Sarmoniou an Aotrou Quere - 16

Total number of words is 4846
Total number of unique words is 1445
61.0 of words are in the 2000 most common words
71.3 of words are in the 5000 most common words
71.3 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
ho kalonou, ho peuz lavaret : « Ia sur, renonz a raan :
Abrenuntio. » Ha var hoch eneou ar pardoun zo dis-
kennet neuze : Ego te absolvo... Hoch ene zo deut da
veza ker guenn ha biskoaz : Afferte stolam primam...
annulum... Hoch hano ' zo a nevez skrivet el leor a
vuez. Ama, en iliz-ma, e zoch eüruz, brema. Santout a
rit ho kaloun o kana en ho kreiz. Hag en Env zo le-
venez vras ive : Joa vrasoch eget evit perseveranz naon-
tek ha pevar-ugent den just. Hag aont-hu, a nevez, an
holl Elez a gan an Te Deum.
Mez : Depositum custodi.
Eun den honest nhen deuz nemet he cher. An hini
a zalch mad dhe cher en despet da bep tra a vez is-
timet. Mankout dhe cher zo en em zizenori. Hag ar
vez a vez seul vrasoch ma vez ive brasoch an drubar-
derez.
Hogen setu diou bazen, an diou izella a chell an dru-
barderez diskenn beteg ennho.
Eun den ' oa pinvidik. En em gaout a ra gant eun
den paour... Truez hen deuz oud-han, ranna ' ra gan-
than he zanvez... Mez e nebeut amzer, ar voul a dro.
An den pinvidik da genta, ' guez paour hag ar paour
bet sikouret ganthan a dro kein dezhan. Petra lavarit
deuz an den-ze ?... Me lavar eo eun treitour, eun tru-
bard euz ar re vila.

302 VAR AR BERSEVERANZ

Setu aze, eun all, eur zoudard. Brezel zo. Ha he
jeneral hen deuz roet dezhan drapo he vro da zougen en
emgann. Mez setu eun den estren o tont. Kinnig a ra
dezhan archant. Hag ar zoudard a verz he zrapo hag he
vro. Deuz hennez petra zounjit ive ? Evidon-me eo
dizenoret da viken.
Mad, kristenien, Jesus-Krist ' zo hor mignoun, hor ma-
doberour. Guelit ar groaz ; perak e ma eno ?... Guelit
ar gador govez ; evit piou eo great ? Hag an Tabernakl,
e peleach e ma ti Jesus en hon touez ! Hag an Env ?...
Hen eo ive hor jeneral. He hano a zougomp, he zou-
dardet oump. Mankout dezhan a zo ive eta, trahisa
mignoun ha drapo.
Ouspenn ' zo. Mankout da berseveri zo en em dra-
hisa hon-unan. Rak koll a rear en eur gueza a nevez er
pechet, ar meritou deuz kement tra vad hon deuz great.
Ha neuze choaz, Doue a denn diganheomp, a nebeut da
nebeut, he holl grasou : Et fiunt novissima hominis istius
pejora prioribus. Evit klenvejou an ene eo evel klenvejou
ar chorf. Unan pare deuz an derzien, mad ma chomm
pare. Mez ma teu da gueza en dro, e ma kollet. An den
ne deu da zerchel dhe cher goude he vission a laka
var var he zilvidigez. Perseveri, er chontrol, eo errezi
an Env: Qui autem perseveraverit usque in finem, salvus
erit.
*
* *
Ouz petra diwal evit perseveri ?
Sant Paol a lavare : Periculis ex gentibus, periculis

