Sarmoniou an Aotrou Quere - 07

Total number of words is 4936
Total number of unique words is 1443
62.8 of words are in the 2000 most common words
75.7 of words are in the 5000 most common words
75.7 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
tud iaouank a zo hag ho deuz miret ker guen ho ene hag
eur berad gliz, kuezet euz an Env e kaloun eur flourdelizen ;
tud a zo, daoubleget a zindan an oad, hag a zo en ho
chosni, ken disklabez ho choustians hag an erch nevez
kuezet var an douar.
Mez evit chomm fidel da Zoue, nag a enebourien da
drechi ! Ar bed gant he skuer fall, he gomzou flour, he
lavariou goapus, he blijadur milliget ; an drouk-speret
gant he finesaou, he guzuillou fallakr, atao var ched
evit lonka an eneou ; ha tostoch dheomp, aze en hor
chreiz, hor chaloun baour, hor brasa mignon ha var
eun dro, hor gwasa enebour. Goud a raan e zeuz
enhan eun tu mad, mez goud a raan ive, e zeuz eun tu
fall techet dan drouk. « Ne anavezan ket, eme eur
skrivagnier braz, petra eo kaloun eur chokin ; biskoaz
kokin noun bet ; mez anavout a raan kaloun eun den
honest hag ar galoun-ze a zo mantruz he studia pis. »
Pet gueach nhon deuz ket holl lavaret eo diez, diez
braz trechi ar bed ha derchel penn da gement a ioulou
direiz, a zo atao e virvi en hor chreiz, evel goagou
eur mor dijaden.
Mad, eneou kristen, deoch me lavaro eur gomz, unan
hebken : Venite in desertum locum et requiescite pusil-
lum : deuit dar mission den em diskuiza eun nebeut
evel eur beachour uzet he nerz. Er mission, chui ' gavo
eun tamm disheol, freskadurez mar deo blounset ho
treid dioch mein an hent diez : ar blounsadur en em
bareo, sechit chuezen ho tâl ; goudeze, gant muioch a
gourach, chui gemero penn-baz perchirin an Eternite
eurus.

122 EVIT DIGOR EUR MISSION

Tud tro-distro a zo ive : douetuz bras, kalonou daou
hanteret a veler e pep parrez.
An dud-ma, ' zo hirio da Zoue ha varchoas dan
drouk-speret. Da vintin, da noz, e reont eur bedenn
benag ; mez e kreiz daou benn an deiz e verniont
pechet var bechet. Da zul, e teuont dan oferen ; mez
en eur vont euz an iliz e zaïnt da glask plijadureziou
difennet. Marteze, e reont eun aluzen benag dar paour :
mez an dourn kleiz a gemero dre laeronsi, kalz muioch
eget na ro an dourn diou d'an dud izomek. Ho c'ha-
loun a zo evel eun dachen vrezel : piou a vezo mestr ?
Lezen Doue pe lezen ar bed. Choant ho deuz da dremen
deuz an diou gostezen. Eun troad a zalchont var skeul
an Env, eun all var skeul an ifern ; eun dorn a ginni-
gont da Zoue, egile zo krog er pechet. Klask a reont
var eun dro, servicha daou vestr dishenvel. Ho brasa
malheur eo rag ma c'hankounec'haont, e c'houlenn
Doue holl pe netra. Ne fell ket dezhan euz eur ga-
loun daouanteret. Hag hi, er chontrol, en eur glask
servicha ho chrouer, a choulenn stleja dho heul kant
ha kant tra kontrol beo dhe volontez.
Eneou paour, deoch-choui, ive, eur gomz a gavan da
lavaret : Ducam eum in solitudinem et loquar ad cor
ejus. Doue ho kalv dar mission, hag ama, e komzo
ouz ho kaloun. Var digare ma cheuillit, peurzvad, an
darn-vuia euz lezen Doue, e tremenit dirag ar re all, ha
marteze, dirak ho taoulagad och unan, evel guir gris-
tenien : ne anavezit ket mad gouli ho kaloun. Selaouit
eun dra :

