Sarmoniou an Aotrou Quere - 11

Total number of words is 4979
Total number of unique words is 1496
60.0 of words are in the 2000 most common words
72.4 of words are in the 5000 most common words
72.4 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
Va Breudeur ker, poezomp mad ar chomzou-ze. Ar
mab prodig zo choaz pell ; paour eo, guisket fall. Eun
all nhen divije ket hen anavezet. Lagad an tad a zo
lemmoc'h, kaloun an tad a zo buhanoc'h d'en em
domma. An tad a red ; mall hen deuz dher starda var
boull he galoun.
« Va zad, eme ar mab ankeniet, pechet e meuz. Noun
mui din da veza galvet ho mab. » Hag an tad, heb her
zelaou, lavaret dhe zervicherien : « buhan ha buhan,
digasit he zae genta ; lakit var he viz eur bizou hag eur
boutou en he dreid hag aozit eur fest bras, rag va mab
a ioa maro ha setu hen beo a nevez ; kollet oa ha setu
hen kavet : Perierat et inventus est.
Va Breudeur ker, setu aze dindan hano eun tad a
famill, poltred an Aotrou Doue. Holl e zomp he vugale.
Mez ni ive, goude beza bet karget ganthan a vadoberou
a zeu avechou den em skuiza, den em inoui en he di.
Goulenn a reomp ar pez a ziguez ganheomp evit hon
lod hag e troomp kein dhon tad karantezus. Mes abred
an dienez a dosta : sklabeza, guerza reomp sae venn
hor badiziant ; ha varlerch an naoun a zeu abred.
Klask a reomp hor plijadur etouez ar pez a zo a heuzusa

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 201

var an douar ha den na roio mui dheomp ar blijadur
dismegansus a choulennomp.
Mez Doue hor ged : Ennhomp e sounj noz-deiz. Pi-
gnat a ra, evel pa lavarfen, var lein eur menez evit gue-
let a bell, ha pa zilochomp evit distrei outhan e tired
var an hent, evit hon starda etre he ziou vreach. A nevez
e ro dheomp hor meritou a ziagent gant ar memez renk
en he garantez.
*
* *
Douget e vemp da gredi, va Breudeur ker, ne chell
ket trugarez Doue mont pelloch evit mad ar pecher
paour. Ha koulskoude, lenn a raan e sant Paol, souezusa
komz e meuz kavet beteg henn : Sic Deus dilexit mun-
dum ut filium suum unigenitum daret : Doue hen deuz
karet kement ar bed mhen deuz roet evithan he vab
unik.
Pa zeu eun den da m chaout, pa grog em dourn ha
pa lavar : kountit varnhon-me : goulennit hag po pezo,
e peb amzer, ar pez ho pezo choant, ne gemeran ket
atao re vraz fisianz : great e vez kement a bromesaou
disleal, roet e vez ken aliez falz-merkou a vignouniach !
Mez pa velan eun den o rei din hag he amzer hag he
boan, o ranna ganhen kement hen deuz he-unan, me a
lavar : « Er galoun-ma neuz mui a drubarderez ! »
Dreist holl, ma nhen deuz an den-ze nemet eur mab ha
ma lavar evelkent : beteg henn, e cheuz aliez mantret va
chaloun ; mez truezus eo da stad ; dre da nerz da-unan
ne chellez ket en em denna a boan ; va mab hebken, a

202 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

zo galloudus awalch evit da zizamma ha rak ma fell
din kousto pe gousto da velet eürus, va mab a roïn evit
da brena.
Va Breudeur ker, goude eun hevelep komzou, neuz
mui da respount nemet eun dra : kredi a raan e zeuz
ouzin eur guir druez ha fizianz e meuz.
Guelomp eta, ha mab Doue a zo deuet e guirionez var
an douar evit savetei ar pecher.
*
* *
Eun devez, daou zen a iea var droad etrezek kearik
vihan Bethlehem. Rak ma zoant paour ne gafjont lojeis
e nep ti. Evit tremen an noz en em dennjont en eur
chraouik hanter zisto. Eno, var eur vriad plouz, e teuaz er
bed eur chrouadurik hanvet Jesus. Pevar mil bloaz a
ioa mher gortozet. Genel a ra, mez he genvroïz nhen
anavezont, nhen digemeront ket. A zioch he gavel, avad,
Elez ar baradoz a ro da glevet ar gomz vad, ar chelou
eürus : Gloar da Zoue er penn huella deuz an Envou ha
var an douar peoc'h d'an dud a volontez vad : eur
Zalver a zo, hirio en deiz, deuet er bed...
Daoust ha Jesus-Krist hen deuz e guirionez digaset
da vir kelou eürus an Elez ? Daoust ha bet eo eur guir
Zalver evit ar pecher paour dreist holl ?
Va Breudeur, anaout a raan daou alchouez hag a
chell digeri kaloun an den ha ro din an dro dher
studia ervad : ar chomzou hag an oberou.
Setu choui aze, dirazhon. Keit ha ma na livirit ger,
dreist holl keit ha ma na rit netra, ne chellan ket gou-.