VAR AR BERSEVERANZ 3O3

ex falsis fratribus, periculis in solitudine... Evidomp-
ni ar memez tra zo guir.
Da genta, danjerou a berz ar bed.
« Mont a rit da eur vro, eme ar prophet hag e velot
ennhi, lod o tougen doueou aour, mein, koat, pri ; ha
tud var ho daoulin ouz ho adori. » Choui ive, brema
goude ho mission, a zistro da greiz ar bed. Ar bed ne
jench ket. Doue ne bedaz ket evit ar bed. Abalamour da
ze, ' vo guir atao lavaret : V mundo a scandalis. Ha
neuze : Corrumpi et corrumpere sæculum vocatur. Ennhan
an drouk-spered, a vel pe a guz, a glask atao 'n dro da
goll an eneou. Pellait eta deuz ar bed.
D'an eil, danjerou a berz ar falz vignouned.
Lavarit din, eme ar re goz, piou a heuillit, ha me
' lavaro deoch piou och. Guelit sant Per. Var digarez
mont da heul Jesus, e za den em lakaat etouez enebou-
rien he vestr. Ne zale ket da nach anezhan. Pellaït ive
deuz an dud difeiz.
Pellaït choaz deuz an takadou danjeruz. David, eur
roue santel, oa eat, eun devez, da eul leach hag a velaz,
anezhan, eur vaouez o chen em choalchi. Diaoul al
luxur a ieaz en he galoun : Kueza ' reas er pechet.
Diwallit !
Diwallit erfin deuz al leoriou, ar chazetennou fall.
Beza int kontam ar galoun, noz ar spered...
Dan trede, ar galoun he-unan.
Ne cheller ket, siouaz ! en em zispartia diouthi ! Ha
koulskoude henvel eo euz eur menez tân : Pa zounjer ne-

304 VAR AR BERSEVERANZ

beuta, hon laka holl da grena. Lakaat eta dezhi eur vistign
hag eur speuren var he zro.
*
* *
Petra da ober evit derchel mad ?
Eun den klanv, pa goummanz dont da vad, 1a) a daol
evez ; 2l) a choulen, aliez, ali ar medisin ; 3de) a gemer
boued iach hag aliez. Greomp ar memes tra.
1a) Vigilate : Taolomp evez... Sounjomp en hon amzer
dremenet, er pez ' zo bet kiriek dhor mankou... Nen
em fiziont mui ;
2l) Orate : Petra eo nerz an den ? Goulennomp ali,
sîkour ar medisin... pedomp ;
3de) Tostaomp aliez ouz ar zakramanchou. Hi eo nerz
konfort, sklerijen, magadurez hon ene, keit a vezomp
och ober hon treuz er bed-ma.
*
* *
Ha brema, va Breudeur ha va Choarezet kristen,
echu mad ar mission. Araog mont kuit, e lavaran deoc'h
kenavo ! Houma eo bet ar veach kenta dheomp den em
velet. Brema gozik sur nen em velimp mui var an douar-
ma. Mez buez an den neo nemet eun tremen, eur cha-
loupaden varzu ar bed all. Eno, esper a meuz, e chen
em velimp adarre. Hag abalamour da ze kenavo er bed
all, kenavo e baradoz Doue !
Evelse beza great.

(305)



PEDERVET LODEN

SARMOUNIOU
EVIT EUN ADORATION
(*)





20

(306)

Ne 'z eus netra war ar bajenn-mañ.

(307)

I

PREZEGEN
Var ar Beden


Petite et accipietis.
Goulennit hag ho pezo.

VA BREUDEUR HA VA CHOAREZED KRISTEN,
Kement hen deuz buez a ro, en he iez hag ervez he
stad, merkou euz ar blijadur hag euz an displijadur a
gav er bed-ma.
Pa bad re bell ar zechor, ar bleunv a veler o plega
var zu an douar ho fenn anter-wenvet ; mez da heul ar
glao pe ar gliz e teu dhezo a nevez-flamm ho freskadu-
rez, ho liou kaer hag ho choez mad. Dirak an danjer,
an aoun pe ar chlenved, al loen divadez hen deuz he
strafuil, he dal ankenniet, he glemmou truezuz. Evel
evit merka he levenez e tiskouez he lagad lemm, he
droad skanv hag he vouez lirzin.
An den savet huelloch e skeul ar vuez gant dourn
madelezuz he Grouer, a gaver ennhan, splammoch
choaz, ar memez pleg.

