Sarmoniou an Aotrou Quere - 13

Total number of words is 4945
Total number of unique words is 1417
63.3 of words are in the 2000 most common words
72.9 of words are in the 5000 most common words
72.9 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
vezo douget : setanz a vuez evit an den just, setanz a
varo evit ar pecher.
Tri dra a lako pounner braz ha chouero meurbed
setanz an den daoned. Beza ' vezo eur zetanz, didruez,
a zisparti, diremed.
Eur zetanz didruez.
Ar pez a zo guella dan den, eo eun nebeudik laoue-
nedigez en he boaniou, eo klevet a berz eun den all eur
gomz karantezuz, reseo eur merk a druez. Mez ive, ar
pez a deu da beurgreski hor rann-galoun, eo beza dilezet
en hon anken ha kavout, er pez hon deuz muia karet,
ar chenta penn-kaoz euz hor glachar.
Hogen, va Breudeur, deiz ar varn, ar pecher ne
gavo skoazel e nep tu ; hed he vuez e sounje dezhan
galloud tremen heb Doue. Touellet gant traou ar bed, ne
zante nep izom den em daol etre diouvreach he Grouer.
Mez hirio, ar bed a zo tremened. Ne jom gant an ene
nemet Doue euz eun tu hag an oberou fall euz eun tu all.
Hogen, ar guel hebken euz an dizurziou-ze a zo eur

240 VAR AR VARN ZIVEZA

beach mantruz evit ar pecher paour. Koumpren a ra
brema, pegen heuzuz tra eo ar pechet, peger braz dis-
kiantiz a berz an den, peger braz dianaoudegez e kever
Doue.
E kreiz he zizesper, ne gavo sikour e nep tu.
Hirio Jesus-Krist a zo evidomp leun a vadelez. Evi-
domp eo diskennet euz an Env, evidomp hen deuz
bevet paour, prezeget he aviel, skuillet he choad
var menez Kalvar. Evidomp, noz-deiz, e chomm
var an aoter da zelaou hor pedennou, da rei dheomp
grasou, da veza magadurez hon ene. Deiz ar varn, amzer
an drugarez a vezo tremenet ha deuet amzer ar justis.
Ar Verc'hez a zo hirio madelezus. Ne c'houlenn
nemet astenn he dourn dar pecher evit parea he chou-
liou. Da zeiz ar varn, goude beza bet disprijet, e tisprijo.
Ne fello mui dezhi beza na mamm, nag alvokadez da
vourreo he mab Jesus.
Hirio, ar Zent a zo he vreudeur ; ne choulennont,
ne glaskont nemet distrei divarnhan gualinier an
Aotrou Doue ; mez beteg ar fin hen devezo kemeret eun
hent dizhenvel dioch ho hini ; hen dianzao a reont
dho zro : nher chemeront mui evit ho breur.
Hirio, hon eal mad a zo evidomp leun a deneredigez ;
zoken e kreiz hon dizurziou, nhon dilez morse. Kerzed
a ra var hor lerch en eur wela evel eur mignoun a veler
o vont beteg ar bez da heul korf maro he vignoun. Deiz
ar varn, goude beza bet dilezet e tilez, goude beza bet
disprijet e tisprijo.

VAR AR VARN ZIVEZA 241

Setanz a zisparti.
Neuze a berz Doue, elez ar baradoz a ziskenno da zis-
partia ar re vad a douez ar re fall, evel ma veler da vare
an eost, al labourer gant he ridell o tenna greun a douez
ar skaodu.
An eneou dibech a vezo lakeat en tu deou dar Gador-
varn hag en tu kleiz ar becherien.
Ar vamm a vezo kemeret hag ar verch lezet a gostez :
ar mab kavet mad hag an tad kavet re skanv ; a zaou
vreur, a zaou bried, a zaou vignoun, unan a zo kemeret,
egile lezet a gostez.
Va Breudeur, ne esperan ket, gelloud rei deoch
da goumprenn, pegenn kriz eo eun henvelep dis-
parti.
Test oun bet eun devez a eun anken ar vrasa. Eur
chorf maro, korf eur chrouadurik iaouank a ziskennet
en douar. E tal toull ar bez, kroaziet he daouarn ar
vamm baour a ioa var he daoulin. Heb ober an disterra
klemmaden, e pede hag e skuille daelou. Mez pa glevaz
trouz ar genta paladen zouar o kueza var an arched e
lavaraz en eur grial forz : « Va chrouadur paour, ha
guir eo e ranki-te chomm aze ha me mont kuit ? Ha
guir eo naz kuelo mui va daoulagad, naz klevin mui o
kozeal ouzin ? Ha guir eo goude beza da zouget ha da
vaget, ne allin mui da starda var boull va chaloun ?
Ha guir eo e ranko ar vamm lavaret dhe mab kenavezo
da viken ? »
He fried a deuaz da gregi en he dourn hag a respountaz :
« Guir eo e rankomp lavaret kenavezo dhor chrouadur,
16
242 VAR AR VARN ZIVEZA