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 203

zout petra och. An dianveaz achanoch : ho liou, ho
ment, ho kobari a anavezan, guir eo. Ho kaloun, ho
santimant, ho sounj, ho mennoz a jomm kuzet ouzin.
Evidon ho tiabarz a zo evel eul leor sarret ha na chel
lan ket da lenn. Mez kerkent ha ma komzit, dreist holl
kerkent ha ma rit eun dra benag, ho komzou, ho cho-
berou a zo din ; gantho e tigoran ho kaloun, dreizho e
chellan lenn en ho chene : ivizîken e chellan ho studia,
ho chanaout.
Hogen, va Breudeur ker, Jesus-Krist hen deuz komzet,
oberou hen deuz great ouspenn. Diou choulaouen a zo
en hon dourn evit her guelet e chiz ma e ma ha gouzout
mad petra eo.
*
* *
Ha da genta poezomp he gomzou.
« Neo ket, emezhan, eun den iach hen deuz izom a
vidisin, an den klanv an hini eo, rak-se, deuet oun da
c'hervel, nann an dud dibec'h mez ar bec'herien : Non
veni vocari justos sed peccatores. »
Ha gant aon ma ve tamallet e lavar kement-ma :
« Piou achanoch, kant penn danvad dezhan, ma hen
deuz kollet unan anezho, ne guitaio ket an naontek ha
pevar ugent a jomm evit mont da glask an danvad
dianket. Ha pa hen devezo her chavet her lakaio gant
joa var he ziou skoas ; ha digwezet er gear e chalv he
vignouned hag e lavar: « Kemerit perz em levenez. Rak
kavet e meuz va danvad dianket. »
Mad, eme hor Zalver, me a lavar deoch e vezo en Env

204 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

brasoch plijadur, o velet eur pecher o tistrei, e chober
pinijen, eget o velet e kenderchel mad, naontek ha pevar
ugent ha nho deuz izom hebed da ober pinijen.
« Ha pet gueach, eme sant Per, dezhan eun droat,
peb gueach e rankin-me pardouni. Ha beza vezo hen
beteg seis gueach ? » « Ne meuz ket lavaret deoch, eme
Jesus, betek seiz gueach, mez beteg seiz gueach ha tri-
ugent seiz gueach : Septuagies septies ; ken aliez a ma
choulenno ar pecher pardoun, rak, emezhan choas,
eun devez all, nomp ket deuet evit koll, evit savetei,
an hini eo. »
Mez, hen anzao a raan, komzou eun den nint avechou
nemet eun alchouez faoz, eur choulaouen fazius. Ar
sklerra goulaouen eo an oberou.
*
* *
Poezomp eta, oberou Jesus-Krist.
Divar benn hor Zalver, pell araog he chinevelez e zo
bet lavaret ar gomz-ma : « Ne beur-dorro ket ar gorzen
hanter-bleget ha ne vougo ket ar vouchaden gozik
maro. »
Varlerch he dremenvan eur gomz all a ra poltred he
vuez: Pertransiit benefaciendo : tremenet hen deuz en
eur ober vad. Ha setu e guirionez, petra eo bet Jesus-
Krist.
Ar Skribet hag ar Pharizianet, a zigasaz dirazhan, eun
devez, eur chroeg surprenet en avoultriach hag a lava-
raz « Mestr, lezen Moizez a lavar e ranker he laza a dao
liou mein. Ha choui, petra lavarit ? » Ha Jesus en em

