Sarmoniou an Aotrou Quere - 01

Total number of words is 4503
Total number of unique words is 1531
49.2 of words are in the 2000 most common words
58.8 of words are in the 5000 most common words
58.8 of words are in the 8000 most common words
Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.


KENTSKRID EVIT EMBANNADUR NEVEZ LEVR
KENTAÑ AR "SARMONIOÙ".
C'hwi a gavo amañ nemet an hini kentañ eus an
daou levr anavezet dindan an anv "Sarmonioù an
Aotrou Quéré.
Dastumet eo bet ar sarmonioù-se gant an
Aotrou Jézégou ma oa d'ar c'houlz-se ur beleg
yaouank, kure e Kastellin. Al levrioù a zo bet
moulet e 1906 e ti-moulerezh "la Presse Libérale",
e Brest, evit Corcuff levrier e Kastellin.
Buan ez eo deut al levrioù-se da vezañ
levrioù-skol brudet, evit an holl veleien
yaouank eus eskopti Kemper hag hini Sant-Brieg.
Mad e vefe bremañ reiñ deoc'h un nebeut
titouroù, diwar-benn ar skouerenn am eus kemeret
evit embann a-nevez levr kentañ ar "Sarmonioù".
Perc'henn kentañ al levr a voe an Aotrou
Helliet Person Lanvolon. Roud e siell kaoutchoug

a gaver war bajenn gentañ al levr. Ur perc'henn
all, marteze, a voe unan hanvet pe genthanvet
"Maurice", ma voe person Mantallod. Skrivet en
deus e anv war ar bajenn ma vez moulet warni
aotre da embann gant an Aotrou 'n Eskob Kemper.
Mantallod ne vez nemet ur gêriadennig gant un
daou c'hant pe daou c'hant hag hanter-kant
bennak a annezerien o chom enni. Pell amzer
a zo, a dra sur, peogwir stank eo bremañ ar
parrezioù bras hep beleg ebet, hag enno
muioc'h eget daou vil ene.
D'am soñj, ez eo marv perc'henn diwezhañ al
levr. Dav e oa neuze d'an hêred dibab etre
peadra ar beleg petra oa talvoudus ha petra
ne oa ket. Kaset o deus kalz levrioù d'an
diskarg en ul lec'h galvet amañ ar "baludenn"
peogwir e oa, e deroù ar bloavezhioù mil

nav c'hant dek ha tri-ugent, ur wir baludenn.
An dour kaset dezhi dre ruzelenn Sant Goneri
a chome enni kent ha ma c'helle tizhout ar mor.
Douar ha mein diouzh ar c'hleuzioù distrujet
a oa kaset eno, a-gevret gant ur bern loustoni
all o doa an dud ar c'hoant dieubiñ diouto.
Bremañ, ne 'z eus ken a ziskarg aze, leuniet
mik eo bet ar baludenn hag ez a an dour
eeun-hag-eeun d'ar mor. Dour sklaer e
c'hell bezañ koulskoude, peogwir ne red
bremañ er ruzelenn Sant Goneri nemet an
dour o tiverañ diouzh un doare baludenn
all, aozet a-ratozh evit glanaat an dour
eus kanoù-distrouilh ar gumun a-bezh...
D'ar c'houlz-se , ne oa ket leuniet
c'hoazh ar baludenn am eus komzet diouti
ha m'edo e-kichen an aod, a-dreñv d'an
erin-bili a harz ar reverzhioù brasañ da
vont e kreiz an douaroù. Kalz tud a
dremene dre aze, o vale a-hed an aod, hag
etrezo ar vamm din. Hi a welas levrioù ar
beleg, e Latin pe e Galleg, hag ivez unan

skrivet e Brezhoneg ma tedennas he evezh,
peogwir ar c'hein dezhañ a oa goloet gant
ler. Ne oa ket goloet a-bezh al levr gant
ler, evel-just, peogwir neuze unan en dije
e gemeret a-raok, pe c'hoazh an hêred
o dije e viret evit ar priz.
Den ne gredas koulskoude e oa prizius al
levr-se, digoret e oa ha glebiet ivez ar
pajennoù gant ar glav ma kouezh a-wechoù
dre amañ, zoken pa n'emañ ket an douristed
er vro. Al loued en doa kresket war ar
pajennoù kreiz hag ivez war ler ar c'hein.
Kemeret en deus koulskoude va mamm al
levr-se evit e ziskouez din peogwir e oa
skrivet e Brezhoneg.
A-vec'h ma tigoris levr ar "Sarmonioù" ma
zegouezhas un doare burzhud bihan. Gouest
e oan da lenn gant aez petra a oa skrivet
ennañ, daoust ma 'z eo diaes din lenn ar
skridoù nevez e Brezhoneg. E gwirionez, e
oa skrivet al levr e Brezhoneg eeun ma
c'helle kompren an dud diwar ar maez, zoken
pa oant o chom e parrezioù disheñvel.
Daoust ma oa bet skrivet ar sarmonioù