nann koulskoude, kenavezo da viken, mez kenavezo er
bed all. » Eun esperanz a jomme ganthi.
Mez deiz ar Varn, an disparti zo da viken ! Biken
mui nen em veler, biken mui nen em gaver, biken
mui nen em gozeer, biken ! biken ! Eur speuren ha ne
ello netra tremen dreist-hi, a vo savet etre an eneou
kollet hag an eneou eürus.
Neuze, mez re zivezad, ar pecher a anavezo peger
choero eo he blaneden hag a lavaro gant dizesper :
« Setu ar re ma reamp, gueach all, goap anezho. Tud
» dall ma zoamp, ni a gemere ho buez evit eur vuez dis-
» kiant hag ho flaneden evit eur blaneden heb enor. Hag
» hirio, setu ho renk etouez bugale Doue hag ho lod e
» mesk ar zent. En em faziet omp eta : Ergo erravimus,
» en em faziet omp eta divar hent ar virionez ; skleri-
» jen ar justis nhe deuz ket hor sklerijennet nag heol
» ar skiant vad paret varnomp. En em skuizet hon
» deuz var hent an dizurz hag ar gollidigez, kerzet dre
» venojennou rust ha dianavezet rouden Doue. Da
» betra eo bet mad dheomp an ourgouil, bet mad fou-
» gerez ar pinvidigeziou. An holl draou-ze a zo tremenet
» evel eur skeud, evel eur channad o vont abiou, evel
» eur vag var an dour, evel eul labouz en ear ha ne
» lez var he lerch na merk na rouden. »
Komzou meurbed chouero, va Breudeur, chouero
dreist holl, pho lavarer re zivezad !
Goap a reant, goapeat int. Disprij a reant, disprijet
int. Klask a reant madou ar bed, ha madou ar bed a
zo deut da veza ar pez ma zint, eat da netra.

VAR AR VARN ZIVEZA 243

En em faziet int eta, hag ar pez a beurachuo ho dizes-
per eo diveza komz ar barner just o tougen en ho eneb :
Eur zetans diremet.
Eur vech dispartiet an diou gevren, Jesus-Krist en
em dro var zu ar re a zo en tu deou dhe gador : « Deuit,
» emezhan, deuit, nann mui dar brezell. Echu eo peb
» stourmad, gounezet ar victor. Noaz oun bet hag ho
» cheuz va guisket ; naoun a meuz bet, va maget ho
» cheuz. Deuit eta, tud benniget. Pignit, pignit. Mall,
» mall bras e meuz. Rouantelez an Env a zo digor.
» Guelit he joausded, he levenez, evidoch int. Paour
» och bet, gwall gaset aliez : evit ho tigoll, setu eur
» rouantelez a bez, eur rouantelez great evidoch, eur
» rouantelez eternel : Possidete regnum. »
O setanz plijadurus ? O kelou dudiuz meurbed ! Mont
gant Doue ! Gant Doue dhe varadoz, beza kurunet a
chloar, beza da viken en eur mor a joaiou ! Pignit
eta, eneou eurus ! Kiit gant Doue ! Ho Kervel a ra !
He vugale och! Deoch e ro he vennoz, deoch en em
ro he-unan : Possidete regnun.
Mez, o va Doue, euz ar re a zo en tu kleiz, ho kroua-
durien ive, euz outho petra reot-hu ?
« Kiit, eme Jesus, kiit... » Mez, o va Doue, da beleach
e zaïnt-hi pell diouzoch ? C'houi a bign dan Env. Ha
ne gavint-hi ket ive, eur chornik benag en ho
rouantelez ? « Kiit, kiit pell diouzin : Discedite. Ho
» kalvet e meuz, ho kortozet pell hag hir ; redet e meuz
» var ho lerch evel ar pastor mad varlerch an danvad