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 205

stoued da skriva gant penn he viz var an douar. Evel
ma kendalchent da choulen, hor Zalver sevel he benn
ha lavaret : « Taolet oudhi ar mean kenta an hini
achanoch a zo dibech. » Hag en em stouaz adarre da
skriva evel diagent. Hag ar re-ma en em denna kuit, ar
re gosa da genta. Ha Jesus chomet he-unan, sevel he
zaoulagad ha lavaret : « Petra eo deut da veza ar re '
choulenne ho maro ; nikun nhen deuz ho kondaonet. »
Hag hi respount : nikun, Aotrou. Ha Jesus lavaret :
« Na me, kennebeut, nho kondaonin ket, kiit ha na
bechit mui : Vade et jam amplius noli peccare. »
Ha pa gav ar pecher kaledet en he zizurz he galoun
a rann gant glachar.
Digwezout a reaz dezhan, dar mare-ze, tostaad ouz
Jerusalem. Ar guel euz a gear-benn pobl Israel a ziga-
saz dezhan da zounj euz a vadoberou an Aotrou Doue
en he chever hag euz he dianaoudegez e kever Doue.
Neuze e skuillaz varnhi daëlou en eur lavaret : « Jeru-
salem, Jerusalem, te hag a laz brofeted, na pet
gueach na meuzme ket klasket dastum da vugale evel
ma tastum ar iar he laboused vihan dindan he eskel ha
neo ket falvezet ganhez. Ha brema, rag ma zoud
dizounj ha dall e chommo da diez goullo : Ecce relinque-
tur vobis domus vestra deserta. »
Eur merk all a drugarez a chelle Jesus-Krist da zis-
kuez evit ar pecher. Hen diskuez a ra.
« Va Zad, emezhan, nho cheuz ket digemeret mad ar
sakrifisou great beteg-hen. Noant ket a bouez dioch ar
pechet. Mad, setu me ama : Ecce venio. »

206 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

Hag e guirionez goud a rit petra zo choarvezet. Eun
devez Jesus-Krist a zo skourjezet, kurunet a spern,
tachet var eur groaz. Var nez mervel e sao he zaoula-
gad varzu an Env hag e lavar : « Va Zad, ô va Zalver,
» ha mond a rit-tu da rei malloz dar pecher, da chou-
» lenn ma kuezo var he benn an oll boan hen deuz great
» deoc'h ? Va Zad, pardounit-hi rag ne chouzont ket
» petra ' reont : Pater ignosce illis... Va Zad ! ho mab,
» ho mab var he dremenvan eo a bed ac'hanoc'h ; eur
» c'hras a c'houlenn abars mervel : pardounit hi. Mer-
» vel a raan dre ho daouarn, guir eo ; ingrat int, her
» goud a raan. Neuz forz, pardounit-hi, nann evitho
» mar kirit, mez evidon-me. Kemeret e meuz ho feche-
» jou e m hano va-unan ; paet e meuz ho dle ; evitho
» pardoun ! ne ouzont ket petra reont. »
Va Breur paour, va Choar ger, abarz doueti a dru-
garez Jesus evidomp, rostomp da genta kraou Beth-
lehem, taolomp en tan leor an aviel, diskaromp kroaz
ar Chalvar ! Neuze, mes neuze hebken, e challimp
lavaret evel Kaïn : « Re vraz eo va feched evit gallout
choaz beza pardounet ! »
En em fazia raan, va Breudeur ker. Rak goude keme-
ret evit netra, teuler a gostez kement ho deuz Doue an
Tad hag he Vab Jesus-Krist great evit ar pecher e
chomm choaz en he zav eur merk all a drugarez.
*
* *
Va Breudeur ker, Doue an Tad a roaz deomp Jesus-
Krist evit savetei hon eneou. Ha Jesus-Krist peur-baet