evit tud Bro-Leon, n'eus ket re a ziforc'h
etre ar Brezhoneg ma kaver aze hag an
hini ma vez komzet amañ e Bro-Dreger. Me
en doa desket ivez meur a c'her hag a
dro-lavar implijet er skridoù relijiel.
Kroget am boa, e gwirionez, da lenn e
Brezhoneg e-barzh levr katekiz va mamm, al
levr nemetañ skrivet e Brezhoneg ma
anavezen d'ar c'houlz-se.
Pep dek vloaz em eus adlennet ar
"Sarmonioù", ha pep gwech gant an hevelep
plijadur. Tregont vloaz da c'houde, am
eus kroget da ziskrivañ al levr evit e
embann war ar roued. Echu eo bremañ
al labour hag hir e voe ! Gant un
hanter-eur evit pep pajenn ha teir fajenn
pep sizhun, n'eo ket diaes jediñ an amzer
ma voe ret din evit diskrivañ ar pevar
c'hant pajenn eus al levr-se. Spi am eus ma
vo va labour talvoudus evit an holl re o
deus c'hoant d'ober enklaskoù e skridoù

kozh evel ar "Sarmonioù".
Evel am eus lavaret endeo, daou levr a
sarmonioù digant an hevelep beleg a zo bet
embannet. Koulskoude, n'on ket deut a-benn
biskoazh da gavout an eil. Ur skouerenn
dezhañ a zo miret en ul levraoueg e Skol-Veur
Brest met me n'am eus ket an dro da vont er
gêr-se hag ivez ret e vije bet kaout an aotre
evit e luc'hskeudenniñ ha n'on ket re vad
evit breutaat gant ar mererezh ! Spi am eus
e vo unan all kalonek a-walc'h evit
beurechuiñ diskrivadenn "Sarmonioù an
Aotrou Quéré".
Alphonse Nandert, d'an tri a viz Du 2007.

L'abbé Helliet
CdN Lanvollon
SARMONIOU
an
AOTROU QUERE

DASTUMET HA RENKET
GANT AN AOTROU JÉZÉGOU
Cure e Castellin

I

Ha goude he varo
Pell choaz e komzo,
Keit ha ma vo e Breiz,
Ha Brezonek ha Feiz.

BREST
IMPRIMERIE DE LA PRESSE LIBÉRALE
4 Rue du Château 4

Corcuff, Libraire, Châteaulin

1906
DIOCÈSE Ploudalmézeau, le 27 Avril 1906.
DE QUIMPER
ET DE LÉON

PAROISSE
DE
PLOUDALMÉZEAU
***
MON CHER AMI,
Je viens de terminer la lecture des Sermons de M. QUÉRÉ.
Je ny ai rien trouvé de contraire à la doctrine de la Sainte
Eglise.
Léloge du style de M. QUÉRÉ nest plus à faire. Cest du
breton le plus pur sans purisme, riche en images et en compa-
raisons tirées de la nature et des usages bretons, et en
expressions pittoresques.
Par la simplicité du plan et par la variété des développements,
toujours en harmonie avec la mentalité de nos auditoires
bretons, ces Sermons peuvent être très utiles aux Prêtres qui
voudront se former à la prédication.
Cest dans les sujets de circonstance, surtout, que M. QUÉRÉ
a donné libre essor à sa riche imagination. La lecture de ces
Sermons sera un vrai régal pour les amateurs de langue
celtique.
Veuillez agréer mon cher Ami, mes sentiments dévoués en.
Notre Seigneur Jésus-Chrit
M. GRALL,
Chanoine honoraire,
Curé de Ploudalmézeau.
Maurice
Person
Mantallot


Vu le rapport de M. GRALL, Curé de Ploudalmézeau, daté du
27 avril, nous avons permis dimprimer les Sermons de
M. QUÉRÉ, mis en ordre par M. lAbbé JÉZÉGOU, Vicaire à
Châteaulin.
Châteaulin, 17 mai 1906.
- FRANÇOIS-VIRGILE,
Evêque de Quimper et de Léon.



