galoun
gristen.
2° Re nebeud a chrasou a ro dheomp an Aotrou
Doue !

E RANKOMP BEZA SENT 53

Da eun henveleb abek, Kenvreudeur, ne rin respount
hebed. Grit, evit en em zifazia, eur zell heb-ken a bep-
tu dheoch ; rak ne velot a beb kostez nemed grasou ha
madoberou. Azioch ho penn, setu Doue, ha Doue a zo
galvet, dre he hano mad, an Doue a holl garantez ; en
ho tourn setu leor an Aviel, hag an Aviel a zesk dheomp
ne vezimp morse tentet en tu-all dhon nerz ; var hoch
henchou, setu ar groaz en he zao, hag ar groaz eo ar
guele kalet, ruziet gant goad J.-K., o vervel evit hon
zilvidigez. En ho parrez, setu an Iliz, hag en Iliz-se,
beleien vad, karantezuz, evit ho kelen, sakramanchou
evit ho pardouni hag hoch harpa ; en Iliz Jezuz-Krist
he-unan evit beza magadurez hoch ene, sklerijen ho
spered ha laouenidigez ho kaloun (1). Nann, va Breu-
deur, neo ket grasou Doue eo a rank dan den, an den
eo a vank da chrasou Doue.
3° Re a zanjerou a zo en dro dheomp !
Va Breudeur, ho anaoud a raan, an danjerou-ze, ha
pell a zo ma klaskan lakaad an dud, nann da zarri ho
daoulagad, mez da chouren out-ho a vir galoun. Ia, hent
ar vuhez-ma ' zo danjerou var-n-han : danjerou a berz
an drouk-spered, danjerou a berz ar bed, danjerou a
berz hor zempladurez hon-unan : mez, va Breudeur,
dourn Doue nho tilezo ket, jomm a raio en ho kerchen
evit hoch harpa, ho sevel, ho ren, ha dre he nerz, chui

(1) Grit eur zell dindan ho treid :
bale a rit var douar eur vro brudet a
bell dre he relijion hag he feiz ;
Bro Vreiz-Izel hag ar feiz gristen a zo diou
choar abaoue daouzek kant vloaz zo.

54 E RANKOMP BEZA SENT

a zeuio, mar kirit mad, abenn euz a bep tra : omnia
possum in eo qui me confortat.
Ar zent, en ho raok, ho d-euz anavezet ar stourm hag ar
brezel. Klevit an den zantel Job o roï malloz dan deiz
ma teuaz var an douar ; sellit Sant Jerom o skoï gant
eur vilien var boull he galoun evit trechi he wall zon-
jou ; guelit Sant Pôl och en em strinka dan daoulin
betek teir gueach evit goulen ar chras du vouga ioulou
mezuz ar chig. Hi eta ivez, a ranke stourm, a ranke gou-
ren, ha koulzgoude setu inthi eüruz en Env. Va Breu-
deur, perak ne chalfemp-ni ket ar pez ho d-euz gallet
kement a re all, a raoz-omp : cur non potuero quod isti,
quod ist ?
*
* *
Parisioniz Riek, kenta guech ma prezegiz e kador ar
virionez, eo dirazoch, chui, e komzen.
Dond a rean, a bell braz, da gure dho parrez, heb
anaoud nikun en ho touez, ha koulzgoude euz a berz
an holl e reseviz ar guella digemer. Galvet hirio gant
eur persoun ha ne chell mui beza ankounacheat eur
vech ma vez bet anavezet mad, e zounn gant plijadur
diwezet eur vech choaz en ho touez hag e lezan ga-
neoch evit kimiad komz an Abostol Sant Paol : kemerit
skouer divar ar zent, dalchit evel dho, mad da Zoue,
stard dar feiz, kerzit kalounek var hent an Env, hag
eun deiz da zond, chui deuz ho pro, ha me deuz ar
chorn douar a vezo din roet gant ar Brovidanz, ni en
em gavo, en em velo a nevez, heb rankoud en em zis-
partia mui, e Baradoz an Aotrou Doue. AMEN.


