Sarmoniou an Aotrou Quere - 15

Total number of words is 4964
Total number of unique words is 1453
61.5 of words are in the 2000 most common words
72.7 of words are in the 5000 most common words
72.7 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
groaz ! » Ha ni, ni a lavar, kentoch eget Jesus-Krist,
eur chovad guin, eur blijadur vezus, eul laeronsi, eur
venjans : Non hunc, sed Barrabam... rursum crucifigen-
tes.
Ar soudardet a gurunaz Jesus-Krist a spern ; ar
bobl a lakeaz var he chouk eur groaz pounner. Ha ni,

VAR AR GONTRISION 281

peger garo ne rentomp-ni ket hor choustianz, pegen
pounner hor buez evit Jezus !
Ar Juzevien hen stagaz ouz ar groaz ! Ha ni ?...
Longin a doullaz dezhan he galoun ! Ha ni ?
Var he groaz, araog mervel, Jesus-Krist a lavare :
« Sitio : sechet a meuz. » Hag an dud fallakr oa eno, a roaz
dezhan guin-egr gant eun tam spouenv. Ha ni ?... Dont
a ra dhor guervel. Sechet hen deuz, deuz hon eneou,
ha ni lavar dezhan : nann ; divezatoch. Ar vestl hag ar
guin-egr setu lod Jesus-Krist : Rursum crucifigentes.
Jesus-Krist a zo maro var he groaz.
Gueach all e zoad kustum, pa vije kavet eur chorf
maro, da glask eun den ha nen dije great pechet ebet,
eun den mignoun da Zoue, evit sevel dezhan he zourn,
araog ma vije kaset kuit... Piou a zavo he zourn dhor
Zalver Jesus ? Bugaligou vihan, nevez badezet, chui a
chelfe, marteze... Mez chommet och er gear. Ama, e
ma ho tad, ho mamm, ho preur, ho choar. Ho lezet ho
deuz evit dond ama. Va Breudeur, piou zavo he zourn
d'hor Zalver Jesus ? Piou ac'hanoc'h a zo koumpez he
goustianz, piou nhen deuz ket bet sklabezet sae he va-
diziant ?... etc.
O va Zalver ha va Doue, me lavaro eta, deoch e m'
hano hag en hano ar re a m zelaou, ar pez a lavaraz deoch
sant Per gueach all : « Exi a me, quia homo peccator sum
Domine : pellaït diouzin, rak ma zoun eur pecher, o va
Doue. Pellaït ! Pe velan ar pez ma zoch ha pa velan ar
pez ma zoun, e meuz mez o chen em veled en ho kever.
Va Doue, noun ket din, pellaït : Exi a me. »

282 VAR AR GONTRISION

Mez petra lavaran-me, o va Jesus ! Mar pellaït diouzin,
petra e teuin-me da veza ? Neuze, kenavezo dar vertuz.
Biken, nann biken ne chellin mui kaout eur goustianz
pur, eur galoun disklabez ; ne chellin mui santout an
dousder, ar joaüzdet a danvaër pa vez dizklabez an ene.
Neuze, kenavezo dan Env. An Env gant he blijadur,
gant Doue, gant he lez, gant ar Verchez, gant ar Zent,
gant ar re euz va zud, tad ha mamm, marteze, ho
devezo karet Doue, a zo marvet en he garantez...
Mar pellaït diouzin e chommo ganhen va fechet, va
fechet evit va zamma, va spounta, evit krignat va
choustianz noz-deiz, ar peched gant an drouk-spered
hag a deuio bemdez muioch-mui da startaat he jaden-
nou en dro d'in hag a m' lakaio muioc'h reuzeudik ! Mar
pellaït diouzin, neuze netra da chortoz mui nemed an
ifern, an ifern gant he valloz, gant he brenv, atao beo,
gant he dân, atao var allum ; an ifern gant he eternite !
Mez nann, o va Jezuz ! Na bellaït ket diouzin ! Deuit
er chountrol, deuit evit va farea, evit va dizamma, evit
va zenna davidoch ! Ar gontrision a zo en ho tourn. Di-
gorit ho tourn, eta, o va Doue, grit ma chen em zistagimp
dioch an drouk ha ma troomp varzu ennhoch gant eur
galoun mantret a chlachar.
Her goud a reomp, truezuz och evit ar paour. Ho-
gen, setu ni rentet paour gant ar pechet. E maomp a
zirazoch evel eur paour e kichen dor ar pinvidik :
skourn a ra, hag eo noaz; an noz a zeu ha nhen deuz
ket a di ; naoun hen deuz, hag eo echu he vara : goulen
a ra lojeïz, boued, dillad... Ni eveldhan : lojit acha-