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 207

ganthan ar boan dleet dhor pechejou a lezaz er bed-
ma, var he lerc'h, he iliz santel karget ganthan da ober,
en he choude, ar vad a reaz he-unan etouez an dud.
Oh ! her goud a raan, tamall a rear an iliz katolik.
Ober a rear dezhi brezell. Ha koulskoude, pa studian
anezhi mad, e velan neo bet savet gant Doue ha neo
ganthan dalchet en he zav, nemet dre druez ouzomp.
« Mean eo da hano ha var ar mean-ze e tiazezin va iliz
» hag holl challoud an ifern na zeuio ket a benn dhe
» zrechi », a lavaras Hor Zalver, eun devez,da zant Per.
Eun den eta, eun den choazet gant Hor Zalver he-
unan : Lavaromp he hano mad, eur beleg eo a zo lakeat
e penn an iliz. Hag en iliz-se, ar belek hen deuz tri blaz,
tri labour dishenvel.
Da genta, setu hen ouz an aoter. Eno dre nerz he
gomzou, Jesus-Krist a zeu bemdez da renevezi evit mad
an den, ar zakrifis a reaz evidomp euz he vuez var
groaz menez Kalvar. Bemdez divar an Aoter, ar beden
a bardoun, a bign varzu an Env.
Dan eil, setu hen er gador brezek. Meur a gador zo
var an douar. Kador-brezek an iliz he deuz eun hano ha
ne chell kador all hebed da choulen : hanvet eo kador
ar virionez. Eno, er gador-ze, eo e tesker, kaer ' zo la-
varet, ar guir skiant dan den. Ennhi eo e teuer dhen
difazia pa vez bet dihenchet gant komzou faziuz ar bed.
3° Eur plas all a zo, ar gador gofez. Diouthi, her
goud a raan, eo deut ar chiz da bellaat. Ennhi, kouls-
koude, eo e teu Doue da ziskuez d'ar pec'her paour he
vrasa madelez. Eur beleg, petra eo ? Evit ar chenta

208 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

guel, eun den evel ar re all. Mez, var bal he zourn, e
zeuz lakeat gant Doue eur galloud ha nhen deuz ket he
bar : « Ar pez ho pezo pardounet, pardounet e vezo ; ar
pez na bardounot ket a jommo heb kaout pardoun :
Quodcumque ligaveris super terram erit ligatum et in clis ;
quodcumque solveris super terram erit solutum et in clis.
Ar beden, ar virionez, ar pardoun, setu eta ar pez a
ra kurunen ministred Jesus-Krist. Ha dho heul evit ho
ren hag ho harpa, e ma speret Doue he-unan, rak speret
Doue a sklerijen an iliz.
*
* *
Eur ger choaz abarz achui.
Diez eo da eur chrouadur en em guzat ouz eur vamm
dener : diesoch eo dar pecher en em guzat ouz Doue.
Pechet ho peuz ? Ker buhan ar Speret-Santel a laka
eun drean en ho kaloun. Ho pikad a ra en deiz, dreist
holl, ho pikat a ra en noz. Atao e ma o vrouda, o toulla,
o lavaret : Inique egisti.
Pa velit, ha gueled a rear choaz, tud all o kender-
chel mad, eur vouez e korn ar galoun a lavar : eun
amzer ' zo bet, e zoaz henvel outho. Perak, hirio, ne
chellez-te mui ar pez a chell hen-ma hag hounnont :
Cur non potuero quod isti, quod ist ?
Arvesti a rit eun den var he dremenvan ? Abarz
mervel e chastenn deoch he zourn hag e lavar :
« Kenavezo er baradoz ! » Komz dudiuz evit eun den
mad, mez eun taol kleze evit ar pecher paour. Doue a
nevez a ra eur stok var boull he galoun.

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 209

E maoch e tal eur bez digor ? Trouz an douar o
kueza var an arched a lavar : « Varchoaz did te ! »
Varchoaz ar maro, varchoaz ar varn, varchoaz mar-
teze an ifern. Mouez ar Speret-Santel o skei adarre var
galoun ar pecher.
Va Breudeur ker, neuz forz eta, petra ve bet ho puez
araok hirio, hag e ve abaoue kalz bloaveziou louedet ho
koustians gant ar peched, hag e ve niver ho tizurziou,
brasoch evit niver bleo ho penn, lavarit gant fizianz
eur gomz, unan hebken : Surgam et ibo. Ia, savit gant
kouraj ha kît a greiz kaloun den em strinka echars
treid Doue an holl chrasou, evit ma kavot trugarez :
Ut misericordiam consequamur. Mari-Madalen a zo bet
pardounet, al laer deou a zo bet selaouet, deoch choui
ive, esperanz zo roet.
O va Doue, ma zo ama pecherien hag ho defe disfi-
zianz euz ho madelez, sklerijennit ho speret, teneraït ho
chaloun, grit dezho anaout neuz, pell diouzoch, nemet
anken ; anaout e ma en ho kichen ar guir eurusded.
Grit ma lavarint : Peccavi : pechet hon deuz ! Ha me,
o va Doue, me en ho c'hano a lavaro da m' zro : par-
dounet och. AMEN.
* * *
14