EUR GER ARAOG


Aliet oun bet, meur a veach, da gas da voulla sarmo-
niou brezonek an Aotrou Quere.
Mez diegi e 'm oa o kregi el labour.
Sarmoniou an Aotrou Quere oa skrivet, an darn vuia,
var feuillennou paper, distag ha fuillet ama hag ahont.
Ouspenn-ze, kalz anezho oa lakeat an eil en heben.
Ha hent all choaz, noant ket holl skrivet er memez
doare. En he amzer genta, an Aotrou Quere na skrive
ket evel ma rea var fin he vuez. He zarmoniou diveza zo
skrivet ervez grammadek ar Gonidek. Ar re all a zo heb
reolen hebed.
Dibab ha renka kement-se oll, noa ket eul labour eaz.
Mez pelloch, koulzkoude, al labour zo great. Gant
sarmoniou brezonek an Aotrou Quere e zo gellet ober daou
leor euz ar re goanta.
Ra deufent da veza talvouduz !
*
* *
Kredi a raan e raïnt vad, dreist holl, dar veleien
iaouank.
Peurliesa, en eur guitaad ar Chloerdi, ne anavezont
ket nemeur a vrezonek. Ne ouzont ket, dreist-holl, brezo-

VI EUR GER ARAOG

nek ar c'hatekis nag hini ar relijion. Sarmoniou an
Aotrou Quere ho zikouro d'he deski.
*
* *
Beza int ar c'henta sarmoniou moullet e brezonek iach.
Ar chalz anezho ' zo troet kaer ha livet brao. Meur a
hini ive, evelkent, hen anzav a dleer, a zo disterroch. Holl,
koulzkoude, e meuz lakeat ho moulla. Ar venanen a ra
he mel gant poultren dastumet var bleuniou a bep seurt
liou. Ar prezeger ive a ell kaout er sarmoniou ar re zis-
terra, ar pez a vezo guella, marteze, da lakaat en he
brezegennou.
*
* *
Dreist, e vefen eurus, ma rofe al leor-ma da unan all
benag, ar mennoz da zastum ha da gas choaz du voulla,
sarmoniou brezonek.
Mars eo, na ve ket bet beteg-hen moullet euz ar seurt
prezegennou-ze.
Neo ket, koulzkoude, na vije ket bet, en hor bro, preze-
gerien dispar. An Aotronez Cloarec, Fave, Jaouen, Mor-
gant, Pouliquen, Mingant, Nicolas ha kalz re all, a zo
choaz brudet en hon touez. En ho amzer oant mistri evit
displega 'r religion.
Ma ve bet dastummet ha moullet ho frezegennou, pe-
beuz tenzor e vije bet evit Cadorbrezeg Breiz-izel !
Euz an traou great mad, ne dlefer, morse, lezel netra da
vont da goll.
C. JÉZÉGOU.


Eur gerik divar benn an Aotrou Quere

I
An Aotrou Quere a zo ganet, er bloaz 1824, er Choulen,
e parrez Plouenan.
E kelendi Castel e reaz he studi.
P oa beleget, 25 gouere 1850, oa kaset da gure
da barrez Riec.
Mez ne falvezaz ket ganthan, chomm er barrez-se, hag
abarz daou vloaz e teuaz da gure da Blouider.
Eno, var ali eur mignon, ech en em lakeaz da genta da
zeski 'r brezonek.
Mez a veach mhen doa adarre tremenet daou vloaz er
barrez-se, ' oa hanvet da gure e sant Loïs-Brest.
*
* *
Eiz vloaz e chommaz eno, ha goudeze, e teuaz da ber-
soun da Voelan.
En eur ziguezout, ar persoun nevez hen devoa, dioch-tu,
leach da ziskuez he garantez dhe barrisioniz. Eur
chlenved heuzus deuz ar re spegusa, ar vosen, oa en
em ledet var ar barrez. Kalz tud oa taget gant-hi.
Adalek ar mintin betek an noz, bemdez, an Aotrou
Quere a vije var varch du-ma, du-hont, o velet ar re
glanv.
Pa davaz pelloch ar chlenved, Prefet ar Finistère, a