EVIT DIGOR EUR MISSION 123

Eun orfebrer evit anavoud petra dalv eur pez archant,
evit gouzout a dra zur pe hen zo mad, pe hen a zo
faoz, a gemer eur mean zo hanvet ar mean diskuiller,
rak ma tiskuil faosoni ar metal. Eur pez faoz hen deuz
peurliesa, ar memez ment, ar memez gobari gant eur
pez archant mad. Dougen a ra ar memez poltred, ar me-
mez lizerennou. Ar gaou hen deuz, gant kement a
izign, kuzet dindan guiskamant ar virionez, mar teu,
evit ar chenta guel, an holl den em fazia ; mez pa
vez stoket outhan ar mean diskuiller, ar faosoniach a
vez dizoloet.
Deuit eta, chui ive, va Breudeur ker, komzou Doue,
lezen Doue, displeget dirak ho taoulagad da heul skle-
rijen ar feiz, a raio deoch guelet mad stad ho koustian-
sou. Louzaoui ar gouli a vezo eaz goudeze hag och ene
a gavo ar ieched er mission-ma, evel an dud klanv,
gueach all, e pinsin Bethsaida.
Va Breudeur, ha mont a raffen-me re bell en eur
lavaret e chell beza en ho touez, unanou benag hag ho
deuz gant ho goeziegez ho-unan, dilezet servich Doue ?
Dirak an dud all e chellont, marteze, choaz tremen
evit tud vad. Mez toullit ar voger : Fode parietem, dis-
kennit izelloch evit an dianveaz, kiit betek ar galoun :
Fode parietem : petra velimp-ni, a gavimp-ni ?
Ar pez a chouzoun eo hen deuz lavaret Jesus-
Krist : Regnum clorum vim patitur : rouantelez an
Env a choulen beza kemeret dre nerz. Da gristenien
he amzer sant Paol a lavare : Inter vos dormiunt multi :
en ho touez kalz tud a gousk : taolit evez ! amjest eo

124 EVIT DIGOR EUR MISSION

ar venojen ma kerzit dreizhi : Quoniam dies mali sunt.
Mad, kristenien, va Breudeur, amzer hebed hag a ve,
nemet en em fazia ' raffen, danjerusoch evit an eneou
eget an amzer e vevomp ennhi.
Berniit, atao, gaou var gaou, a lavare gueach all eun
den difeiz, chomm a raio bepred eun dra benag var-
lerch. Mad, va Breudeur ker, bugale Voltaire a zo
choaz beo. Dalchet ho deuz sounj a gomzou ho zad ha
roet ho deuz ho ger an eil degile, evit ober brezel da
Zoue ha dhe jervicherien vad.
Meuli an drouk ha dougen dezhan ; sklabeza 'r mad
ha distrei diouthan dre ho geier, ho gwall skouer, ho
drouk-prezegerez, setu ho micher, ha re aliez e teuont
a benn deuz ar pez a glaskont.
Dar re achanoch a rank anzao ne ma int ket en eur
stad vad dirag Doue, me gav ive eur gomz da lavaret,
unan deuz ar guella, deuz ar charantezusa komzou
deuz al leoriou sakr : Venite ad me omnes qui onerati estis
et ego reficiam vos ; choui holl hag a zo sammet
ha sammet och, va Breudeur, ar pechet ' zo pounner
dan diouskoaz, zo chouero dar galoun deuit,
deuit kuitibunan, ha me, a lavar Jesus-Krist ho kraio
a nevez.
Va breur ker, va choar baour ! great och bet gant
Doue er vech kenta ha great mad.
Setu ama eur galoun, sellit outhi (1). Enhi pebeuz feiz,
pebeuz karantez, pebeuz santelez ! O kaloun gristen, na
(1) An Aotrou Quere a lavare kement-ma en eur ziskouez taolennou
ar mission.