244 VAR AR VARN ZIVEZA

» dianket, ha choui a reaz ar skouarn-vouzar, a droaz
» kein ! Kiit, eta, ive brema ; heuillit ho chent atao...
» Mez pell diouzoch ha pa na jomm mui nemedoch
» gant an den, penaoz beza eurus ? » « Neo ket ho
» guelet eurus a fell din mui. Va malloz a zo var ho
» penn. Kiit, tud milliget, kiit da di an hini ho cheuz
» kemeret evit ho Toue epad ho puez. Kiit dan tan
» eternel gant an drouk-speret. »
Kristenien, krisa setanz ! doaniusa planeden ! Ran-
kout dre hor faot hon unan, gueled ar baradoz kollet,
lavaret kenavezo da Zoue, dar Zent, dhe Vreudeur,
dan eurusded, ha kenavezo da viken ! Rankout dre
hor faot hon unan kueza en ifern ha chomm ennhan da
virviken, da leski e kreiz an tan ! Rankout dre hor
faot hon-unan ha var eun dro, koll ar brasa mad, ar mad
heb mui ken ha koueza ouspenn, heb esperanz hebet, e
kreiz ar brasa malheur.
*
* *
Kristenien, va Breudeur, echu ar varn ; merket eo he
lojeiz, roet he loden da bep unan. E pe du, e pe loden
en em gavimp-ni dan deiz braz-se ?
Ma tiskenfe, ama hirio e m plas, evel ma tiskenno da
fin ar bed, Hor Zalver benniget Jesus-Christ evit ho
parn petra ' ve ho planeden ? Aze ho tourn var ho kous-
tians, petra ' lavarit achanoch hoch unan ? Taolomp
eta evez ha greomp mad hor zounj.
O va Zalver, e leach guelet en ho tourn balans ar
justis, e velan ho tiou vreach digor var ar groaz evit

VAR AR VARN ZIVEZA 245
pardouni. Pardoun eta evidomp holl ! Pardounet ho
cheus da Vari-Vadalen, pardounet dal laer deou ; espe-
ranz a zo eta evidomp ni ive : Mihi quoque spem dedisti.
Grit, o va Zalver, ma klevimp holl ar gomz eürus :
« Deuit, tud benniget gant va Zad, da gemeret perz er
rouantelez a ched achanoch abaoue krouidigez ar
bed. »
EVEL-SE BEZET GREAT.

* * *



XI
Prezegen var an ifern

Discedite a me maledicti in ignem æternum.
It pell diouzin dan tan eternel. (S. Vaze, 25-41).

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET KRISTEN,
Ar bed-ma holl a zo meurbed din a druez, rag ne
gaver ennhan, koulz lavaret, den ebed, hag a sounjfe a
vir galoun pe evit tra eo bet krouet gant Doue. Touellet
gant afferiou, madou, plijadurezou an douar, trechet
gant techou fall hor chalonou, dallet gant troumple-
reziou ar bed ha finesaou an drouc-spered, e vevomp
evel tud ha nho deffe kount ebed da renta euz ho
buez, evel tud ha nho deffe goude ar maro, netra da
zouja, netra da esperout.
Ha koulskoude, tud dizounj ma zomp, eun heur a
zeuio, heur a spount hag a enkrez, ma rankimp, dre
daol ar maro, kimiada dioch holl draou an douar. Eun
heur a zeuio, heur a drubuil choaz brasoch, ma
choulenno ouzomp ar barner just eur gount piz ha
didruez euz hor buez, penn-da-benn ; eun heur a zeuio,
heur a rann-galoun heb he far, ma velo an den, maro