IX
Prezegen var ar Maro

Hæc dicit Dominus : Dispone domui tuæ,
quia morieris tu et non vives. (Isaï. 18. I.)
An Aotrou Doue a lavar evel-henn : Lakit
urz en ho tiegez, rag mervel a reot ha na
vevot ket.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,
Ar bed-ma na deo evidomp nemet ar pez ma zeo evit
eur beachour, en eur vro estren, eul lochennik roet
dezhan evit tremen eun nosvez. Pa darz an deiz an
divroad a lavar : « Sklear awalch eo da vale ! » Hag
heb koll he amzer o sellet ouz ar choudoren ma hen
deuz ennhi kemeret he gousk, e krog en he benn-baz
hag en em laka en hent evit tostaat ouz he vamm bro.
Eveldhan, va Breudeur, ni a zo beachourien o vont a
dreuz eur vro estranjour, varzu hor guir vro. Kerzet a
reomp euz an amzer varzu an eternite, euz an douar
varzu ar bed all.
Mez aliez, re aliez siouas, e tiguez dheomp staga hor
chaloun ouz ar pez a gavomp var hon hent, chomm
gantho da goll hon amzer hag ankounachaat penn hor

VAR AR MARO 211

beach ; henvel e kement-se euz bugaligou dizounj a
veler bepred o chourlerchi pe o kuitaad ar venojen
evit kutuil bleuniou didalvoud.
Setu perak, e teuan hirio, evit ho tistaga guella ma
chellin dioch madou egoll ar vuez-ma hag ho lakaat
da zerchel atao ho taoulagad troet varzu an Env, da
lavaret deoch ar pez a lavaraz gueach all, ar profet
Isaias da Ezechiaz : « Lakit urz en ho tiegez, rak mervel
a reot ha ne vevot ket : Dispone domui tuæ quia mo
rieris tu et non vives. »
E tri cher : mad eo sounjal er maro ; mad eo
en em brepari dar maro ; mad eo gouzout petra eo
ar maro : Setu ar gelennadurez-ma.
*
* *
Mad eo sounjal er maro.
Va Breudeur ker, evit klevet eun den o kozeal ne
dleomp ket ober re a van. Aliez e chen em fazi he-unan,
pe ma nen em fazi ket e klask fazia ar re all.
Mez pa gaoze an Aotrou Doue, neuze ni a dle atao
selaou, stoui hor penn ha lavaret : Doue na chell nag
en em fazia he-unan na klask fazia den ebed : ar pez a
lavar a choarvez atao.
Hogen, va Breudeur, Doue hen deuz komzet. Eur
gomz hen deuz lavaret eneb an den ; eur setans hen
deuz douget : « poultren out hag e poultren e tistroï :
Pulvis es et in pulverem reverteris. »
Pa grouaz achanomp evit guir, Doue nhor chrouaz
ket evit mervel. Goude beza tremenet er bed-ma eun
niver bloaveziou, hir pe verr, ni a dlie beza douget da

212 VAR AR MARO

eur vuez velloch heb rankout gouzaon ar maro. Mez ar
pechet a zo deuet da zizober, da freuza labour an Aotrou
Doue hag ar maro zo deuet varlerch, da gastiza ar pechet-
se : Stipendium peccati, mors. Adam hag Eva a dorraz
difenn an Holl-Challoudek, ha goude ho dizentidigez,
an Holl-Challoudek a lavaras dezho ha dreizho dho
bugale : « Poultren och hag e poultren e rankoch dis-
trei : Pulvis es et in pulverem reverteris. » Ar zetans-se,
spourounus ma zo nikun, a vez skrifet gant dourn Doue
he-unan var dal kement hini a zeu er bed : mervel a
ranki !
Kaer hor bezo klask pellaat ar maro diouzomp, eun
devez a zeuio ma rankomp diguezout ganthan tal-ha-tal.
Mar tiskennomp betek kaloun an douar, hen a ziskenno
dhon heul ; mar techomp betek kreiz ar mor doun,
eno ni her chavo ; mar deomp betek ar penn pella an
douar, dre eno ivez e tremen. Doue a roaz dezhan gal-
loud var an holl draou krouet hag a zo falvezet ganthan
e tiskarfe kement a zo, mesk ha mesk heb espern netra.
Na doujanz na respet evit teneridigez au chrouadur
bihan en he gavel, evit nerz ha gened an den iaouank e
kreiz he vrud, evit bleo guenn an den koz, evit paou-
rentez an izomek, evit danvez ar mondian, evit vertu-
ziou an den santel, evit deskadurez an den goeziek. Ar
gened, an nerz, ar galloud, ar madou, an deskadurez a
chell beza mad da galz a draou, mez nann da brena
buez. Neuz forz piou e chalfomp beza, pep kammed a
reomp, pep halanad a dennomp a dosta ouzomp ar maro
hag hon tosta outhan.