EVIT DIGOR EUR MISSION 123

te zo pur ! na te zo kaer ! na te zo distag dioch fals pli-
jadureziou an douar ! He dourn da eal mad, ha great
evidot, pegen dudius kurunen ! Nag a bedennou a obe-
rou mad a bign achanout bemdez, varzu an Env !
Hag euz an Env nag a chrasou a zisken varnhoud da
heul bennoz Doue !
Setu ama eur galoun all : sellit ivez outhi. Kollet eo
he gened, pistiget he feiz, gouliet holl he charantez.
Neo mui templ an Aotrou Doue. E dourn he eal mad,
e leach eur gurunen, me a vel eur chalur karget a
zaëlou. Henvelebit an eil ouz heben. Hag ho anavoud
a rit-hu ? Va Breudeur ker, da biou ar genta, da biou
an eil ? Deoc'h c'houi, deoc'h ho c'hunan, va breur ker,
va choar baour. Setu ho kaloun pa gouskach var bar-
lenn ho mamm, ho kaloun da zeiz ho pask kenta, ho
kaloun marteze, beteg an oad a ugent, a dregont vloaz.
Penaoz eta, pe zeiz hag e pe chiz an aour melen a
gollaz he liou hag ar steredenn a goezaz euz an Envou :
Quomodo ceciderunt stellæ ?
Baleet ho cheuz, siouaz ! re zizoursi, digoret ho
skouarn da gomzou ar bed, lakeat ho troad e kichen
troad eur mignon fall, lezet re a gabest gant ho kaloun
baour hag ar pechet a zo deuet da sklabeza, da zis-
penn, da zistaga labour an Aotrou Doue. Deuit ha
lavarit : « Va goalchit, va azgoalchit ! Grit eur chouez
dho toare ha peurnetaït va ene, ma vezo adarre ker
pur, ker guen dirazoch, evel pa zortiaz divar fount ar
vadiziant, gant eur zantelez vras. » Ha dourn an holl

126 EVIT DIGOR EUR MISSION

challoudek a zavo eun ti nevez gant eun ti kouezet
enn he boull : Et ego reficiam vos.
*
* *
Neo ket ken diez ha ma chalfach sounjal, ober mad
ho mission. Gusta et vide : Deuit holl a chui velo var-
lerch. Aleiz eo brasoch trugarez Doue eget na deo
fallagriez an den. Doue a bardonaz dal laer deou, da
Vari-Madalen : neo ket bihaneat he challoud na stri-
seat he galoun : pardoun hen deuz evit an holl, pardoun
a ginnik dan holl.
Koulskoude, Doue na raio ket tout he-unan. Poanit
deuz ho kostez. Deuit, strivant, da zelaou he gomzou.
Evit dont, lezit peb labour all. En eur zont, deuit gant
choant da ober mad. Lavarit hirio, gant an iliz, deiz ar
Gouel kaer-ma :
Da posse quod Jubes, Pater
Da scire, Filii, quod doces
Fac corde toto Spiritus
Nos velle quod probas bonum. Amen.
* * *


II
Var ar Zilvidigez
Quid prodest homini si mundum universum
lucretur, animæ vero suæ, detrimentum pa-
tiatur. Math. 16-V.
Petra dalv dan den gounit ar bed holl, mar teu
da goll he ene.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Pignat a raan, hirio, er gador-ma, evit ar chenta
gueach (1). Ne manavezit ket ha me, ne anavezan ket
ac'hanoc'h. Hebken, c'houi c'hoar e zoun belek Jesus-
Krist karget da ziskleria he lezen dan dud ha galvet,
hirio dreist pep tra, da zigas deoch da zounj euz a
vrasa guirioneziou an aviel.
A hent all, me a choar e zoch kristenien, va breu-
deur ha va choarezet, dre eur memez badiziant ha gal-
vet dar memez baradoz. Setu ar pez a ouzon, ar pez a
chouzoch, ha se zo awalch.
Rak ma teuan en hano Jesus-Krist, choui a zelaouo
va chomzou gant eur guir choant dho lakaad da dal-
(1) Ar zarmoun-ma ' zo bet great evit mission Recouvrans. Eno, an
Aotrou Quere hen doa da brezek var ar zilvidigez, ar maro, ar
varn hag an ifern.