VAR AR GONTRISION 283

nomp en ho kaloun !... Eun tamm bara da derri hon
naoun ; eun tamm dillad da choloi hon izili ! Miserere
mei Deus, secundum magnam misericordiam tuam !
Setu ni, evel eun torfetour dirak he varner. Pedi ra,
aspedi, mont dan daoulin goulen a ra gras, truez,
pardoun. En eun tu, setu aze he di, he gerent, he vignou-
ned ; pardoun evit ma chommo gantho. En eun tu all,
setu ar prizoun gant he neach hag he inou, marteze,
gant he groug hag ar chillotin. Truez !
Ha ni ? Kablus omp !.. Truez ! Kerent, mignouned,
bugale, setu hi ama. Hon lezit a en tu gantho !.. Aze
drouk spered hag ifern... Truez, o va Doue !
Lavaret ho cheuz : Ignosce illis, nesciunt quid faciunt.
Ha ni ? ni ne chouiemp ket muioch, ne anavezemp ket
mad petra eo ar pechet. Pardoun, hag iviziken, ne
bechimp mui ! Ni ho meulo, ni ho karo, ni a roio
deoch gloar !
O va Doue, her goulen a raan, griit, griit ma na
jommo en iliz-ma, kaloun ebet stag ouz ar peched.
Tennit holl da 'vidoch ha dalchit-hi bepred er stad a
chras evit, goude beza ho meulet var an douar, ma
zaint holl dho meuli dan Env.
Evel-se bezet great.
* * *


XV
Prezegen var renk huel ar guir Gristen

Filii Dei estis per fidem quæ est in
Christo Jesu (Gal. III, 28).
Dre ho feiz, e Jesus-Krist, e zoch
bugale da Zoue.

VA BREUDEUR KER,
Trivach kant vloaz ' zo, eun den a lavare : « taolit
evez evit ma kerzot dizanjer, rak amjest eo an amzer
ma vevomp ennhi. » Evel sant Paol ni dhon tro a chell
lavaret : taolomp evez, rak amjest meurbed eo an
amzer hirio.
Hano Doue ? nebeut eo anavezet. Aviel Jesus-Krist ?
nebeut a feiz a lakear en-han. An iliz, he guirioneziou,
he gourchemennou ? Neuz mui evit-ho kalz a zoujanz.
An den ken nerzuz, ker santel koulskoude, a zo
karget gant Doue da chouarn, da ren an eneou katho-
lik, neo ket bras ar respet a zouger dhezan.
Pa zellan piz ouz ar pez a dremen, pa zelaouan mad
ar pez a lavarer, e rankan anzao eun dra : kalz tud a zo
evel ho micher ober brezel da Zoue ha goap deuz ar re a
zalch dho religion. Kalz all ho deuz evel mez o tougen

VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 285

an hano a gristen hag o tiskuez, a vel kaer, int servi-
cherien da Jesus-Krist.
Eul loden hebken, eürus da dremen dirag an dud evit
ar pez ma klaskont beza dirag Doue, a zougen huel feiz
ho badiziant hag a heuil heb aon ebed, al lezen gatholik.
Klaskomp eta, eur vech evit mad, guelet e pe du e
ma 'r virionez, guelet piou a dle sevel an huella he
benn : pe an hini a daol peb religion dreist he skoaz
evel ma taolomp e korn an hent eur votez torret ; pe an
hini, gueach en aoun rag teod an dud, gueach evit
plega da eun tech malheürus, a zilez ar mad evit ober
an drouk ; pe an hini, heb taol an disterra evez ouz
glabouserez au dud direol, a zelaou, e pep tra, heb aoun
ha gant joa, mouez he goustianz ?
Evit galloud, var gement-ma, rei dheoch eur respount
guirion, e ranker ober, bep eil tro, tri zell dishenvel :
1° Sada ni ama, va Breudeur ker, ennhomp hon
unan : petra omp ha petra ' dalvomp-ni ? 2° Sada en
dro dheomp tud all evel domp. Evit-ho petra omp ha
petra ' dalvomp ni adarre ? 3° Huel, dreist-homp, setu
Doue. E balanz an Doue-ze, petra, evit an drede gueach,
a bouez hon dalvoudegez ?
Dan tri goulen a meuz great, an tri respount ma '
roan :
1° Poezet ennhan he-unan, ar guir gristen a gerz er
penn araog ; 2° Pouezet er guel euz he nesa, ar guir
gristen a zalch ar chenta renk ; 3° Pouezet e balanz
an Aotrou Doue, ar guir gristen a zo, a galz, dreist an
holl grouadurien all.

