Sarmoniou an Aotrou Quere - 06

Total number of words is 4793
Total number of unique words is 1422
62.7 of words are in the 2000 most common words
74.1 of words are in the 5000 most common words
74.1 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
heb deon : taolit ebars, atao e choum goullo.
A hent all choas : buez an den a bad neubeut :
sonj ar maro ' zo o para var hor penn hag a lavar : pemp
planken, eun toull en douar.
Hag en tu all dar bez, Doue he valanz en he zorn, o
chortoz goulen kount pis ha didruez.
Ha goude, barados pe ifern.
Setu perak: v nobis quia peccavimus.
Treitourien e kever Doue : treitourien en ho chever
ho-unan.
En eur vont dar maro Jesus a gavaz eun nebeut
gragez santel deuet var bord an hent da gemeret outhan

EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 97

truez. Hag hen respount: « Gwelit varnoch ha var ho
pugale ha nann varnhon-me. »
*
* *
Va Breudeur, dalchit mad dho feiz, dho kredenn,
dho Toue. Marteze e rankot evelkent, ober hent a groaz
var an douar... neuz fors. Ho lod ' vo ar guella loden :
ar vuez zo berr, ar boan a dremen, ar baradoz a joum.
Eun devez, e kouent an Trap, e lavarjon goude beza
guelet buez ar venach, ho fedennou hir, ho finijennou
kalet, ho lojeis dister : « mad, evelkent, rust eo ho
puez! » Ia, oa respountet din, rust pa zeller ouz an
douar, dudiuz pa zeller ouz ar baradoz.
Stourmit, dougit ho kroaz, mez sellit ouz ar baradoz.
AMEN.

* * *



VII.
SERMOUN
great araog bennigen ar chleier

Ego vox clamantis in deserto. dirigite viam
Domini.
Me eo ar vouez a lavar en ear : renkit hent
an Aotrou Doue.

VA BREUDEUR KER,
E pep parres, eun ti dishenvel, dioch an tiez all.
Eveldho, evit guir, eo diazezet var an douar, savet gant
mein ha koat. Mez neo da zen he-unan. Da Zoue eo da
genta ha Doue a ro digemer dan holl : paour, pinvidik,
den just ha pecher... A hent all, eo gobariet, stumet
dishenvel. Varnhan e veler eun tour huel, savet he gern
varzu an Env, henvel ouz eul liamm misterius, stignet
etre Doue hag an den.
En tour-ze e zeuz eur vouez nerzus, klevet euz a bell :
mouez an iliz catholik, mouez ar chloch.
Pa zeo guir e venniger, hirio, eur chloch en ho
parrez, divar benn ar chloch e lavarin deoch diou
gomzik verr: 1° Ar chloch a zigas dheomp da zonj

EVIT BENNIGEN AR CHLEIER 99

euz ar pez a zo a vrasa en hor buez epad ma reomp
hon treuz er bed-ma ; 2° Ar chloch a zigas dheomp
zounj euz ar pez a dleomp da ober evit esperout bleina
mad hon treuz varzu en Eternite.
*
* *
Digas a ra da zonj deuz ar pez a zo deuz an huella
pris er bed-ma.
Bugelik bihan, nevez deuet er bed, salud did en da
gavel ! Setu te, deuet en hon touez da gemeret da blas
dindan bolz an Envou. Mez petra e teui te da veza var an
douar ? Ha beza e pezo te buez hir pe ver ? Ha te a
vezo pinvidik, ha te a vezo paour ? Marteze, ervez an
dud, e vezi eurus gant da henoriou ? Marteze, evit gounid
da dammik bara, ne pezo ken tra nemet eur morzol
houarn da derri mein var an hentjou bras ? Den a vrezel,
den a beoch, desket pe zizesk ? Diez eo gouzout ; diez
hen lavaret, rag den n'her goar. Ar pez a c'houzoun eo
e kavi, douetuz bras, tristidigez en da galoun, daelou
en da zaoulagad. Ar pez a c'houzoun ouspen eo n'out
ket evit choas heritour ar baradoz, da vamm ouz da
chenel he deuz lakeat er bed, var eun dro, eun den hag
eur pecher.
Mez setu dour ar vadiziant skuillet var da dal. Ar
chloch eo a zigas dar vamm ar chelou eürus hag her
skign e pep korn euz ar barrez... Mamm gristen, stardit
brema, ho krouadur var boull ho kaloun : he bano zo
merket en Env : eun eal eo da Zoue.