128 VAR AR ZILVIDIGEZ

voud evit hoch ene. Ha me, rag ma komzan dirag tud
hag a zo galvet da vont dan Env, a zo merket sklear
va rouden dirazhon.
Komz a dlean deoch, nann euz a vadou na plijadu-
reziou bresk ar bed-ma, lod all her gra beteg re mar-
teze, siouas ! mez euz ho Toue, euz hoch ene, euz an
hent a gas dan eurusded eternel.
Va breudeur ker, hen ober a rin, nan koulz ha ma
ho divije kalz all her great em leach, mez ervez va
nerz ha va galloud.
Goude holl, ar pez a vanko deuz va chostez, ho
polontez vad, hen esperout a raan, ho polontez vad hen
askouezo. Hag euz komzou dinerz dreizho ho-unan,
choui a denno, gant sikour Doue, eur mad benag evit
hoch ene.
Her gouzout a raan, ar guirioneziou, ma tlean ko-
zeal anezho deoch, choui ho anavez pell ' zo. Eur
veach a vuioch, koulskoude, e vezint displeget dirazoch,
rag ma zint, evel pa lavarfen, ar mean fount ma hen deuz
varnhan Jesus-Krist diazezet ha savet he relijion zantel.
En deiz hirio, va Breudeur ker, e zeuz eur virionez
hag a zeu anezhi he-unan den em ginnig dho spered
ha da mhini.
E pe sounj, pe evit petra e zoch choui deuet ama ?
Deuet och rag ma ho cheuz lavaret, santet, kompre-
net, e zeuz aze en ho kreiz, eun ene, eun ene ha ne
varvo ket, eun ene hag a dleit da savetei ; a zioch ho
penn eur baradoz da chounit ; a zindan ho treid eun
ifern hag a ranker klask distrei divarnhan.

VAR AR ZILVIDIGEZ 129

Ne deuit dar mission-ma, nemet er zounj-se. Pep
sounj all a gemerfach evit eur mank, eur fazi ha koulz
lavaret eur pechet.
Setu ive perak e teuan, hirio, en eur staga dal labour,
da gozeal deoc'h euz a zilvidigez hoc'h ene, da lavaret
da bep unan achanoch, ar pez a lavaraz gueach all hor
Zalver Jesus-Krist dhe ziskibien : Quid prodest homini
si universum mundum lucretur, animæ vero suæ detri-
mentum patiatur ? Petra dalv dan den gounit ar bed holl
mar teu da goll he ene ? Petra hen digollo deuz a eur
choll ker bras ?
Ar zilvidigez eta zo eun dra red ; evid he ober eo
red poania ; piou evithi a gemer eur guir boan ? Setu
e tri cher ar gelennadurez-ma.
*
* *
Ar zilvidigez a zo eun dra red.
Neuz den ebet ha nen deffe ket bet great outhan he-
unan, eur vech pe eun all, ar goulennou-ma : Petra
oun-me ? Euz a beleach e teuan ? Da beleach e zaan ?
Piou oun-me ? Merket eo var dâl an den, eo roue an
holl draou krouet. Beza hen deuz eur chorf hag eun
ene. Dre he gorf e tisken beteg an anevaled, mez dre he
ene e sav beteg Doue. An den zo ar mell a stag ouz
Doue an holl draou krouet.
Deuz a beleac'h e teuan ? An den neo ket bet atao.
An dud desket a lenn var ar bed, pegeit zo abaoue ma
zo anezhan. An douar zo bet ha noa den varnhan. Deuz
9
130 VAR AR ZILVIDIGEZ

a beleach eo deut an den kenta ? Klaskit en em drei
evel ma karfoch, e rankfot, kaer a vezo, lavaret neo
ket deut an den anezhan he-unan, lavaret eo bet krouet
gant unan benag, gant Doue.
Da beleach e za ? E feiz, varzu ar bed all ha buhan.
Ar vuez hirra, var an douar, a dremen evel eur bouil
moged. Hag er bed all e vo kount da renta deuz ar
vuez-ma. Ervez ma ra, an den a ra dan aneval. An
aneval zo krouet evit an den hag abalamour da ze, he
vuez ne da ket hirroch eget ar bed ma. Mez an den a
ranko ive, renta kount. Ervez ma raio, Doue raio
dezhan. Hag abalamour da ze : Creavit Deus hominem
inexterminabilen.
Er bed all nhon dezho ket holl digant Doue, ar memez
lojeiz. Ar re vad hebken, a vo digemeret ganthan en he
varadoz. Ar re fall a vezo stlapet en ifern. Dheomp-
ni da choaz. Mez eun devez a zeuio, ha na vo mui pell,
hon eneou a vo gant an diaoulou en tan pe gant an Elez
er gloar ; mez heb dale e vezomp sent gant Doue en he
varadoz, pe tud daonet en ifern. Neuz leach all ebed e
peleac'h e c'halfemp mont goude ar vuez-ma. Red eo
eta, mar fell deomp beza eürus er bed all, ober brema
hor silvidigez.
*
* *
Evit ober ho silvidigez eo red poania.
Savetei hon ene ' zo evidomp hon affer vraz, hon affer
genta, hon affer heb mui ken.
Lavaromp, dastu, ne chellimp ket, heb kemeret poan,
dont a benn dhen ober. Doue goude beza hor chrouet