286 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN

*
* *
Ar guir gristen poezet enhan heunan.
Va Breudeur ker, tri dra, dreist an holl draou all a ra
an den ar pez ma zeo : eur spered hen deuz evit ana-
voud ar virionez, eur galoun evit karet ar mad, eur
chorf ouspenn hag a zo,e dourn ar spered hag e dourn
ar galoun evel eur benveg, galvet da ziskouez, a vel
kaer dan oll, e pe du, e pe gostez, a du ar virionez hag
ar mad, pe en ho eneb, e teuomp den em daol.
Evit eta, anaout mad petra dalv an den, e rankomp
da genta anavoud mad an teir loden a zo ennhan hag
anavoud ouspenn, an implij mad pe fall, a ra euz anezho
ho zeir.
Hogen, evidon-me, pa studian, pa bouezan an den gant
lealdet, en em gav, avechou, eürus, aliesoch gla-
c'haret ; eürus pa gavan an den dalchet ganthan he renk
huel, glacharet pa her guelan kollet ganthan he chened.
Selaouit kentoch ha guelit ho chunan.
Spered an den.
Kenta a m sko pa zellan ouz an heol eo he gurunen
lugernuz : ouz ar bleunv, eo ho liou marellet ; ouz al
leon, eo he izihi nerzuz hag ouz an den eo ar spered a
sklerijen he dâl.
Spered an den, va Breudeur ker, oh ! eun donezoun
gaer a dra zur ; hen eo a zav achanomp dreist kement
zo var hon tro ; beza eo evel eun eulfen sklerijennuz
lezet da gueza varnomp gant an Doue a falvezaz gan-

VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 287

than en eur hor chroui, kemeret skuer divarnhan he-
unan.
Lod a damall achanomp da veza enebourien dan
deskadurez. Var gaou he lakeont ho abek.
Evidon-me a vel, gant plijadur, an den o vuzula bolz
an Envou, o treuzi au mor doun, en despet dan avelou
dijaden, var al listri a zavit e porz ar gear-ma ; (1) plija-
dur eo ganhen he velet o treuzi an dir, o turniad ar
choat, o plega an houarn evel ma pleger eur vreunen
blouz. Ne chellan ket, heb kaout fouge, sounjal omp
deuet a benn da gerzet, ker buhan ha ken distrounz var
diou varren houarn dre nerz ezen an dour-bero ; soun-
jal e kaser dre eun neudennik orjal ha ker prim hag eur
volot kanol, euz hor chelou beteg ar penn pella 'r bed.
Ia, an deskadurez a zo eun dra gaer pa rear anezhan
implij mad. Mez aliez, re aliez, siouas ! an deskadurez a
ra hent treuz : ar pez a lavarer, hirio, a zislavarer var-
choaz.
Aliez, re aliez, da heul an deskadurez e teu an our-
gouil ; Scientia inflat.
Aliez, re aliez, an deskadurez a lez goullo kaloun an
den. Seulvui e tesker, seulvuioch a gaver da zeski. An
desketa den eo a lavar da genta : ar pez a chouzoun neo
netra.
Aliez, re aliez, an deskadurez, rak ma en em dro varzu
an drouk, eo a ra ar brasa gouli dan ene paour. Soun-
jal a reomp da zeski hebken ar pez a chell hon lakaat
(1) Ar brezegen-ma voa great e Rekouvrans-Brest.