100 EVIT BENNIGEN AR CHLEIER

*
* *
Non in solo pane vivit homo. Tamm bara an dorz a
vag ar chorf, tamm bara an tabernakl eo a vag hon
ene : Nisi manducaveritis panem hunc... Devez kaer,
devez dudius, devez ar c'henta pask. Kloc'h an tour,
adarre, a lavar dan holl, hen deuz ar chrouadur
badezet, great eur gammad a vuioch varzu Doue var
hent an Env.
Koulskoude dre ma teu 'n oad, peb den a gemer he
hent. Rak nhen deuz ket Doue galvet achanomp holl dar
memes stad. Ar bed zo henvel ouz eun holorach. Evit
mont en dro e rank kaout meur a rod... An darn vuia
deuz an dud a zo galvet da vont e stad ar briedelez,
stad huel, kaer, eürus, ive, pa en em garer mad hag
ervez Doue.
... Ar chleier a zisklerio ho poa great ar bromesa
da ober an eil eurusded egile.
Evel-se, badiziant pask kenta eured : ar chloch
a zigas da zonj dheomp deuz an tri zra-ze.
*
* *
Ar chloch hon laka da sonjal choas : er beden
er zul er maro.
Da vintin da greiz-deiz da noz e chach acha-
nomp da gaout sounj a Zoue.
Pe choui a zrebo, pe choui a evo, pe choui a reio eun
dra benag all, grit pep tra evit Doue. Ar beden eo nerz
an den.

EVIT BENNIGEN AR CHLEIER 101

Chuech devez, bep sizun, evit an douar, ar chorf,
unan evit an ene... Diskuiza ar chorf... Maga hon
ene, tostaad ouz Doue.
An den zo beachour var an douar. Bep heur a dremen
ar chloch a lavar : eur gammed a vuioch varzu ar bez.
Setu perak : quæ sursum sunt sapite, non quæ super
terram.
Ha pa zeu tost ar maro ar chloch a zigas dar re
iach sounj e tleont pedi. Lavared a ra : an Aotrou Doue
o vont da unan klanv... An angoni o soun... glaz o
c'hober... ar c'horf o tisken er bez.
*
* *
Ego vox clamantis in deserto. Karit kleier ho parrez
abalamour e tigasont da zounj deoch deuz ho teveziou
guella, ha sentit atao deuz ho mouez pa deuffe beteg
ennoch dre an ear.
AMEN.

* * *


VIII.
SERMOUN
great evit bennigen eur groaz nevez

Quando interrogaverint filii vestri, cras,
patres suos et dixerunt : quid sibi volunt isti
lapides ?
Docebis eos. Josue, pennad 4. v. 21-22.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZET CHRISTEN,
Ster Jourden treuzet gant pobl Israel... Var ger Josue
daouzek mean kemeret a ganol ar ster oa lakeat en eur
bern... Pa choulenno, eme Josue, ar vugale digant ho
zud : evit pera eo berniet ar mein-ma ? Choui lavaro
dezho... Berniet int evit digas sounj hon deuz treuzet
ster Jourden, dizechet dirazhomp, hag evit ouspenn, ma
vevot e doujans Doue epad ho choll vuez : ut et vos
timeatis Dominum omni tempore.
*
* *
Setu peurvuia, ar pez a rear ken aliez ha ma vez
choant da zerchel sounj mad deuz eun dra choarvezet.