VAR AR ZILVIDIGEZ 131

heb domp, nhor saveteio ket heb domp. Rouantelez
an Env a zo, nann eun donezoun mez eur rekoumpanz.
Neo ket kement hini a lavaro : Aotrou Doue ! Aotrou
Doue ! a gavo ennhi digemer. Regnum clorum vim
patitur : ar baradoz a choulen beza kemeret dre nerz.
Hag e guirionez, ober he zilvidigez a zo, var eun dro,
eun dra ziez hag eun dra amjest.
Setu aze dirazoch eur pez labour stard ha ne cheller
da gas da benn nemet dre galz aket. Kalz en ho raog o
chen em fichout var ho nerz pe izign, a zo chommet da
goll ho amzer ha da heul, ho deuz kollet ho foan. A
hent all an amzer evit he ober a zo berr, an noz a chell
dont varnoch, ar barrou kazarch, bouilladou glao a
zigas aliez kalz a zale. Neuze, petra ' rit ? Labourat a
zrevi-beo, heb hean ebet. C'houi ' lavar : pa vezo ganhen
echu, me a ziskuizo. Achan di, red eo chouezi dourek
ha beza dizamant, digernez ouz he boan, hag ar virio-
nez a zo en tu diouzoch.
Hogen, kristenien, setu petra eo ar zilvidigez. Diez
eo he ober ervad.
Nag a vertuziou da chounit ! Feiz, esperanz, karan-
tez dousder, habaskder, glanded : holl e ranker ho
chavoud. Nag a guall gustumou da zischrizienna !
Kustumou kemeret a bell zo, marteze, eat doun er
galoun ha mignon dezhi ; plegou fall a bep giz, deut da
veza krenv dre zigareziou ker fall hag hi, hag holl
kountrol da lezenn Doue.
Nag a bechejou da ober anezho pinijen ! Adalek ho
kavel beteg hen, grit eur zell piz var ho puez hag e

132 VAR AR ZILVIDIGEZ

rankot plega ho penn ha lavaret : O pet truez ouzin, o
va Doue, pecher paour ma zoun !
Nag a enebourien da drechi ? Ar bed gant he skuer
fall, an diaoul gant he finesaou, ho kaloun hoch unan
gant he zempladurez.
Pet gueach, en dalch ouz an traou-ze holl, nho cheuz
ket lavaret : ia diez eo, diez bras beva e guir gristen, diez
derchel penn dar bed, diez trechi an drouk-spered,
diez renka er galoun kement a ioulou direiz, atao o
virvi evel goagou dijaden ar mor e kounnar.
Ha koulskoude, an amzer a zo berr. Petra eo ar vuez ?
Eun nebeudik deveziou staget penn-da-benn etre ar
chavel hag ar bez. Buhan ha buhan e teu an noz : noz
ar chlenved, noz ar maro, noz ar bez, noz an eternite.
Tostaat a ra bemdez. Marteze e ma e toull an nor ha
ne zonjit ket.
Setu perak, koz ha iaouank, paour ha pinvidik, poa-
niomp stard heb gourlerchi, heb argila, gant aon ne
chelfomp ket kas al labour da benn.
Red eo choas taol evez mad ha lakaat pep tra en
implij, rak affer ar zilvidigez a zo eun affer amjest.
Va Breudeur, dougen a rit eun tenzor a briz bras ;
mar hen diwallit mad, setu chui euruz da viken ; mar
her chollit e kollit tout. Mez nebeudik ho cheuz a nerz,
armet fall och den em zifenn hag an hent ma tremenit
dreizhan, a zo gwall vrudet.
Varnezhan kalz a zo en em faziet, kalz a zo bet laeret,
kalz kavet maro. Petra reot-thu neuze, va Breudeur ?
Taol evez evit dispartia mad ho chent ; taol evez da