VII.
Gouel Sant Per en ereou

Petrus servabatur in carcere.
Per a ioa dalchet er prizoun.

VA BREUDEUR KER,
Henori, kared, pedi a reomp ar zent, hor fizianz a la-
keomp enho deiz ho fardoun, deiz a bardoun evidomp.
Mad a reomp, rak beza int mignouned Doue hag hor
mignouned-ni, etc... Koulzgoude se neo ket awalch, red
eo ouzpenn kemered skouer divarnho, studia ho buhez
evit anavoud hon-unan dre be hent e tleomp kerzed
dhon tro.
Mad hirio euz buhez Sant Per e tennan eur gomz hag a
lennomp en oferen hirio : Petrus servabatur in carcere,
Sant Per a ioa Abostol J.-K., mean fount, mean diazez
an Iliz, karget da ren ar gristenien fidel ha Per a ioa, dre
bermision Doue, dalchet er prizoun... An Iliz var he
lerch a zo bet hag a zo persekutet choaz hirio en deiz.
Koulzgoude an Iliz eo pried J.-K., dhezi hen deuz pro-
metet harp ha sklerijen, en he dourn hen deuz lakeat
tenzor he chrasou, he veritou, he vadelezou. Ar guir

56 BUEZ AR CHRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL

gristenien eo guir vugale Doue. Evit-ho hen deuz great
ar bed, evit-ho an Env. A hent all, Doue zo holl chal-
loudek : Ne ziwer nemed ar pez a gar, holl zantel, holl
madelezuz eo ive : ne gar eta nemed ar pez zo mad ha ne
glask nemed ar pez zo talvouduz dhe vugale.
Penaoz eta ha perak kement-se ?
Ar respount dar goulen-ma a dlean e pevar cher da
lakaad hirio dirak ho taoulagad...
1° Perak poan ha brezel evit ar guir gristen var an
douar ?
Abalamour ar boan, ar brezel eo mean diazez ar reli-
gion gristen.
Eun ti zo douget var ar mean fount. Ti ar zilvidigez
douget var ar groaz, var ar binijen, var ar brezel.
Regnum celorum vim patitur, et violenti rapiunt
illud.
Tollat crucem suam quotidie et sequatur me. Nisi pni-
tentiam egeritis omnes similiter peribitis.
Setu evit ar bed all.
Evit ar bed ma : in sudore vultus tui, vesceris pane.
Setu komzou J.-K., ha setu ar skouer hen deuz roet :
gounid a ra he vara gant ar chouezen dioch he dal.
Nhen deuz ket eur mean hebken da astenn he benn
den em ziskuiza, ha pa varv, e toug eur gurunen spern,
eo stag ouz eur groaz...
2° Buhez ar christen a zo enhi poan ha brezel, ha
perak ?
Abalamour ar brezel a ziwall achanomp a zroug.

BUEZ AR CHRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL 57

Piou a ziwallo an arme ? Ar gedour ! ha piou a
ziwallo ar gedour ? An enebour he-unan !
Abalamour ar boan eo hon distro guella ouz Doue.
Eur zell en dro dheomp ; eur zell varn-homp. E kreiz
ar ieched, an danvez, ar blijadur ; nag a bed en em an-
kounacha, en em goll ! pa zeu ar boan e koumprenomp
pegen dister eo traou ar bed, hag e tistroomp ouz Doue
evit gounid madou padusoch : bonum mihi quia humi-
liasti me.
3° Poan ha brezel a zo buhez ar christen, ha perak ?
Abalamour ar boan, ar brezel a laka an disparti etre
ar re a zo evit Doue hag ar re a zo a eneb Doue.
Eur marchadour archantiri hen deuz en he stal eur
mean diskuiller evid anavoud an archant mad dioch
an archant faoz.
Chui, labourerien douar, evit dispartia 'n hed goanet,
an draok, ar skaot-du dioch ar greun mad ho cheuz ho
kuenterez, pe ho krouer d'ho banna en avel...
Doue hen deuz he vean diskuiller evit rei da anavoud
he vir zervicherien. Daou zoudard a zoug ar memez
guiskamant, sabren, fuzuil. Unan kalounek koulzgoude
hag egile digaloun pa groz ar chanoliou, pa sut ar
bouliji abiou dar penn, unan a zalch mad dan drapo,
egile a dech pe en em rent prizounier...
Kalz achanomp en em fazi ho-unan ; a zounj, a gred int
e guirionez evit Doue. Pa zeu ar brezel e veler sklear...
An diou gevren en em ziskouez evid ar pez ma zint :
bugale ar bed, bugale Doue.
4° Perak, e buez ar christen, poan ha brezel ?