VAR AN IFERN 247

er stad a beched, an ifern gant he boaniou digor frank
evit he lounka da viken.
Euz an ifern-ze, kristenien, eo e teuan hirio da gozeal
deoch.
Klevet a rear, lod tud o lavaret : « Marteze neuz
ifern ebed ! » Diskuez a rin deoch e zeuz, e tle beza eun
ifern. Kleved a rear tud hag a lavar: « Marteze neo ket
guir kement, a glevomp divar benn an ifern ! » E zan
da lavaret deoch petra eo.
Eun ifern a zo ; petra eo an ifern-ze ? Setu eta
he daou cher ar gelennadurez-ma.
Perak, a lavarot marteze din, perak kozeal dheomp
euz an ifern ? Perak ? va Breudeur ker, perak a lavarin-
me da m zro, perak pa vez taget mab an ti gant eur
chi klanv, e lavarer dan dud : « taolit evez, eur chi
klanv zo var dro ! » Kalz a zo bet ar pez ma zoch, ho
deuz bevet evel mho peuz hag a zo, hirio, en ifern.
Setu perak, taolit pled mad ouz va chomzou, rak ar
virionez a zisklerian, hirio, a zo euz an huella priz evit
an holl. Mar doch kristenien vad, selaouit gant evez
evit heulia choaz, gant mui a gourach, lezen ho Toue.
Mar bevit er stad a bechet, selaouit choaz guelloch ha
marteze ar zounj, ar guel euz an ifern ho lakaio da
zilezel ho kwall vuez !
*
* *
Beza zeuz, e rank beza eun ifern.
Marteze, ne deuz ifern ebed a lavar, eta, an den difeiz
evit lakaat ar re all da veva evel ma vev he-unan.

248 VAR AN IFERN

Marteze, ne deuz ifern ebed a lavaro dhe dro, ar pecher,
evit mouga rebechou he goustians ha kousket dizoursi var
penn-vele ar pechet.
Marteze neuz ifern ebed. Marteze ! Her goulen, hen
esperout a rit. E karfach gelloud her chredi. Mez ho
koulen neo ket mad, ho chesperanz neo ket guelloch,
hag ho kreden, mar kredit, a zo falloch choaz.
Kounta a rear deuz eur vezen ha pa zear en dizheol
dindan-hi, a zigas eur chousk pounner dan den ha,
tostik varlerch, ar maro. Emaoch en eun dizheol
trubard, pecher ha pecherez paour ; ar greden ma
kouskit dindan-hi a denno varnoch malheur, rak kaer
hor bezo, pe ni her chavo mad pe fall, eun ifern a zo,
e rank beza eun ifern.
Eun ifern a zo.
Evit hen diskuez deoch, choui hag a gred da gom-
zou an Aviel, choui hag ho cheuz feiz e kredennou an
Iliz, ne rankin ket kemeret nemeur a boan. En hon
religion, guirionez ebet, merket sklerroch evit houma.
Selaouit kentoch hor Zalver he-unan o komz deomp
en Aviel. (Luc, xvi §. 20).
Beza zoa, emezhan, eun den pinvidik bras, guisket
kaer ha maget a bep vella. Beza e zoa ive, e toull he
zor, eun den paour, Lazar he hano, goloet holl a chou-
liou. Hag ar paour a choulenne terri he naoun gant ar
bruzunachou a gueze divar taol ar pinvidik. Mez den na
roe dezhan draillen. Hebken, ar chas a deue ha gant ho
zeod a zeche gouliou he gorf.

VAR AN IFERN 249

Hogen, digwezout a reaz dar paour mervel. Hag an
elez disken evit hen dougen dan Env. Hag ar pinvidik
mervel ive, hag hen Kristenien, taolit evez mad euz
ar gomz-ma ; beza eo unan a gomzou Jesus-Krist ha
merket eo ennhi, var eun dro, planeden ar falz-pinvidik
hag hini an holl becherien, hag hen kueza e kreiz
an ifern : Et sepultus est in inferno.
Hag en eur zevel he zaoulagad, a greiz he dourman-
chou, e velaz Abraham a ziabell ha Lazar en he gichen.
Hag e lavaraz en eur grial : Abraham, hon tad, ho pezet
ouzin truez ha digasit Lazar evit ma chlebio penn he
viz en dour, ha ma tistano va zeod, rag ne chellan ket
kerzet, poan a meuz ama e kreiz an tân : Crucior in hâc
flammà. Hag Abraham respount : « Eur speuren a zo
etre choui ha ni, en heveleb doare na chell den pignat
euz a chalese beteg ama, nag euz achalenn disken
beteg aze. Va mab, ho pezet sounj e zoch, hed ho puez,
bet er blijadur, ha Lazar er boan ; brema, dhe dro,
e ma er joa ha choui en dristigez. »
Guelet a reomp aze, tri dra merket sklear. Da genta
eul leach a levenez evit an den just, dan eil eul leach
a boan evit ar pecher, hag etrezho ho daou eur speuren
ha ne chell den tremen dreist-hi.
Ma na vije ket bet ar chomzou-ze ker sklear ha ma
zint, ma na vije ket bet anat dreizho e zeuz eun ifern
evit ar pecher, em bije gallet, ouspenn, diskouez deoch
hor Zalver o chen em hevelebi ouz eul labourer hag a
zeu da fin an eost da zispartia 'r plouz a douez ar
greun evit ho zaol ebarz en tân : Ad comburendum. Hen