VAR AR ZILVIDIGEZ 133

zelaou an disterra trouz ; kerzet gant tiz en aon raog an
denvalijen ; klask da vont dho cheul mignouned ho
cheuz ennho fizians ; mar kavit eun tachad danjeruz e
rit an dro ; mar guelit eun den treset fall e chen em
guzit pe en em lakit var ho tifenn.
Mad, kristenien, dougen a rit eun tenzor a huelloch
priz eget holl draou an douar : Dougen a rit hoch ene
hag en ene-ze, ar pez a rankot da ginnig da Zoue evit
prena ho plas er Barados. Mez, eme sant Paol, choui
hag a zo en ho sav, taolit evez da gueza : Cave ne cadas.
Guelit mad, klaskit ar venojen dizanjer, rag amjest
bras eo an amzer a dremenomp : Quoniam dies mali
sunt. Greomp eur zell en hon raog hag en dro dheomp.
Nag a bet goude beza great kalzik hent a zo en em
faziet ! Nag a bet goude beza roet kalz da esperout a zo
deuet da falgalouni, da jomm a zav pe da zistrei var ho
chiz ? Nag a bet hag a ioa dija ho dourn krog er guru-
nen hag ho deuz he lezet da goueza dan douar ? Penaoz-
ta, eo kuezet er pri ar stereden gaera deuz an oabl ?
Quomodo ceciderunt stellæ ? Ah ! nho doa ket taolet
evez, nho doa ket studiet ho hent na koumprenet
awalch pegen amjest oa ober ar zilvidigez.
*
* *
Piou eo ar re a gemer eur guir boan evit savetei ho ene ?
Setu ama, ervez an Aviel, penaos e rankomp en em
gemer evit kas hon ene dar baradoz.
Si pes tuus scandalizat te abscide eum et projice abs
te... Mar deo ho troad penn-kaos a bechet evidoch,

134 VAR AR ZILVIDIGEZ

trouchit hen ha taolit hen pell diouzoch. Guell eo
mont dan Env gant eun troad hebken, eget na deo
mont gant he zaou droad dan ifern.
Qurite primum regnum Dei et hc omnia adjicien-
tur vobis : Klaskit da genta rouantelez an Env hag a
hent all, pep tra a zeuio deoch var ar marchad.
Sive manducatis, sive bibitis, omnia hc in gloriam
Dei facite : Pe choui a zrebo, pe choui a evo, pe choui
a raio eun dra benag all, grit pep tra evit gloar Doue.
Qui autem perseveraverit usque in finem, hic salvus
erit : An nep a gendalcho beteg he varo, hennez hebken
a vezo salvet...
Setu komzou an Aviel. Mar kavit guell, lavaromp
anezho berroch :
Ar zilvidigez en despet da bep tra,
Ar zilvidigez araog pep tra,
Pep tra great er guel a Zoue,
Evit hor zilvidigez, poania bemdez ha bep mare.
Er meaz deuz ar pez a zell ouz hor zilvidigez, e chel-
lomp ober meur a zakrifis. Eun tad evit he groua-
dur a chell, pa gar, a dle avechou, rei he amzer, he
boan, he vadou, he vuez zoken. Mez a eneb he zilvidigez,
den na dle, na chell ober netra ; dezhi e rank, pa vez
red, sakrifia holl kentoch eget he mankout « Si pes
tuus scandalizat te, abscide eum. »
E chellomp er bed-ma, klask ha dezirout meur a dra,
mez er penn kenta, klask hor zilvidigez. Klask kreski
hon danvez, goulen ar iechet, dezirout eur renk enoruz

VAR AR ZILVIDIGEZ 135

etouez hon nesa, netra guelloch. Mez dreist an traou
holl, klaskomp rouantelez an Env hag an nemorant a
zeuio var ar marchad.
Er bed-ma, pep den hen deuz he stad, he renk, he
labour, ha peb den, ervez he stad, a rank poania en he
renk, da ober mad he zever. Mez mar domp fur, ar
zonj euz silvidigez hon ene a dle beza lakeat e penn
pep tra : Omnia hc in gloriam Dei facite.
Meur a dra var an douar, goude beza bet great epad
niver bloaveziou, a chell beza lezet a gostez. Eur mi-
cherour, eun devezour, eun den a vor, eun den a bluen
a lavar, da eur mare a zeu : « Eskennet awalch e meuz
va chorf ha skuizet va speret; an oad a zeu, bevomp
brema dibreder gant ar pez hon deuz dastumet. Pep
hini dhe dro. » Nho zamallan ket, mez evit ar zilvidi-
gez neuz nag oad na termen. Betek fin ar vuez e tleomp,
e rankomp poania dhe digaz da vad, dhe chas da benn.
Va Breudeur, setu aze e pe chis en em gemeret.
Kostez ha kostez lakit ho puez ha guelit ha choui e
guirionez, a ra kement ha ma zeo dleet evit savetei
hoch ene.
Pe ni her gra, pe nher greomp ket, ne ouzoun dare,
va Breudeur ker. Ne glaskan ket zoken, her gouzout evit
hirio. Mez ar pez a chouzon mad, eo evel-se ho deuz
great ar Zent.
« Na pe da vare, o va Doue, a lavare ar prophet
David, gueach all, na pe da vare e teuio an heur ma zin-
me davidoch ? Pe da vare e tanvaïn-me etre ho tiou-