308 VAR AR BEDEN

Pa zeu al laouenidigez da skeï var dor he galoun, ar
galoun-ze en em zigor raktal, ha ker buhan eur gomz a
vennoz a bign varzu an Env. Pa zeu, er chountrol,
hag e teu aliez, an displijadur da choulen digor, an or
a rank en em zigeri adarre (rak ar prenn a zo bet torret
gant ar peched !) Ha kerkent eur gomz all a zao : n'eo
mui eur gomz a joauzded mez eur gomz hag a lavar :
« Skoazel din hag ouzin truez ! »
Great omp eta evit pedi, rak pedi, nemed en em fazia
rafen, a zo, netra ken, sevel he ene varzu an Env evid
meuli Doue ha goulen out-han ar madou a vank
dheomp.
Koulzgoude, va Breudeur kristen, eun dra zoaniuz
meurbed a rankan da anzao ouzoch.
Lod achanomp a zell ouz bolz an Envou heb reï meu-
leudi dan dourn hen deuz he steuet ; lod achanomp a
vel, hag ennho ho-unan ha var ho zro, donezounou a
bep giz, ha ne lavaront ket bennoz dho madoberour.
Lod achanomnp, faziet divar an hent mad pe zaoubleget
dindan ar boan, ne zavont nag ho lagad nag ho mouez
varzu Doue da choulen pardoun, da choulenn sikour :
pe mar pedont ne bedont ket evel ma tleer pedi.
Setu perak e teuan hirio da gozeal dheoch euz ar
beden.
1° Pegen red eo pedi ;
2° Pegen nerzuz eo ar beden ;
3° Perak hor pedennou a jomm ken aliez a veach heb
beza selaouet gant Doue.
Setu, e tri cher, va chelennadurez.

VAR AR BEDEN 309

VA BREUDEUR KER,
Pa zellan ouz traou an iliz-ma e velan en-hi eun
ograou savet var he bilierou mein. Setu hen aze gant he
gorzennou koat pe bloumm ; lod anhezo striz ha berr ;
lod all hir ha ledan : pep tamm hen deuz he blas hag
e vent, pep tamm he vouez skiltr pe bounner ; ar
micherour en eur hen ober, hen deuz muchet pep tra,
great pep tra gant urz, ha goude beza roet an diveza
taol kizel pe daol morzol, en em dennaz a gostez hag a
lavaraz : peurchreat eo va labour ; ne vank mui nemed
eun ograouer. An ograou, e guirionez, dreizhan he-
unan a zo evel pa lavarfen mud ha diskiant : he vouez
a zo kousket en he gorzennou ; pa zihun, nemed renet
mad e ve, he vouez a zo dizoare ha direol, he skiant
hag he vouez a zo, euz eun tu, penn ar micherour hen
deuz her great, euz eun tu all e dourn an ograouer a
labour ganthan, hen-ma, an ograouer-ma eo a dle ervez
he choant ha bep eil tro, tenna anhezan klemmou
truezuz an dristidigez, toniou drant ar blijadur pe
huanadou an esperanz. Dindan he vizied, taolet ama
hag haount var an ibiliou olifant, an ograou a zeblant,
bep eil tro, pedi ha trugarekaad, hirvondi gant ar boan
pe dridal gant an euruzded.
Brema, va Breudeur, kasomp hon daoulagad hag hor
spered dreist an iliz-ma ha greomp eur zell var ar bed.
Hen ive, ar bed-ma, ' zo evel eun ograou braz, savet en
he bloumm dindan toen chlaz ar firmamant, hag

310 VAR AR BEDEN

ennhan pep tra zo ive great gant urz, gant pouez, gant
muzur ; pep tra hen deuz he vent, he chobari, he
renk, he vouez ; savet eo bet gant eur mestr micherour,
hag ar micherour peur-chreat ganthan he labour, en
em dennaz a gostez evid reï he blas dan ograouer.
Va Breudeup ha va Choarezed kristen, nen em
faziomp ket ; pe ni a gavo mad pe ni a gavo drouk, e
maomp, pep unan achanomp, dirag ograou an Aotrou
Doue ; ha Doue a chortoz, a vel petra raïmp euz he
ograou. Evit-han, evit her meuli eo great, ha ni a zo gal-
vet da rei mouez ha skiant dan ograou-ze. E tleomp, evel
pa lavarfen, dastum dindan hon dourn, sklerijen an
heol, sked ar stered, hiboud an dour, trouz an avel,
krosmol ar gurun, liou kaer ar bleunviou, kanaouen
al laboused ; e tleomp ouzpenn ha dreist-holl rak
en ograou ar bed ni a zo ar gaera korzen ! lakaad hor
mouez da heul hon dourn, evit reï skiant hag urz vad
dan holl gorzennou dishenvel, ha dougen betek an holl
challoudek meuleudiou an holl draou krouet.
An nep eta ne bed ket, a vank da reï dhe vadobe-
rour ha dhe vestr ar veuleudi a dle da reï dhezan ;
mired a ra ouzpenn na bignfe betek ennhan meuleudiou
an holl draou krouet ; dre he faot an holl grouidigez a
zo, en despet dhezan, dalchet er prizoun : Vanitati
enim creatura subjecta est non volens. (Rom. 8-20). An
den a zilez ar beden, neo mui din euz ar renk huel a
zalch er bed.
Truez a meuz ouz he ingratiri, truez a meuz ive ouz
he zallentez.