VAR AR MARO 213

Mar fell dheomp goud dreizomp hon-unan e pe chiz
e teu da vir zetans an Aotrou Doue, greomp eur zell var
ar bed ha ni her guelo.
Greomp da genta eur zell var hon lerch.
Petra eo deuet, hirio, da veza kement all a dud hag ho
deuz, en ho amzer, great kalz trouz var an douar ! Des-
kadurez ha madou, gloar ha galloud a ioa etre ho daouarn ;
armeou braz a zeue, a iea var eur gomz hebken euz ho
ferz. Hirio, petra int-hi ? Marteze ho hano zo skrivet var
histor ho bro. A veach peadra a lavare an Napoleon
koz, gueach-all, a veach peadra da ober danvez eun
them da eur skolaër iaouank o koummanz deski al
latin : ha setu holl ! Ho churunen, ho galloud, ho des-
kadurez, ho madou a zo etre daouarn re all deuet var
ho lerch. Hag euz ho chorf paour koulz ha deuz korf
an disterra den, ne jomm nemet eun nebeut ludu a ve
gellet dalcher var bal dourn eur chrouadur tri mis.
Greomp brema, eur zell en dro dheomp.
Piou a velan-me ama, en iliz-ma ? Eun nebeudik a dud
koz ; an darn-vuia tud e kreiz ho brud ; eul lodennik
a dud iaouank flamm.
Mad, lavarit dheomp, choui hag a zo guennet ho
pleo gant ar bloaveziou, lavarit dheomp petra eo deuet
da veza ar re zo bet, er memez devez ganeoch, douget
ho hano var gaierou ar vadiziant, ar re ganeoch ho deuz
great ho chenta pask. Peleach e maïnt-hi hirio ?
Lod, taolet er meaz euz ho bro gant eur blaneden di-
druez, a zo guennet ho eskern var an douar estren, pell

214 VAR AR MARO

dioch ho zud ; lod all ' zo diskaret gant taol ar maro a
zirag ho taoulagad ha marvet etouez ho zud. Digemeret
ho cheuz ho halanad diveza, ho arvested goude ho
maro, douget ho chorf var ar varv-skaon hag ho dis-
kennet en ho lojeiz diveza. Hirio, pa rit eur zell en dro
d'heoc'h e lavarit : « An hen-ma-hen, a ioa eur bloaz
kosoch evidon ; an hen-ma-hen, euz ar memez bloaz
ganhen ; ha setu hi maro ! Dizale me a vezo ar chosa
den euz ar barrez ! »
Lavarit dheomp, choui tud e kreiz ho prud ha
choui tud iaouank, peleach e ma int-hi, hirio, ar re a
zo bet ganeoch var skinvier ar skol gatekis, ar re ho
deuz en ho bugaleach, choariet ganeoch dindan ar me-
mez guezen ha var ar memez flourennou. Eveldoch e
seblantent dleoud beva pell hag hirr. Mez ar maro zo
deut dho zurpren e kreiz ho iaouankiz, ha ni, ho pe-
leien, ni pa hon deuz, varnezho, taolet ar genta paladen
zouar, a zo deuet dheomp da zounj euz a gomzou al
levriou sakr : « Ar vuez a zo evel eur skeud hag a dre-
men, evel eur bouil moged hag en em freuz en ear ;
evel eur goumoullen kaset gant an avel ; evel eur vag
var an dour ha ne lez merk ebed euz he guenojen ;
evel ar bleunv diwanet hag a veler ker buan flastret
dindan an treid : Quasi flos egreditur et conteritur.
Mez, va Breudeur ker, perak kozeal deoch euz ar
maro ? Neo ket choui, ia choui, eo a dlefe kozeal e m
leach ? Choui koulz ha me, a choar ervad petra eo ar
maro ! Peleach e ma, hirio, an tad, hirio, ar vamm ho