EVIT BENNIGEN EUR GROAZ NEVEZ 103

Setu ar pez ho deuz great ho tud en ho raog hag a rit,
hirio, dho tro.
Deut och ama e prosesion, da zaoulina dirag ar
groas savet ganeoch e pleg an hent. Divezatoch ho
pugale, ho pugale vihan a choulenno : quid sibi volunt
isti lapides ?... Hag ar re goz neuze a chello respount :
brema zo deg, ugent vloaz tremenet, eur mission-bras
roet gant pemzeg belek, a zo bet er barrez-ma.
Houma eo kroaz ar Mission... Pet euz ar re a ra brema
ho mission a vo beo choas neuze : pet euz ar veleien,
pet euz an dud fidel ?... Kalz achanomp a dra zur vo
eat da anaon.
En ugent vloaz nag a jenchamanchou ? Tud pinvidik
deut paour, tud paour deut pinvidik... tud iach kuezet
klanv, tud klanv pareet... tristidigez, laouenedigez a
vez atao bep eil tro, pe vesk ha mesk, er bed-ma !
Netra ne bad.....
Eo ; eun dra bad, a jomm... Christus heri, hodie,
ipse et in sæcula.
Ar re ra brema ho mission a gendalcho da vont da
bedi eharz ar groaz... da bedi evit trugarekaat Doue,
da bedi evit goulen grasou... da bedi evit goulen par-
doun deuz ho fechejou ma ho deveuz great eur pechet
benag... Hag ar re vezo eat da anaon, ho devezo araog
mervel, divar ho guele a boan, kaset an diveza peden
varzu ar groas venniget, evit goulen eur maro mad.
Ho pugale... ho pugale vihan a gendalcho da ober
ar memes tra var ho lerch. Ho feiz deoch a vezo ho
feiz. Ho Doue hirio, a vezo ho Doue varchoas : Christus
heri, hodie, et in sæcula.

104 EVIT BENNIGEN EUR GROAZ NEVEZ

*
* *
Ha goude beza heuillet holl ar memes hent er bed
ma, e veffot er memes leach er baradoz, tad, mamm ha
bugale.
Evel-se bezet great.

* * *


IX.
Var ar Pab

Qui vos audit me audit.
An hini ho selaou am zelaou me.

VA BREUDEUR,
Eun Doue zo he hano skrifet var hep tra... ar
mestr eo, ar mestr bras... mestr an holl, ha chomm a
reio mestr.
Koulskoude rei a ra da lod tud, eul loden euz he
challoud : rag e penn pep tra e rank beza eur mestr
var an douar. Evel-se an tad, an impalaer, etc... Evel-
se ive, en iliz, eur mestr : ar pab.
*
* *
Petra eo ar pab evidomp ha petra e tleomp beza evit
ar pab ?
Ar Pab eo vikel Jesus-Krist var an douar ha mean
fount an iliz. Rak-se e tleomp he respeti ha chomm
atao a unan ganthan.
Ar Pab eo pastor hon eneou ha porzier an Envou
karget da sklerijenna, da gelenn, da chouarn, da hentcha,

106 VAR AR PAB

da ren, da zikour an dud fidel. Rag-se e tleomp he
gredi, senti ouz he chourchemennou ha dindan he garg,
kerzet varzu an Env.
Brezel a rear dar pab. Tra doanius dreist holl,
guelet hon tad red dezhan astenn he zourn da choulenn
an alusen.
*
* *
Ar Pab eo vikel Jesus-Krist, mean fount an iliz.
An den zo krouet evit Doue, evit ar virionez hag ar
mad. Mez an den kenta en em fazias. Etouez he vugale,
eur bobl ebken, a jomas fidel da Zoue : pobl Israel.
Jesus-Krist a ziskennas euz an Env. Founti a ra he iliz
hag en he fenn e laka ar pab kenta...
Eun den pinvidik hen deuz eur gouarnour var he
zanvez ; eur Roue, kannadet er broiou all evit derchel
he blas... ar pab eo kannad, vikel, letanant Jesus-
Krist etouez an dud. Hen disprijout eo disprijout
Jesus-Krist. Evel den e chell kaout mankou, mez atao
e rank beza respetet.
Ouspenn ma zeo vikel Jesus-Krist eo ar mean fount
deuz an iliz. Gueach all, Salomon a zavas eun ti da
Zoue. Ar plan oa tennet araog, an danvez kizellet,
choazet, labouret... Jesus-Krist hen deuz savet hag a
zav atao bemdez eun ti da Zoue. Ar plan zo tennet, an
danvez choazet. Da bep tamm eo merket he blas. Ar
vicherourien zo choazet ive hag ar mean fount eo ar
pab : tu es petrus et super hanc petram ædificabo eccle-
siam meam... Ubi est Petrus ibi ecclesia... Ne chellit
ket sevel eun ti nemet var ar mean fount, kement a
lakit a gleis pe a ziou a zo er meaz eus ar plan.