VAR AR BEDEN 311

Petra omp-ni, va Breudeur ker, ken paour, ken pin-
vidik ? Eur meudadik douar digaset ennhan buez gant
an Aotrou Doue, mez barnet da zistrei e douar dar pred
merket gant ar brovidanz. Ha keit ha ma vezimp o treuzi
ar pennad hent a zisparti hor chavel dioch hor bez,
neuz ket bet lavaret dheomp : « Gra euz da dammik
buez an implij az pezo choant ! » Keit ha ma vevomp
lagad Doue a zo, noz-deiz, o para varnomp, ha da heur
hor maro e kavimp an Doue-ze ouz hor gortoz var
dreuziou an eternite, ar valanz en he zourn evid poueza
hor buez hed-da-hed. Neo ket awalch eta, klask ober
mad hon treuz er bed-ma ; evit treuzi ar bed-ma ne
vezomp ket pell ; red eo dreist holl, poania da oher mad
hon treuz er bed-all. An amzer a dremen ; an eternite a
joum, hag en eternite-ze, ni a zastumo ar pez hon devezo
hadet epad ar vuez-ma. Sounjomp pe na zounjomp ket,
evit an eternite, eun eternite eüruz pe valeüruz, eo e
labouromp var an douar.
Hogen, va Breudeur ker, pe seurt labour, dreizomp
hon-unan, a chellomp-ni da ober :
1° Hor spered a zo ken eaz da douella, ar peched a
choar en em zichiza gant kement a izign, ma taolomp
had, aliez heb goud dheomp, e liorz an ifern e leach
taol e liorz ar baradoz.
2° Hor chaloun baour a zo ken dinerz, ken douget
dan drouk, ma lezomp a gostez ar mad a garfemp da
ober evit ober an drouk a garfemp da lezel a gostez :
Video meliora, proboque, deteriora sequor.

312 VAR AR BEDEN

3° Hent ar vuez a zo ken digoumpez, ar bed kel leun
a skouer fall, an drouk-spered ker karget a fallagriez,
guenojen ar vertuz ker striz, ma zeo diez braz, zoken
evid ar re ho deuz muia c'hoant da zerc'hel mad, na
zeufe ket eun tamm poultren, eur strinkad fank benak
da sklabeza hon ene paour !
4° Hag eur veach hon ene blounset, gouliet, astennet
var an hent, marteze lazet gant ar pechet, penaoz la-
kaad ar ieched, ar vuez da zistrei ? ha kavet e vezo-hen
eur vaz da harpa ar beachour skuiz ha dinerz ?
Eur c'houlaouen, da sklerijenna 'n den amc'houlou ?
Er zaviou tenn, er pignou rust, ha dond a raio eur
Simon Sirene da zizamma an tremeniad ?
Ha mar digouez da nerz an derzien beza treach da
nerz ar vuez, d'an dentasion rei lamm d'an ene, pa vezo
Lazar sebeliet e bez ar peched, ha kleved e vezo eur
vouez o lavared : Lazar, sav ac'h-al-lec'h-se: Veni foras !
Respount a raan : ia, ho chavoud a chellomp, mez
nho chlaskomp ket en dro dheomp. En dro dheomp
petra ' velomp-ni ? tud eveldomp, ken dizounj, ken
dichalloud ha ni ? Aliez e leach beza evid hon dourn
eur vaz mad dhon harpa, e vezond dindan hon troad
eur mean-ruill mad dhon diskar.
Mez ar pez ne ma ket e galloud an den a zo e galloud
Doue, heb gras Doue, ne chellan ober an disterra tra
evit gounid ar baradoz ; ne chellan ket sokenoch ka-
voud ar choant, ar zounj da chounid ar baradoz-se :
gant gras Doue er chountrol neuz netra hag a ve
dreist va nerz : Omnia possum.