250 VAR AN IFERN
diskuezet em bije hen deoch, ho chen em hevelebi ouz
eun tad a famill hag ha choulen digant he zervicherien
eur gount piz ha leal, ha goudeze, a daol er meaz e
kreiz an denvalijen he zervicher dieguz : Inutilem servum
ejicite in tenebras exteriores.
Mez perak, va Breudeur ker, kozeal deoch kement
a gomzou Jesus-Krist ? He vuez, muioch choaz eget he
gomzou, a rent testeni e zeuz eun ifern.
Hor Zalver a zo diskennet var an douar euz an Env,
ha perak ? Bevet hen deuz paour : ha perak ? Great hen
deuz sakramanchou : ha perak ? Maro eo, maro e kreiz
an dismegans, maro e kreiz poaniou estlammuz, maro
var groaz an dorfetourien ha perak ? Va Breudeur,
respountet ho cheuz : Jesus-Krist a zo ganet, hen deuz
bevet paour, a zo maro var menez Kalvar evit terri hor
jadennou, evit distruja rodou an iaoul en hor chaloun,
evit deski deomp hent ar baradoz, pe mar kavit guell :
evit sarri dindan hon treid dor an ifern. Etre an ifern
ha ni hen deuz savet he groaz, he groaz ruz-glaou gant
he choad sakr. Eur penn euz ar groaz-se a stouf gi-
nou an ifern, ar penn all a zigor ar baradoz : setu ar
penn kaoz a varo Jesus-Krist.
Nach an ifern a zo, eta, nach an Aviel, nach kroaz
hor Zalver.
Hag en em estoni a dleomp-ni, goude kement-se,
mar klevomp an Iliz, an Iliz sklerijennet gant Doue ha
karget ganthan da genderchel ar virionez etouez an dud,
o rei malloz da nep piou benag a gredfe lavaret ne zeuz

VAR AN IFERN 251

ifern ebed ; o rei nerz dhe beleien da grial ouz ar pe-
cher evit he zihuna : « Eun ifern a zo, nann evit an
holl, mez evit kement hini a varv er stad a bechet mar-
vel. »
Evit eur christen katolik, guirionez eta ebed hag a
ve sklearoch eget houma.
Ha ma na fell ket deoch beza kristen katolik, mar
fell deoch disken, rag kuitaad ar feiz eo disken : ni
zo er pen huella, petra e viot choui ?
Protestant marteze ? Va Breudeur ker, ne anavezan
ket protestantet an amzer vrema. Ne anavezan ket, a dra
zur, petra gredont ha petra na gredont ket ; rak eur
veach faziet divar hent ar virionez e challer chench
guenoden, da bep mare. Ar gaou kenta a zo deuet a chi-
nou an aerouant hag a choudevez, hen deuz dalchet
ar memez bale gant he dad. Ne chell ober hent, mont
araog, nemet en eur en em gorvigellat, en eur en em
gorgamma, lod anezhan atao a dreuz evel an aer pa ra
hent. Mez ma ne anavezan ket ar brotestantet, me ' ana-
vez hel lavaret a raan heb kaout ar zounj da offansi
den, me anavez ho zad, eur choz manach kuiteat
ganthan he leandi evit distrei er bed. Anaout a raan he
vuez. Eun dervez, o pourmen gant he chreg, eul leanez
paour faziet ganthan, e selle ouz an Env. Hag he chreg
a lavare : « Sell, Martin, peger kaer eo. » Hag hen a blege
he benn. « Sell-ta, emezhi, pegen kaer eo ! » Hag hen
respount : « Ia, kaer eo, mes neo ket evidomp-ni ! »
« Red eo eta distrei neuze ! » « Ruillet ar voul, re
zivezad eo ! »