VAR AR PAB 107

*
* *
Ar pab, zo pastor hon eneou hag alchouez ar baradoz.
Pep hini achanomp a dle beza eur mean en iliz savet
gant Jesus-Krist da Zoue. Mez piou hon sklerijenno, hon
gouarno ? Piou hon reno, hon chonforto en hon labour,
hor rekompanso euz hor poan ?... Ar pab adarre, hor
pastor eo.
Eur pastor a ren he zenved, ho chas dar peuri mad,
ho fella deuz ar peuri fall hag ho diouall deuz ar bleis.
Ar pab a zo karget dhon ren, dhon hentcha : pasce
oves meas, pasce agnos meos... Roma locuta est, finita est
causa. Ar stur a zo en he zourn, he lagad zo var an
nadozen-Nord. Jesus-Krist a ro dezhan sklerijen. Ne
chell ket en em fazia var hent ar feiz : Ero vobiscum
usque ad consummationem sculi. Hen a dle hor gouarn
hag hor bleina, hen a dle lavaret dheomp : ama zo
danjer, aze neuz ket ; ama e ma an hent mad, aze e ma
an hent fall ; setu peuri iachus, setu peuri contamet ;
hennez zo eur bleis, kaer en deuz klask en em guzat,
eur bleis eo...
Dindan ar pab an eskibien, dindan an eskibien ar
veleien : an dra-ze holl zo ar memez famill hag a rear
anezhi an iliz... Heretiket, schismatiket, tud excommu-
nuget : brankou kam ebars er (ar ?) vezen, izili tennet kuit deuz
ar chorf... *
* *
Hirio e rear brezel dar pab. Neo ket estonus : si me
persecuti sunt et vos persequuntur. Lazit ar general hag

108 VAR AR PAB
ar zoudardet en em zivandenno. An diaoul o klask
beza treach da Jesus-Krist a sko hag a laka skei muia
ma c'hell var benn he iliz. Mez mallos d'an dud a en
em laka a unan ganthan. Abred pe zivezat e teuer da
grenvi pa gounteller an Iliz.
An den a ell stourm ouz bugale an den
Rag oll omp great gant ar memes poultren.
Mez ma stourm ouz Doue e strako he eskern
Hag e zei dre he lamm da gueza en ifern.
*
* *
Ar pab hirio a rank astenn he zorn da choulenn aluzen.
Laeret eo bet he vadou. Nen deuz mui nemet he gastel :
castel ar Vatican. Ro din ive da gastel ha da hano a
Roue, a lavare dezhan an hini en doa laeret he zanvez,
ha me roio did daou-ugent million ar bloas. Morse
a lavaras Pie IX.
Piou da vago ? Va bugale.
Roomp eta evit her sikour. Ar pez a roffemp dezhan
a vo paeet dheomp gant Doue er bed-ma hag er beb all.
AMEN.
* * *


TREDE LODEN


SARMONIOU
EVIT EUR MISION
*


Ne 'z eus netra war bajenn 110


I
Evit digor eur mission

Non defrauderis a die bono et particula
boni doni non te protereat. (Eccl. 14. 14).
Na lezit ket an devez eurus da dremen
dibrofit ha ne gollid loden hebed euz an
donezoun vad.

BREUDEUR HA CHOAREZET KRISTEN,
Eiz devez zo dija tremenet euz ar mission digoret en
ho parres. Leach a meuz da ziskredi e zeuz deuet kalz
achanoch. Goulennit eta digantho ha nint ket eurus
da veza deuet, da veza lakeat ho foan : goulennit ha
neo ket skanv ho choustians, drant ho chaloun ha ne
zellont ket, brema, gant fizianz varzu an Env.
Evit eiz devez all ar mission en em zigor en abadaes-ma.
Ar re achanoch nint ket choas deuet a zo galvet dho
zro, da zont.
Va breudeur, heb ho chanaout me a gred e selaouot
holl mouez an Aotrou Persoun. Ne chellan ket sonjal
e ve nikun hag a lavarfe : « Me a velo petra da
ober » ; nikun hag a lavarfe : « Dar mission eat a nep a
garo evidon-me ne din ket ! »