VAR AR BEDEN 313

Mez, ha setu ouz petra e rankomp taol evez mad,
Doue dre justiz ne vank netra dan den. Mar hon deuz
kollet hor churunen : kurunen hor zantelez, kurunen
hor galloud, kurunen hon euruzded, piou da damal,
nemed-omp. Dre vadelez eta, netra ken, eo e ro Doue
dheomp kement a ro.
Hogen, va Breudeur, an nep neo dleour a netra, a
chell abarz astenn he zourn, merka pe geit ; penaoz
ha da biou ech astenno an dourn-ze, ha Doue, var
bouez kement-ma, hen deuz diskleriet he volontez.
Euz he holl chrasou neuz nemed unan, unan hebken,
ar chras da bedi, hag a ve roet heb he goulen ; he holl
chrasou all ne vezont roet nemed dar beden ; evid ho
chavoud, eo red ho goulen.
Mez ive ar beden, eur beden great mad, na chell ket
mankoud da veza selaouet gant Doue.
*
* *
§ 1er. Ar beden a dle beza nerzuz.
Setu e toull ho tor, ar vamm guisket paour, stenet he
zal gant an dienez. Var he breach e toug eur chrouadu-
rik bihan ; eun all a zalch krog gant he zournik, e korn
he zavancher. En eur labourad evit tud pinvidik an
douar, an tad a gollaz he vuez, hag he chreg, gant he
bugaligou hag he faourentez, a rank, evid terri he naoun,
beva divar an aluzen.
Eur veach bep en amzer, unan euz ar vugale a lavar :
« Va mamm, naoun a meuz ! » Hag ar vamm da ginnig
dhezan ne gav nemed he daëlou. Pa he chlevit o lava-

314 VAR AR BEDEN

red : « En hanv Doue, truez, chui hag ho cheuz da
ziwered ; truez ouz ar vamm, truez ouz ar vugaligou
divisk ha divara ! » ha ne zantithu ket ho kaloun och
en em domma hag eur vouez o lavared : « Kemer truez,
ha ro aluzen. »
Mad, va Breudeur ker, ma vez hor chaloun-ni tene-
reat pa glevomp peden eur paour estren, penaoz kaloun
ker karantezuz hon Doue a chelfe chomm ien ha di-
druez dirak peden he grouadur ?
Nann, nann, va Breudeur ker ! ar beden a dle beza
nerzuz. (§ eil).
Pelloch e zaan : ar beden a rank beza nerzuz.
An dud aliez a vank dho ger. Mad da lavared : eur
bromesa ne goust ket ; fall da zevenoud, da zigas ho ger da
vir : evid en em zislavared e klaskont, e kavont kant var
gant digarez. Aliez all pa brometont, e prometont ar pez
a zo dreist ho galloud, hag en desped dho bolontez vad
e rankont mankoud dho ger.
Doue er chountrol, a zalch atao mad da gement a
lavar ; atao he challoud a dizo keit hag he bromesa, ha
dindan boan da vankoud dhezan he-unan, ne chell
mankoud da zigas he bromesa da vir.
Hogen lavaret hen deuz : « Goulennit ha ho pezo,
klaskit hag e kavot, skoit var an or, hag an or en em
zigoro. » Dalchet eo eta divar bouez he bromesa, ha pa
choulennomp e rank reï.
Setu perak evidon-me noun ket souezet pa velan Eli
o tigas, bep eil tro ervez he choant, ar glao pe ar zechor