VIII DIVAR BENN AN AOTROU QUERE

ginnigaz rei ar groaz a enor dar persoun kalounek. Mez
an Aotrou 'n Escob a viraz en eur lavaret: « Beleien va
Escobti, ne labouront ket evit enoriou ar bed-ma. Gortoz
a reont, en eur ober ar mad, eur rekoumpanz all kaeroch
e baradoz Doue. »
*
* *
Er bloavez 1873, an Aotrou Quere, oa hanvet da bersoun
e Bannalec. Mez kement, a garantez a zante en dro
dezhan, e parrez Moelan, ma zeaz da gaout an Aotrou
'n Eskob evit her pedi dhe lezel eno. « Ama, e skrive
goudeze da eur mignon, kement tra ' zo a lavar eur bern
traou da m chaloun. Eur mean, eur vezen, korn an
hentchou, a gemer eur vouez evit kozeal ouzin, dudius.
Ar zonj hebken dho dilezel, a ro da m chaloun melkoni.»
*
* *
Ho dilezel a rankaz, koulzkoude. Er bloaz 1874, e oa
kaset, en despet dezhan, da bersoun da Gastellin.
He barrisioniz nevez a glevaz lavaret na deue da 'vitho
nemet dre fors. An digemer a rajont dezhan na voa ket
deuz ar guella. Mez en eur he anaout, abarz pell, e teujont
dher charout. Ha var fin he vuez ne voa ket, e Castellin,
unan ha n'hen dije ket doujanz, karantez ha respet evit
ar persoun koz.
*
* *
Doue ' zigasaz dan Aotrou Quere eur zamm pounner
da zougen. Epad he iaouankiz hen doa bet great eur
chlenved deuz ar re voasa. Divar neuze, morse ne oa bet mad
avoualch. Mez gant an oad ar beach a bounereaz.

DIVAR BENN AN AOTROU QUERE IX

Chuech vloaz araog he varo, he izili en em lakeaz da
grena. Ne elle mui chomm en he vele. Noz-deiz, e vije en
he zav, o vale dre he gambr pe harpet deuz eur gador.
Mervel a reaz, dan drivech a vis guengolo 1898, dan
oad a drizek vloaz ha triugent.
Hirio, e gueret Castellin, he barrisioniz ho deuz savet
dezhan eur bez deuz ar re goanta hag a lavaro dan holl,
a dreuz ar chantvejou, pegement ho deuz bet karet ho
phersoun koz.

II
Etouez beleien Breiz-Izel, ne gav ket din e ve bet
morse, hini, ken elavar hag an Aotrou Quere. Aliez e zo
bet lavaret divar he benn ar pez a lavare, gueach all, ar
Juzevien divar benn hor Zalver Jesus-Krist : Nunquam
locutus est homo sicut homo ille : biskoaz den na breze-
gaz evel an den-ze.
Pa vije er gador, an oll a droe varzu ennhan, klevet e
vije bet eur gellienen o voudal dre an iliz. Eva reat evel
pa lavarfen he gomzou.
Er gador, an Aotrou Quere, ploum en he zav, a groge
da genta en he zarmoun en eur gozeal freaz, en eur zis-
taga mad he gomzou. Mez goudeze, a nebeut da nebeut,
ech en em domme hag e kase he vouez ervez an traou
hen dije da zisplega.
Gueach e vije dous ha plean, « evel mel var bara guen, »
egiz ma lavare aliez ; gueach e vije laouen koulz hag eur
rimadeller o kounta rimadellou ; mez gueach ive e kroze
evel ar gurun hag e tifrete he ziouvreach.

X DIVAR BENN AN AOTROU QUERE

Pa ziskroge deuz he zarmoun, avechou e lavare eur
gomz grons ha dichek, hag a gueze var ar chalonou evel
eun taol morzol. Aliesoch, evelkent, ech achue dre eur
beden. He benn savet varzu an Env, he zaouarn kroachet
var he stomok, e guie lakaat var he vuzellou komzou
lemm hag a doulle evel birou.
Ha dre ma komze ' vije guelet, var dremm ar re ' zilaoue,
avechou an daelou o tiruil e teid ho divoch, avechou ar
muschoarz var ho muzellou, hag avechou all, var ho zal,
ar spount hag an anken.
*
* *
Hogen tri dra a zikoure kalz an Aotrou Quere da brezeg
evel ma rea : he vrezonek, he vouez hag he labour.
Koulzkoude, an Aotrou Quere nhen deuz ket bet atao,
anavezet mad ar brezonek. Beza ' zo sarmoniou skrivet
ganthan e Riec, ha nint na guelloch na falloch eget ar
re a rafe, brema, eur belec iaouank nevez deuet deuz ar
Seminer. (1)
Mez a viskoaz, an Aotrou Quere a zo bet distagellet
mad. Eur vouez hen deuz bet, atao, hag a chelle ober
ganthi ar pez a garie.
P oa deut da Blouider, an Aotrou Marc, persoun
Goulchen a glevaz, eur vech, anezhan o sarmoun.
Assa ta mad, abostol, a lavaras dezhan, te ' vo eur
mestr prezeger pa giri.
Oh! ia, eme an Aotrou Quere, meuleurez : gaouierez !
(1) Setu ama tammou deuz eur brezegen skrivet ganthan, en he iaouankis.
... But a ra eur rumm dud pere zervich Doue non pas e giz ma choulen,
mez beteg eur certen poent, eur certen rezoun... Hag, en effet Doue rekom-
mand dheomp rei tout pe netra. Setu perak dizroit c'houi pere...