252 VAR AN IFERN

Ia, ruillet ar voul ha distruj a ra. En eur ruill e torr
he gouzoug dar virionez.
Pa velaz Luther ar gador govez ha merket varnhi :
Ama e ranker dizelei gouliou ar goustianz, e kavaz an
dra-ze re boanius evit he galoun hudur ha gant eun
taol kil-dourn e taolaz dan traon ar gador govez hag
ar gofesion dhe heul. En em gavout a ra dirak ar
purgator. Seblantout a ra klevet he dud eat da anaon, o
choulenn diganthan pedennou. Oh ! gueach all, e
chouie a greiz he galoun ober evitho ar pedennou-ze.
Mez hirio, e rank anzao ha lavaret : « Da betra pedi ?
Ne meuz mui ar memez relijion gant va zud koz. Petra
a dalvo va fedennou-me ? Nachomp kentoch e ve pur-.
kator. » Hag e lavaras : « Neuz purkator ebed. » En
em gavout a ra tal-ha-tal gant ar zent. Ar guel euz ho
foltred, en eur zigas dezhan da zounj euz ho buez santel
hag euz he wall vuez he-unan a zo evithan eun test he-
gazus. Pa vel dreist holl poltred ar grouadurez pur
dreist an holl, alvokadez ar Gristenien, mamm hor Zal-
ver benniget hen deuz lakeat he religion e dourn an
den, evel eur vaz evit he charpa var hent ar vuez, e
rank anzao : me a glask freuza, dispenn labour Jesus-
Krist. Hag e lavar : « Diskaromp ar zent : dirazho ne
daïmp mui dan daoulin ; en hon templou ne vezo mui
guelet ho foltred. »
Setu hen dirag an ifern. « Achanta, Luther, te hag
a cheuz dija great eun hanter-tro e kement all a virione-
ziou, petra a ri te, euz an ifern ? Kaer az pezo, keit ha
ma chommo ar spountailze en he zav, ne gouski ket

VAR AN IFERN 253

eürus. Diskar ive an ifern ! » Mez nann. Mallos Doue
e vel ouz hen difenn. Varnhan e vel merket e lizerennou
sklear : « Ama ar prenv ne varvo ket, an tan nen em
vougo biken ! » Luther ne gredaz ket nach an ifern.
Diskennomp, mar karit, eur bazen izelloch, disken-
nomp beteg ar baianed, hag a ioa deuet nebeut ha ne-
beut a benn da ober ho Doue deuz pep tra nemet deuz ar
guir Doue, koulz lavaret, da gredi guir pep tra nemet
ar virionez. Mad, pa zigoran al leoriou koz, pa lennan
skridou an amzer gueach all, etouez kement a chevier
me a vel eur virionez chommet en he zav, var an douar :
e pep amzer, e peb bro holl boblou ar bed ho deuz kre-
det e zoa eun ifern.
Petra lavarin-me deoch kên ? va Breudeur ker. Tud
desket, sperejou bras, mez dallet gant an ourgouil, ho
deuz klasket orjellad ha diskar guirioneziou an Aviel.
An ifern dreist holl, ho spounte hag en he eneb ho
deuz muia en em zijadennet. En hor bro e zeuz bet kavet
unan euz an dudze, anavezet dreist ar re all, evit he
gounnar a eneb relijion Jesus-Krist.
Mad, eun devez e teuaz da gaout Voltaire eur mignoun
difeiz eveldhan. « Voltaire, emezhan, deut ounn a
benn da zestum testeniou awalch : neuz ifern ebed ! »
Na te a zo eurus, a respountaz Voltaire. Evidon-me
hag hen doa klasket awalch koulskoude, evidon-me
zo choas pell dioch eno.
Hag e guirionez, nann ebken e zeuz eun ifern : mez e