136 VAR AR ZILVIDIGEZ

vreach, levenez pur an eurusded eternel ? Re bell,
siouas ! e rankan chomm pell diouz va mamm-bro :
Heu mihi quia incolatus meus prolongatus est ! Varzu
ennhi e c'huanadan evel ar c'haro varlerc'h an dour ien. »
Dezhan, netra na vanke var an douar. Ha koulskoude,
pa zeo dezhan roet ar chelou e tle pignat dan Env,
he galoun a drid gant joa : Lætatus sum in his qu
dicta sunt mihi, in domum domini ibimus.
Klevit sant Paol dhe dro: « Den reuzeudik ma zoun,
emezhan : Infelix ego homo ! » Ha perak ta, abostol
braz ?
Evit prezek ar feiz ho cheuz treuzet kement a vroiou,
gounezet ho cheuz kement a eneou da Zoue ! « Quis
me separabit de corpore mortis hujus ? Piou am distago
deuz ar chorf marvus-ma ? Piou a dorro va jaden-
nou ? Ar maro a vo eur gounid evidon : Mori lucrum. »
Guelomp ar Zent holl, o pedi, o iun, aliez divar
bara ha dour. Kalz anezho o kousket var an douar ien,
o tilezel pep tra, kerent, mignouned, madou, evit beza
surroc'h da c'hounit an Env.
Ha ni, va Breudeur ker, greomp, hirio da vihana,
eur zounj mad var kement-ma.
Eur speret hon deuz : nhel lakeomp ket mui, evel
beteg-hen marteze, da zounjal hebken er bed, er madou,
er plijadureziou, er pechet : sounjomp e Doue, en Env,
en hon ene: Qu sursum sunt sapite.
Eur galoun hon deuz. Distagomp-hi muioch, dioch
traou an douar evit he zevel tostoch da vadou ar bara-
doz : Sursum corda.

VAR AR ZILVIDIGEZ 137

Eur chorf hon deuz. En em skuizet awalch eo beteg-
hen, e kreiz labourou ar vuez-ma, e kreiz an dizurziou
marteze, poent ha tremen poent eo e labour-fe a zrevi
evit ar bed da zout.
*
* *
Ha brema, abarz achui, eur gomz choaz. Ma zeuz
chommet unan benag en ho touez, euz ho tud, heb
dont, heb kaout sounj da zont dar mission, lavarit eta
d'ezhan hen deuz ivez he lod da c'hounit e Baradoz
Doue, eur gomz vad a chell hen distrei, eur bedenn
kalounek a chell tenna gras Doue. Hag evidomp-ni, ni
deuet hirio, da zigeri ar mission, lavaromp en eur
vouez : Dixi nunc cpi : red eo savetei va ene ? Mad !
ia ! divar hirio e kommansan.
« O va Doue, grit ma koumprenint mad an neubeud
komzou a meuz dezho lavaret. Grït ma skrivint doun
en ho chaloun, en abardaes-ma, abarz mont da gous-
ket, ar gomz ma ' meuz dreizhi koummanset ha ma
chechuan ive dreizhi : Quid prodest ? Petra dalo dan
den gounit ar bed-ma holl, ma teu da goll he ene ? »
Evelse bezet great.

* * *


II
Var ar morgousk er stad a beched

Inter vos dormiunt multi (1. Corint. XL 30).
Hora est jam nos de sommo surgere. (Rom.
XIII, 10).
En ho touez kalz a zo kousket. Red eo pel-
loch dihuna. (Komzou S. Paol, darn dan
dud a Gorinth, darn all dan dud a Rom.)