58 BUEZ AR CHRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL

Abalamour ar boan, ar stourm, ar chourenadek a rent
purroch ar vertuz.
Eun tamm houarn, dir, koeor, ploum, etc., goloet a
skant pe a vergl a vez taolet en deuzerez, hag a zeu da
veza ker pur, ken digemesk ha biskoaz.
Eur chrez fank a vez kaset dar ster, kannet gant
saoun ha taoliou golvez, bervet el lichou pe er vugaden,
tremenet goude dre an dour sklear : setu hen ker flamm
ha flammoch eget pa voue dispennet euz ar viad.
Va Breudeur kristen, eur zell var hon ene : ha
disklabez eo ar chrez a zoug. Disklabez oa, deiz hor
badiziant. Mez hent ar vuhez a zo kaillaruz...
Ar bed zo faoz evel an dour-red.
Kaloun an den zo goak ha dinerz...
Ne chouzon ket petra eo kaloun eur chokin rak evit
kokin noun ket bet biskoaz, mez ar pez a chouzon mad eo
eun dra spountuz selled piz ouz kaloun eun den ho-
nest. Setu ar pez a lavare eur skrifanier braz... va
Breudeur, ha ni, ha neuz tamm strink ouz hor cha-
loun ; ha ne ra ket mad an Aotrou Doue dond, eur vech
en amzer, da ober kouez vad hon ene ?
Durus est hic sermo. Ar chomzou-ze ' zo tenn da gle-
vet. Mez evelkent pa zounijer en eternite e koumprener
mad e chounezer dre eur boan verr eur joauzded heb fin.
Goude holl, ententit mad, kaer hor bezo, teir groaz zo
en ho zao var an douar.
1° E kreiz kroaz J.-K., oan hegarad, maro evit silvi-
digez an dud. Ouz houn-ma e challomp sellet : mez ne

BUEZ AR CHRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL 59

challomp ket pignad varnhi ; varnhi ne challe pignad
nemed mab Doue... etc.
Mez en he chichen, diou groaz all : 1° kroaz al laër
kleiz ; 2° kroaz al laër deou. Euz an diou-ma he ran-
komp kemered unan pe unan.
Kroaz al laër kleiz, kroaz an den a zo e kichen he
Zoue, a dorr lezen he Zoue, a zeu da vlasfemi he Zoue
a zo goloet a choad he Zoue mez a zalch dhe beche-
jou...
Kroaz al laër deou, kroaz ar christen mad, ar chris-
ten a choulen pardoun, ha J.-K. a respount :
Hodie : ar vuhez zo berr. Hodie : dija var an douar e
skanvaan da boaniou hag em berr e vezi ganhen er
baradoz.
Hodie mecum eris in paradiso. AMEN.


Notenn : Pajenn 60 a vez unan gant tra ebet
warnezhi.
N'eus ket a bajenn 61 nag a bajenn 62 el
levr moulet er bloavezh 1906 evit al
levrdi Corcuff e Kastellin.


I.
SARMOUN
Great evit troni eur persoun nevez e parrez
Gouezec

Sic nos existimet homo ut ministros Christi
et dispensatores mysteriorum Dei.
Pep unan a dle hor chemeret evit ministred
Jesus-Krist karget gant Doue da skuil he
chrassou var an douar.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Kozeal a rear, en amzer-ma muioch c'hoas, marteze,
eget na zeuz bet great biskoas, divar benn ar veleien.
Lod, her goud a raan, a-gaoze evit ho meuli, evit difenn
ho charg, evit en em lakaat a du gant al lezen a breze-
gont. Mez lod all, hag ar re ma a stanka bemdez,
a gaoze en ho eneb, a enep ar garg ho deuz, a eneb ar
gelennadurez a roont, a eneb an dever a rankont da
ober.
Mar kavont en unan pe unan anezho eur mank, eur
fazi benag, ha diez eo na ve ket kavet pa zeo guir e
zômp kouls hag ar re all bugale Adam hag Eva, ker-