VAR AR BEDEN 315

var an douar ; noun ket souezet pa velan Moizez, dre
nerz he beden, o rei, epad ar stourmad, ar gounid da
bobl Israel. Dre ar beden eme, zant Bernard, e trechomp
an holl challoudek : Oratio vincit invincibilem : dreizhi e
lakeomp eur vreach da Zoue, ar vreach a bardoun, da
ziarbenn ar vreach all, ar vreach a sko : lakaad a
reomp an Aotrou Doue da stourm oud-han he-unan :
hen derchel a reomp e ger : Petitis et fiet vobis.
Eaz eo goude holl anavoud a beleach e teu nerz ar
beden.
Ha choant ho cheuz-choui da veza selaouet gant eun
tad ? kiit da gavoud mab an tad-se, mar krog ar mab
en ho tourn, mac'h en em daol evel d'oc'h ha d'hoc'h
heul d'an daoulin dirak he dad, mar laka he beden var
ho peden, lavarit heb aoun : « Selaouet ounn ! »
Mad, va Breudeur, ni a gav mab an ti dhor chas
betek Doue. En em ginnig a ra dheomp he-unan ; evel
en em glemm a ra zoken rak ma ne deomp ket atao dhe
heul : « Usquequo non petistis quidquam ! pedit hag ho
pezo ; e leach ma viot o pedi, me a vezo ganheoch en
ho touez. Pedit eta, pedit atao, red mad eo pedi heb en
em skuiza morse. »
Hag evid lakaad ar skouer vad e kichen ar gourche-
men, e tremen he-unan an noz o pedi : Erat pernoctans in
oratione Dei.
Setu perak ar zent holl ho deuz en em roet dar
beden ; choant am befe da lavared eo ar beden he deuz
ho great ar pez ma zint.

316 VAR AR BEDEN

Rak-se, va Breudeur ker, dilezel ar beden a zo eur
malheur braz evid eun ene ; rak-se choaz, disprijoud
ar beden eo ar brasa euz an holl valeuriou. Eun den
klanv a chell esperoud ar ieched, keit ha ma kendalch
da gemered ar remejou mad a eneb he derzien ; pa
lavaro « En holl remejou ne meuz fizianz hebed ha
ne gemerin nikun anezho, » eur burzud eo mar teu ar
chlanvour da vad.
Lod, er goud a raan, a respounto marteze : Me a bed,
ha koulzgoude !
Chui a bed, ha koulzgoude ! Koulzgoude petra, va
breur paour, va choar ger ?
Selaouit, ha chui her guelo.
*
* *
Perak hor pedennou ne vezont ket atao selaouet.
Goulen a rit, ha beteg-henn, ho koulen neo ket bet
selaouet gant Doue, a lavarit !
Ama sant Ogustin a choulen ouzoch dhe dro :
1° Piou ' och-choui ?
2° Petra ' choulennit-hu ?
3° Penaoz e rit-hu ho koulen ?
Ha kerkent ar memez sant a respount evidomp :
1° Kalz tud a bed, ha ne ma int ket, ne choulennont
ket beza mignouned dan Aotrou Doue : Mali petitis ;
2° Kalz a bed, hag a choulen traou noazuz dho ene :
Mala petitis ;
3° Kalz a bed, mez ho feden neo ket great en doare
ma fell da Zoue : Male petitis.

VAR AR BEDEN 317

Setu aze an tri mank braz hag a zeu, an eil pe hegile,
avechou zoken ho zri var eun dro, da renta didalvoud
hor peden.
Ha da genta, lod a bed, heb beza, nag heb klask en
em lakaad en eur stad vad dirak Doue : Mali petitis.
Eur galoun disklabez a beched, ervez S. Jakob a
Nizib, a zo aleiz guelloch peden eged an holl gomzou
a chell hor muzellou da lavared. Eun ene mad ha ne
ra nemed en em zerchel gant karantez dirag Doue, a
denno varnhan grasou an Env kalz kentoch eged na
raio holl goulennou eur galoun stag ouz ar peched.
Beza er stad a chras pe gaoud eur guir choant da
zilezel an dizurz, setu eta, araog pep tra all, ar pez a
chell lakaad an Aotrou Doue da gleved hor peden. Euz
a gement-se, me ho kemer hoch unan da destou..
Kavoud a rit e toull ho tor eur paour hag a vag ou-
zoch en he galoun eur gasouni direzoun. Ken aliez
gueach ha ma kav an dro, ne vank morse dho tispri-
joud, dho tismeganzi. Eur veach, diou ha teir, lakeomp
tregont gueach mar kirit, ech ankounachait he ingra-
tiri hag an implij fall a ra euz ho madoberou ; mez
dond a raio eun devez ma lavarod : « Evid an anaoudegez
vad a ziskouez, e talv nebeud din ober dhezan ar vad
a raan ! Hag hen dilezot.
E leach ar paour dirak ar pinvidik, kemeromp ar
pecher dirak Doue.
Ar pechet a zo enebour an holl challoudek : Euz a
holl vadoberou he Grouer ne ra ken implij nemed evit