254 VAR AN IFERN

tle beza hag e rank beza eun ifern. Ha setu ama perak.
Eun Doue a zo. He hano ' zo skrivet var bep tra. An
Doue-ze, krouer ar bed, hen deuz great pep tra, dreist
holl an den, evithan heunan : Omnia propter semetip-
sum operatus est Dominus. Kaer hor bezo, da Zoue e
rankimp beza : da Zoue evidomp pe da Zoue en hon
eneb. Hag an Doue-ze, rak ma zeo pur ha santel, ne
chell ket karet an dizurz ; ha rak ma zeo leal ha just e
rank rei da bep-unan ervez he oberou.
Hogen koulskoude, petra choarvez var an douar ?
Hoch-unan hen lavarit bemdez : an drouk a vez great
hag ar mad dilezet. Ouspenn zo : aliez ar falla tud a
zeblant kaout ar muia chans !
Daoust ha Doue a chell kaout mad eun henveleb
dizurz ? Nann, kristenien. Gortoz eo a ra. Amzer hen
deuz. Habaskder a chell da gaout. An eternite zo var
bal he zourn : Patiens quia æternus. Mez kaout a raio
he dro pa zeuio ar maro dhor gervel.
Ha perak e fell deoch choui, ne ve ifern ebed ? Pe-
naos heb eun ifern e challo Doue lakaat an dud da zenti
outhan ? Eun tad en he di, hen deuz daou dra da lakaat
he vugale da juji : eur pok hag eur vaz : eur pok var
dal ar chrouadur mad, eur vaz var gorf ar vugel dijuj.
Doue a zo ganthan ive ar baradoz en eun dourn, an
ifern en eun dourn all. Pa zisprijer he garantez e teu ar
chastiz.
A hent all, ha deread e kavfach-choui, gueled eun
deiz, tal-ha-tal, er memez baradoz, an den a feiz hag
an den difeiz, an den santel ha karantezus hag an den

VAR AN IFERN 255

fallagr ha direol, ar chrouadur a ra var an douar joaus-
ted he dud, hag an hini dre he wal vuez, a ro dezho
taol ar maro.
Setu ama eur grouadurez ker flamm he chaloun ha
sklerijen an deiz. Eun devez heb sounjal e drouk, e za
gant he hent pa en em gav gant-hi eun den brein tuf
he galoun. Hen-ma, an den fall, a laka he zourn louz
var galoun bur ar plac'hik paour. Tenna ra digant-hi
he churunen a verchez. Hag en aoun da veza tamallet,
varlerch, e ro dezhi goudeze taol ar maro. Deuz he
zaou bechet nhen deuz na keuz na remors ha mervel a
ra dhe dro, heb beza goulennet pardoun ouz Doue. Mad
e kavfach-choui ma ho guelfach, goudeze, digemeret
kerkoulz ha kerkoulz gant ar barner just.
Sellit kentoch petra rit hoch-unan : Ar merdead pa
vank a respet dhe gabiten a vez chadennet e deon al
lestr pe varnet dar maro ; ar zoudard a vez fuzuillet pe
da vihana taolet er prizoun ; al laer kaset dar galeou,
ar muntrer dar chillotin. Ha Doue, a zounj deoch-
choui, a lezo heb ho chastiza ar re a dorr he chour-
chemennou ? Nann, kristenien. Doue hen deuz ive
he fuzuil, he chillotin, he chaleou. Hag arabat la-
varet, evit diveza digarez, eo Doue re vadelezus. Ma-
delez Doue nhe deuz netra da velet ama. Ar pecher
eo a ra he-unan he ifern dre he beched. Nann, kriste-
nien, eun ifern ' zo hag eun ifern a rank beza.
Mez petra eo an ifern ?
*
* *
An ifern, va Breudeur ha va Choarezet kristen, eo al

256 VAR AN IFERN

leach a gastiz ma rank ennhan an den, maro e stad a
beched marvel, paea da Zoue ar boan dleet dhe zizur-
ziou tremenet.
En eur brezeg deoch euz ar poaniou a ranker ennhan
da chouzanv, ne glaskin ket, evit ho spounta, kreski ar
grisder anezho. Mez, kennebeut, evit plijout deoch, ne
glaskin ket ho bihannat. Lavaret a rin deoch ar virionez
evel ma e ma, evel ma he chredan, evel ma rank beza
kredet gant peb kristen, evel ma zeo merket en Aviel
hag e lezen an Iliz.
Hogen, ervez ar greden gatholik : 1°) En ifern e maor
heb ar guel a Zoue, dindan malloz Doue : Discedite a
me maledicti ;
2° En ifern e maor en tan : In ignem ;
3° En ifern e maor da viken : Æternum ; ennhan mui
a esperanz : In ignem æternum.
Da genta koll ar guel a Zoue, beza milliget gant
Doue.
Var an douar, anken ebed hag a ve var-n-hed tost,
ker mantruz hag hi. Ha koulskoude nag a dristidige-
siou garo na velomp-ni ket en hon touez ?
Setu ama eur zoudard iaouank. Neuz ket choaz nemeur
a amzer, an nerz hag al laouenedigez a bare var he dal.
Seblantout a rea beza galvet da eur vuez hir hag eürus.
Ha koulskoude, hirio an deiz, guelit he benn pleget, he
javedou toullet ; ankounachaad a ra an dibri, an eva,
ar chousked. He vrasa plijadur eo en em denna a gostez
da skuilla daelou e kuz. Petra zo eta choarvezet gant-
han ? Daoust hag aoun hen defe rag eun taol sabren,