64 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ

kent e ma int a lamm var ar fazi-ze ; anezhan e reont
evel eur spountail hag a bourmenont, gant plijadur,
dirak daoulagad an holl, gant esper ma challint guel-
loch a ze, distaga diouzomp kalonou ar gristenien ha
mired na gasfomp ervad da benn al labour omp
galvet da ober evit silvidigez an eneou.
Mad, va Breudeur ker, divar benn ar veleien e teuan
dam zro, da lavaret deoch eun nebeut komzou.
Ha penaos galloud chom heb hen ober ?
Ho chunan her gortozit euz va fers. Rak, hirio, ho
speret a zo e tont hag e vont euz ar persoun ho cheuz
kollet dar persoun a zo digaset en he leach.
Marteze e chortozit ouspen e rafenn ho meuleudi
dirazoch. Mez da betra meuli ar persoun hoch euz kol-
let ? Amzer ho cheuz bet dhen anaout ; goud a rit dre
ho skiant ho chunan, ne choulenne nemet ho karet
hag ho lakaat da garet dhe heul hag eveldhan reli-
jion Jesus-Krist. Ha pa hen deuz guelet e vanke
dezhan ieched awalch evit ober mad he garg, hen deuz
roet he zilez hag en em dennet a gostez evit sonjal, heb
mui ken, en he zilvidigez he unan.
Ne veulin ket ho persoun nevez. Aze e ma ouz va
zelaou ha gouzout a raan, ne choulenn en eur ober
mad he garg, nemet beza meulet gant Doue.
Eaz e ve din koulskoude, ober he veuleudi dirazoch
rak hen anaout mad a raan ; anaout a raan ouspenn ar
vad hen deuz great e parres Plouneour evel kure, hag e
parrez ar Roch evel persoun. Gouzout a raan choas e
tigas en ho touez ar memez kaloun vad, ar memez

EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 65

choant hag ar memez galloud da ober en ho parrez,
ar vad hen deuz great beteg-hen, e kement leach ma
zeo bet tremenet dreizhan.
Mez guelloch ganhen lavaret deoch :
I. Petra e tle beza eur persoun e kever he barrisioniz ;
II. Petra a dle beza ar barrisioniz e kever ho
fersoun.
*
* *
I. Petra e tle beza eur persoun e kever he barri-
sionis ?
Va Breudeur ha va choarezet kristen, e peb bro
reizet mad e veler : 1° Skrivagnourien da gaiera ar
vugale kerkent ha ma teuont er-bed ; hi a verk piou an
tad, piou ar vamm, pehini eo an ti; hag ho skrid a vezo
kred, goudeze, evit ar vugale kaieret gantho hag a roio
dezho guir en heritaj ho zud ; 2° Gueled a rear soudar-
ded, archerien, barnerien, evit difenn ar vro ouz an
enebourien a zianveaz ha derchel ennhi an urz vad en
despet dan dud fall a ziabars, etc. ; 3° Guelet a rear
medisined, karget da barea klenvejou ar chorf... ; 4° Al-
vokaded karget da rei harp dan dud a zo tamallet...
5° Mistri skol, karget da skigna an deskadurez etouez
an dud.
Kement-ze holl great gant furnez, gant muzur, gant
mennos vad a zo talvoudus, etc.
Mez evelkent, an traou-ze holl nint mad nemet evid
hon treuz var an douar. Hogen evit treuzi an douar ne
vezomp ket pell, etc... hag euz traou ar bed-ma eur
vech achu ar vuez, ne da netra dhon heul.
5
66 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ

Mez beza hon deuz ive da ober hon treuz en eternite.
Dreist buez ar bed-ma me a vel, var dreujou an
eternite, Doue hor mestr hirio, hor barner var-
choas, ha goude, hor churunen pe hor punision.
Piou dirag an Doue-ze, a gemero karg hon eneou ?
Va Breudeur, unan a zo galvet dhen ober : Ar belek.
Petra eo eta ar belek ?
Pa zellomp ouz penn kenta he vuez, ne gavomp, aliez,
nemet mab eur micherour, mab eun devezour, mab eul
labourer-douar...
Eun devez avad, Doue a lavaraz... segregate mihi
Paulum et Barnabam... var dal ar chrouadur iaouank
e reaz eur merk gant he viz... ha neubeut bloaveziou
goude, ar chloarek iaouank en em strinkas var leur an
ilis... varnhan evel pa vije maro e oa pedet... beo oa
koulskoude... maro dar bed... beo evit Doue. Dan
deis-ze e voue great belek.
Divar neuze, sada hen, var eun dro
1° Skrivagner an Aotrou Doue,
2° Soudard Jesus-Krist,
3° Medisin an Eneou,
4° Alvokad ar Gristenien,
5° Kelenner an dud fidel.
*
* *
Skrivagnier Doue... Ar belek a zo en he zourn,
alchuez ar mean-font. Kemeret a ra ar bugel kerkent
ha ma teu er bed ; var he dal e laka merk ar vadiziant.

EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 67

Iviziken ar chrouadur a zo skrivet he hano var gaierou
ar barados : Doue zo he dad... an Env zo he vro.
Sourdard Jesus-Krist : Karget da zifen en hano
Jesus-Krist ar re dre ar vadiziant a zo bet lakeat e renk
heritourien ar baradoz : he zever eo ho gervel, ho dastum
en dro dezhan e troad Aoter Jesus-Krist, evel ma teu
ar chabiten da zastum en dro dan drapo, ar zoudardet
all a zo dindan-han. Setu perak eo lakeat en he zorn
korden kloch an ilis parrez.
Medisin an eneou : Meur a zoudard a gouez gouliet
holl var dachen ar stourmad. Meur a gristen a vez
gouliet ho ene var hent ar vuez ma, rak : Inter vos
multi imbecilles kals tud diners. A hent all :
dies mali sunt. Piou a bellaio an danjer ? Piou a zavo
an den kuezet ? Piou a bareo an ene gouliet ?... Ar
gador goves : sacerdos alter Christus... quodcunque,
ligaveris... erit ligatum... quodcunque, solveris... erit
solutum et in clis.
Alvokad ar gristenien : Desolatione desolata est
terra... Fallagriez aleis... Var beg eun tour eur varren
houarn evit distrei ar gurun... Var an douar etre Doue
hag an dud, korf Jesus-Krist, diskennet var an Aoter
dre gomz nerzus ar belek ha savet ganthan evit distrei
breach an Aoutrou Doue... Gueach all eur chabiten a
lestr, Albukerque, a gemeras pa zea he lestr da weledi,
eur chrouadur bihan etre he ziou vreach en eur lava-
ret : Va Doue ni zo pecherien, mez ar chrouadur-ma
zo dibech, abalamour dezhan pardounit...

68 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ

Kelenner an dud : Lod a lavar, da betra senti ouz
ar veleien ?... Abalamour dezho, Jesus-Krist hen deuz
lavaret : « ite docete omnes gentes : deskit dan holl
heulia ar pez a meuz gourchemennet.
Ar persoun a zo dezhan kador ar virionez. Dezhan da
lavaret : ama e ma an hent. D'ezhan da rei kuzul vad :
dezhan da gomz a varadoz, a ifern : dezhan da grial arz
ar bleiz, arz ar chi klanv : dezhan da chourdrouz.
Lod a lavar : Loquere nobis placentia... Hen a res-
pounto Est, est, non, non, Amicus Plato, magis amica
veritas. Ar virionez, guirionez Doue, setu he lod... Pa
vanko ar virionez e zai an traou var ho zu gin : Dimi-
nutæ sunt veritates... etc. Setu perak e rank deski lezen
Doue dar pecher evit, en eur he spounta, hen distrei...
deski al lezen-ze dar re vad, evit en eur ziskuez an Env,
rei dezho nerz kaloun. Evel-se, adalek ar chavel betek
ar bez, ar persoun a zo o cheul an ene kristen... kris-
tena a ra ar chrouadur, ho zifen hag he rên var hent ar
vuez, he barea pa vez gouliet, pedi evithan ouz an
Aoter, hen digoall deuz fals kredennou ar bed en eur
he gelen ervez Doue. Ha pa vezo krog ha krog gant ar
maro e kennerzo anezhan : Proficere anima chris-
tiana, e tiskuezo dezhan ar baradoz digor ha var ar
bez e skuillo an diveza berad dour benniget. Setu aze he
loden. Ober kement-se ' zo he zever. Ho persoun nevez a
anavez mad al loden-ze... her great heu deuz er barrez a
guita... evit kenderchel dhen ober eo digaset dar
barrezma... Ne vanko ket dhe labour... Kement hen
anavez mad her goar kouls ha me.

EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 69

*
* *
Euz ho kostez, va Breudeur ker, ho cheuz deveriou
e kever ho persoun, hag evit ma kavo skanvoch he
labour, eo red deoch ho gober :
Kemeret heb lakaat
Nebeut e pad.
Ho persoun a lakaï he lod : choui, lakit ho chini.
1° Kared ho persoun : hen ho karo, hen ho kar dija...
paneve-ze, ne vije ket deuet en ho touez... Ho karet a
reio muioch mui. Karit-hen dho tro. Ar guir garantez,
ar garantez ginidik a boull kaloun Jesus-Krist a zo ben-
niget gant Doue, a zoug eur frouezen dudius a ra eu-
rusded ar chalonou.
2° Respeti ho persoun : qui vos spernit me spernit.
Pilat hag Herodes... Ar re a daol pri ouz fas ar belek a
choar mad petra reont. En eur vouga e kalonou an dud
ar respet evit ministred Jesus-Krist e tistroer an eneou
divar hent an Env.
3° Senti ouz ho persoun : Qui vos audit me audit.
Studia ' ra lezenn Doue muioch evidoch eget evithan
ha goude beza he studiet e tesk anezhi dar re all.
Evelse he gomzou nint ket he gomzou, he greden ne
zeu ket a berz an dud : diskennet eo divar muzellou an
Hini na chell na fazia den nag en em fazia he unan.
Evelse e choarvez eun dra : Eun dourn dar persoun a zo
en ho tourn hag he zourn all a zo e dourn an Eskop,
dourn all an Eskop ' zo e dourn ar Pap hag ar Pap gant
he eil dourn a zo krog e dourn Jesus-Krist.

70 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ

Setu great ar jaden etre an Env hag an douar. Ennhi
ne vank mell hebed. Hag ar jaden-ze eo chaden ar zil-
vidigez. Rak beza gant Jesus-Krist eo beza gant Doue
en he varadoz.
En eur gozeal deoch deuz ho teveriou e meuz lavaret
deoch ar pez a ouzoch. Guelloch choas lavaret dheoch
var a meuz klevet, ha na meuz klevet nemet ar pez
zo guir lavaret deoch chom ar pez ma zoc'h. Choui
a gar ho peleien. Hen diskuezet ho cheuz pa zeo eat
kuit ar persoun ho peuz kollet. Hen diskuezet ho peuz
choas pa zeo digouezet ho persoun nevez. Var beven
ho parrez edoc'h ouz he chedal evit diskouez, en dervez
kenta ma cherrue, oa ho kalounou a du gant he hini.
Kenderchel a reot, va Breudeur ker, hag evelse e teui
da vir ar pez a velet er penn kenta euz an iliz ; cor
unum et anima mea : eur persoun e penn he barrissioniz,
e vont harp och harp varzu eur barrez all kaeroc'h eget
an holl barreziou ar bed-ma : varzu parrez baradoz
Doue.
Evelse bezet great.
* * *