112 EVIT DIGOR EUR MISSION

Ha koulskoude, dan devez ma hen deuz persoun
ho parrez, digoret eur mission evidoch, unan all a
zigoraz eur mission en ho cheneb. Epad an deveziou-ma
a chrasou, a bardon, a zilvidigez an drouk-speret, euz
he du, a glasko pe viret ouz unanou benag da zont, pe
viret euz a re a zeu da denna euz ho mission an holl
vadou zo staget outhan.
Setu ive perak, me lavar deoch gant al leoriou sakr :
non defrauderis... na lezit ket an devez eurus da dremen
dibrofit hag euz an donezoun vad na gollit loden hebet.
Deuit da ober ho mission ha grit hen, guella ma
chellot, rak, ha setu e daou cher ar gelennadurez-
ma rak:
Er bed-ma, e maomp holl evit servicha Doue, plijout
da Zoue ;
Hag evit hen ober ervad, ar berra, ar surra hent eo
ober eur mission eüruz.
*
* *
Er bed-ma, ne maomp nemet evit servicha Doue.
Va breudeur, ne chellomp ket er bed-ma, kaout holl
ar memes renk, ar memes stad. En eun holoraj, me a
vel rojou bras ha rojou bihan gobariet dishenvel ervez
ho labour, ha koulskoude, tennit unan, ar vihana ma
karit hag an holorach a jomo a zav.
En hon touez ni ive, nhon deuz ket holl ar memez
ment a gorf nag ar memes ment a speret ha ne chel-
lomp ket muioch kaout ar memes renk nag ar memes
micher. Lakit, kement ha ma karot e skritur moull,

EVIT DIGOR EUR MISSION 113

var ho peziou archant hag ho paperiou publik ar gomz
touelluz-ma: « Egalite ; holl kevatal, holl henvel hag
henvel ! » Eur gaou va breudeur, eur gaou braz ma ne
zounjomp nemet en dud ken etrezo ; mez ar pez a zo
gaou evit hor stad, hor renk ken etrezomp, a zo guir evit
hor stad dirak Doue.
Rak Doue e guirionez, eo ar mestr braz, mestr an
holl ; mestr eo dar pennou kurunet koulz ha dan de-
vezour nhen deuz, evit gounit he vara, nemet eur
morzol houarn da derri mein var hon hentchou braz ;
mestr dan den a vor, dan den a bluen koulz ha dal
labourer douar daoubleget var he bâl ha dar micherour
atao krog en he daladur pe en he gizel. Mestr eo dar
pinvidik dibreder, a velomp douget e kar a beder rod,
koulz ha dar paour-keaz a rank mont a zor da zor da
choulen he damm bara pemdeziek.
Hen eo hen deuz great achanomp ar pez ma zomp ha
roet dheomp kement hon deuz.
Selaouit kentoch ha guelit.
Dija dar mare-ze, oa en em skignet bolz stereden-
nuz an Envou, dija an douar a ioa diazezet var he ael,
ar mor chadennet e kreis an aotchou ; an heol a rea he
dro, al loened a valee dre ar choajou, al laboused a
chournije a vrank da vrank ha Doue ober eur zell ha
lavaret: « Great eo mad kement ma holl. » Ia, great eo
mad e guirionez, va Breudeur ker, al labour zo kaer, an
ti dudiuz, ar guel hebken anezhan a rent testeni da
challoud Doue : Cli enarrant gloriam Dei ! Mez Roue
8
114 EVIT DIGOR EUR MISSION