VAR AN IFERN 257

eun tenn fuzuil pe eur voulet kanol ? Nann, va Breudeur
ker, nhen deuz ken drouk, ken poan nemet ar pez a
chanver klenved ar vamm-bro, klenved ar gear.
Henvel eo :
Ouz ar plant kizidik, da jomm a blas krouet
A zeu da zizecha pa vezont divroet.
Noz-deiz aoled he di, iliz he barrez, ear he vro, mouez
he dad, mouez he vamm a zo dirag he zaoulagad. Noz-
deiz he zounj a zo ennho, noz-deiz he chuanad var ho
lerch. Ha rak ma vankont dezhan, dezhan e vank pep
tra. Dizechi ra gant an nech, mervel gant ar velkoni.
Koulskoude, dindan toen he di, hen divije, marteze,
kavet meur a dristidigez, meur ha meur a groaz da
zougen. Rak, peleach e ma 'n ti ha neo ket anavezet
gant poaniou ar vuez, an hent a gas beteg ennhan ?
Koulskoude choaz, abarz kuitaad he vro, eo bet
ambrouget, benniget gant kerent ha mignounet. Lavaret
a chell e vez etouez he dud kount anezhan bemnoz,
hag e vez glebiet a zaelou he skabellik chommet goullo
e korn an aoled.
Koulskoude, erfin, neo ket dre he faot eo bet difram-
met a dre divreach kement a gare. Hag en despet da
ze rannet, mantret he galoun, e varv gant ar glachar.
Petra vezo hen eta, o va Doue, petra vezo hen evit an
den, beza kollet he paradoz, beza kollet ar guel acha-
noch, kollet ho mignouniach, ho karantez, ha kollet
dre ar faot an unan, choui hag a chell ar guel acha-
noch lakaat an ene eurus, kountanti ar spered, karga
ar galoun ?
17
258 VAR AN IFERN

« Lavarit, eme zantez Thereza, lavarit dan drouk-
speret e vezo savet eur vern, hir awalch evit tizout
adalek an ifern beteg an Env ; e vezo lakeat ennhi evit
ober eur skeul, lanvennou dir ker lemm hag aotennou.
Ha neuze, en eur gemered ar chorf ar muia kizidik a
chelfet da gaout, e vezo, mar kar, lezet da bignat be-
teg ar beg hag e velo Doue epad eun nebeudik amzer.
Mad, eme ar memez santez, me ' gred an drouk-spered
a bign-fe raktal. »
Mez ive, va Breudeur ker, santez Thereza a chouie
mad petra eo Doue. Ha ni, siouas ! hor spered tenval-
leat gant ar pechet, hor chaloun touellet gant traou ar
bed, ne goumprenomp ket mad, petra eo koll ar guel a
Zoue, petra eo koll baradoz Doue, petra eo rankout
dougen, malloz an Aotrou Doue.
Mez ni dhon tro, goude ar maro, a velo ar virionez
evel ma e ma. Ar bed, he voget, he fouge a vezo treme-
net. Ne gavimp mui dirazhomp nemet Doue goestl da
gonforti hon ene. Mez an Doue-ze, neuze, goude beza
bet dilezet, hon dilezo, goapeat, hor goapaeo. Dhon holl
bedennou ne raio nemet eur respount : Discedite a me
maledicti : pellaït diouzin, tud milliget !
Neuze an ene daonet a gompreno pegen reuzeudik
eo he stad. Tri dra dreist holl, a ranno he chaloun. Da
genta, ar zounj euz an Env, atao en he speret. Kaer hen
dezo kas kuit ar zounj-ze, atao e chommo. Dan eil,
ar zounj deuz he bechejou, atao ive dalchet gant
Doue dirag he zaoulagad. Guelet a raio anezho evel en
eur mellezour, guelet a raio pegen heuzuz, pegen lous,
pegen spountus int.

VAR AN IFERN 259

Mez ar pez marteze, a vo ar muia garo evithan, a vo
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.