VAR AR MARO 215

deuz ho maget, ho savet ? Tadou ha mammou, peleach
e ma ar mab, ar verch, ar chrouadur a garach
kement ? Evitho e labourach, e poaniach noz-deiz.
Lavaret a reach : « divezatoch, hi, dho zro, a roio
dheomp bara pa ne chellimp mui labourad ! » Hag
hirio, hoch-unan en ho ti, e welit gant an anken o
sounjal eo deuet ar maro da gerchat en ho raog ar
vugale a esperach lezel gantho ho tanvez. Choui
' lavare : « Serri a raïnt dheomp hon daoulagad, pedi
' raïnt evidomp. Ha pa dalv, choui eo ho cheuz
guelet ho archedi, c'houi eo a ia d'an daoulin, var ho
bez, evit pedi an Aotrou Doue da gemered truez ouz ho
eneou. Peleac'h ar breur, peleac'h ar c'hoar a zo bet
maget ouz ar memez taol, savet dindan ar memez toen ?
Kemeret ho deuz hent ar veret : gourvezet int en douar
benniget.
Ia, kristenien, sellit en tu ma karot, e pep leach,
choui a velo, mar taolit evez, hano ha labour ar maro.
Sellit ouz ho touar : labouret int bet gant tud, hirio
maro ; ouz ho ti : ar rumm dud a ioa ennhan en ho
raog, eat eo da anaon ; ar guele ma kouskit ennhan, an
dillad a zougit : marteze guele, marteze dillad eun den
maro ; ar boued a astenn ho puez : roet eo deoch gant
dourn ar maro ; an hent a gemerot evit mont euz an
ilis-ma dho ti : hent heuliet, gueach all, gant tud,
hirio, maro.
Sellit ouzoch hoch-unan. Nag a bed barrad klenvet,
a bed danjer, a bed stokad ho cheuz choui bet dija !
Ar maro a zo, beteg-hen, eat abiou deoch, heb ho

216 VAR AR MARO

samma, guir eo. Doue hen deuz lavaret : « lez, lez
choaz. » Mez ho cheur a zeuio ha pep tra hen diskuez
koulz en amzer dremenet hag en amzer vrema.
Ha koulskoude, tra meurbet estlammus ! ne zonjomp
ket er maro. An holl a varv en dro dheomp hag en eur
vervel a lavar « Hodie mihi, cras tibi : hirio va zro
me, da dro te, varchoaz ! » Ha ni, er chountrol, a lavar :
« Maro an hen-ma-hen ! Mad : doanius eo, rag he dud,
tad, mamm, bugaligou ho doa choaz izomm anezhan !
Maro eo an hen-ma-hen ! Mad : glacharus eo kement-se !
Mez pell zo, ma kemere eur stum fall. Noa ket eun den
iecheduz hag ouspenn ne daole tamm evez ebed ! »
An hen-ma-hen, a zo bet lazet gant he gar. Ha ni
lavar : Mad, evelkent, trist eo eun hevelep maro. Mez
ive noa ket ampart en he labour. » E leach ma tlefemp
lavaret : « Eveldhan, me a meuz kar ha kezek hag
eveldhan e chellan mervel ! »
*
* *
Mad eo en em brepari dar maro.
Va Breudeur ker, ar maro eo porzier ar bed all. Hen
eo a zo karget da zigeri dheomp dor an eternite. Mez
en eternite, me a vel diou zeumeurans dizhenvel : ar
baradoz hag an ifern. Dor pehini a zigoro evidomp-ni ?
An nor hon devezo choant : ar joaz zo kinniget dheomp
gant Doue.
Eur maro mad a zigor dor an env : eur maro fall a
zigor dor an ifern. Hogen, va Breudeur, ar maro a
vez peur-vuia ha zoken, koulz lavaret atao, ar pez ma