ar Grouidigez, mestr an ti, e peleach e ma ? Ha Doue
lavaret : « Greomp an den : faciamus hominem. » Mez
greomp hen kaeroch eget an holl draou all, savomp
hen dreist-ho, skrivomp sklearoch hon hano var he
dâl : Ad imaginem et similitudinem nostram.
Setu eta, krouet Roue ar bed-ma, an den. Euz a eun
tu, eo mestr da bep tra ; euz eun tu all, e ma dindan
dourn, e dalch an Aotrou Doue, he grouer hag he
vestr. Da Zoue eo, eme sant Paol, evel ma zeo ar pod
pri dar poder hen deuz hen gobariet hag her poazet.
Ha Doue a fell dezhan, a entent derchel mad dhe vir.
Nhen deuz roet dan den eur spered nemet evit he
anavoud ; eur galoun nemet evit he garet, eur chorf
nemet evit he zervicha. Mestr dan holl draou krouet,
an den zo eta, er memez amzer, servicher, mevel en (an ?)
Aotrou Doue, krouet evit ober he volontez var an douar
hag en em renta din da gaout varlerch, digemer an
Envou. An den ha ne bleg ket da Zoue, a zo henvel
deuz eur mevel, lojet, maget, gwisket gant he vestr,
kemeret evel pa ve mab an ti, hag a zeu da veza eun
den fall, digar, didalvez, mad hebken da veza taolet er
meaz.
Setu goulskoude, ar pez a zo digouezet gant hor
lignez.. Eul laer a zo deuet da gemeret evid-han tra an
Aotrou Doue. Trochet hen deuz al liam a garantez a ioa
etre Doue hag an den ; dispennet, gozik distrujet hen
deuz hano Doue var hon tâl. An den a jomm heb
kaout mui en he zourn al liam, ar gorden taolet dezhan
gant Doue evit pignat dan Envou.

EVIT DIGOR EUR MISSION 115

Koulskoude, truezuz en hor chenver evel eun tad
mad evit eur chrouadur dinatur, Doue a laka eur skeul
nevez etre an douar hag ar baradoz, renevezi a ra he
hano var hon tâl e lizerennou choaz sklerroch. Ar
skeul hen deuz great, choui, he anavez ; al liou hen
deuz kemeret, choui he anavez ive.
Brema zo naontec kant vloaz, eun den a bigne var
menez Kalvar en eur zougen var he ziou skoaz gouliet,
ar groaz ma tlie varnhi mervel. Epad tri bloaz ha
tregont hen doa tremenet dre douez an dud, en eur ober
vad dan holl : Pertransiit benefaciendo. Hen anavoud a
rit, anavoud he hano. Diskleriet, desket eo bet deoch
gant Doue heunan : Hic est filius meus dilectus. Ha
koulskoude, setu hen maro var ar groaz ; he gostez
digor, he dreid, he zaouarn toullet, he benn kurunet a
spern. Ha perak ? Evit hor prena, paea ar boan dleet
dhor pechejou. He groaz hen deuz lakeat da skeul
evidomp etre an douar hag an Env ; var hon tâl hen
deuz gant he choad skrifet eun hano kaer : Choui zo
bugale da Zoue! Da Zoue omp en dro, evel ma zeo
deoch ar pez a brenit hag a baeit.
Setu ive, perak, chomm heb servicha Doue eo
troucha evit an eil gueach an eil liam a garantez lakeat
dheomp en hon dourn evit hon ren dan eurusted :
liam hor prenadurez ; a ve distruja hano Doue rene-
vezet var hon tâl, a ve disprijout buez, maro, goad
Jesus-Krist, ober evel fae var garantez Doue.
Koulskoude, va Breudeur ker, madelez Doue evit hon
chacha dhe zervichout a ia choas pelloch.