DIVAR BENN AN AOTROU QUERE XI

Nann, nann. Mar kerez deski 'r brezonek e vezi eur
prezeger dispar.
Penaoz ! Deski 'r brezonek ! Me oar brezonek.
Nann. Ne ouzout ket, kred achanon. Evit he zeski,
sell : ne lez morse, paour hebed da dremen heb chomm
da ober ganthan eur frapat kozeal. Ar re baour nint ket
bet er skol hag ' oar mad iez ho bro.
Ha neuze choaz : ne peuz ken nemet chuech vloaz
var-n-ugent. Ma vijen en da leach, me ' iafe da choari
galoch ha da choari kornigel, bep sul var al leur-ger,
gant ar baotred iaouank. Gantho e klefez brezonek iach
ha neo ket choaz tamm ebet saotret gant ar gallek.
*
* *
An ali ' blijaz dan Aotrou Quere.
He blijadur oa, pa zea da bourmen, chomm da gozeal
gant ar re goz, gant ar beorien ha gant ar bastored
denved oa neuze choaz stank e Bro-Leon. « Gantho, a
lavare meur a veach, goudeze, e meuz desket va guella
brezonek. »
Bep sul ive, e zea da choari kornigel var al leur-ger
dirag an iliz, araog ar Gousperou. Ar barrez holl a zirede
da velet ar choarierien. (1)
*
* *
Mez, abarz nebeut, e rankaz kuitaat an diou skol-ze.
Kaset e voa da Sant-Lois-Brest, evel hon deuz 1avaret,
diagent.
(1) Kornigel an Aotrou Quere a zo bet dalchet pell, e ti unan deuz he vrasa
mignouned, e Pont-ar-Chastel, e parrez Plouider.

XII DIVAR BENN AN AOTROU QUERE

Eno, ne zilezaz ket ar brezonek. En em lakaat a reaz
dhe skriva. Hag eun dra drôl avoualch a roaz tro dezhan
dober kement-ze
Eun tad Jesuist, oa deut da brezek ar choraïz da Vrest.
Eur vouez hen doa deuz ar re gaera. Hag eun devez, e
kanaz da gureet Sant-Lois, eur zoun latin, soun an den
kondaonet dar groug och en em gonsoli araog mont dar
maro. An holl a jomme souezet ken kaer e kavent ar
zoun. « Na pebeuz iez eo al latin, evelkent, a lavarent.
Plega ra da liva pep tra. Neo ket gant ar brezonek eo
' ve great eur zoun e se. »
An Aotrou Quere, avad, ne dinte ger. Mez a benn an noz
varlerch, e kinnigaz kana eur zoun vrezonek. Troet hen
doa soun an tad Jesuist. Hag an oll a gavaz Ar Grou-
gaden kaeroc'h, zoken, eget ar zoun latin.
Divar neuze e reaz kalz rimadellou. An niver braz
anezho, a zo bet great gantho, leor Kanaouennou Kerne.
moullet brema zo c'huec'h vloaz. (1)
*
* *
Divezatoch, eun dra all a boulzaz choaz an Aotrou
Quere da studia guelloch ar brezonek.
Unan deuz ar veleien oa ganthan e Sant-Lois-Brest,
an Aotrou Mathieu oa bet hanvet da bersoun e Plouescat.
Gina ' rea o vont dhe barrez, rak ne guie ket ar brezonek.
« Mar cheljen choaz he zeski, a lavare. Mez ar bre-
zonek zo eur iez diot ! Neuz na merk na rouden evit dont
a benn anezhan. »
(1) Ar re ho deffe choant da gaout leor Kanaouennou Kerne, a raffe mad,
en eur he brena, dioch-tu, brema. Ne jomm mui nemet eun nebeut da
verza.