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Lavaret e meuz deoch, dija, e maomp er bed-ma, evit
savetei hon ene. Ar zilvidigez, pep tra poezet mad, a
dle beza hon labour vras, hor labour genta, hor labour
heb mui ken. Rag baradoz gounezet, setu gounezet pep
tra : baradoz kollet, setu pep tra eat da goll.
Mez her guelet hon deuz ive, evit savetei hon ene e
ranker kemeret poan. Rag diez eo he chas da benn.
Evit he ober an amzer a zo berr. Hag ouspenn, beza eo
eun dra amjest bras.
Abars achui em boa diskuezet deoch eur mellezour : (1)
mellezour an ene fidel. En abardaëz-ma, eur mellezour
all a ziskuezan : mellezour an ene faziet divar an hent
mad. Marteze unan benag en em anavezo ennhan.
(1) Guelit e fin sarmoun ar zilvidigez.

VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED 139

A dra zur, beza e zeuz en iliz-ma, tud vad, ne lavaran
ket ebken ervez ar bed, barnedigez ar bed a dalv
neubeut a dra, mez ervez Doue : tud hag a vev e
doujans, e karantez Doue, a garfe koll kentoch pep tra
eget koll gras Doue.
Mez mar galle, gueach all, sant Paol lavaret gant
guirionez dar gristenien euz he amzer : Inter vos dor-
miunt multi : kals achanoch, evit ar pez a zell ouz an
ene, a zo en em roet dar chousket, en hon touez-ni,
va Breudeur ker, e chalfe beza ive unanou benag. E
zaan da glask, ma zeuz lod, rei dezho an dro, da la-
kaat en ho dourn, eur choulaouen evit en em anaout,
hag abarz achui, e tiskuezin dezho petra ho deuz da
ober, pe mar kavit guell, evit lavaret holl e daou cher :
Lod, ho deuz izom da zistrei var ho chiz, izom da
zihuna : Dormiunt multi ; Red eo hen ober, dastu, heb
gortoz, heb dale mui : Hora est jam de somno surgere.
Kristenien vad, ama euz va zelaou, ar pez a dlean la-
varet hirio, ne zell ket ouzoch hoch unan. Mez choui
koulskoude, a bedo Doue. Esper a meuz e skuillo he
vennoz var va chomzou, rag sellet a raïnt, marteze, euz
ar re a garit muia var an douar ha var stad piou e
skuillit, a bell zo, kalz a zaelou.
*
* *
Dormiunt multi. Va Breudeur ker, ar prophet
Jeremiaz, gueach all, en eur ober eur zell en dro dezhan,
a zantaz he galoun mantret hag he zaoulagad beuzet a
zour. Guelet a reaz ar bed-ma holl, sebeliet en eul linser

140 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECHED

gaon, evel ma vez er goan, goloet an douar gant eur
pallennad erch ; gueled a reaz er memez amzer, petra
ioa penn abek euz eun dristidigez ker bras hag e lavaras
en heur hirvoudi : « Desolatione desolata est omnis terra,
quia nullus est qui recogitet corde : ne velan er bed holl,
nemet leach da skuilla daelou, rag neuz den mui hag
a zonj-fe a vir galoun ! »
Evel ar prophet Jeremiaz, pa raan euz ar gador-ma
eur zell var ar pez a dremen, eveldhan me ' rank lava-
ret : « an dristidigez en em astenn var an douar. » Hag
ama, va Breudeur ker, neo ket euz malheuriou an am-
zer eo e komzan. Oh ! a dra zur, ni ho peleien, a garfe
gueled hor bro baour stard var he hellou ha sounn he
fenn evel gueach all, e leach he guelet blounset, gou-
liet, dantet holl, astenned a blad evel eur glanvourez.
Mez goude holl, ar bed-ma neo nemet eur skabel, la-
keat dindan hon treid evit pignat dan Env hag eur
skabel ha na dle servichout nemet nebeudik amzer. Pa
na ve ket ker flour, ken pinvidik-se, an dra-ze ne ra
ket kalz a dra ! Mes sounjal a dlean en eur malheur
brasoch : sounjal en distruj great en eneou kristen,
sounjal e dallentez ar re ne gomprenont mui pe evit
petra int krouet gant Doue. Hag an niver euz an dud-
ma, a zeblant mont var gresk atao.
Evesaomp kentoch ha guelomp.
Evel ma zeuz e skeul an Env meur a bazen, huelloch
an eil eget heben ha rag-se tostoch da Zoue, er memez
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.