116 EVIT DIGOR EUR MISSION

Niverit, mar gallit, e pet giz, gant pegement a izign
ha habaskder, e klask bemdez, hon distrei dioch an
drouk hag hon derchel var an hent mad.
Euz a eun tu, gueach a teu dhe spounta dre varo
proumpt ar pecher skoet e kreiz he zizurj, gueach all e
tiskouez deoch eun den deuet da veza dre he wall vuez
dizenor he barrez, rann-galoun he dud ha ne jomm
mui ganthan evit astenn he vuez disprijet, nemet tru
garez an dud vad. Pa glaskit hoch unan dilezel ho
tever, e laka eur prenv en ho kaloun dho pikad, dho
prouda, noz-deiz, da lavaret heb ean : « Ne dout mui
ar pez ma zoaz, ar pez ma tleffez beza atao. »
Euz a eun tu all, gant pegement a drugarez e chas-
tenn deoch he ziou vreach evit ho sikour den em
zevel. Nag a inspirationou santel, a aliou mad, a chra-
sou a bep seurt ?
Ha keit ha ma vevit ervez ho koustians, nag a joa en ho
chene, nag a laouenedigez en ho kaloun ? Zoken, e
kreiz ho prasa poaniou e challit lavaret evel sant
Paol : Superabundo gaudio.
Koulskoude, va Breudeur ker, tra zoaniuz da anzao ha
tra vir evelkent, an den a chell derchel penn da Zoue,
beza treach da Zoue en eur feson a zo. E chell dispri-
jout he chrasou, dizanavoud he vadelez ha respount :
Non serviam : nho servichin ket !
Mez her choumprenomp mad, pa hon devezo trou-
chet dre hor faot, an teir liam a garantez a stag acha-
nomp ouz Doue, eul liam all a gemero ho flas, liam
ar justis.

EVIT DIGOR EUR MISSION 117

Kaer hon devezo trei kein da Zoue, ni her chavo atao
e penn hent ar vuez.
Eur guennek taolet en ear a vez hir pe verr o chober
he dro, ervez nerz an dourn he sklap. Mez abred pe
zivezad e kouezo koulskoude. An douar a denn anez-
han hag he bouez heunan hen izella bepred, ha pa
gouez e vez pil pe fas. Mad, va Breudeur, ni zo ive
taolet var an douar gant dourn Doue. Mez rod a dro,
a ra bro. Ha rod hor buez a dro heb heana, na deiz na
noz. Ne jommo a zav nemet var bord ar bez. Ha neuze
hon ene paour, echu ganthan he dro, a guezo pil pe
fas e charz treid hor Chrouer.
Al loan mud pa varv a varv a bez hag evit mad. Maro
an den neo nemet eun hanter gousk : Non est mortuus
sed dormit.
Epad ma kousk ar chorf er bez, o chortoz deiz ar
varn, an ene a bign dirag Doue evit kaout, a ziou
eternite, unan : eternite eüruz pe eternite waleüruz :
In hanc vel in illam eternitatem, eme sant Ambroaz.
Baradoz pe ifern ! leach kreiz hebed, rak ar purgator ne
bado nemet betek fin ar bed hag ar servicher fall, ar ser-
vicher didalvez nhen deuz perz hebed da chedal e Bara-
doz Doue : inutilem servum ejicite in tenebras exteriores.
Er bed-ma zoken, ma na jervichomp an Aotrou Doue,
petra reomp-ni, petra gavomp-ni ?
Klask plijadureziou an douar, marteze, ha dastum
madou ! Va Breudeur ker, nag a bet goude poania, en
em skuiza noz-deiz, a rank atao beva e kreiz ar baou-
rentez en dienez a veur a dra.

118 EVIT DIGOR EUR MISSION

Goude holl, hag e ve guir e chalfach dont a benn a
gement ho cheuz choant : kaout danvez, enor, pli-
jadur, daoust hag an eürusded a zeuio dho cheul ?
Mab eur prins kuezet klanv a voue dezhan lavaret
gant ar medisin : « Mar kavit da viska rochet eun
den eürus, chui a vezo pare. » Hag hen mont da glask
e pep tu. Hag e nep tu na gave. Eun devez e klevaz la-
varet : « Du-ze, en eur lochik dirapar, e vev eur
paour keaz atao laouen ; eno, marteze, chui a gavo ho
kevridi. »
Hag ar prins mont ha goulenn: « Eüruz och-choui ? »
Ia, eme ar paour, e kement ma challer beza eüruz,
var an douar.
Roit din eta ho roched. Siouas ! ne meuz ro-
ched ebet, a lavaraz ar paour keaz...
Ar prins ne gavaz ket roched eun den eürus !
Hag e guirionez, va Breudeur, kaloun an den a zo
henvel ouz eur varriken didal deuz an daou benn. Ne-
met karantez Doue a ve en deon o chober tâl, kaer e
vo taol ebarz, e chommo atao goullo.
Selaouit kentoch.
Beva ' rea dar mare-ze, eur Roue hag hen devoa bet
digant Doue an donezounou ar re gaera, studia ' reaz
adalek an heol, goulaouen ar bed, beteg ar vreunen
blouz ; adalek ar mor braz beteg ar berad gliz. Euz a
gement a choanteaz, ne nachas netra ouz he galoun
na trôn olifant, na kaluriou aour, na soudardet, na
servichourien, na gened, na furnez, na galloud, na brud