VAR AR MARO 217

vez bet ar vuez : goude eur vuez vad ; maro mad ; goude
eur vuez fall : maro fall. Evit kaout eost mad en eur
park, e ranker he gentelia ervad, he drempa a zoare,
hada ennhan greun disklabez, he choennat pa zeu ar
mare hag hen diwall a zroug. Er memez tra ive, evit
kaout eur maro mad, eo red poania epad ar vuez, eo red
en em brepari dar maro.
En em breparit eta, va Breudeur ker, hag : 1° En em
breparit a hirio. Na lavarit ket : « Me a chedo diveza-
toch ; da benn bloaz, pa em bezo kaset da benn an
affer-ma, al labour-zont, me en em breparo. »
Choui a velo, eme choui, choui en em breparo ! ia
pe na velot, ia, pe na en em breparot ket. Hen ober a
reoch ma ve lezet ganeoch amzer. Ha piou a lavar ho
pezo an amzer-ze ? An amzer a zo etre daouarn an
Aotrou Doue. An devez hirio a zo deoch ; an devez
varchoaz nhen deuz promettet da zen.
Ar chountrol eo a lavar. Gourdrouz a ra an neb a lez
he zilvidigez var var. Selaouit kentoch he gomzou :
« Dont a rin, eme hor Zalver, evel ma teu al laer : Sicut
fur. » Al laer a zeu en noz ; klask a ra an denvalijen ;
tostaat a ra heb trouz, dre guz ; gedal a ra ma vezer
dizounj pe gousket, ha neuze, heb goud da zen, eo e ra
he laerounsi. Mar teuer dhen dizelei, al laer a vez dija
en ti, hag aliez krenvoch evit ar perchen. Evel-se ive,
eo e teuio ar maro, dre guz, heb rei kelou ebed ; ha
par her guelot e viot dija re zivezad : Sicut fur.
Dont a raio evel eul lucheden : Sicut fulgur.
Setu aze, euz ar goalarn, eur goumoullen zu o pignat

218 VAR AR MARO

en Env. Petra zoug en he chreiz ar goumoullen-ze ?
Daoust hag avel, daoust ha kazarch, daoust ha glao ?
Evelkent e pign, e pign atao : dija eo ganthi, stignet
holl bolz an Envou ha mouget sklerijenn an deiz. Sou-
den, en eun taol kount, eul lucheden chlaz ha da heul
eun tarz kurun ! Setu poltred ar maro.
Santout a rit marteze, da genta, evel eun diezamant
heb hano. Ho penn zo pounner : beach zo var ho tiou
skoaz : ar goumoullen o tont a vel. Taol ha taol an
drouk a gresk, ho penn a faout, poan ho cheuz en hoch
izili ; en em daol a rankit en ho kuele : ar goumoullen
o pignad. Souden, varlerch, pa na zounje den, eul
lucheden a bar, eun tarz kurun a groz : e ma o tre-.
men ! Maro eo ! Sicut fulgur.
Tizet e viot gant ar maro evel ma vez ar zilien tizet
gant higen ar pesketour : Sicut pisces capiuntur hamo.
Sellit ouz an den-ze a velit e ribl ar ster pe var bord
an aod. Staga ' ra eur beg houarn korgamm, ouz penn
eun neuden ha var ar beg houarn-ze e laka eur pren-
vik biban pe eur gellienen, ha goudeze, hen taol en dour.
Etre daou, ar zilien en eur zont hag en eur vont dre
greiz ar ster, a vel ar prenvik tentuz hag heb sounjal e
drouk a lavar : « Mad da zribi. » Mez en eur gredi kregi
er vuez e krog er maro ; da heul ar boued e lounk an
higen.
Evelse, ive, chui hoch-unan a vezo marteze skoet. La-
varet a rit : « plijadur hon devezo er foar-ma, en hebad-
zount. » Hag ar maro hen deuz stignet he voued var an
hent ma tremenit dreizhan. Staga rit ho penn ouz eur

VAR AR MARO 219

picherad dour ien e kreiz ho chuezen : dour ien, eme
choui, a dorro va sechet : eva rit dhe heul eur gaouat
fleureuji. E maoch ouz taol gant eur mignon ; dribi a
rit eur barrad klenvet tomm, eva eun taol goad, pe
gemeret eur vesventi hag ho chastenno maro e korn
an hent : Sicut pisces capiuntur hamo.
Bezit, eta, var ched ha dalchit, atao, urz vad en ho
koustianz.
E challit evit guir mervel dre eur chlenved hir, e tre
diou vreach ho tud, santout ar maro o tont kammed ha
kammed ; mez e challit ive mervel dre veuz, dre laz, en
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.