288 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN

da ober, ervez hor choant, hon treuz er bed-ma, heb
sounjal deski ar pez a chell hon lakaat da ober, evel ma
zeo dleet, hon treuz en eternite. Ar guir skiant, ar skiant
dreist an holl skiantchou, eo skiant ar zent.
Da eun den euz an amzer gueachall, e voa lavaret
eun devez : « A beleach, a be wenn oud-te ? Piou oud ?
Pe varzu e zez ? : Ex quo populo es tu ? Qu est terra
tua ? Quo vadis ? »
Dan tri goulen-ze, ar brasa sperejou, en amzer dre-
menet, nho deuz kavet respount diabek ebet da ober.
Hag hirio en deiz, dindan dourn ar chenta deuet, e zeuz
eul leor, ne meuz nag aoun na mez o lavaret he
hano, leor ar chatekiz, hag a respount : Great omp
gant Doue, servicherien omp da Zoue, mond a reomp
varzu Doue, da renta dezhan kount euz hor buez.
A nep a choar kement-se, ha pa ne choufe netra
ken, a choar ar pez a zo a huella priz. Goud a ra ar
pez a laka skanv poaniou ar vuez, ar pez a laka santel
he labour pemdeziek, ar pez a ro nerz e kreiz an danjer,
ar pez a ro, en heur ar maro, diouaskel dan ene evit
nijal dan Env.
Kaloun an den.
Goude ar spered e kavomp eur galoun. Eun dra gaer
eo ive, ken kaer pe gaeroch evit ar spered. Hi, ar ga-
loun, eo a ra ar vamm dener, ar mignoun mad, ar
zoudard dispount. Meuli a chellomp an den a spered.
Evit an den a galoun vad, e reomp eur gammad en tu
all : ni her charo.

VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 289

Studiomp eta kaloun an den. Kemeromp hi gant
evez. Eaz eo da chlachari, da ranna : evit-se awalch
eo euz a eur gomz. Eaz eo ive, da laouennaad. Eur zell,
eur muschoarz a lak anezhi eüruz, epad eun devez.
Eaz eo ive da zistresa. Hag aliez siwaz ! neo ket ouz ar
mad eo en em dro.
Koulskoude, en tu ma tro, e laka an den a bez da gos-
tezia dhe heul. Spered ha korf, holl e sentont diouthi,
ha gant prez : Ubi amatur, non laboratur, vel si labora-
tur, labor amatur.
An den eta, pa dalv eun dra benag, a dalv ar pez ma
talv he galoun. Hag ar galoun, dhe zro, a dalv ar pez ma
en em stag outhan.
Karit ar mad, ar vertuz, al lealded, savit ho kaloun
dreist ar plijadureziou mezuz, dreist ar madou bresk a
gaver er vuez-ma, ha setu choui pignet huel. En dro
dheomp netra ken dudiuz da velet hag eur galoun bur,
mad, disklabez ha leal.
Karit an droug, an dizurz, kement na greder da gared
nemet e kuz, pegen izel e rankomp stouet evit ho kue-
let, ha pa ho kuelomp e pe renk ho kavomp ? E renk an
dud dizakr, pe e renk an dud lik.
Hogen, dre he nerz he-unan hebken, petra ' chell
kaloun an den da ober ?
Lakiit ho tourn var ho koustianz, hag e klevot ar
respount. Pet gueach, siwaz, eur zell, eur gomz, eur
zounj nho deuz hi ket diskaret a blad ? Gant skoazel
Doue hebken, e chellomp lavaret : Omnia possum in eo
qui me confortat : gant Doue o kennerzi achanon, ne
gavan netra dreist va galloud. 19

290 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN

Korf an den.
Ar spered zo eun dra gaer ; eun dra gaer eo ar galoun.
An ti ma reont ennhan ho demeuranz a zo eun dra hag
a c'houlen, d'he dro, eur gomz deuz hor perz.
En dro dheomp, kement hen deuz buez, a stou he
benn varzu an douar. Er chontrol, korf an den,
ploumm evel eun tour, a zav he benn varzu an Env. An
douar evithan neo nemet eur skabel lakeat dindan he
dreid.
Guelit ha sellit oud-han. Pa zeu ar blijadur da skle-
rijenna he dal, da leda 'r muzchoarz var he vuzellou,
da lakaad eur gomz a garantez var he deod, e rankot
anzao : ia, e guirionez, an den eo roue ar bed-ma.
Guelit hen, dreist holl, pa vez Roue en he di, mestr
dhezan he-unan : pa zoug, heb en em glemm, pouez al
labour ha pouez ar boan, pa gerz atao gant an hent
mad, ha pa vir na zeuffe eun tech mezuz benag dhen
stleja, evel ma kar, en tu mar plij ganthan her poulza.
Koulskoude, da daol evez e zeuz. Ar pechet a zo
tremenet dreizhan, hag en eur dremen hen deuz lezet
ennhan eur chrizien fall.
Lavaret a reomp : an hen-ma-hen, eo va brasa ene-
bour. Neo ket guir, va Breudeur ker. Hor brasa enebour
eo hor chorf paour. Henvel eo ouz eur forn choret, atao
prest, ma na zigwallomp, da rosta, da bulluch pep tra.
Piou, eme sant Paol, piou a m zizammo-me euz ar
chorf a glask atao va laza : Quis me liberabit de corpore
mortis hujus ?

VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 291

Va Breudeur ker, ha kavoud a reomp-ni eun den hag
a zalcho he spered difazi, he galoun pur, he gorf
bepred ploumm en he zav ?
Ia, kavet e vezo, kavet eo : he hano ' zo : Ar guir
gristen : Ar guir gristen a chell koulz hag eun all,
studia 'n holl skianchou. Mez goulaouen ar feiz a ren
anezhan bepred. Pa vank sklerijenn ar speret, hi a
astenn he dourn hag hen laka da dremen.
Ar guir gristen zo mestr dhe galoun. He harpa ' ra
ouz kroaz Jesus-Krist, he zouba ' ra e gouli kaloun hor
Zalver.
Ar guir gristen a ra dhe gorf plega dar feiz. Hag ar
chorf en eur zenti, a zalch he gaera kurunen.
Her goud a raan : koueza a chell, avechou. Neuze, kiit
dhe gavoud, hag evel sant Remi da Glovis, lavarit dhe-
zan : « Stou da benn, pleg da zaoulin : ador ar pez
ha cheuz rostet ; rost ar pez ha cheuz adoret ! » Res-
pount a ra « Evel-se bezet great. » Kerzet a ra a nevez
gant nerz-kaloun. Ha setu perak me ' lavar : ar guir
gristen a zalch ar renk huella, a gerz er penn araog.
*
* *
Ar guir gristen pouezet er guel deuz he nesa.
Va Breudeur ker, goude beza great eur zell varnomp
hon-unan ha klasket anavoud piou achanomp a zalch
ar chenta renk, greomp eur zell en dro dheomp.
Ne maomp ket hon-unan var an douar. A gleiz, a
zeou, a bep tu, e kavomp tud all great eveldomp. En

292 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN

ho zouez e rankomp beva. Hag evit kaout eur beva mad,
gantho e rankomp en em glevet. Beva er brezel a zo eur
beva fall. An en-em-gleo, ar garantez, eo a ra ar
guir eürusded. Hogen, va Breudeur ker, petra hon laka
da garet ar re all ?
Hor spered ? Ar chountrol eo a choarvez. Seul-vui
ma studiomp buez an dud, ma ho anavezomp mad,
seul-velloch e velomp int neubeut din da veza karet.
Hor chaloun, marteze ? Ar virionez eo, ma chen em
garomp hon-unan. Mez ne garomp ket ar re all. « Holl
din ! Netra da zen ! » Setu komz ar galoun. Karet
awalch a raïmp ar re a blijo dheomp, ar re a raio
dheomp plijadur ho gueled : da lavaret eo, en eur ho
charet e chen em garomp hon-unan, e klaskomp hor
mad hon-unan. Setu perak karantez ar bed a zo ken
tro-distro : pa nij kuit an eürusted, peurliesa e nij dhe
heul : Tempora, si fuerint nubila, solus eris. Ha mar ka-
romp ar re hor char hag a ra dheomp plijadur ho cha-
ret, piou ha petra hon lakaio da garet ar re nhor charint
ket, da garet ar re a zisplij dheomp.
Guelit en amzer dremenet. An hantervrasa euz an
dud a oa sklavourien dindan an hanteren all. Hag ar
sklavour, pa blije gant he vestr, a veze bazatead beteg
ar goad, guerzet evel ma verzomp eul loan mud, pe
daolet e beo da vaga 'r pesket e stank an dour.
Ken etrezo, ar vistri, a gemere evit ho reolen, ar gomz
a lennomp en Aviel : dant evit dant, lagad evit lagad.
Mar a m charit, me ho karo ; mar noazit din, pa ga-
vinn an tu, mhen talvezo deoch.

VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 293

En hon touez e velomp lod hag a gemer eun hano
kaer. En em chelver a reont philantrop : mignoun an
dud. E guirionez rei a reont kuzuliou kaer ; rei lod euz
ho danvez evit sikour an izomek. Mez na roont ket ho
chaloun da heul : nho deuz ket a guir garantez.
He c'havoud a c'hellomp koulskoude, var an douar,
ar guir garantez-se ha neo ket diez braz evidon lavaret
dheoch piou hen deuz hen digaset en hon touez.
Trivach kant vloaz ' zo tremenet, eun den a lavaraz :
« Me ro dheoch eur gourchemen nevez : Mandatum
» novum do vobis ; en em garit an eil egile evel ma e
» meuz ho karet da genta, grit d'ar re all ar pez a gar-
» fach a ve great dheoch ; roit bennoz dar re a ro
» d'heoch malloz ; grit vad dar re a ra dheoch drouk. »
Hag evit lakat ar skuer vad e kichen ar gourchemen, e
reaz var he varo eun diveza peden : « Va zad, pardou-
nithi, rak ne chouzont ket petra ' reont. »
Souden, varlerch, e challed guelet lod tud ha nho
devoa nemet eur galoun hag eur spered : Cor unum.
Anhezo pa dremenent, ne gavet da lavaret nemet eur
gomz : « Guelit pegement e chen em garont. »
Pelloch e zeant. Taolet en prizouniou evel tud a zi-
zurz, dispennet gant kribinou houarn, bruzunet dindan
dent al loaned gouez, e pedent en eur vervel, evit ho
bourrevien griz hag e lavarent evel ho mestr: « Va Doue
pardounit-hi. »
Hag ar wenn dud-ma neo ket maro ; e ma int en hon
touez, ha beo buezek ; ho chaout a reomp e pevar

294 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN

chorn ar bed ; er broiou pell o prezek dan dud gouez ;
en hospitaliou, o louzaoui gouliou an dud klanv ; e
lochen ar paour, evit lakaat ho dourn en he zourn hag
ho aluzen var gorn he daol ; var dachen ar brezell evit
dizougen an dud machagnet.
Ia, beo int, ha beva raïnt keit ha ma pado ar bed. An
had anhezo zo bet dispartiet gant dourn Doue ha taolet
ganthan en douar mad, en douar glebiet gant ar goad a
ziveraz divar groaz menez Kalvar. Mar goulennit piou
int, ho hano ' zo eaz da gaont, galvet int : Ar guir gristen.
Mar goulennit ouspenn, a beleach e teui dan den eun
nerz ken burzuduz, ar respount a zo ken eaz all da rei.
« Ar pez, a lavare, eun devez Jesus-Krist, ar pez o
pezo great dan disterra euz an dud, mher chemero
evel pa ve great din va-unan. »
Her chlevet, hen ententet ho cheuz choui ? Ar vad
a reomp, ni kristenien, da eun den all, ni her gra da
Jesus-Krist. Ha Jesus-Krist eo hon Doue, hor skouer,
hor mestr, a vezo hor barner. Mad eo da baea he zle
ha pinvidik awalch evit her paea dreist vuzur. Selaouit
kentoch :
« Deuit, tud benniget gant va zad : naoun a meuz bet
ha va naoun ho cheuz torret ; bet ounn noaz ha va
guisket ho cheuz ; deuit, eta, da gemeret perz euz ar
rouantelez a zo great evidoch, abaoue krouidigez ar
bed. »
Ar bedma dremen : an eternite a jomm. Ober vad
eo lakaat var interest e dourn an Aotrou Doue. Setu

VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 295

kreden ar guir gristen ha setu ive perak, dindan boan
da goll he hano, ar guir gristen, pouezet er guel euz he
nesa, a rank derchel ar chenta renk.
*
* *
Ar guir gristen, poezet e balanz an Aotrou Doue.
Va Breudeur ker, lod tud a denn fouge euz ho
wenn, euz ho lignez huel. Her choumpren a raan, rak
kaer hor bezo beza bet evit heritaj, eun hano meulet
gant guirionez, a dalv ouspenn aour hag archant. Lod
all a denn fouge euz ar vignouniach ho deuz gant tud
savet er chargou huel. Ne meuz ket dho zammal : eur
mignoun mad ha goestl dhon harpa a zo eur guir
denzor.
Lod all choaz a denn fouge euz ar pez a vad a gavout
ennho ho-unan. Ma nher greont nemet en eur druga-
rekaat Doue ne meuz nemet dho meuli, rak beza mad
eo beza eüruz.
Lod all, erfin, a denn fouge euz an Esperanz ho deuz
da bignat huelloch choaz. Ma ne choulennont, ma ne
glaskont pignad nemet gant ar zounj da veza guelloch,
ne lavarin nemet mad.
Hogen, ma ne challomp ket var bouez kement-ma,
tammal re, tud ar bed, heb aoun da veza tamallet, e
lavarin ive da m zro : « Eneou kristen, tennomp fouge
euz hor lignez, rak diskenn a reomp a wenn huel. Eun
hano hon deuz, eun hano dreist pep hano all, eun hano
roet dheomp gant Doue he-unan: Ut filii Dei nomine-

296 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN

mur et sumus : guir vugale omp da Zoue. Mignou-
niach huel hon deuz : « Nho kalvin mui va jervicherien,
eme JesusKrist, me ho kalvo va mignouned. »
Dre Jesus-Krist omp deut da veza heritourien an
Aotrou Doue, evel keit ha keit gant hor Zalver, da
neubenta gant eun hevelep guir, e zomp galvet da
gemeret hon lod er baradoz : Cohæredes autem Chriti.
Deut omp, dre hor badiziant, da veza evel unan deuz
he izili : Membra de membro, evel ma teu ar chrefen
hag an troad ma zeo grefet varnhan, da ober ho daou
ar memez guezen.
Braz omp dreizomp hon unan, pa evit lavaret guell,
dre chras Doue.
Ha choant ho cheuz e lavarfen dheoch petra gavan
a gaera var an douar ? Kaer e kavan an noz steredennet,
ar mor glaz ha ledan, ar guel a zo divar eur menez
huel. Mez kaeroc'h aleiz, e kavan eur c'hrouadurik
bihan. Tostaomp sioul ouz he gavel. Setu hen aze. Sellit
oud-han gant he lagad glaz ker sklear ha dour en eur
veren, gant he vleo du, rodellet en dro dhe dal guenn,
gant he ziou voch ruz ha round evel diou gerezen. Eun
dournik dhezan zo a zispil var gant he gavel, he zourn
all pleget var boull he galoun hag he vuzellou hanter-
zigor a zeblant mouschoarzin ouz Elez baradoz Doue.
Aze, e ma choaz disklabez kurunen ar vadiziant, aze
ma c'hoaz ar galoun bur. An teod-ze c'hoaz n'hen deuz
lavaret an disterra komz hag he defe poaniet kaloun.
Ia, krouadurik bihan, te a zo kaer, rak te zo templ beo
ar Spered-Glan. Evel eur skeud a Zoue a velan var da dâl.

VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 297

Eur varren houarn en tan a zeu, var eun dro, da veza
tan hag houarn : evel-dhi te zo, var eun dro, evel den
ha Doue : Divinæ consortes naturæ.
Mad, va Breudeur ker, ar pez ma zeo ar chrouadur
en he gavel, e zeo ive ar guir gristen chommet direbech.
Muioch eo choaz, rag var gurunen he vadiziant e
velan eur gurunen all, kurunen ar viktor.
Erfin, rekoumpanz vad, madou a briz a chortozomp.
Er bed-ma, netra ne bad. Lod en eur guitaad ar vuez
a goll kement a ra ho flijadur : traou ar bed. En eter-
nite, nho deuz netra da chortoz. Evit holl esperanz e
chesperont e kouezint holl e kaloun ar bez, evel ma
kouez holl al loan divadez er bern teil ma vez taolet
ebarz. Netra da zouja, netra da esperout : setu ho men-
noz, mennoz dister ha planeden digonfort.
Lezomp hi ha deomp da gaout ar guir gristen o vervel.
Heb anken e kimiad dioc'h ar bed. N'her c'hare ket :
Ar bed noa ket he vamm-bro.
Heb anken e kimiad dioch kerent, mignouned. En
eur astenn dhezo he zourn evit an diveza gueach e lavar :
« Kenavezo er baradoz, el leach na zeuz mui a zisparti. »
Heb anken e kimiad dioch he gorf he-unan : Her
lezel a ra, evit eur pennad amzer, da zisken en douar
zantel, mez her goud a ra, eun deiz da zont, ar chorf
a lez ama var he lerch, a zavo euz ar bez leun a vuez,
kurunet a zantelez evit kemered he lod en eürusded ar
baradoz.
Setu perak, e lavaren en eur goumanz : Pouezet e