II.
SERMOUN
great gant eur persoun nevez dhe barrisionis en
devez ma voa tronet


PARRISIONIS MOELAN,
E giz ma hen deus Aotrou persoun Riek diskleriet
dirazoch, hanvet oun gant an Aotrou 'n eskop a Gemper
da veza persoun ho parrez, ha var ger an hini hen deuz
guir da gommandi, setu me heb digarezi netra, digwezet
en ho touez.
Anavout mad a raan peger pouner eo ar zamm a zo
lakeat var va diou skoaz.
Ho parrez a zo bras ha va nerz a zo bihan.
Ouspenn, dont a raan varlerch eur persoun hag a
gemerach gant rezon, evit eun tad leun a vadelez e kever
an holl.
Ar zonj anezhan a zo choas, hag a jommo pell amzer,
fresk-beo en ho sperejou.
Var dro daou ugent vloaz hen deuz labouret en ho
parres ha poaniet evit deski deoch lezen Doue hag ho
lakaat var hent an Env. Mez kaer hen deuz ar zantella
beleg, lakaat he boan evit derchel an urs vad en he

72 EUR PERSOUN NEVEZ DHE BARRISIONIS

barres, na chell ket atao dont a benn euz kement hen
deveuz c'hoant.
Va Breudeur, ar mad hen deuz great dont a raon da
glask hen ober choas en ho touez. Ha mar hen deuz,
divar he vele a boan, taolet eur zell a druez var lod
achanoch en eur lavaret : « Klasket em beuz ho gounid
da Zoue, hag hi ho deuz great ar skouarn vouzar, "
Klask a rin ober eveldhan hag o distrei var hent an Env.
Va Breudeur, daoust hag ar blijadur em bezo-me da
ober en ho touez, an holl vad em euz choant ? nher
gouzon ket, mez hen esperout a raan.
Hen esperout a raan, rak ma chortozan euz ho perz
bolontez vad ha sentidigez. Ne anavezan ket aleiz parres
Moelan ; sur oun evelato da gavout ama, tud vad hag
anavezet em beuz dija lod, tud dreist hag am zikouro
guella ma chellint, da ober pep tra evit gloar Doue ha
silvidigez an eneou.
Hen esperout a raan, dreist holl, rak ma teuan en
hano Doue, a berz Doue, ha Doue a vezo en tu ganhen.
Gueach all, santez Thereza a fellaz dezhi sevel eur
gouent nevez. Mez evit eun dispign ken bras, ne doa
nemet pemp blank, netra ken. Pep unan a glaske hen
distrei, mez hi a respountaz : Thereza ha pemp blank
nint netra. Mez Thereza, pemp blank ha Doue a zeuio
a benn deuz pep tra.
Va Breudeur, gant va nerz va-unan ha va bolontez
vad, me ive ne doun netra. Mez an Doue a m digas
a roio din, hen esperout a raan, an nerz, ar sklerijenn, ar
fermder am bezo izom da gaout ha gant graz va Doue

EUR PERSOUN NEVEZ DHE BARRISIONIS 73

e challin, marteze, ober eur vad bennag en ho touez.
Her pedet e meuz, Her pedi a(r) raan, Her pedi a rin
bemdez, da skuilla he vennoz var beleien ho parrez, da
skuilla he vennoz var ho tiez, var ho touarou, varnoch
ho chunan, ha bennos an Aotrou Doue a zougo chans
hag eurusded evidoch hag er bed-ma hag er bed all.
Evel-se bezet great.


* * *


III.
SERMOUN
prezeget evit bennigen mean kenta iliz Karaes.
Kerzu 1880.

Lapis iste quem erexi in titulum vocabitur
domus Dei.
Ar mean-ma, savet ganhen ploum en he zav,
evel eun test, a vezo galvet ti Doue.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Marteze lod achanoch ne anavezont, ne ententont
nemed iez hon tud kos (1). Oh ! kredit hen stard, nho
zamallan ket. Pell dioch eno, rak :
Ar brezonek hag ar Feiz,
A zo breur ha choar e Breiz.
Re aliez, siouas ! ar gallek a zaosmeger en hon touez,
a zigas dhomp dindan he gazel, da heul eun neubeudik
mad a ourgouil, kos leoriou, kos paperiou ha nint mad
nemet da sklabeza ar vro, da jench tu dhor chaloun
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.