DIVAR BENN AN AOTROU QUERE XIII

Eo, eo, a lavare an Aotrou Quere, he zeski a cheller,
sur. Ha peo guir hen deuz, a dreuz ar chantvejou, en em
zalchet digattar, e zeuz merk ha rouden evit anaout
anezhan.
Neuze ech en em lakeaz dober eur grammadek.
Ar grammadek-se, hag hen doa an Aotrou Quere roet
dezhi ar pep vella deuz he spered hag ar pep vrasa deuz
he amzer, a zo kollet, hirio. Bet oa bet prestet dan Ao-
trou Normant, rejant er Seminer. Abaoue he varo, neuz
gellet kaout kelou diouthi, e nep leach.
*
* *
Evel a veler, an Aotrou Quere hen doa gourennet
avoualch deuz ar brezonek. Hen anaout a rea mad tre.
Hogen, neuz par da anaout mad he iez evit beza ela-
var.
*
* *
Eun dra all choaz koulzkoude, a ranker da ober evit
prezeg mad. Red eo beza sonjet kalz, er pez a ve da la-
varet.
Hogen, da ober al labour-se, ken nebeut, an Aotrou
Quere ne vanke morse.
Aliez eo bet klevet o lavaret: « Biskoaz ne doun bet
eat er gador-brezeg, eb beza skrivet va zarmoun, da ne-
beuta teir gueach. Morse, a lavare choaz, ne meuz bet
roet eun ali da m farisionis, nag e gallek nag e brezonek,
heb beza skrivet ha renket mad, ar chomzou a 'm bije
da lavaret. »
Var gement-se, kerkoulz e vije atao var aon. « Prezeg,
emezhan, zo hada komzou Doue : Semen est verbum Dei.

XIV DIVAR BENN AN AOTROU QUERE
Da zioual ' zo da vankout a respet da gomzou Doue ha
dan dud a deu d'ho zelaou : Maledictus qui facit opus Dei
negligenter ! »
Hogen, evit ober eur zermoun, setu ama penaoz ech en
em gemere.
Da genta, e lakea var baper, an oll zonjou a deue dezhan
divar benn ar zarmoun-ze.
Goudeze, e tibabe etouez ar sonjou-ze, hag e lakea,
dioch renk, ar re ' gave dezhan beza ar guella.
Pelloch e skrive he zarmoun var baper lizer. Neuze na
vije chenchet mui. Hounnez eo ' vije roet er gador-brezeg
*
* *
Holl zarmoniou an Aotrou Quere, zoken he gonferansou
var gourchemennou Doue ha var Sakramant ar Binijen
a zo bet, evel-se, skrivet penn-da-benn. Mez ar chalz
anezho ' zo bet devet. Ne zeuz mui chommet dioutho
nemet ar steuennou.
Moullet int ama, e giz mhon deuz ho chavet.

X


KENTA LODEN

SARMONIOU
BET PREZEGET
EVIT PARDONIOU
**


Ne'z eus netra war ar bajenn-mañ

I
PREZEGEN 3
Great er Folgoat d'an eis a vis Guengolo 1886

Ecce filius tuus: ecce mater tua :
Hennez eo ho mab ; hounnez a zo ho mamm.

BREIZIS-IZEL, VA C'HENVROIS KER,
Setu hi, ahount, ar japel a zo bet savet eur pemp
kant vloas a zo benag, var bez an hini epad he vuez, a
c'halvet Salaün ar Foll.
Goude beza var dro Lez-'n-Even, klasket en hano
Mari, he dammig bara pemdiziek, Salaün a zistroe ama
dindan he vezen.
Da ober he bred e soube he damm bara er feunteun
ha goudeze en eur gana meuleudi he itroun ar Verc'hez
Sakr, e c'hourveze var an douar noaz evit kemeret he
gousk, eur mean ganthan dindan he benn.
Ar foll ervez an dud a voe ar fur ervez Doue, rak
m'hen doa anavezet mad ne maomp var an douar nemet
evit gounit ar Baradoz.
Evel testeni euz he zantelez, eur flourdelizen gaer,

4 AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM

hano Mari, e lizerennou aour, merket var he deliou,
a ziwanaz var ar bernik douar a c'holoe he gorf maro.
Eun nebeut goude, ar japel gaer a zo dirazomp a
voue savet var he vez, hag ennhi hon tadou kos, deuet
a bep korn tro var dro, a veze guelet var ho daoulin o
c'hen em erbedi ouz Mamm Doue.
Tud an Arvor, tud an Argoat, ho c'hreden, ho fizians,
ho c'harantez a zo a rumm da rumm, en em zalc'het en
ho touez. Ha setu ganeoc'h, hirio, d'ho tro, karget an
dachen vras man.
Itroun Varia 'r Folgoat, evidoc'h int deuet.
Anezho deoc'h hag ac'hanoc'h dezho e tlean eta kozeal.
C'houi ho c'hemer evit ho pugale : hi, ho kemer evit
ho mamm.
Grit, o Guerc'hes sakr, ma tiskuezin peger kouls
mamm, oc'h evitho ha pegement e tleont poania da veza
evidoc'h bugale vad.
*
* *
Va breudeur ker, Piou ac'hanomp n'hen deuz ket
guelet eur veach benak eur c'hrouadurik bihan gour-
vezet en he gavel : he zaoulagad glaz savet ganthan var
zu an Env, he vleo melen rodellet en dro d'he dal, he
ziou vreac'h daoubleget var boull he galoun e seblant
gant he vuzellou hanter-zigor, mousc'hoarzin ouz elez
ar Baradoz
Ha c'houi, avi deoc'h ounthan marteze a lavare ouzoc'h
ho c'hunan : « Na te a zo euruz, chomet ma zeo en
he fez kurunen gaer da vadiziant ! »

AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM 5

Marteze ive, truez ounthan en ho kaloun e lavarac'h
ouspenn : « Krouadurik paour, petra e teui-tu da veza
var an douar ? Eun neudennik netra ken, torret eaz
gant an disterra stokat, a stag ac'hanout ouz ar vuez !
Ha petra c'hellez nemet en em glemm ? Goestl da gozeal
n'out ket c'hoas ; goestl da labourat kennebeut ; goestl
d'en em zifenn kennebeut all. Koulskoude an hent a zo
rust ; penn-da-benn danjerou stank ha poaniou garo !
Da lezel gant da nerz da unan, eun devez pe zaou, a ve
barn ac'hanout da vervel.
» Krouadur paour, piou gant truez ouzid a daolo
ac'hanout evez ? »
Piou ? Va breudeur ker, her goud a rit koulz ha me,
en he gichen e ma he vamm.
Oh ! ma ve en ho touez unan hag a lavarfe d'in :
« Me ne meus ket, me, anavezet va mamm. » Dezhan
d'am zro me lavarfe :
« Va breur, va c'hoar ger, truez a meuz ouzoc'h,
gwalc'h va c'haloun, rak n'ho c'heuz ket anavezet ar
pez a zo goude Doue brassa tenzor ar vuez-ma. »
Ar vamm keit ha ma vezo bihan he c'hrouadur, her
mago gant leaz poull he c'haloun ; hi her mailluro, hi a
zesko dezhan kozeal, a zesko dezhan bale, hen dougo pa
vezo skuiz, a dommo he zaouarn etre he re, he benn e
pleg he gouzoug : hi, pa welo, a zec'ho he zaelou gant
kil he dourn ha gant eur pok.
Dre ma kresko, d'ezhan e roio an tamm mezer tomma,
evithan e tispartio ar guella tamm bara, kentoc'h he
lezel da gaout naoun, e chommo he unan heb tamm.

6 AR VERC'HEZ ZO HOR MAMM

En noz, en deiz, da bep mare, heb skuiza, heb damanti
guech hebed, e vez kavet atao prest : prest da rei he
nerz, prest da rei he foan, he amzer, he buez m'ar deo
red !
Hag an eil bep eil tro, a lavar d'egile an daou c'her
ken karantezus : « Va c'hrouadur ! va mamm ! » gant
eur vouez ken tomm, ken tener, ken dudiuz, ma trido
ouz ho c'hleved kaloun an Aotrou Doue he hunan.
*
* *
Va breudeur, setu aze petra eo eur vamm din eus an
hano a zoug.
Hogen koulsgoude :
Ar Verc'hez sakr a zo eur vamm evidomp : hor c'he-
meret he deuz evit he bugale.
Brema zo trivac'h kant vloaz, eur groas a voue savet
var menez Kalvar, hag outhi tachet divar bouez he
bevar-ezel, Jesus-Krist a iea da vervel.
Ehars ar groas, eur vaouez hag eur goas en em zilet
etouez he vourrevien, a zo deuet da rei dezhan eun
diveza merk a garantez. Unan eo ar vamm ankeniet,
egile Sant Iann, ar mignon tener.
Jesus-Krist a zo dija en he angoni, hag her gout a rit
rak piou ac'hanomp na velas ket unan benag var
nez mervel komzou eun den var he dremenvan a zo
evel birou lemm eun dant dezho a bep tu ; buhan e
zeont doun hag eur vech eat e chomont.
Hogen, en eur zellet bep eil tro, ous he vamm hag he
ziskib muia karet, hor Zalver a lavar : « Mulier ...