EVIT DIGOR EUR MISSION 119

vad skignet a bep tu, netra ne vanke dezhan. Ha
koulskoude, eun devez, skuiz-stank a bep tra, e lavare :
« Dindan an heol pep tra zo moget, avel, tristidigez :
Ecce omnia vanitas. »
Hag e veach, mar karit, euruz tre epad ho puez, dont
a raio, pa zonjot nebeuta, ar maro da rei eun taol var
ho skoaz. Ha neuze da betra e talvezo kement ho pezo
dastumet, hed ho chamzer ?
Eun devez, eun den a vrezel a voa var nez mervel.
Ar Roue zeu dhe gaout hag a lavar : « Goulennit ar
pez a gerot ha me hen roio deoch. » « Mad, Aotrou,
eur chart heur muioch a vuez, roit din eur chart
heur muioch a vuez. » Hag ar roue trei kein. Ne chelle
ket rei ar pez a choulennet diganthan... Ha Villars,
lavaret neuze : « Ma karjen-me beza kerkouls ser-
vichet Roue an Envou, neo ket eur chart heur a vuez
am bije bet, mez eun eternite penn da benn. »
Va Breudeur, eun deiz eveldhan, chui en em gavo
var ho tremenvan. Eüruz ma na rankit lavaret : « ma
karjen-me, e leach beza servichet ar bed, beza servichet
va Doue !... »
Petra zo eta da ober ?
Ar berra, ar surra hent evit beza dinech varlerch, eo
ober hag ober mad ho mission.
*
* *
Va Breudeur ker, Doue, guir eo, a zikour atao an
den. Koulskoude en eur mission, he vadelez a zo bra-
soch. En eur mission e maor pell dioch safar ar bed hag

120 EVIT DIGOR EUR MISSION

eno, el leach distro-ze, a lavar dheomp sant Bernard,
an ear zo sklerroch, an Env digoroch, ar sklerijenn
brasoch, gras Doue tostoch, puilloch ; taol an Aotrou
Doue krenfoc'h ha frankoc'h kaloun an den.
An Aotrou Doue, eme al leoriou sakr, ne en em blij
ket e kreiz an trouz : Non in commotione Dominus.
En eur mission, trouz ar bed a jomm a drenv dor an
iliz : labourou, afferiou kustum ar vuez a zo dilezet evit
eun nebeut amzer ; guelet a rear guelloch pe evit
petra e maomp var an douar : an ene en em zigor fran-
koch da zigemeret komzou Doue, ha Doue he-unan, a
ziskarg varnhomp muioch a chrasou : Ecce nunc
tempus acceptabile, dies salutis.
Eur mission eo mare an Aotrou Doue, ha rak-se,
enhan eo e kavomp holl ar guir voien da servicha Doue
evel ma zeo dleet.
Va Breudeur ker, ne anavezan ket parrez X***. Kouls-
koude heb aoun den em fazia kalz, e chellan diskredi
e zeuz ama, kouls hag e peb leach, tri seurt tud : tud
vad tud tro-distro ha tud hag ho deuz marteze, en
em lezet a grenn, da vont divar an hent mad.
Tud vad a zo en ho touez : tud vad a zo e peb leach.
Pa vank an ael e torr ar charr : ael ar bed-ma eo an
dud vad. Hi eo hen dalch en he bloum ; pa vankint e
teuio fin ar bed. Rak ar bed neo dalchet en he zav
gant Doue, nemet evit an dud vad ha dre an dud vad.
Ia, kaer hen deuz ar bed beza fall, bugale a zo hag a
vev ker sklear ho chaloun ha dour beo en eur veren ;

EVIT DIGOR EUR MISSION 121

You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.