298 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN

balanz an Aotrou Doue ar guir gristen a zo, a galz, dreist
an holl grouadurien all.
Setu ive perak, e lavarin en eur achui : Kristenien,
va Breudeur, kemeromp kourach, kerzomp kalounek
ha laouen gant hon hent : choazet hon deuz ar guella
loden. Beva e guir gristen a zo mad e pep giz ; evithan
eo promesaou ar vuez-ma, evithan promesaou ar vuez
da zont.
Evel-se beza great.

* * *



XV
Var ar Berseveranz

Depositum custodi. (I. Tim. VI. §. 2O).
Dalchit mad dar pez zo fiet ennoch.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,
Echu ar mission evidoch choui.
Prezeget e meuz beteg henn euz a... etc... Hirio araog
ho kuitaat netra mui nemet eur ger, komz sant Paol
da Dimothee : Depositum custodi... Evel sant Paol a
garie Timothee, me ive o kar. Plijadur e meuz bet o pre-
zek dheoch epad an eiz devez-ma. Nho kuelin mui,
koulz lavared sur, var an douar. Mez er bed-ma pep tra
a dremen buhan. Me gar-fe choaz ho kuelet holl er
baradoz. Hag abalamour da ze, evel sant Paol me la-
var : dalchit mad dar pez zo lakeat etre ho taouarn :
Depositum custodi.
Red eo perseveri ! Ouz petra en em ziwall evit hen
ober ? Petra da lakaat en implij evit derchel mad ?
setu e tri cher ar gelennadurez-ma.
*
* *
Red eo perseveri.
Mankout da berseveri, a ve mankout dhe cher, ger
roet da eur mignoun, da eur mestr.

300 VAR AR BERSEVERANZ

Eun devez, bihanik, bihanik oach choaz, ho mae-
ronez hen doa, var he diouvreach, ho touget dan iliz. Ar
belek a skuillaz var ho penn dour ar vadiziant. Hag
epad ma kanet an Te Deum, aze er chur, epad ma
vralle laouen kleier ar barrez, evit kemen oa eur chris-
ten muioch var an douar, eun eal a bigne dar baradoz
evit lavaret da Zoue an hano oa roet deoch etouez an
dud. Hag hoch hano oa neuze, skrivet var gaierou ar
baradoz. Hag er baradoz ive, an Elez a gane laouen en
enor dho breur bihan digaset var an douar. Eur gador
oa raktal kempennet gantho, a benn ma zistrofech dar
baradoz.
Mez, da benn dek, ugent, tregont vloaz an Elez ne
ganont mui evidoch : deut int da veza mud evit ar pez
a zell ouzoch ! Hoch hano ' zo effaset var gaierou an
Aotrou Doue, eur gador e kanv... Doue troet he garan-
tez...
Ene piou an ene 'zo digurunet ?
Penaoz an aour melen da bloum a zo distroet ? An ene
paour-ze, deoch chui eo, va breur ! Penaoz e kollaz he
gened ? Ar foar, ar pardoun, an danz-ma ; ar mignoun,
al leor, an ti-zont a respount.
Mez setu a nevez kleier o soun : ar mission a zo. Eun
den a zeu en iliz he galoun pounner, he benn
pleget.. Seblantout a raan klevet trouz chadennou eun
torfetour : chadennou ar pechet...
Klask a ra eun eil badiziant : hini ar binijen. Kofeseat
ho peuz holl ha mad, epad ar mission-ma. Diganeoch

VAR AR BERSEVERANZ 301

goudeze, ho tad kofesour hen deuz goulennet evel ma
oa bet goulennet en ho padeziant kenta : ha renonz a rit-
hu dan dra-ma, dan dra-zont. Hag holl, ar glachar en
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.