AR VERC'HEZ ZO HOR MAMM 7

Maouez paour, mamm oc'h bet, mamm na viot mui, rak
ar mab, n'ho poa nemet-han, a ia da vervel ; hiviziken,
den n'ho kalvo he vamm !
« Eo, koulskoude, mamm e viot c'hoas, rak me a ro
deoc'h bugale all ; hennez hag ar re ho karo eveld'han a
vezo deoc'h bugale. » Ecce filius tuus.
*
* *
Mez, Guerc'hes sakr ! Eun dra a zeu da spounta va
c'haloun.
Ar vamm, eur vamm vad, a zo bras he c'harantez.
He galloud, siouas ! a vez aliez bihan.
Mammou kristen, ama ouz va zelaou, c'houi guelloc'h
evidon-me a c'helfe hen diskouez.
1º Aliez, re aliez en em gavit dic'halloud eneb ar
maro.
Pet gueach, ni ho peleien galvet ganeoc'h da vont
d'ho ti, n'hon deuz-ni ket klevet ac'hanoc'h o lavaret :
« Setu hen ama var va barlen, va c'hrouadurik paour ;
aon a meuz na zeuffe ar maro d'hen c'herc'had. Grit,
oh ! grit ma chommo gant ar vamm ar c'hrouadur he
deuz ganet, lavarit din ne varvo ket. »
Ha ni a ranke respount : « Mamm gristen, ar maro
hag ar vuez zo e pleg dourn Doue ; aliez e diou veach
eurus an hini a varv abred ; aliez teir gueach dizeür an
hini a jomm da goza. Lavaromp kentoc'h : Fiat : ho
polontez bezet great. » ,
Ha dirazhomp an ealik bihan a harpe da vervel he

8 AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM

benn var beultrin he vamm. Oh ! ma vije bet gallet prena
buez gant karantez, bevet en divije. Mez n'oa ket deuet
da jomm, hag epad ma welet en dro d'he gorf maro he
ene a nije varzu Doue da gana kantik ar Baradoz.
2° Dic'halloud eneb ar baourentez.
You have read 1 text from Breton literature.
Next - Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
  • Parts
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 01
    Total number of words is 4503
    Total number of unique words is 1531
    49.2 of words are in the 2000 most common words
    58.8 of words are in the 5000 most common words
    58.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 02
    Total number of words is 4760
    Total number of unique words is 1492
    56.8 of words are in the 2000 most common words
    68.1 of words are in the 5000 most common words
    68.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 03
    Total number of words is 4854
    Total number of unique words is 1457
    57.2 of words are in the 2000 most common words
    69.6 of words are in the 5000 most common words
    69.6 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 04
    Total number of words is 4835
    Total number of unique words is 1519
    58.7 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 05
    Total number of words is 4830
    Total number of unique words is 1541
    59.2 of words are in the 2000 most common words
    70.3 of words are in the 5000 most common words
    70.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 06
    Total number of words is 4793
    Total number of unique words is 1422
    62.7 of words are in the 2000 most common words
    74.1 of words are in the 5000 most common words
    74.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 07
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1443
    62.8 of words are in the 2000 most common words
    75.7 of words are in the 5000 most common words
    75.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 08
    Total number of words is 4995
    Total number of unique words is 1474
    61.6 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 09
    Total number of words is 4936
    Total number of unique words is 1591
    57.3 of words are in the 2000 most common words
    70.0 of words are in the 5000 most common words
    70.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 10
    Total number of words is 4756
    Total number of unique words is 1453
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 11
    Total number of words is 4979
    Total number of unique words is 1496
    60.0 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 12
    Total number of words is 5002
    Total number of unique words is 1495
    59.1 of words are in the 2000 most common words
    69.1 of words are in the 5000 most common words
    69.1 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 13
    Total number of words is 4945
    Total number of unique words is 1417
    63.3 of words are in the 2000 most common words
    72.9 of words are in the 5000 most common words
    72.9 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 14
    Total number of words is 4737
    Total number of unique words is 1398
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    72.4 of words are in the 5000 most common words
    72.4 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 15
    Total number of words is 4964
    Total number of unique words is 1453
    61.5 of words are in the 2000 most common words
    72.7 of words are in the 5000 most common words
    72.7 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 16
    Total number of words is 4846
    Total number of unique words is 1445
    61.0 of words are in the 2000 most common words
    71.3 of words are in the 5000 most common words
    71.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 17
    Total number of words is 4605
    Total number of unique words is 1417
    60.8 of words are in the 2000 most common words
    70.8 of words are in the 5000 most common words
    70.8 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 18
    Total number of words is 4661
    Total number of unique words is 1445
    63.4 of words are in the 2000 most common words
    74.3 of words are in the 5000 most common words
    74.3 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.
  • Sarmoniou an Aotrou Quere - 19
    Total number of words is 1747
    Total number of unique words is 710
    73.5 of words are in the 2000 most common words
    82.0 of words are in the 5000 most common words
    82.0 of words are in the 8000 most common words
    Each bar represents the percentage of words per 1000 most common words.