318 VAR AR BEDEN

melkonia he vadoberour : Dizenori a ra he hano ; her
goud a ra ha koulzgoude falloud a ra dhezan kender-
chel da veva en dizurz.
Hag e sounj dheoch e chalfe Doue selaou eun
hevelep peden ?
Ne dle ket hen ober, ha nher gra ket.
Setu hen o vond, var he gar a vrezel, da beur-zistruja
pobl Israël. En eun taol kount, dourn an Aotrou
Doue en em astenn a dreuz an hent evid hen diar-
benn. Diskaret var an douar, hag o velet ar choun-
troun o virvi dija en dro dhe izili evel en eur chorf
anter-varo, Antiochus, ar roue difeiz, a ra he beden da
Zoue. Goulen a ra trugarez ha pardoun, ha Doue
dhezan na pardoun na trugarez ne ro : pecher eo, ha
guir choant da zistrei nhen deuz ket : mervel a ra heb
ma ve bet selaouet he beden.
Va Breudeur ker, hag anavoud a reomp-ni brema
perak kement a bedennou a jomm dinerz ha dichal-
loud. Piou ac'hanomp a c'hell e guirionez lavared : ne
meuz, me, peched hebed var va choustianz, pe mar
deuz unan benak ne meuz ken aket nemed da ober
anhezan pinijen.
Pa sko ar boan, an dristidigez, ar chlenved var dor hon
ti, neuze guir eo,e teu da zounj dheomp a Zoue ; keme-
red a reomp, goude beza hen dilezet re bell, hent an iliz.
Pedi a reomp, rak ma rankomp anzao neuz nemed
Doue hag a c'helfe, e guirionez, ober d'heomp ar vad a
choulennomp.

VAR AR BEDEN 319

Mez Doue, euz he gostez, ha ne chelfe ket respount
d'heomp : « Piou oc'h-c'houi, a be bann, a be gevren ?
Noch ket euz va jervicherien ; nhoch anavezan ket. »
« Eo, hoch anavoud a raan. Keit ha ma kavit euruz-
ded en ho tizurz, ne brizit ket dond da m chaoud ;
dourn ar malheur eo ho tigas ; mez ho peched a zigasit
d'hoch heul ; diout-han ne fell ket dheoch distaga ho
kaloun, ho pedi a raan da zistrei, ne zistroit ket ; choui
a m fed da gemered ouzoch truez : truez hebed na ge-
merin.
Distroit ouzin, ha me zistroio ouzoch ; va zelaouit
ha me ho selaouo. »
Ouzpenn ma pedomp aliez gant eur galoun stag ouz
ar peched, e pedomp aliesoch marteze evit goulenn
traou noazuz dhon ene paour : Mala petitis.
Va Breudeur ker, pa reomp var-n-omp hon unan eur
zell piz ha leal, e rankomp anzao e zeuz en hor spered
kalz a denvalijen hag en hor chaloun kalz a zempladurez.
Achano kement a bedennou great da Zoue evit
goulenn, aliez heb he zounjal, traou noazuz dhor zilvi-
digez. Pouezomp mad, hor pedennou ha guelomp.
Goulenn a reomp, mar kirit, iec'hed ar c'horf. En-
han he-unan ar goulen a zo mad, rak e touez holl
vadou ar bed-ma, ar ieched a zalch ar renk kenta : heb
ieched na danvez, nag enor ne zigasont eur guir blija-
dur. Mez marteze ar ieched a choulennit a dle kas da
fall eur ieched all a huelloch priz : ieched an ene ! Nag
a bet a zo bet digaset varzu Doue gant ar chlenved, ha

320 VAR AR BEDEN

gant ar ieched pelleat diout-han. Eur prosez ho cheuz ;
goulenn a rit digant Doue ar chras dher gounid ; ha
marteze, mar her gounezit, rak ma rit eur prosez disleal,
choui a raio gaou ouz ho nesa, ha var eun dro, gaou
ouzoch hochunan.
Goulenn a reomp enoriou, danvez, galloud ! ha beza
vez-hen atao evit galloud guelloch servicha Doue, evit
ober brasoch aluzennou, evit reï talvoudusoch skouer
vad ? her chredi, her zounjal a reomp marteze ; mez
marteze ive an Aotrou Doue hag a lenn e plegou muia
kuzet kaloun an den, a vel ne reomp dhezan hor peden
nemed er guel a falz plijadureziou ar bed-ma : ar berra
hent evid hor choll, evel ar pounnera taol a chelfe da
skei varn-omp, e ve selaou hor peden, ha rei dheomp
ar pez a choulennomp, ha neuze, tad mad ha gouezieg,
e nach ouzomp evid hor mad, ar pez a fell dheomp da
gavoud. En em glemm a reomp aliez, her goud a raan ;
mez, eun deiz da zond, pa anavezimp mad hor guir
interest, e lavarimp gant sant Ogustin : Bennoz dheoch,
o va Doue, rak ma selaouit achanon ervez izomou va
zilvidigez ha nann ervez ioulou faziuz va chaloun.
Euz ar seurt pedennou-ze, ker stank koulzgoude en
hon touez, e teu Doue den em glemm el leoriou sakr ;
« Servire me fecisti peccatis tuis, et laborem mihi prbuisti
iniquitatibus tuis : Choant ho cheuz e kemerfen perz en
ho pechejou, hag ho tizurziou a m laka nechet. Dre
bleg va chaloun, hon douget dho zelaou ; ha koulzgoude,
mar selaouan, e lakaan e dourn va chrouadur ar goun-
tel-ehun a dle laza he ene : Perak na heulit-hu ket ar

VAR AR BEDEN 321

venojen merket ganhen : Qurite primum regnum Dei
et hæc omnia adjicientur vobis. Gloar Doue, baradoz
Doue, silvidigez an ene, er penn kenta ; an traou all,
en eil renk, ha choaz ne dleit ho goulen nemed e ke-
ment ha ma challont hoch harpa var hent an Envou.
Respount a reot marteze din : « evidon-me, ar pez a
choulennan dreist pep tra, eo ma reno karantez Doue
e m chaloun, ha ma vezin atao treach da m holl
dechou fall, ha koulzgoude, en desped da m fedennou,
pet gueach na vez ket va zempladurez treach da m bo-
lontez vad. »
Va Breudeur ha va Choarezet kristen, ho komz a
chell beza guir ; kared a rit Doue ; ne choulennit digant-
han nemed ar chras dher chared muioch hag evelkent
e rankit aliez lavared : ho pet ouzin truez, o va Doue,
pecher paour ma zoun. Mez piou da damal : Doue, ar
beden, pe chui ? Va Breudeur ker, ne damallomp na
Doue nag ar beden ; en em damallomp hon unan, rak
aliez ne bedomp ket en doare ma zeo dleet.
Kement hini a lavaro : « Aotrou, aotrou ! » ne gavo
ket a zigemer e rouantelez an Env. Red eo, pedi gant
eur guir choant da jervicha Doue ; red eo pa beder,
goulenn ar pez ' zo mad ; mez red eo ivez her goulenn
ervad, evel ma fell da Zoue.
1° Red eo pedi gant humilite ha gant resped. Doue
zalch penn dar re ourgouilluz hag a ro he chras dar
re humpl. Guelit ar farizian hag ar publikan. Ar chenta
a ia er penn, huella euz an templ ; ne briz na plega he
21
322 VAR AR BEDEN

dal na plega he chlin ; e leach displega he izomou e
tispleg ar mad a gav ganthan a ra. Egile, daoulinet,
pleget he benn, a sko var boull he galoun : anzao a ra
pegen doaniuz eo he stad ; pardounet eo.
Va Breudeur, penaoz e pedomp-ni ; pe seurt resped
e zigasomp-ni dhon heul en ilizou Jesus-Krist ? pa gao-
zeomp ouz Doue, ha diskouez a reomp-ni ker braz resped
a ziskouezomp dirak eun den hag a zo er chargou huel ?
2° Red eo pedi gant evez. Eur gomz, skrifet el leoriou
sakr, a gouez var benn kalz achanomp : Populus hic
labiis me honorat, cor autem ejus longe est a me. Ped
gueach ne bedomp-ni ket a chinou hebken ? Hor penn
' zo dizolo, hon daoulin pleget, hor muzellou a finv :
Labiis me honorat. Mez hor spered, mez hor chaloun,
peleach e maint ? Doue koulzgoude a zell ouz ar galoun
da genta ha dreist pep tra : Deus autem intuitur cor.
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.